15/11/2017

Pêo ri 'ha'on diwar ar chouch !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.




– Ma mamm na kaojeet deus un' din-me, na klêt kaos deus un' ba Skrigneg ha' oa ar varc'hadoures-dilhad…

Ya

Ah ya !

– … Gwech-all

Hoñzh t…

Ma(r)i-Louis Bizou(a)rn !

Hoñzh teue deuh ar Guilly

Deuh ar Guilly !

– Penn-e-geñkis, penn-e-geñkis

Ah ! Penn-e-geñkis, heñ teue deus Berrien !

– Ya ?

Ah ya ?

Ya

Me(d)…

Heñ oa…

Heñzh a oa ur marc'hadour-ispissiri !

Ispissiri

– Ispissiri oa ?

Ya

Ya !

– Ah…

Ya

Ha Ma(r)i-Louis Bizou(a)rn oa…

Houzh teue in bissiklèt da werzhañ traou

Ya, da werzhañ dilhad ha chome da lojañ barzh ti an dud mo(d)-se


Ya

Hag an de war-lerc'h vintin a'h ee adarre d'o(be)r tro ar c'hêriou da 'h essañ gwerzh(añ) hi zraou kwa !

Ya !

– Me(d) blam bet(r)a vije gwraet « penn-e-geñkis » deusouti ?

Penn-e-geñkis ?

– Ya

Daon ! Me n'ounn ket ! Blam bet(r)a na heñw ? Ur leshano oa 'è, pugur heñ oa Guyomard hi hano

Ya !

– Ah !

Ha vije gwraet « penn-e-geñkis »…

N'onn ket pe-rag vije gwraet penn-e-geñkis hañ !

Daon ! Me n'ounn ket !

– Pet(r)a é « geñkis » ?

N'onn ket !

Je sais pas, il avait une grosse tête ha vije gwraet : E(rr)i é penn-e-geñkis !

Ya

Ha goûd a ouïe vije gwraet an dra-he deusountoñ, me(d) daon ! Je sais pas, ur leshano oa daoñ hañ !

Hañ, me(d) vij(e) ket gwraet (ne)me(d) an dra-he deusountoñ !

Ah nann-nann-nann-nann !

– Ur plac'h oa pe ur paotr ?

Ur paotr !

Paotr !

– Ah ! Ur paotr a oa

Ya-ya-ya !

'Lec'h houmañ oa ur plac'h vije in bissiklèt

Ya !

Hag un devezh oa 'n-om ga(v)et 'ti ur yontr du-m(añ) ha heñ oa intañw, houzoh walc'h

Ya

Ba, barzh Kervegun

Kev(eg)un, ya

Hag a lare daoñ :

« Me zo à werzhañ orilherou ha-traou »

« Ah ! » Na lar(e)t ma yontr daoñ, « me 'ha ! Breno diganes, med red (v)o demp essêiñ 'nê a-raog ! »

Ahaha ! Ah ya 'ha !

« 'Benn a brenin 'nê é red demp essêiñ 'nê da wel ahann eint soub(l) ! » A lar-hañw

Ya, oh ya ! Oh ! Vrañsou Vur a vanke k(et) i deod daoñ 'è !

Oh fi nann !

Ah nann-nann-nann !

Hag ur, ur wich-all ha' na gwraet ur glwed da mamm-gàer Jañ Jaffrenou

Hañhañ !

Hoñzh oa sévère 'ta !

Oh ya ! Hoñzh oa sévère an traou ganti 'è

Na gwraet ur glwed daoñ, hete na, hi na goull(et) digantoñ :

« Bon ! »

« Pegement bremañ ? »

« Pegement bremañ a hleon dit ? »

« Oh ! Pu(d)ur é te é » lar, « ah beñ a bêi 'naoñ diwar ar chouch » a lar daoñ* [dèi]

Ah ya !

« Ah amañ ! Vrañsou Vur, chouchenni ket 'ha ! » Lar

Aha ! Oh nann ! Oh ! Houzh a oa sévère an traou ganti 'è

Pe pêo diwar ar chouch

Ya

Goûd a houz(e)s pet(r)a é pêo diwar…

– Nann

Payer en nature !


Ahaha !

– Ah !!!

Ouais !

Ouais !

– Diwar ar chouch ?!


Pet(r)a… Ya

« Pi(d)ur te é » lar, « bêi 'ha(n)on diwar ar chouch ! »

« Hag amañ chouchenni ket 'ha ! » Na lar(e)t daoñ

Elle avait pris ça en, en…

Oui ! Hopala ! Celle-là, elle aimait pas

– Ha chouchenniñ, chouchenniñ c'est…

Chouchenni ket 'ha !

– C'est celle qui fait ça quoi

Ouais-ouais

Ouais


Ah amañ nann !

« Chouchenni ket amañ 'ha ! » Na lar(e)t daoñ

Nañ-nañ-nañ-nann !

– Diwar ar chouch…

Oho ! Ya

Oh ! Un dra ha' vije lar(e)t kalz heñ !


Oh an dra-he, an dra-he oa…

Ah ya-ya-ya-ya !

Ha papred a vé lar(e)t ?!

Oh ! Papred a vé lar(e)t, ya

Heñ ?

Daon ya ! « Ha amañ a bêi 'ha(n)on diwar ar chouch »

« Oh ! Pêo a ri diwar ar chouch ! »

– Ha kalz a vije pêet ar mo(d)-se diwar ar chouch ?

Oh ! Vije ket !

Oh oui, mais c'était la rigolade quoi ! Ça…

Eh-eh-eh !

Ouais

Vije ket…

– Matresse lod a ree ?

Ah lod a ree !

Ah bah, ah daon 'ha !

Oui, ça c'est sûr ! Ya, ouais-ouais

Eh ! An dra-he é ur mod… An dra-he é goude

Mais quand t'avais pas envie qu'on, qu'on te paye, tu disais ça : Oh ! Pêo ri 'ha(n)on diwar ar chouch !

Oui !

Ouais !


– Ya, 'vi(d) farsal un tamm

Ya !

Ya, voilà !

'Vi(d) farsal !

Ya ! Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog