18/11/2017

Un essem, an teus hag an Ankou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




Cheñch tu d'i davañjer

Ya ! Vije lar(e)t 'è, houzoh walc'h, ya… Ah ya ! Gwich-all ha lod, pa 'n-om ga(v)e tud

Ya, cheñchet

… Pa vije lous o zavañjer, a lake 'naoñ war an tu-gin blam daoñ da ve net ! Ahaha !

Ah ! Ahahaha !

Ah ya ! Mojou na an dud gwich-all !

Oh !

– Ya

Ha lod-all, pa welent tud 'tond, a dape ur skuberr'nn !

A dape ur skuberr'nn !

– Ah ya

Da skub(añ) an ti !

– Oh, me(d) kalz tud ra ar mo(d)-se c'hoazh !

Eh ! Da lar(e)d :

« Oh !!! Te zo e(rr)o ! Me oa 'hond da gomañs 'h o(be)r ma menaj ! »


'H o(be)r ma menaj, ya… Ahaha !

Na ket bet amzer… Eh !

Nann

– Oh me(d)…

Ha dizhtu a'h ee-kuit vije chetet ar…

Ar skuberr'nn

… Ar skuberr'nn

Vij(e) ket skubet goude…

– Me(d) me ma klêt un dra hag vé, ha oa, ha' ma ka(v)et braw, me(d) vé ket lar(e)t an dra-he amañ 'vid un dèn ha', ha' teu ket alïes, teu ket da wel(ed) 'han(ou)t alïes

Ya

– Ha : « Oh ! Vé ket skubet alïes war i lerc'h »

Ah ya ! Daon ya-ya !

Ah ya-ya ! An dra-he vé lar(e)t !

– Ah ya ?

Ah ya-ya !

Vé ket okasïon da skub(añ) alïes…

… Skub(añ) an ti war da lerc'h

War da lerc'h

Pugur teus ket alïes !

Nann !

Nann

– Ah ! An dra-h(e) vé lar(e)t ?

Ya

Ya, beñ ya !

Ah ya !

Ha petram un' hag a'h a fachet 'e kuit a lare :

« Beñ skubi ket da di war ma lerc'h 'metkin ! »

Nann ! Ahaha !

– Ohoho !

Ya 'ha ahaha ! Oh ya…

– Ah(e) oa lar(e)t plén kwa !

Ya !

Ah ya !

Ya-ya !

Ahe neus ket kemeret sir…

Nann, manigou nann !

Heñ ?

Nann

… Sirkoñstañsou hañ !

Ah nann-nann ! Pa blije ket ar jeu daoñ a'h ee-roud ha :

« Skubi ket da di war, war ma lerc'h 'metkin ! »

Nann

Nann

An dra-he oa ket sin gwal vat heñ ?

Nann, oa ket sin vad an dra-he, nann

Aha !

– Me(d) vij(e) ket lar(e)t sort e-bed 'vid ar skub ar mo(d)-se serten noñsvechou ? Pass skub an ti ?

Ah ! Deuh an abard'hê ? Pass skub an ti maes

– 'Vid an eneou, ar re, ar re zo marw

Ya-ya-ya ! Nann, euh… Gwich-all vij(e) lar(e)t p(a) vije un dèn maro war ar vazh-kañw : Pass skubañ da gass n'ouzon… Neuhe vijes à klask kass 'naoñ kuit kwa ! Abretoc'h 'vi(d) oa sañset, me oar pet(r)a… Gwich-all vije kaojou kozh ar mo(d)-se kwa !

Oh ya 'hat…

– Ah ya, pe lesk an nor damzigor un tamm

Ya ! Ya-ya !

– Ha lar(e)t vije an dra-he 'e ?

Ya-ya ! Blam da gass c'hwezh ar marw kuit kwa !

– Me(d) lod lar pass 'h o(be)r tan serten noñsvechou 'e

Oh ! An dra-h(e) meus ket bet klêt 'ha !

Oh nann ! An dra-h(e) meus ket bet klêt, me(d) un noñr vije leusket digor pa 'h ee ar c'horv kuit d'ablam da c'hwezh ar maro d'ond-kuit da… Kuit d'ar maro da zond dizhtu kwa ! Ouais

– Me(d) mod-all meus klêt un dra bennaket n'eus ket pell-zo, ma, ma ket klêt gwech e-bed a-raog : A vije lar(e)t lar an heñi divé deus ar bla hag a oa marw a oa an Ankou hag an heñi kentañ deus ar bla hag a oa marw oa komiss an Ankou

Ah bon !

An dra-h(e) meus k[et]… An dra-he…

Nann

– Nann ?

Nann, oh ! Bet meus bet klêt kaos an Ankou 'ha !

Ya

Me(d) oh ya !

– Ha pet(r)a vije lar(e)t amañ deus an Ankou just a-walc'h ?

Pa yud ar c'hi deus an noñs !

Ah ya !

Hag a hemañ zo 'helven an Ankou da zond da gerc'hed un dèn kwa !

– Ah ya ?

Ya ! An dra-h(e) vije lar(e)t

– Ar c'hi an-heñi a…

Ya !

An dra-h(e) vij(e) ket sin vad, vije klêt ar chach à yudal

Nann, nann ! Ha ma gan ar c'hog deuh an abard'hê, pa vé 'hond war i glud

– Ya

Eh beñ zo sin (e)ma à helven an Ankou da zond 'è ! Vije lar(e)t, me(d) ar c'hog deus ar mintin neus droed da gan(añ), me(d) pass deus an abard'hê 'hond war i glud ! Nann

N'eus keme(d) 'h o(be)r ur gwï daoñ war i hoûg !

Just a-walc'h ! N'é ket, me(d) ar re-gozh, gwich-all, lare :

« Oh ! Sell (e)ma ar c'hog 'kan(añ) 'hond war i glud ! Oh ! N'é ket sin vad a'ha ! » Vije lar(e)t

Oh ! Me(d) pet(r)a ? Sur a-walc'h an dra-he n'é keme(d) kosh-kaojou !

Daon ! Gwich-all vije kaojou mo(d)-se, houzoh walc'h ! Beñ ya, beñ ya…

– Hag a-wechou zigouee

Daon ! Wichou zigouee !

Ah ya ! Ma é, ma é bet digoueet, houzoh walc'h

Ma é, ma é bet digoueet just !

Ya

'Vel ar Louedic kozh du-mañ barzh kêr… Hag i wreg oa ket klañw !

Nann

Na mann, pugur oa 'kan(añ) 'n-ur beilh(añ) hi vatates da greiste hag hi gwas a lare :

« Ma ! » A lare, « amañ neus gwraet, 'vi(d) noñs » lar, « an horolaj ur son drol ! » Na lar(e)t-hañw mo(d)-se, « ma ! Ma'hat so e(rr)o, vo e(rr)i an Ankou da gerc'hed un' bennaket » lar

Ma ! 'Benn 'n abard'hê oa marw i wreg, koueet mo(d)-se

Hohoho ! Oh !

Hag e-se !

Oh !?

Ga le cœur ! Koueet marw, mik !

Ah Chewsus a'ha !

Ya ! Hag na lar(e)t se ha, ha n'eus ket pell-zo 'boea… Oh ! Pet(r)a zo ? O hond da veañ tregont la so pe mo(d)-se ha lare :

« Ma ! 'Vi(d)-noñs » lar, « me oa divunet » lar « ga'n horolaj a neus gwraet un drous drol ah(e) ! Ha pad ar veilh a na gwraet an horolaj memes trous ! »

Ya

Pad ar veilh

– Pad ar veilh ?

Ya, beilh i wreg kwa ! Maro war, war hi gwel(e) ene hag e-se…

An dra-he oa, vije lar(e)t un essem

Just a-walc'h ! Un essem, vije lar(e)t

– Un essem ?

Ya

Un essem, ya

– Pet(r)a é ?

Beñ un essem…

Un…

Un truc…

Attends !

… Qui fait dire que, que la mort arrive quoi !

Un essem, une prédi[ction]


Ha gwich-all vije lar(e)t :

« Daon ! »

P(a) vije gwel(et) un dra m(e)nnaket :

« Oh ! Ah(e) zo un essem » Houzoh walc'h

Ya

Ya, vije lar(e)t

– Lennet ma ar gomz, me(d) ma ket klêt c'hoazh

Ah !!

Ah !

Nann-nann, un essem vije lar(e)t deus an dra-he

Ya-ya

Me(d) gwich-all lod a'h ee da spont(añ) ar re-all mo(d)-se, lak un niñsel war o venn

Ya

« Oh ! Me meus gwel(et) un essem ! »

Ya

« Me n'in ket dre ahe kin ! »

Nann

Hag a vije un dèn 'h o(be)r owen dê, houzoh walc'h, ya

– Pugur oa ar « fantôme » ?

Ben ça voulait dire fantôme en français, sans doute, oui

– Hañ !

Oui, mais dam ! Autrefois y avait pas de, de jeux ni des trucs ou y en a qui s'amusaient à faire ça quoi !

– Me(d) 'vid ar, 'vid « les fantômes » ma klêt un dra, me(d) ba Berrien a oa : N'es ket tost d'ar puñs, ah(e) zo un teus !


Ah ya ! Un teus vije lar(e)t 'è

Ah ya ?!

Ah ya-ya-ya ! Un teus vije lar(e)t 'è, da 'h ampech ar vugale d'ond tost d'ar puñs

– Ya

Ha vije lar(e)t :

« N'es ket ahe ! Ahe zo un teus ! » Vije lar(e)t dê

– Ya, ba Berrien vije lar(e)t 'e

Me(d) pet(r)a oa an teus neuhe ?

Beñ un dra m(e)nnaket d'o(be)r owen, houzoh walc'h !

– Beñ me, me joñje din-me oa « un fantôme » just a-walc'h

Ben peut-être, peut-être ya

– Ah ya ?

Matresse

Ouais-ouais

– Hag an teus hag an essem, n'é ket memes-mod ?

Geo ! Memes-hi(ni) é, pugur gwich-all, pa vije an dud ba'h an dennadeg-patates pe un dra m(e)nnaket, un' bennaket nije c'hoant d'o(be)r ur betiss mo(d)-se ha' 'h ee war ar harzh hag a lake un dra m(e)nnaket pe un tapiss a-dreu[s], 'dreus hag an dud dije owen ha' 'h ee-kuit 'kreis tenn ar patates gwich-all

Ah ya ?!

Ah ya !

« Oh ! Ahe zo un essem, n'an ket kin ! Oh ! E(rr)i é da gerc'h(ed), an Ankou da gerc'h(ed) un' bennaket (a)ha(no)mp ! » Vije lar(e)t

Me(d) daon ! Ha vije un' bennaket à c'hoarïelled ! Houzoh walc'h

Eh ! Vij(e) ket sterd…

– C'hoarïelled

Vije ket sterd spont(añ) an dud am(añ) memes-tra…

Nann ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ket disk(et) an dud, houzoh walc'h

Nann…

Oa e(rr)i… Vije ket sterd spont(añ) an dud ar mo(d)-se hañ !

Nann

– Nann-nann

Beñ nann

– Oh ! Spont(añ) an dud é aes a-walc'h 'h o(be)r papred heñ !

Ahahaha !

Ya, papred é aes a-walc'h 'h o(be)r, me(d) gwich-all oa ket disk(et) an dud, sell…

Oh ya !


Nagn ket bet gwel(e)t traou mo(d)-se na machin…

Eh ! Spont…

– Beñ nann, me(d) bremañ vent, vent spontet di-rag an tele ha neuhe…

Ya !

– … Vé stertoc'h be spontet ga un tamm tapiss ar mo(d)-se kwa ! Ahaha !

Ya ahaha !

Ya, oh ya…

– Ya, me(d) oa… An dud oagn ket choñj gwel an dra-he 'e kwa !

Nann !

Beñ nann-nann-nann !

Ah nann !

Nann

Pa ves ket choñjal, houzoh walc'h


Beñ ya : Hé owen, houzoh walc'h

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog