17/12/2017

Fest ar pe-moc'h, anduilh, yod-patates ha kouraihou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba un ostaliri assames ga É. deus Skrigneg, F. deus Bolazeg ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
F.
É.



­– Me(d) piw ta laret din-me na gwel(e)t ar blei divé amañ ?

– Ma mamm-gozh


Ah boñ ?

– Ma mamm-gozh, ya, seizh la… Oh, me(d) ma mamm-gozh oa ganet 'raog 1900 heñ !

Hag a…

– Hag a…

Ha gwich-all oa bleizi hañ !

– Ha' oa seizh la, na gwel(et) ar blei divê

Hag aboea n'eus ket bet ?

– Nann

– Disparisset eint

– Me(d) 'tond en-dro (e)maint, pegur an dra-he zo skrivet war ar journal ahe !

– Ah ya, Élise ! Te responto demp matresse, pugur oamp 'klask an dra-he ar wech divé, pet(r)a vé lar(e)t deus un daol ar mo(d)-se hag a zo « bancale » ? Pe ur gador pe fout-pet(r)a vo, n'é ket kompes kwa, me(d)…


Nann

N'é ket, n'é ket kompes, nann

Daon 'ha !

N'é ket kompes

Beñ !

N'é ket plén, me(d) boñ…

Ah beñ n'é ket kompes ha n'é ket plén ! Pet(r)a vé lar(e)t mod-all ?

Nann

– Displén, vé ket lar(e)t ?

Dis-…

Displén vé lar(e)t 'è !

Displén, ya, displén n'é ket kompes…

Pet(r)a vije lar(e)t deuh un' ha' vije tommeet daoñ ha e(rr)i vije « bancal » 'è ? Ah ! Heñ ?

– Ahahaha !

P(a) vije tommeet daoñ, houzoh walc'h, il est bancal !

– Jilgamm, n'é ket ?


N'é ket…

Ah ! Jilgamm a zo mond a-dreus


– Ya


A-dreus ha…

Ya, ya, ya ! Bancal… Pa vije bancal vije red d'o(be)r kasellig daoñ !

Kasellig

Daon ! Blam(e)d daoñ da chom 'n i saw !

– Ya, 'h o(be)r kasellig, ya

'Feñ nije bet ur bann'h re kwa !

Kasellig, ahahaha !

« Ah ! Taol ple(d) mad ! » Lare mamm da ma zad pa 'h eemp d'ar friko pe-moc'h, « goûd da-beked p(e)-lec'h mond ! Kar n'efomp ket d'o(be)r kasellig dit ! »

Ah ya !

– Da zond d'ar gêr

– Kasellig


Gwich-all a'h ee an nén

Ya

Houzoh walc'h, deuh an noñs d'ar frikow-moc'h

Ya

'Ti an amiseien

Ya ! Ya-ya

Ah beñ, me lar dit ahe his-se 'ha ! Vije debet ha evet !

Ya-ya-ya

Ken-ha-ken a vije ! Pad ar su(zhu)n a vije kajimant tamm kig e-bed da zibiñ !

Ah beñ nann

Me(d) pa 'h eemp ar mo(d)-se a vije : Soubenn ! Kig-soubenn ! Dow sort pate !

Ya

Ehe ! Silzig !

Silzig, ya

Oh ! Ha… Ah ! Me(d) c'est dément hein ! Sete…

Un hanter deuh ar pe-moc'h vije kass(e)t dê-gn ha gañ purée mat heñ !

Ya ! Ha ka(sse)t un tamm da bep-hi(ni)

An ameseien vije kasset beb a damm dê ! Ah !

Sete vije…

– Me(d) deus, deus an dra-he meus joñj 'e hañ !

Te heus choñj deuh an dra-he 'è ?

– Ya, fest ar pi-moc'h ba ti ur (v)oer(e)b din

Ah ! Biskoazh kemend-all !

Ar friko

– Ha' ree friko

Ah ya

– Friko ree ga'r c'hig ha oa… Pet(r)a vé lar(e)t… « Des pruneaux » barzh

Beñ daon ya !

Ya, prun

– Me(d) an dra-he ma ka(v)et mad !

Ya !

– Deus an dra-he meus choñj oa mad

Ah, ah ya !

An dra-he

Beñ d'ar mar(e)-se, ya !

Ya

– Ya

– Me(d) fest ar pi-moc'h vije gwraet partoud !


Ya

Ya !

Ya-ya !

– Partoud-partoud !

Partoud-partoud ha rôet un tamm kig

– Ya

Pa teuent da bidiñ teue un tamm kig gate ! Un tamm mell-kein !

Ya, mell-kein, ya, ya… Ya, me(d), me(d) an hin(i) vije d(a) lah(añ) ar pe-moc'h, heñ 'h ee an tamm gwellañ deuh ar pe-moc'h gantoñ

Ah daon ya 'ha ! Ah ya ! Aha !

Heñ nije ar müañ chañs !

Eh ! Hag a vijent, p(a) vije lah(e)t ar pe-moc'h vije lak(et) (d)indan an daol, laket dow pe dri sac'h-temz, laket hor'n warnoñ war un tamm plous ! Ha vije lesket en(e) da sallañ ha vije treig an dud war ar re-he ! Ah ! Pad pemzete, teir su(zhu)n… Du-he vije ket mo(d)-se ?!

Pa oan Bolazeg, meus ch… Kâ(d) ra din meus choñj ur wech oa, oa pet(r)a (d)indan an daol !


Ya

Me(d) boñ… An dra-he oa 'raog ar…

Ahaha ! Ah ! Me meus choñj deuh an dra-he ! Vij(e) ket laket ba'h ar poujou 'vel vé gwraet, pe 'vel vije…

Ah ! Ar pod-grè é ? Ya


Ha amañ vije lak(et)

Ya

(D)indan an daol !

(D)indan an daol


– Me(d) mod-all ma klêt 'e dristribilh, deus ar soliou

Ah ! Goude ya ! Vijent laket a-stribilh

Ya-ya

Ar c'hostennou

– Ya

Ar c'hostïennou, ya

Ar c'hostïennou, pa vijent sall a-walc'h hag a-blassou vije ket sallet mad !

An anduilh ba'r chiminar

– Ya

Ya

Eh ! Ba'h ur plass oa, just a-walc'h, an dornañ ha laket ur pezh treñchenn-gig ahe d'o(be)r soubenn ha 'n-on ga(ve)t, hag a un' a lar :

« Daon ! Me(d) te heus ka(ve)t vermissel 'e ? » Lar daoñ

Pudur toud ar, ar preñved oa deut war ar gourr(e) ! Houzoh walc'h

Ah ya-ya-ya !

– Ha mod-all vije ket implijet ar gwad ? Nann ?

Nann

Euh…

Du-mañ vije, dre zu-mañ vij(e) ket gwraet

– « Du boudin » vije k…

Serten plass

– Ah ya ?

Serten plassou, ya, pugur amañ…


Dre zu-mañ oa k(et) ar mod

Nann

– Nann

Alïes vije ket gwraet

Nann, nann, nann

– Ba du-mañ vije ket gwraet


Nann

– An dra-he zepante deus an dud


Ya

Ya, ar re vije 'lahañ 'naoñ ba'r park

Me welen ket den e-bed war douar Kerbrad sañset

Nann-nann

– Ga'r c'horailhou vije gwraet un dra bennaket ?

Ar c'hourailhou ! Ar c'hourailhou oa… Pet(r)a oa an dra-he just a-walc'h ?

– E galleg, « c'est… »

An dra-he vije laket ba'h ar pate, vije ket ?

– « C'est les abats »

Les abats ? Hum

Les abats ?

– Ya

C'hourailhou, ya

Heñ ?

Beñ koulskoude mamp klêt an dra-he alïes a-walc'h…

– Klêt ma kaos deuh ar c'horailhou oa ar gwad, ar bouellou, ar skevent…

Ya

– Ha tammou traou deus an tu-dabarzh

Kourailhou ar pe-moc'h

Kourailhou ar pe-moc'h


– Ya

Ah ben oui, an dra-he vije… Ur lodenn kwa ! Vije laket ba'h ar pate ! Pe ba ar saossisson !

– Ur lodenn deus ar c'horailhou ?

Ya, me(d) aboea zo pell, ni meump kousket 'boea ! Meump ket choñj

– Me(d) ma klêt just a-walc'h ga un' deus Berrien ha na lar(e)t vije gwraet ga'r c'hig ha vije gwraet ga'r vel(in)-bate !


Ur pet(r)a ?!

– Ur vel(in)-bate !

Ur vil(in) ?

– Ur vil(in), ya, ur vil(in)-bate

Ur vil(in) da, da zrailhañ 'nê vije ! Deus an daol vije staget ha laket war…

Ah !!! Ah ya ! Ya-ya-ya-ya-ya ! Da zrailhañ

– Ah ya ?

Da… Daon ya !

Biñset war an daol ahe

– Da zrailh(añ) ar c'hig

Ah ya ! Gad a…

– Houzh ree ar vil(in), ar vel(in)-bate deus an dra-he

Ya !

– Ar vel(in)-bate ahe

Ha, ha c'hoazh vije…

D'o(be)r, d'o(be)r ar silzig vije meh-mod 'è

Ha vije koeñset

Ya

Deus korn an daol

Ya-ya

Vije sterdet ha…

Ya-ya

Ha me meus un' papred !

Oh ya ? Ah boñ ?

Ya !

Ah ya

– Ha' res pate ?


Oh ! Rañw ket 'ha !

– Pate-yir zo… Nann ? N'eus ket voien d'o(be)r ?

Oh ! Pate-yir…

– Ha milin-bate a res deus an dra-he 'e pe… ?

Ur vil(in), vije ket lar(e)t

Ur vil(in)

– Ah ya ! Ur vil(in), ya

Vije ket spessifïet « pate », nann. Ha oa mad pa vije diviñset ur penn d'o(be)r ar silzig !

– Hum, ya

Vije cheñchet, machin(et) hag a…

Ya !

Ahe vije gwraet

– Ya

Ar silzig ha…

– Ar silzig, n'é ket ga'r bouellou vije gwraet an dra-he ?

Eo !

Eo !

– Yeo !

– Yeo ?


Ha 'h eer da, da, da, da…

– D'ar stêr

… Da raskañ 'nê d'ar stêr ! Ar re-he vije rasket !

– Ya, deus an dra-he meus joñj, ya

Ya

– Dour yin ahe

Ha anduilh


Heñ ?

Anduilh

Anduilh, ya, vije

Ped, ped a vé ? Seizh pe naw ? A-peu-prè, ba'r pe-moc'h ?

Keme(nt)-se vije, gav dit ?

Ba, vije ket re heñ ! Nann

Nann

Matrehe, 'tro seizh matrehe

Nann, nann, ya

Bon, vïent laket ba ar chiminar !

Eh ! Ha kalz neuhe a zebe 'nê mo(d)-se

Ya

Vij(e) ket red poahañ 'nê na mann e-be(d) !

Beñ, ar re-he vije poahet gañ ar mouged ba…


Daon ya 'ha !

­– Ya

Mamm

– Mogedet kwa !

­Mamm a vije soueet

Mogedet

A wele an anduilh

A-stribilh

'Timinüiñ

Ah !

Ma breur, houzoh walc'h ha ma zad, pa 'teuent d'o(be)r o c'hass-krout, eh ! Eh !

A zebe un anduilhenn ?

Zebe un…

Heñ ?

« Oh bah ! » A lar, « ar re-m(añ) (e)ma toud an anduilh, gwelloc'h red 'o din kuañ 'nê ! »

– Me(d) ga pe-sort mod vije debet an andouilh gwech-all ?

Ga'r ginou !

Ya !


– Ga'r ginou, ya, me(d) war ar bar(a) pe ga'r patates pe… ?


Oh…

– War ar bar(a)

Ha purée

Ga purée

Ya-ya

– Ga'r « purée » ?

Ya

Müoc'h gañ ar purée ma'hat

Ya

– Ha « purée » na ket hano (e-)bed ?


Daon ! Ar purée vije gwraet 'ha !

Ya !

Me(d) gwraet vij(e) purée deuh an, deuh an dra-he

Purée ya, gañ an anduilh

– « Purée » ?

Purée, ya

An dra-he vije lar(e)t 'è, ya

Ya

In brezhoneg, meus ket choñj ar mod-all

– Patates friket pe nann ?

Nann

Beñ yod-patates ma heus c'hoant !

– Ah ! Yod-patates vé lar(e)t 'è ?

Ah daon 'ha !

– Nann

– Nann ?

– « Ma peus c'hoant » neus lar(e)t


Nann

Ehehe… Me(d) yod-patates a egzist a'ha !

– Ah !

Ya, yod-patates !

Ah boñ ?

Me meus bet klêet mamm-gozh ga kaos yod-patates : A lake un tamm bleud hag a lake patates da-heul 'e

– Ah beñ ya !

Hag a ree yod-patates deuh an dra-he

– « Purée » é an dra-he neuhe ?

Ka(j)i-sur, matrehe a-walc'h

Brem(añ)…

– Aha ! Deuet é mad ba da benn neuhe ! Ehehe !

Ahahaha !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog