06/12/2017

Gwenan, gwesped ha vubig

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.



– Yeo, ma joñjet ba un dra, pet(r)a vé lar(e)t pa vé gwel(e)t ur wenanenn ? Ur wenanenn ya, me(d) pé vé gwel(et) kalz gwenan

Daon ! Soñj vije dê d'ond-kuit !

Daon ya ! An dra-he vije gwraet, ya

– Ya, me(d) un hano zo 'vid… ?

Un, un hano zo, ya : Un neizha(d)-gwenan

– Un neizhad…

… Gwenan, ya

– 'Vid gwenan o nijal ar mo(d)-se kwa ?

Ya, gwen(a)n d'o(be)r mel, ur… Me(d) oh ! Mod-all vije ur wenanenn kwa ! Pé vij(e) kemed un'

– Ya ? Me(d) me oa 'klask pe-sort mod vé lar(e)t un « essaim, un essaim d'abeilles »

Ur golôennad-gwenan !

Ah ya ! Ur golôenned

Ya

– Ah ya, me(d) an dra-h(e) é « la ruche » ?

Ya !

Ya, just a-walc'h

– Me oa 'klask pé vé kalz gwenan « vrrrrr »

Ah ! Pa vent just, ya-ya-ya-ya ! Ouais-ouais-ouais-oauis

– Barzh an aer


Pa vent tapet ahe ba… Ha vent 'zribil deuh ur wênn-derw ah(e)

Vij(e) ket lar(e)t ur…

– Nann, n'eint… Pa vegn 'froñal !

Ah ! Pa vent à froñal !

– Ar…

Vé ket lar(e)t ur glodad ? Ur gloda(d)-gwen(an)

Oh… Nann, oh ! Be zo lod ha' lar ur gloda(d)-gwenan 'è, me(d) hañ !

« Ahe zo gwenan ha' (e)maint à froñal ahe war ar wênn ! » Vije lar(e)t

Ha vé klêt 'è papred war ar gwe-derw bremañ, pugur bremañ zo boulou ru ba'h ar c'her'n

Ya

Hag emaint war ar re-he !

– An hed-kwenan ma klêt

Un neizh(a)d-gwen(an) !

– Hag an dra-he a hall nijal 'e kwa ?

Ah daon ya 'ha !

– Ah ya ?

Ya-ya-ya ! Ya-ya ! Pugur a-wichou vent toud (a)ssam(e)s à ho(r)tos posañ ba-lem a vé la mère d'entre eux, ils sont là en train d'essayer de se poser : Ahe zo un neizha(d)-gwenan 'hond da bos(añ) un tu m(e)nneket kwa !

– Ah ya, un neizhad

Ha oagn à froñal ahe

Ya, froñal ahe, 'vel vi(d) 'n hañw ahe gis-se, barzh ti-Édite oa un neizhad oa deut, n'ounn ket deus pe-lec'h

Ya-ya-ya

Ha oagn àh o(be)r an dro d'ur vodenn en(e) toud

Ya-ya

Sell oamp à lar(e)d :

« Ah sellet ! Ahe zo un neizha(d)-gwenan ! » Oamp à lar(e)d mo(d)-se

Ya-ya-ya !

Me(d) daon ! La mère était dedans, dans le sapin avant, sell ar re-all oa 'h o(be)r toud an dro 'klask posañ tal hi c'hichenn kwa ! Ha goud(e) deus an abard'hê-noñs neuhe oa deut ma ni bihen da gerc'hed 'nê neuhe, heñ a ra mel ! Hag a oamp fentus à sell(e)d deusountoñ : A anee la mère deuh ar re-all

Ah bon 'ha te ?!

Ya ! Da lare(d) demp…

Hag ar re-all a'h ee da-heul goude pa dape houzh

Ya ! Just a-walc'h !

« Oh ! Ma hallon tapañ ar vamm » lar « da lakad ba'r golôenn, damaïg ar re-all… »

La reine kwa !

Ouais

« … Ar re-all teuy toud e-barzh ! »

Ha hañw ree ar vamm deus an dra-h(e) kwa !

– Ah, ar vamm ya

Ya

« … Hag ar re-all teuy toud e-barzh ! »

Ma ! Tapet na ar vamm ha laket 'nèi ba'r golôenn hag a toud ar re-all weles 'hond ba'r golôenn goude !

Ah biskoazh !

Hag e-se é fentus (me)mes-tra !

– Un neizhad-gwenan vé lar(e)t, me(d) pa vé freuloniou vé lar(e)t 'e ? Un neizhad-freuloniou ?

Daon ya ! Un neizhad, ya

– Ah ya

Beñ ya

Pet(r)a é ur freuloñ là ?

Daon ! Ur wenanenn !

Ah ya !

– Ur wenanenn é an « abeille »

Ar wenanenn é le frelon

Voilà !

Oui

– Mais c'est une abeille « ar wenanenn » ?!

Ah non ! Ah non ! Ur wenanenn, c'est un gros bourdon !

– Ben « gwen(a)n » c'est les abeilles ?!

Oui ! Gwenan, me(d) ar wenanenn n'é ket an dra-he é, ar wenanenn zo un gros bourdon !

– Ha pe-sort mod a lares-te neuhe pé vé « une abeille » ?

Euh… Pe-naos a laromp pé vé une abeille…

– Ur wenanenn

Ur wenanenn !

Ya, ur wenanenn é, me(d) le bourdon vé gwraet ar wenanenn-vras deusonti

– Ah ! Ar wenanenn-vras

Ya-ya-ya-ya !

– Ah ya ?! Ar mo(d)-se vé lar(e)t « le bourdon » ?!

Ya, ya… Ha be zo c'hoazh re-all c'hoazh : Gwesped !

– Gwesped, ya

Ah ya !

Ouais

Gwesped !

Ya, ar re-h(e) so hir ha bras ahe kwa !

Ya-ya !

– Ar wespedenn

Ya, ar re-he bik neuhe !

– Ah ya !

Hag a…

Hag, hag ar vubig !

Ah ! Ar vubig vé, me n'ounn ket pet(r)a é…

Ça c'est les moucherons

– Ah ! Ar vubi !

Ya

– C'hwi lar mo(d)-se ?

Ya

– Ni lar « c'hwibetes »

Ah nann

Ha ni lar : Debet omp ga'r vubi !

Ga'r vubi, ya !

Deus an abard'hê ah(e) pa vent à…

– Me(d) toud an dud vé debet ga'r re-he

Oh fi ya !

Ya-ya ! Deus an abard'hê surtoud, an hañw ahe gis-se

Holala !

– 'Tro c'hwec'h eur ha…

Just a-walc'h ya !

Holala !

Gwich-all p(a) vijemp 'tiwoull ar saout deus an abard'hê

Ya

Ha vije red demp koach(añ) hom vass deuh ar re-he

Petram pa 'h eemp da vinad !

Just ! Memes-mod, ya

Heñ ?

Ya-ya ! Vij(e) ket moien da bad gante !

Vij(e) ket moien da bad !

Ah nann 'ha !

Sete ken a teue da c'hoant dit da 'n-om gravinad !

Ya ahaha !

– Ya

Ya

– Oh ya ! Chetet-kuit deus ar jerdin kwa !

Ac'h !

Ah ya 'ha !

– Ah ya, pe-sort mod a lares ? Ar vibu ?

Ar vubi !

– Ar vubi ?

Ya

Ur, ur vubïenn

Ur vubüenn !

– Ur vubïenn ?

Ur vubüenn !

Ya

– Ur vubüenn pé vé un' kwa ?

Ya !

Ya ! Daon gwich-all vije lar(e)t : Aet so ur vubüenn ba ma lagad kwa !

Ya !

Ya ha vije…

– Ah beñ ya !

Ya

– Just a-walc'h

Ya-ya !

– Ha gwir é a zigouev, ya

Beñ ya…

Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog