05/12/2017

Merien-askelled hag un hed-kwenan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ha Tanguy Solliec ba-ti J. ba Laz e 2010 (ur lewr zo gante war an daol gad imachou). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Pierres-Yves
- Tanguy
J.



– Pe-sort yaot zo ahe ?

Houzh sè…

– 'Ma ket yaot-flañch vé lar(e)t deus an dra-he ?

Yao ! Yao-yao ! Hallefe be yè, hant(er)-hes(k) vé lar(et) am(añ), ar re-he droc'h ! Yè

– Ah ya ! Hesk vé lar(e)t ga lod, ya

Hes(k) yè… Ha be zo, be zo dow sort 'è, war ar men(e) vé hes(k) ha' droc'hint ket re anê hag zo soup(l)oc'h ! Lec'h ba'r prazeier, ar re-h(e) droc'h heñ !

– N'eus ket yaot dac'h an droc'hadenn ?

Yao ! Yao, é 'n… Lousou-'n-troc'h vé lar(et) da 'n dra-he 'è : Plantain

– Ah ya ?

Lousowenn-troc'h

– Ha pet(r)a vé gwraet… ?

Eh beñ herp ar gwad é mad ! Oh ! Ar plantain zo mad 'vi(d) kalz traou heñ ! Mem(es) dé, dé zeb(iñ) é mad 'è…

– Ar lousowenn-an-troc'h an-hi(ni) é ?

Yè ! Lousowenn-troc'h vïe ka(s)i-sur

– Hag e vé, vé tapet ar penn ?

Am(añ) vé lar(et) « skleñch », me(d) « lousowenn-troc'h » vé lar(e)t alï(e)s

– Hag é, daw é tap un tamm ha dispïañ ar penn ha dispïañ 'nèoñ

Of…

– 'Vid lakad war… ?

'Vi(d) serten traou, ar re-h(e) zo mad da kalz traou heñ ! 'Vi(d)… Ma bikè ur wenaienn ah(e), ma peus c'hoant, c'hwi flas(tr)e 'nèi un tamm ha frot ! Ha soupal(ed) dazhtu ar piqûre ! Ar merien ha toud an dra-h(e)… Ha memes 'è : Tap teir delienn, un' da peb tra kwa ! Ga tri plantenn, melañjañ 'nê, flas(tr)añ 'nê mo(d)-se ha soulaj-hè ar piqûre de, de merien, de fourmis

– Pe-seurt mod a lareh ? Ar 'mererien' ?

Merien !

– Ah ! Ar merien !

Merien, ehehe ! Ur verierenn vé lar(e)t yè, ma vé kim(ed) un'

– Dow sort merien zo

Ah ! Be zo re-askell(e)d, yè

– Ah ya

Ah ! Ar re-h(e) zo loustoni !

– Merien-askelled ?

Ar merien-askelled vé lar(et), yè. Ha ma vé tomm ! 'Bénn teu divïou tomm ah(e) his-s(e), kost ar voger ha wechou welefeh ur, ur fordelled

– Ur vodenn

Yè, re-zu !

– Pe-seurt mod vïent da weled ?

Ar merien, me(d) kim neus des ailes, diwaskell !

– Ha, ha bras ign ?

Of ! Un tammig brassoc'h 'vi(d) ar merien vé ba'n douar ah(e) his-s(e) !

– Ah ya ? Me(d) p(e)-lec'h reont o neizh ?

Ah ! N'ounn ket p(e)-lec'h a regn o neizh 'ha ! Ar merien-askelled ! An dra-h(e) n'on ket gouest da lar doc'h p(e)-lec'h regn o neizh, me(d) ar re-h(e) vegn ket gwel(et) 'nê kin pé vé tomm-tre an amzer. Yè ha gou(de)-se neuhe, oh ! 'Bénn vêr troc'h ed ah(e) gwech-all, ar re-h(e) ya ke(n)toc'h war an traou sklêr, gwénn. Ar re vé dilhad gwénn gat(e) pe un dra m(e)nneket ah(e) ha lod, 'bénn 'n-im zifenn a re(n)ke, lake un tamm tovañcher du war o fénn 'è pedam a gomañsègn ganoc'h 'e

– Ah ya ?

Euh… N'é ket ken, ar piqûre n'é ket tre kern gwazh 'vel ar merien-ru, me(d), me(d) jen(a)nt walc'h eint ha amañ zo 'è sè ! Ha am(añ) vé un tamm merien 'è matreh(e)…

– Un neizh-merien vé lar(e)t petram un duchenn-verien ?

Un duchenn-verien yè, un duchenn-verien pet(r)a ! Am(añ), am(añ) (e)ma ar gwen(an) neuh(e), am(añ) (e)ma an essaim ! Gwen(an) 'n-heñi oa deut war he zro

– Ah ya, an… Deut oa an he(d)-kwen(an) d'ar gêr !

Deut oa an he(d)-kwen(an) d'ar gêr ! Koueet oa an he(d)-kwen(an) ba kêr ! Am(añ) (e)ma, ah yè ! Am(añ) (e)ma ar goloñn, (e)ma 'n he(d)-kwen(an) 'hond-kuit sè ! Sè ! Am(añ) é-hañw e(rr)o an he(d)-kwen(an) war-lerc'h ar, war-lerc'h ar c'hi, ar c'hi ya ba'n hent 'è ! Ahaha ! Hem(añ)-all neus, kar me(d) ar gowenn zo am(añ) c'hoazh 'è, ar gowenn…

– Ha 'benn vé ka(v)et un he(d)-kwen(an) ar mo(d)-se, 'vid laka(d) 'naoñ da zond war 'r ruchenn vé… Pe-sort mod vé gwraet neuhe ?

Of ! Of-of… Be oa kalz sistemou-all 'è, n'ounn ket (ha)g-eñ an dra varcheè toud 'è…

Boñ ! Ma, 'bénn oa les ruches ah(e), ba-dreñw ar hrañch ahe his-se, ma vé gwel(et) un' se(v)el, 'hond-kuit ha 'bénn-neuhe tap un treber hag an alc'h(o) d'an, d'an ti : Tign-tign-tign-tign-tign ! Ha vé gwraet an dra-h(e). Boñ ma 'n-im stage-heñw d'ar bod, 'bénn-neuhe oa mad-tre ! Ha vé les(ket)-heñw trankil ah(e) gou(de)-se neuhe ken vé diskénn(e)t an heol, vé soupleed an de kwa ! Vé ket ken tomm kin.

Ha da 'n a(b)ard'hê-nos neuhe, ar goloñn vé prepar(et) raog heñ ! Netoiet-mad ha vé stri(n)ket ur bann(e) dour-laezh ga suk(r) barzh, c'hwi eve ur bann(e) : Psssit ha psssit ! Ahaha ! Tro-war-dro ! Hag é neuhe prop(r) mo(d)-s(e) hag é ga ur bann(e) dour-suk(r) ha gou(de)-se lakeè ur liñser braw neuhe ha vé darc'h(et) ar goloñn di(nd)an an he(d)-kwen(an) neuhe ha vé gwraet un taol sec'h ! Pouf  ! 'Zigouev ba'r goloñn ha cheñch tu dèi goud(e)-se ha lakeet an traou klos peu-prè kwa ! Dê da chom, chom a ree barzh, mo(d)-se vé gwraet

Hag an dra-h(e) oa, meus bet klêt lar(ed) 'è, me(d) gwel(ed) 'h o(be)r meus ket bet gwraet ! Ma wel(e)t an he(d)-kwen(an) ha' 'n-im stag ket d'ar bod, bet é hezh 'klas(k) mond-kuit ! Ha vé lar(et) lar : Sklap dour ! Dour pedam sab(r), dreis(t) ar mo(d)-s(e) ! Boñ ! 'Re-h(e) gè(v) dê la 'r glaw 'n-heñi zo 'tond ha 'bénn-neuhe stopo. Ha heñw ya ket hag renkegn klas(k) mond pelloc'h neuh(e), 'n-im stagañ d'ar bod ! Pedam sklap un dra m(e)nneket dreis(t), lod vé 'sklap ur falz dreis(t) kwa ! Ha 'bénn-neuhe, me(d) mo(d)-s(e) boñ… Meñ n'on ket bet keme(nt)-se (aha)naon ba…

– Ah(e) oa dañjerus

Yè, doc'h ar falz (???)

– Oa koueet ar falz en-dro, oa koueet war ho penn ahe

Yè, ma gouev war ho korr(e), yè… An dra-h(e) meus ket gwel(et) keme(nt)-se (aha)naon, me(d) oh ! An dra-h(e) vïe gwraet 'è : Sklap traou 'ha ! Ha lod lar brem(añ) é, brem(añ) é 'n traou modern ! Ga'r jê-dour haller 'h o(be)r 'è, an tüioched ha 'bénn-neuhe ree, reegn, gallègn ev kwa !

– An dud lakegn ket un dra m(e)nnag war o venn 'è ?

Lod a ra, ma niz ahe vé un tenue gantoñ, mask ha-toud ah(e) mod-all… Me(d) ar re-gozh ree an dra-h(e) heñ ! Pouf ! Ar re-gozh oa… Ha ga'n d… Ga o zirénn(ou), ar re-h(e) ree an dra-h(e), ar yont(r) kozh ah(e) ha heñ vé e gorn-butun gantoñ, heñ vé ket, grogè ke(t) ar gwen(an) gantoñ ! Ar butun blij ket dê, ar moged blij ket dê, set' ar re-he vé les(k) tran[kil]… Ha pass mond brusk 'è, ma flas(tr) un', ar venin goud(e)-se, ar re-h(e) sant mad toud, ar re-h(e) teuo toud war ho korr(e) !

Daw din echu ma le(w)r, daw din gwel(ed) pet(r)a zo ! Am(añ) 'ma, hem(añ) 'ha ! Pet(r)a lar(e)t da 'n dra-nt ? Neuhe é ar broc'h ?

– Ah ! 'Ma ket, ur c'harw

Ar c'harw ! Hezh é, hezh é… Pet(r)a vé lar(e)t da 'n dra-h(e) brem(añ), galleg ? Ah ! Teu ket d(a) joñj din

– « Le cerf »

Le cerf é ! Ar c'harw é, ar c'harw

– An dra-he n'é ket ar « yourc'h » ?

Ar yourc'h, me(d) da… Ba'r re-he n'añw ket gouest d(a) 'n-im gomp(r)en kàer, yeo ! Ar, ar chevreuil 'h anveon, pezur vé-hègn am(añ)… 'N nos(ve)zh oa erc'h, oa deut un' tre war, kreis ar… Lec'h peus ket lakee(t) ho oto ha meñ oa war ar penn-all du-he oa, oa surpren(et) ganin

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog