10/07/2018

Gwlan ha kroc'henou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Brennilis teir su'n zo, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
A. 




'H o(be)r pet(r)a 'ma-i ?

– Me(d) n'é ket aes din-me, n'é ket bras a-walc'h amañ, meus ket plass, c'hoant meus da hirraad ar…

Ar breutellou ?

– Ar breutellou, ya, moien zo d'o(be)r un tamm bihen

Me(d) ga pet(r)a refeh ? Oh ! Peus ket kalz plass d'o(be)r heñ !

– Me(d) an dra-he, gwel(et) vo

– Am(añ) vé lar(e)t 'e « ur pass-gwlan » ?

Pass-gwlan, ya

– Ah ya ? Memes-mod a lares ?

Ya, pass-gwlan, me meus un' amañ hi-mañ memes, ur pass-gwlan. Gwech-all vise gwrïet ar l(o)ereier heñ ! Brem(añ) vé ket gwraet kén, med gwech-all vïe gwraet sè !

– Eh ! Me ra hañ !

C'hwi hwrï ho l(o)ereier ?!

– Ah ya !

Ma ! Ma, kerh(e)t da brenañ gwlan neuhe ha brêdiñ 'nê !

– Me(d) drol é, me zo bet kustum d'o(be)r 'vid ar wech toud, disket ga ma mamm

Me ree 'è, pé oa ma gwas ah(e), med hezh vis(e) daw o(be)r l(o)ereier gwlan-deñved dèoñ, set(e) me ga(v)e gwelloc'h gwrïañ 'nê, founnissoc'h a hwrïèn 'nê 'vid a vrêdèn ur l(o)e(r)ou dèoñ memes-tra !

– Ah ya

Ha goud(e)-se oa ur vowes kozh ahe ba'r vourc'h ahe his-se hag a… Hoñzh teue ahe his-se ha hoñzh a nee gwlan ga'r gegin ha teue ahe his-se

« Oh ! Ma merc'hig-kaezh ! Dond a rey plad hoñ rewr, pugur momp aseet pa'n de ha noñs-de ! »

– Aha !

Aha ! Ha chome ahe da-beke(d) un eur deuh ar mitin wechou ! Gast ! Me(d) an de(v)ezh war-lerc'h, me vïe daw din sevel heñ !

– Ya, wei !

Oyow ! Ma ! Labour(ad) ree, pugur l(o)ereier ree da ma gwas, set(e) ar mo(d)-se…

– Me(d) pet(r)a é ur gegin dit-te ?

Ur gegin zo…

– N'é ket « la quenouille » é ?

Yeo !

– Ar mo(d)-se lar(e)s kwa ?

Ya

– Hañ !

An dra-h(e) zo un tamm koat ga ur machin-hou(a)rn barzh hag a… Me(d) me meus ket bet gall(et) troiñ 'nèi gwech e-bed heñ !

– 'Vel ur ganell é kwa ?

Ya ! Me(d) me meus ur c'harr-neañ ha damait ma peus c'hoant 'h efet da wel 'nèoñ ba'r c'haw ah(e), me(d) hezh so ur c'harr hag a oa gwraet din ga ma gwas ! Me ma disket neañ gwlan ga ur vowes kozh ba Kervéguénet hag a hei lare din :

« Oh Annick ! » Lar-hei din, « c'hwi n'oc'h ket sotoc'h 'vi(d) ar re-all ! » Lar, « c'hwi zo gouest da neañ gwlan ! » Lar

« Ah boñ ? » Ma lar(et) dèi, « gwel(e)t (v)o neuh(e) ! »

Hag ma gwraet ga hi heñi d(a) zigentañ da wel(ed) di'g-eñw oan gouest d'o(be)r ha goud(e)-se oa gwraet un' din ! Memes damait, me n'ounn ket di'g-eñw é tous(et) an deñved ga 'n hi(ni) zo 'h ober le Secours Populaire ba'r C'hastell-Ne du-he. Hag hei lare din :

« Eh beñ un' zo » lar-hei « hag zo gwlan hir war'nèi » lar, « me zarc'ho houzh dec'h » lar

« Ga(st) ! » Me lar dèi, « me n'on ket gouest da neañ ur c'harr, un tous-gwlan kén hañ ! Petram neuhe » me lar dèi « c'hwi zo 'hond da (a)hanon da n'ounn ket da be-oad ! »

Ah ya ! Me(d) goud(e)-se ma lar(e)t dèi :

« Oh ! C'hwi rey un hanter ha ma rey un hanter-all ma hallin o(be)r » ma lar(e)t dèi « ha goud(e)-se me ràey ma c'harr-neañ dec'h ha c'hwi rey ar re-s(e) ! »

– Me(d) ga'r gwlan vé labour 'e a-raog kempenn…

Ah beñ lakad 'nèoñ, tousañ 'nê vé daw o(be)r, med…

– Ya-ya ! A-raog !

Med goud(e)-se vé daw dec'h lakad 'nê tremp !

– Oyow !

Ba'n dour klou(a)r !

– Ya, mond d'ar stêr

Ga'r lessiv !

– Hañ !

– Ga'r lessiv ?


Gast ! Me, me ree ga sañwon, me(d) oh ! Me(d) wechou lakeèn un tamm lessiv da-heul ! An dra-he vé dru heñ ! Me(d) ma neet ket 'nê duzhtu, vé daw dec'h lesken 'nê heb gwerc'hiñ 'nê ! Ha mod-all teu ar mited ba(r)zh-enne !

– Ah ya

– Ah ya !!


Beñ ya, ar gwlan

– Ah ya, pugur teuent ket war'nê mod-all, ma vïent ket gwerc'het

Ah ! An ïoul, ar mited n'agn ket war an ïoul ! Hag ar gwlan vé dru, an deñve(d) so dru heñ !

– Ya, dru, ya

Ya

– Hag an dra-he zo blam da denn an ïoul kwa ?

D(r)am d(a) denn an ïoul vé daw gwerc'hiñ 'nê pet(r)am nïefeh ket 'nê !

– Hum-hum

Ah nann…

– Ha toud an traou lous hag a…

Oh ya ! Oh ! C'hoazh, me n'ounn ket, ar re-h(e) vegn ket ba'n traou lous, ar re-h(e) vegn ket ba krow (e-)bed ma'hat, nann, med…

– Ha ga'r c'hroc'henou, vije ket gwraet sort e-bed ? Kroc'henou-deñved

Ah beñ, me meus ket bet gwel(e)t… Pet(r)a vé gwraet d(eu)s an… Añfeñ, n'ounn ket pe-sort mod vé lar(e)t e brezhoneg… Tannañ 'nê

– Ah ! Kivijañ ?

Ah ya ?

– Ya

Hag Daniel oa deut ahe deus Skrigneg hag ar re-h(e) oa beb kroc'hen-dañwad gatoñ ! Pé ma gwel(et) 'nê :

« Pet(r)a male(ü)rus é ar re-m(añ) ?! » Meus joñjet

Ma ket bet gwel(e)t an dra-he gwech e-be(d) heñ !

– Ah ! Pa ket gwel(e)t ?

Ah non !

– Nann ?


Me(d) ar re-he oa beb-hini i hini heñ ! Me(d) ar re-h(e) n'ee ket an dour dê pé vïe gwleb heñ !

– Ah nann, dreuj ket

Ah nann 'ha ! Ar c'hroc'hen dreus ket 'benn-neuh(e)… Mad a renkent be tannet memes-tra heñ ! Gwech-all vise gwraet 'e bouteier ga kroc'hen ar lapin(e)d, ya

– Ga kroc'hen ar lapined ?!

Ya !

– Bouteier ?

Ya, bouteier d'ond da… Ga kroc'hen ha ar re-h(e) vis(e) tomm pad ar goañw heñ ! Ha vise 'vel un tamm, oh ! Me n'ounn ket di'g-eñw n'é ket hesk vis(e) ar re-he deus ar prajeier ahe gwech-all

– Ah ya ?

Peus ket bet gwel(e)t deuh ar re-h(e) ?

– Yeo !

Ar re droc'h ah(e) hag… Me n'ounn ket di'g-eñw vïe ket un tamm deuh ar re-he vise laket d'ober an dro kwa ! Hag ar re-he ba, ba'n du da-barzh, wechou ba'n du da-vaes, an dra-he zepand michañs pe-sort mod reent… Hag ar goêd ! Kroc'hen ar gôed vïe gwerzhet heñ !

– Ah ! Kroc'hen ar gôed, ya

Ya, me n'ounn ket pet(r)a reegn gate

– N'é ket tokeier ?

Ah ! N'ouz(o)n ket 'ha !

– Pe chupennou ?

Oh ! Matresse

– An tokeier

– An tokeier, sur


Ah boñ ?

– Tok-blew-go, vije gwraet deus an dra-h(e)

Ah ! Tok-blew-go, ah ! An dra-h(e) meus ket bet gwel(e)t

– Me(d) kozh, mod-kozh oa hañ !

Me(d) goûd a rañw lar vïent gwerzhet heñ !

– Me(d) ma zad, ma zad 'h ee da glask anê, da lak ur pech dê ha gwerzhañ, ma zad ree an dra-he

Ah ya ?

– Ya, klêt meus 'naoñ lar(ed) an dra-he

Ah ! Me meus ket bet gwel(e)t ma zad 'h o(be)r gwech e-bed hañ ! Me(d) matrehe ree memes-tra, med meus ket choñj kwa !

– Me(d) kalz a ree an dra-he, pugur ma klêt goud(e)-se vije diskroc'henet ar gôed ha laket deus ur planken ar mo(d)-se da sec'hañ

Ya, ah ! An dra-h(e) oa aessoc'h da dape(d) neuh(e)… Ha me meus bet touset deñved ga'r jijell hañ !

– Ga'r jijell ?

Ga'r jijell, ya ! Brem(añ) vé gwraet ga'n tondeuse, me(d) neuhe vïe gwraet ga'r jij(e)ll ! Vis(e) kim(ed) moc'h-pihen toud ma dorn ! 'Benn mïe gwraet diw pe deir wechou, deuh-renk ! Me(d) wechou 'h een ba'r c'hroc'hen ha neuhe lammegn 'ha ! Paotr-kaezh ! Loned-kaezh !

– Ya

– Beñ ya, me(d) ur jijell vras a oa ?


Ur jijell vras, ya… Oh ! Beb-sort vis(e) hañ ! Wechou vis(e) cheñchet 'e… Ah !

– Ah ya ! Memes-tra, ya !

Hoñzh, hoñzh oa chijell ma mamm ! Mamm a ree dilhad wechou, me(d) ga hi dorn heñ ! Ha houm(añ) vïe gati 'troc'hañ 'nê, troc'h(añ) an danno… Me(d) ga houmañ meus bet gwrae(t) ha bremañ me ma rôet 'nèi d'ar mouss hag é tenn(e)t ar lemm deusouti, brem(añ) n'on ket gouest d'o(be)r nentra gati kén…

– Ah ! Me(d) troc'het neus un dra mennaket ha n'é ket mad

Non

– An dra-he, an dra-h(e) zigouev wechou

Non-non ! Heñw 'n-hin(i) neus gwraet 'n-ur lemmañ 'nèi heñ !

– Ah, 'n-ur lemmañ 'nèi ?!

Ya ! Ahe welet ket, ahe n'eus machin (e-)bed… Eürusamant ma ket rôet houmañ dèoñ

– An troc'h n'é ket mad kin

Sè ! Am(añ) zo 'vel ur bord ah(e)

– Ah ya

Hag am(añ) zo 'e, ur bord 'e, me(d) n'eus heñi (e-)bed kén sè ! Ah(e) é gwraet 'n-eñwn brem(añ) ha oa-i aet ganin d'ar C'ho(a)str ahe his-se pé oa bet la fête des tracteurs, me oar-me pet(r)a toud oa bet ah(e)… Hag me lare dèoñ :

« N'oc'h ket gouest da lemmañ hoñzh din ? »

« Oh ! » Lar-heñw din, « houm(añ) zo… »

[ur oetur 'passeal 'vel un tenn]

Oyow ! Trist é…

« Houmañ » lar-heñw din « zo bet war, ba un tu b(e)nnaket » lar-heñw « ha' zo lemmet fall » lar, « me(d) brem(añ) é echou ar lemm dèi »

Ma ! An dra-h(e) zo mem-mod 'vel ur goutell 'e, pé vé e(rr)o us(e)t 'e !

– Oas ket choñj tous un dañvad ?

Nann-nann ! Oh nann-nann-nann-nann-nann-nann !!! Ah nann ! Dousin ket deñved kén ! Ha na jomin ket kei(d)-se war benn ma dowlin kén hañ ! Houm(añ) neus lemm (e-)be(d) kén sè ! Ha hoñzh é ma goutell heñ ! Me(d) neus lemm (e-)bed kén, us(e)t é-i… Oh ma Doue ! Pet(r)a (v)o gwraet dèi ?

– 'Vi(d) lemm an traou hañ ! N'é ket…

Un' meus amañ hi-mañ ha' oa deut ganomp deus Poullaouen pé oa echou ar sêson ganin ba Poullaouen ! Ha oamp aet da, da roiñ hoñ dilhad hag hoñ boutou ha hom jijell ha oa lar(e)t domp darc'hen ar jijell, med… Ah ! Hoñzh zo nul ! Ba houm(añ) na gwraet 'e ha n'eus lemm (e-)be(d) kén am(añ) 'e, pèh !

– Daw é be tueet blam d'o(be)r an dra-he

Matreh(e) zo moien d'o(be)r… N'ounn ket 'g-eñw vé ket un' ba foar Uhelgoat ha' lemm ar chijellou

– Ah boñ ?

N'ounn ket, pugur ven ket

– Me(d) un dra meus klêt, ar paotr hag a oar ket lemm a vo ur merc'heter vall

Ah ya 'ha !

– Deus pezh meus klêt, daw vé be lemm

Me meus bet lemmet ar filcher !

– Ar filcher

'Vel ar valc'h, pé 'h eemp da gass(ed) ar hartosenn d'ar prad, vïou fritet ha beb-sort toud ! 'Tro deg eur, deg eur hanter deuh ar mitin hag pé vise ar re, ar baotred 'teb o hartosenn, nin vise 'h o(be)r ar mod da droc'hiñ 'e hañ ! Me(d) ya ! Me(d) 'benn-neuhe me oa dowzeg la b(e)nnaket, me(d) me zo bet mad da lemm heñ ! Me(d) ga'r valz on nul ! Ga'r valc'h rin forz-pet(r)a, me(d) ga'r valz n'on ket gouest d'o(be)r ! N'on ket gouest da droc'h ar mo(d)-s(e) na da droc'h ar mo(d)-s(e), toud 'h a ar yeot di[ndan], da, dindan !

– Me meus un', ur valz, me(d) n'é ket lemm, na droc'h ket !

Ah nann ! Ah ! Me(d) matreh(e) é poent passeal 'nèi war ma, war…

– An anve ?

War an anve, ya !

– An dra-he oa labour ma zad, me(d) me hañ ! Neus ket disket din

Ha ho preur oar ket 'e ?

– Oh nann ! Ma breur ne… Me meus ket disket, n'é ket bet disket din

Be meus bet gwel(e)t 'h o(be)r, med dam ! Meus ket bet gwraet gwech e-bed 'e ha…

– Me(d) troc'h a ra 'e, 'vid ar raden é mad ha 'vid ar yeot

Ah ya ! Tammou traou mo(d)-se, ya

– Tammou traou ar mo(d)-se, ya

Ya

– Me(d) mod-all, nann

Nann. Disac'het é ar… ?

– Ya, me(d) n'é ket deut ma neud ganen-me…

Ah ! Brem(añ) c'hwi so tapet ah(e) ma merc'h-kaezh…

– Ya

P(e)-sort mod a refeh bremañ neuhe ?

– N'ouzon ket

Matreh(e) (v)o gwelloc'h din roiñ un tamm neud dec'h hañ !

– Roiñ un tamm neud din, ya

Me(d)… Pet(r)a oan 'hond da lar(ed) dec'h ? Hin(i) tew pet(r)am hin(i) moan ? Gwech-all vise hin(i) tew

[…]

– Ka(v)et peus ?

Oh ya ! Ga(v)on ket 'nê duzhtu, med a… Ah ya ! Me(d) n'ounn ket di'g-eñw (v)o ka(v)et ar penn, hem(añ) zo hin(i) tevoc'h sè !

– Ah ya matrehe…

Un nado peus ?

– Sort e-bed

Peu(s) nentra !

– Nitra

Powr-kaezh merc'h ! Sè ! Houm(añ) zo un' doub(l) memes, laket da stag(añ) ar boutonou sur walc'h… Troc'het 'nèi ma peus ket emm 'nèi, me(d) houmañ n'ounn ket ba p(e)-lec'h… Ah yeo 'hat ! Ka(v)et meus ar penn am(añ) ! P(e)tram doublet hem(añ) ma peus c'hoant heñ !

– Oh…

Solitoc'h é 'n hi(ni)-all, me(d) hezh, hem(añ)-all zo finnoc'h un tamm memes-tra, welet ket ?

– Ya, me(d) me gav aessoc'h pa vé fin ah(e). An dra-h(e) zo gwraet ga ur saro !

C'hwi zo bet 'h o(be)r an dra-h(e) ?

– N'é ket me, rôet é bet din

Ga ur saro ?

– Ya, ur saro, ya

Ma !

– Me(d) 'vid be douget ar mo(d)-s(e) é gwraet, me(d) n'é ket aes ! Me blij din…

Ah nann ! Re don é-heñw !

– Ya, me blij din laka(d) 'naoñ war ma skoa !

Ah ya ! Ha neuhe re don é-heñw 'vid be 'n istribil deuh…

– Ya

Rusañ refe an douar !

– Ahaha !

Ah ya…

– Boñ ale !

Miser peus ga ho traou ! 'Vel lar un bennaket 'e

– Ya

– Me(d) memes-tra oain 'choñjal ba'r bouteier-kroc'hen-lapin


Ya

– Me(d) pe-sort mod oagn ? 'Vel boutou-lèr pe 'vel boutou-koat ?

Ar c'hroc'hen-lapin vise gwraet 'è, bouteier-plous ma peus c'hoant, vise gwraet d(eu)s an dra-h(e), añfeñ vïent ket gwraet toud ga plous, med ar re-he vise laket ar c'hroc'hen-lapin d(r)am dê da ve tomm pad ar goañw ! Me(d) n'eegn ket maes gate ! C'hwi fourr ho troad barzh mem-mod 'vel fourr ho troad ba ho chaochon

– 'Vid be ba'n ti ?

Ya, ba'n ti

– Ah ! Pass, pass maes ?

Ah ya ! Me(d) n'eegn ket maes gate heñ !

– Ah ! N'eus ket seumellenn ?

Petramant neuhe vïe… Ah yeo ! Me n'ounn ket 'g-eñw lod lakeegn ket un tamm koat dindanne… Me meus ket bet gwech e-bed, pugur me… Me vé re domm ma zreid ato !

Oh ! Paw-klei ! 'H o(be)r pet(r)a (e)moc'h ?!

– Ya

– Ma ket klêt diboe pell-zo


Ya, paw-klei, ya

– Pell-zo ma ket klêt an dra-he

An dra-h(e) zo tud entellijant heñ !

– Ah ya ?

Ya

– Tud paw-glei ?

Petram ma vé, ma vé roie [rouez] o dent deuh ar raog ah(e)

– Ah ya ?

Hoh re 'ta n'egn ket hañ ?

– Nann

Nann, ma re-mañ n'egn ket 'e, me(d) ma re-m(añ) n'é ket dent ma-hun eint heñ ! Ar re-h(e) zo traou tre(u)splantet ah(e) ! Ah ya ! Ga'n eil rummach (e)mon memes, n'é ket ga'n hi(ni) kentañ ! Ha go(r)tos, 'h añw da glask un' finnoc'h dec'h… Ur veskenn po ?

– Mo ket

Ha houm(añ) zo re vihen 'e, matrehe…

– Oh ! Les(k) 'nèi da choas

Oh go(r)tos neuh(e) !

– Gwel(ed) a rin

Am(añ) zo un'-all matreh(e)… Am(añ) n'é ket traou vank deuh ar sort so hañ !

– Blam a-se oa ket deut ga sort e-bed

– Aha !


Hoñzh a ouïe da be-lec'h oa-i 'tond hañ !

– Ya-ya-ya !

Eh ya, ya !

– 'Choñjal ba'r jijell oan, ba ma lunedou ! Ha n'é ket deut, ha an neud n'é ket deut

Ho lunedou n'eint ket deut 'è ?!

– Yeo ! Memes-tra

Ah yeo !

07/07/2018

Ma gwis 'h a ken vounnis ha te !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg mis so, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.



– Choñj peus deus ar pezh oa ba'r gwe(l)ien ?

Pet(r)a oa barzh, ba'r gwe(l)ien ?

Oh daon ya 'ha !

– Ya

Daon ya 'ha ! Toud ar gwelc'hadur deuh ar chidour(e)n ha poah ar patates ha-toud !

Ya ha, ha neuhe vij(e), pudur vije koñkasset…

Ya, greun

… Greun ! Koñkasset, set(e) ar mo(d)-se vije laket dê dorgnadou barzh dour tomm ! Ha laket un tamm hor'n gross

Ya, barzh

Blam(e)d d'o(be)r un tamm blas dê

Ya

– Ha peilh vije ket laket barzh ?

Eo !

– Peilh 'è ?

Oh ! Poahet vije ar peilh 'è !

Ya ! An dra-he vije poahet !

Ha neuhe vij(e) ket chetet mann e-bed hañ !

– Ha toud a'h ee d'ar moc'h kwa ?

Toud a'h ee d'ar moc'h

Ha vije rôet an dra-he d'ar saout surtoud pé nijent nev-alet !

Ah ya

– Nev-alet, ya

Aha !

Ya

Blame(d) da rekoñfortiñ 'nê un tamm

Oh beñ ya !

Vije lar(e)t dèi :

« Ale 'hat ! » Vïe gwraet ur sailhad-gwe(l)ien dèi


Ya

Bremañ

Ah ! Me lar dit a zebent anaoñ hañ !

Fidemdoue, ya !

Ah ya !

– Ha normalamant ar gwe(l)ien vije 'vid ar moc'h, me(d) pa vije nev-alet ar saout

D'ar saout

Ah ! Neuh(e) vije rôet d'ar saout 'è

D'ar saout, vije rôet d'ar saout 'è

– Me(d) mod-all vij(e) ket rôet ?

Nann

Ah nann-nann !

– Nann

Nann-nann ! Nann-nann

Nann

Mod-all vij(e) ket rôet neuh(e)n, neuhe vije mïoc'h 'vi(d) ar moc'h, me(d) d'ar veuc'h vije nev-alet vije rôet kwa !

Gwich-all vije labour memes-tra !

Oh ya !

Vije red poahad toud d'ar moc'h heñ ?!

Toud ! Toud-toud-toud, ya !

Eh ! Ha laka(d) 'nê neuhe da yinañ maes

Ya !

Pé vije poah ar patates ha'n traou deuh an abard'hê, da yinañ 'nê ba ar sailhou 'benn, 'benn reiñ 'nê dê

'Benn reiñ 'nê d'ar moc'h kwa !

Ah ya !

Vïent rôet dê in tomm !

Daon nann !

In klou(a)r vïent rôet dê

– Klou(a)r, ya

Me(d) pass in tomm kwa !

Oh bañ nann !

– Me oa choñjal ba un dra 'vid ar moc'h : Un difer's zo etre un hoc'h hag un tourc'h ?

Ah ! N'eus ket

N'eus ket

Ar memes hi(ni) é !

Ah ya !

– Dow hano 'vid lar(e)d ar memes traou ?

Ya-ya !

Ya

Un tourc'h lar lod ha lod-all lar un hoc'h

Ya, ni lar un hoc'h

Hum !

– Oh, klêt meus 'han't lar(ed) un tourc'h

Ah ya ?

Oh ya…

– Ya, ba'r radio

Be heus lar(e)t ba'r radio, matrehe heus bet lar(e)t

Me ga(v)e diñ vije lar(e)t

Ya

Kentoc'h un hoc'h

Ya, dre-amañ vé lar(e)t un hoc'h, ya

Ahaha !

Ah ya ! Ba'h ar Guétel ahe gis-se, ar Brusseo na un hoc'h

Ya

Ha vije kass(e)t ar gwised di, daon ! Memes me meus gwraet moc'h bihen

Ya !

Pa oan ba'h ar C'hoat Bras-all ahe

Ya

Hag a'h ee ar wis ganiñ…

Ya

… War hi zreig d'ar Guétel !

Ah ! War hi zreig ?!

Hañ ! Houzh a ouïe, hou(zh) ouïe da be-lec'h mond hañ !

Biskoazh kemend-all !

Ah ya ! Hou(zh) ouïe dre be-lec'h mond

Ah !

Ah ya-ya ! Ha 'n-on drompe ket ! Hou(zh) 'n-on ga(v)e ba'r Guétel ahe, ma keme(d) heuilhañ 'nèi d'o(be)r !

Ohoho !

Ah ya-ya-ya !

Biskoazh kemend-all !

Ha pa…

– Ur wis a oa kwa ?

Ya ! Ha pa vije bet hi jeuiou, a ouïe dond d'ar yêr 'è !

Ahahaha !

Ah ya-ya-ya-ya !

Ma ! Biskoazh, Janine !

Ya ha c'hoazh ur wich ma c'hoarzhet : A oan à hond ga'r wis mo(d)-se war hi zreig hag a oa François Fer deus Lizicoat ahe gis-se ga…

Ya

… Ga un 2CV !

Ya

War ma lerc'h !

Ya

Hag… Ahaha ! Me lare daoñ 'n-ur basseal :

« Bon ! Daon ! Te n'es ket vounnissoc'h ga da oto 'vid 'h a ma gwis amañ war hi zreig ! »

Ahaha !

Hag n'ee ket 'è, heñ n'ee ket vounnis in mod e-bed ! Me lare daoñ :

« Daon ! Ma gwis a'h a ken vounnis ha te ! » Laren daoñ

Ahahahahaha !

– Hag a oar an hent !

Ya ! Hag a ouïe an hent ! Ya, hou(zh) vije e(rr)i hi-hun goude vijen ket bet ganti hañ !

Eh ! Me(d) ar re-h(e) so, ar re-h(e) so, ar re-h(e) so…

Ar loned neus anoudegezh !

Ar lon(e)d neus anoudegezh !

Ah ya !

Mïoc'h 'vid a gav d[emp], surtoud ar moc'h meus bet klêt François…

Ah ya ! Ar moc'h so entellijant !

… Lar(e)d so digourdi, pudur hem(añ) neus bet 'n-on okupet deuh ar moc'h

Just !

Pa oa ba ar c'hooperativ

Beñ ya !

Hag a lare diñ é fentus gwel(e)d ! Hag ar moc'h bihen 'ta !

Ah ya !

Pe-naos a vent !

A zo digourdi !

Heñ !?

Me lar dit, ya-ya !

Da zigentañ, paotr-kaezh, a nagn owen

Ya

Ha goude…

A'h eent !

… Pé gomañsent hardïaad !

Ya-ya !

Oh ! Goude 'n-on ga(v)ent hag a teuent memes da durgnad i voutou ha i draou daoñ !

Ya ! Ya

Heb dih[an], ya !

Heb dihan…

Ehe ! Spont é !

Me, pé ma moc'h bihen ba'r C'hoat Bras-all ahe gis-se, a leuske ar wis e(r)-maes tre-m(a) vijen riñs(añ) ar c'hrow

Ya

Ha toud ar moc'h bihen 'h ee da-heul, houzoh walc'h

Ah daon ya 'ha !

Hag a chome un' pe dow da durgnad war-lerc'h ar re-all

Ya

Ma ! Goûd a ouïe ar wis mond da gerc'h(ed) ar re-he !

Me lar dit !

Ya !

A ouïe lar vanke ar re-he

A ouïe lar oa, a vanke ar re-he hañ !

Ya

Me joñje :

« Daout hag-eñ teuient ket o-hun war o c'his ?! »

Nann, ar wis a'h ee

Ya

Ha d'o(be)r « oc'h-oc'h » d'ar re-mañ da, da zond ! Da zond ! Hag e-se ! Ha dond a reent d'hi c'haoud neuh(e) !

Oh ! C'est… C'est beau quand-même, hein !?

Ah oui, c'est beau ! La nature…


Heñ ?!

… Zo fentus kwa !

Fentus é gwel(e)d !

Ah ya ! Ah ya-ya !

Ha p(a) vé gwel(e)t pe-naos é digourdi an traou !

Ya hag goude n'eint ket 'vid kaoseal, me(d) ar re-he oar…

Penses-tu !

… Toud ! Oh ya ! Ah ya !

– Me(d) 'vid ar moc'h c'hoazh, un difer's zo etre moc'h bihen ha ur porc'hell ?

Ur porc'hell zo ur pe-moc'h ! An dra-h(e) n'é ket ur pe-moc'h bihen é !

Oh daon nann !

– Ah ! Ur pi-moc'h é ?!

Ya !

Eh !

– Un hoc'h, ur pi-moc'h, ur porc'hell hag un tourc'h : Toud an traou-mañ zo memes-mod ?!

Memes-mod, an dra-h(e) zo pe-moc'h toud !

Ya

Ya-ya-ya !

Ah daon ya !

– N'eus ket difer's (e-)bed (e)tresse ?

Nann ! Ha 'lec'h ar moc'h bihen, in gallet vé lar(e)t porcelets !

– Ya

Ya

Ha ni lar ar moc'h bihen

– Moc'h bihen, ya

Ya

Ya

– Vé lar(e)t mod-all ?

Nann !

Nann

Nann-nann

– Pugur 'vid lod porc'hell zo moc'h bihen just a-walc'h

Oh ! N'é ket !

Ah ! N'é ket, n'é ket !

Oh nann !

Nann !

– Pass amañ kwa !

Ah nann !

Nann, ur porc'hell zo…

Ur porc'hell zo ur pe-moc'h en i vrud, ur mis pe, pe mo(d)-se kwa ! Ya

Aha ! Un' 'n i vrud

Ya-ya-ya ! Ya-ya !

– 'N i vrud, ya

Ya ! Lar(e)t a vije gwich-all pa vije lah(et) ar pe-moc'h :

« Oh ! Ene ver lah(añ) ar porc'hell ! »

Ya

Vije lar(e)t, me(d) daon ! 'Benn vije lah(e)t, heñ vije pounner (me)mes-tra !

Pé heñ a ree dow c'hant lur diannañ

Ya !

Pe tost !

An dra-he ree, ya !

N'é ket ur pe-moc'h bihen oa kin !

Nann ! An dra-he oa ur porc'hell kwa, ya ! Daon ! Pa brenes ur pe-moc'h a vije pider / pemp su'n

Ya

Pa brenes 'naoñ kwa ! Ha goude, 'benn vije gwerzhet neuhe, da bouesañ dow c'hant…

Ya, a-peu-prè, pa re

Ya

Re-bounner oa ket mad 'è

Ah nann-nann ! Vij(e) ket emm re re-bounner hañ ! Nann

Nann-nann

– Ha dow bi-moc'h vije renket ba peb feurm, deus pezh ma klêt 'e

Ah ! Deuh, a-blassou vije tri heñ !

Oh daon ya !

– Ya, me(d) dow da vihannañ !

Ah ya-ya !

Ah !

Dow, ya, vije dalc'h-mad

– Ya, oa ket mad

Kaoud un' i-hun !

Oh nann !

– Un' i-hun

Nann-nann !

Oh ! Un' na zebe ket mad i-hun !

Nann ! Lar(e)t a vije…

Ha pa vije lahet un', igile neuhe vije…

Zebe ket 'è

… Vije lar(e)t :

« Bremañ 'h amp da wellaad da, da… Igile weleo »

Pas du tout !

Non !


Ar c'hontrel 'n-hi(ni) oa !

Ar c'hontrel oa, pugur zebe ket mad

Disiritiñ, disiritiñ ree !

Ya-ya-ya

– Ah ya

Pugur kollet oa i gompagnoñ

Ya, ya

Ya

– Ha oa kime(d) lak un'-all en-dro hag hem(añ)-all

Ah ! N'é ket ! Nij(e) ket andur(e)t un'-all !

Nann

– Ah nann ?

Ah nann-nann-nann-nann !

– Ha oa daw lahañ 'naoñ 'e kwa !

Ya-ya !

Daon ya ! Pe gwerzhañ 'naoñ kwa !

Pe gwerzhañ 'naoñ, ya

– Pe gwerzhañ 'naoñ, ya

Ya-ya-ya !

– Ah ! Lah(et) vije un'

Un' !

– Ha gwerzhet un'-all

Ha gwerzhet igile !

Ya

An dra-he vije gwraet, ya

Ya

Pugur 'n-on glêent ket goude pa…

Nann

Pa oagn ket deut assames kwa !

An dra-he zo 'vel kijer 'è ! Heus keme(d) tap ur c'hazh kozh ha lak un' bihen daoñ !

Anduro ket 'naoñ !

Ah ! N'anduro ket 'naoñ heñ !

Ah nann-nann-nann-nann !

Ah !

Nann-nann

Ah nann !

Nann

– Nann-nann

Meh-mod é, 'vel lær(e)s

Ar chach matrehe a ra !

Oh ! Rent ket !

– Pa vegn…

Eo !

– Pa vegn forzet

Euh ya, refe ket (a) zroug daoñ matrehe, me(d)…

Nann

… Vefe ket…

Me(d), me(d), me(d), me(d) ar c'hazh a'hat !

Ya, n'andur ket, nann

Hañ fi nann 'ha !

Nann-nann, nann-nann

Nann-nann

Nann, hemañ di-mañ, amañ ma c'hi a andure ar c'hazh, vije 'kousked gantoñ

Ah ya !

Ah ya-ya ! An dra-he ree

Me meus choñj, du-m(añ) vije ar c'hazh war-gein ar c'hi à kousked

Ya ! Ya-ya !

Heñ ?!

Ha vije lar(e)t 'è gwich-all, lod larent :

« Ar re-mañ zo 'vel ki ha kazh ! »

Oh ya ! Me(d)…

Me(d)…

… Pa vent bet sa(v)e(t) assames diannañ

Just a-walc'h, surtoud pa vent sa(v)et (a)ssames

Oh ! Neuhe 'ha !

Ya

Vé disparti (e-)bed (e)tresse !

Ah nann !

– Nann

Nann-nann

– Me meus bet 'e heñ ! Ga ma c'hi ha oa ur c'hazh d'ar mar(e)-se

Ya

– 'N-om glêo a reent

Ya

Ya

O(be)r a reent, sur, ya

– Ya

Ya !

Oh ya !

Ha amañ ma c'hazh so deut ahe gis-se bla hanter zo hag digentañ n'andure k(et) ar c'hi ha bremañ eint 'n-on ga(v)et hag a vent…

Ah ya !

Ya, 'n-on glêont, ya

Me ma gwel(e)t pé ma bet kazh Christian, pa…

Ah ya !

… Ma tapet 'naoñ, me(d) igile n'andure ket 'naoñ in mod e-bed !

Weles ket ?! Nann !

Oant ket kap da…

Ah nann ! Nann-nann

Nann

Choñjet na :

« Hemañ n'é ket (a)hann kwa ! »

Ah nann-nann-nann !

– Nann-nann

Ah nann !

29/06/2018

Gwraet chistr ba'r c'homm

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti L. ha M. ba Plouïe deg devezh so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
L.
M.





An dud, neuhe d'ar mar(e)-te, 'h ee d'ar voar d'Uhelgoat ahe, war-droad ! Boñ beñ ahe vïe tap(et) ur chopinad amañ ha tap(et) ur chopinad pelloc'h, ah beñ mod-se vïent 'n imor vad pé teuent d'ar gêr ! Ahaha !

– Ahaha ! Ah ! Sur, ya… Pe-sort mod oa an ostalirïou gwech-all ?

Pouff !

– Tammou tïer ar mo(d)-se ?

Simples ! Simples ! Poh ! Ah(e) oa ket chichis 'vel zo bremañ !

– Ha pet(r)a vije da evañ ?

Ah beñ gwin ! Vïe kime(d) gwin heñ ! Me meus ket joñj (ne)me(d) gwel(ed) (ne)me(d) gwin ! Ha opp…

– Ur bann'h heñi-kreñw matresse ?

Oh ! Matresse

Matresse heñi-kreñw vïe heñ ! Me(d) me meus ket joñj (ne)me(d) gwel(ed) (ne)me(d) gwin

– Nann

Gwin ru !

– Ar jistr zo mad…

Ar gwin é an tad, lar egile

– Ya, ahaha ! Ya, pugur ma klêt lar gwech-all gozh vij(e) ket evet gwin war ar maes

Non, vïe ket evet kalz heñ ! Pa vïe dornet a vïe ur, 'tigess(ed) ur voutailhad, me(d) oh ! Pass kalz heñ ! Chistr !

– Chistr surtoud

Ah ya !

– Ha lambig ?

Chist(r) ha lambig, ya

– Me meus ket klêt an dra-he (ne)med ur wech : A-blassou vije gwraet chistr ga pér

Ya

Me meus ket bet gwraet heñ ! Me(d)… Ha lod lar a é mad d'o(be)r heñ !

– Ha oa ga pér bihen a oa gwraet, nann n'é ket ?

Per bilbouch, ya ! Ahaha ! Ya, per bihen, ya. Ya-ya-ya !

– Hag ar jistr peus gwraet ?

Ah ! Chistr meus gwraet, ya ! Ha lambig 'e

– Ha amañ oa ar pressou(e)r ?

Oh ! Me meus joñj gwel(e)d ur pressou(e)r ah(e), ya ! Oh ! Me(d) 'bow(e) zo pell-zo hañ ! Holala ! Me oa yowank-tre d'ar mar(e)-te, me(d) vije gwraet ba'r c'homm, ya

– Ba'r c'homm ?!

Ya

– Ar ju a gouee barzh kwa ! Pe… ?

An dorzh vije gwraet ba'r c'homm hag ah(e) oa ur mell men, pet(r)am un' bet lakét ba'r voger ! Me meus ket joñj re vat ha vïe pos(e)t mein ba'r penn-all, sete ene vïe rôet amzer daoñ da daol e zour ! Me meus joñj gwel(ed) o(be)r jistr ah(e) ! Ba'r c'homm, memes ah(e) 'ma-ñw ma c'homm, ba'n tu-all du-nt maes 'e

– Me(d) 'vid esplikañ gwelloc'h, pugur me meus ket klêt an dra-he gwech e-bed c'hoazh, gwraet ba'r c'homm, me(d) pe-sort mod vije gwraet neuhe ba'r c'homm ?

Un rondin ! Mo(d)-se ! Vïe gwraet un toull barzh, d(a) lak(ad) un troad barzh hag a oa ur plak-hou(a)rn, ba'n dan vïe 'ta ! Ha vïe frik(e)t 'n avalou mo(d)-se ha vïent lakét ba'n dorzh goude ga plous ah(e), me(d) an dra-he oa un dorzh vihen, na vïe ket bras 'ha !

– Me(d) goude-se vije laket war ar pressou(e)r memes-tra ?

Me(d) an dra-he oa ar pressou(e)r nondidïe !

– Ah ! An dra-he oa ar pressou(e)r ?!

Vïe gwraet an dorzh ba'r c'homm ! Ha vïe ket bras-bras mé-ker(e)s ! Ha goude vïe lakét ur mell tamm koat war'naoñ, war an (dr)a-h(e) hag an heñi-all waske war'naoñ neuh(e) ! Ha vïe taol(et) mein war'naoñ blame(d) daoñ d'o(be)r ha d(a) ve pounner !

– Hañ !

Ar mo(d)-se vïe gwraet !

Ah ! Moi j'ai jamais vu ça…

Ah ! Me meus gwel(et) 'ha ! Oh ! 'Bow(e) zo pell-zo hañ ! Oyow !

– Ur c'homm bras ?

Ouais-ouais-ouais-ouais ! Ur c'homm bras-mat oa-ñw, ya

Ouais, an heñi zo 'tal

'Vel an daol ahe peu-prè, ouais

Penn an ti, ahe (e)ma 'tal an ti ahe his-se, fleur barzh

Ah ! N'é ket hezh é-ñw heñ !

Nann ? An heñi-all é ? An heñi zo…

An heñi-all é ka(s)i-sur, ya

Brem(añ) vé lakét fleur ba-tal e gichenn

– Ma ket klêt an dra-he gwech e-be(d) c'hoazh

Un' nê oa penn an ti…

Ah ! Me meus choñj deuh an dra-he heñ !

… Ti bihen ah(e)

– Da be-lec'h 'h ee ar ju ?

Ah ! Me(d) un toull oa ba'r penn !

– Ah ya !

Ha vïe rekuper(e)t !

– Ah ! Me(d)…

Ar jistr

– Ha ba pet(r)a vije rekuper(e)t ?

Ba'r sailh ! Ha vïe lakét ba'r varrikenn da silañ, passeet ba'r sil

– Me(d) vij(e) ket soufret ar varrikenn 'e ?

Ah yeo !

Ah yeo ! An dra-he vïe gwraet 'e ! An dra-he, me(d) me meus bet gwraet an dra-he pé oain 'h o(be)r jistr, sell pell war-lerc'h, me(d) a-raog ar barrikennou vïe gwerc'het 'e, memes vïe lakét ur chadenn ba-enne, vije gwerc'het 'nê ga(t)i, goud(e) vïe lakét soufr ba-enne, 'vel lar(e)s

– Devet ar soufrenn barzh kwa ! Me(d) n'é ket soutiret ar jistr vé gwraet ?

Heñ ?

– Nann

Soutilañ 'naoñ ?

– Ya

Ah non ! Me meus ket bet gwraet, me les(k) 'naoñ war ar li 'taw ! Me(d) lod ree heñ !

– Me(d) blam bet(r)a vije gwraet an dra-he ?

Ah beñ blam daoñ da jom doussoc'h, pa vïe lakét a-bred, beñ hezh jome mïoc'h mousseux ma peus c'hoant ha oa hopala ! Me meus ket bet gwraet heñ ! Nann

Ha vïe gwraet krampouzh chist(r) douss neuhe pa vïe

– Ah ! Krampouzh chistr douss

An dra-h(e) zo mad !

– Ha pe-sort mod vije gwraet ar c'hrampouzh ?

Beñ lakad, 'lec'h lakad laezh vïe lak(et) chistr barzh !

Ar c'hrampouzh vïe gwraet 'vel nïe gwraet mod-all, me(d) vije…

Be meus bet gwraet 'ha !

… Vïe evet chistr douss gate kwa !

Me meus bet gwraet a'ha ! Krampouzh chistr douss, war an tan ba'n ti-all ahe his-se

Da grampouzh vïe gwraet 'vel vïe, rees 'nê mod-all

Ya-ya !

(Ne)med-seped vij(e) chistr da zeb anê !

Beñ ya !

Voilà !

– Ha oagn mad ?

Ya !

Ya

– Ha chistr douss oa ar chistr kentañ ?

Ya

Vïe ket poah c'hoazh kwa !

– Vij(e) ket birvet kwa ?

Vïe ket birvet, nann-nann, ka(s)i-sur oa ket kalz alkol barzh c'hoazh neuh(e) heñ ! Ahaha !

– N'é ket an dra-he vije evet kalz ga'r vugwale, just a-walc'h ?

Oh yeo ! Lod dape ar voer(e)ll gantoñ… Ahaha !

– Ahaha ! Ah ya, sur, ya… N'eegn ket pell neuh(e)

Ohoho !

Peus ket bet klêt lar(ed) an dra-h(e) ? Ar vugwal(e) p(e)t(r)am ive chistr ga'r blousenn ha goud(e)-se dapent ar voer(e)ll

Oh ya ! Gwech-all oa lod, ar re ga(v)e mad ar jistr, memes pé vïe ket re, dao ! Vïe ket rôet gwer(e)nn (e-)bed dê, vïe, vïe lakét an duellenn ba'r varrikenn 'e, me meus bet klêt un' lar(e)d a ree un toull ba un tamm, ba ur bitrabesenn ha vïe lakét barzh da evañ ! Ka(s)i-sur heñw oa mad sè ! Me mïe ket bet emm deuhoutoñ 'ha ! Ah non !

– Chistr ba ur bitrabesenn

Ya, d'evañ 'nèi, ya, d'o(be)r… Ar mo(d)-se ar wreg ouïe ket kwa ! Lar vïe à ev(añ), evañ ! 'Hend-all, me meus bet klêt heñw, me meus choñj deus an dra-h(e) : Vïe e wreg ha heñw ! 'H eent d'ar voar d'Uhelgoat ah(e) ha ba'r voar eve chistr ! Ha bremañ, bep-heñi na i, e duellenn ba'r varrikenn ha heñw lare dèi :

« Ba'n nec'h so dit-te ha ba'n traoñ zo din-me ! »

Hag e-s… An dra-h(e) zo gwir hañ !

– Re-wir

Pezh (e)mon 'lar(ed) dit, an dra-he n'é ket des, des blagues ! An dra-h(e) zo re-wir ! An dra-h(e) zo gwir ha ene, ba kêr amañ oa, 'zhpenn me a laro an dra-he dit. Ha bremañ heñw lare lar pa vïe ket kin ba'n nec'h, ah beñ :

« Ev(añ) rey 'naoñ toud, ev(añ) rey 'naoñ toud ! » Lare

Ehe ! Sete wei ! Pa eve mem-mod 'veldaoñ kwa !

– Ya-ya, oa hanter finnoc'h 'vid ar re-all kwa !

Ya, ahaha ! Eh oho ! An (dr)a-h(e) zo…

Ah ! Me meus…

– N'é ket geier é

Ah nann-nann-nann !!

Be meus bet klêt 'han(ou)t lar(ed) an dra-he

Oh ya ! Ehehe !

– Ah ! Partajet mad an traou heñ !

Hum ! Beñ, digourdi walc'h oa-ñw heñ !

– Ya, matresse ma vije bet an, an heñi-all digourdi 'e, nije henpennet ar varrikenn matresse

N'é ket ! Kar ar bont zo ba'n nec'h, te oar !

Neuhe, ha neuhe an duellenn vïe ba'n nec'h

– Ah beñ ya, ar bont

Ya-ya-ya ! Ohoho !

– N'eus ket voien d'o(be)r

Un' e-hun nïe ket gwraet !

– Nann

Nann, me(d) pezh é goud(e)-se oa-ñw aet war lein e gein ga'n duellenn 'n traoñ

Ah oui !

Pa galle tenn deus 'n heñi 'n nec'h !

– Ya

Ya, pa vo ket kin…

« Damaig oa-i leun » lar, « ha bremañ é-i hanter-leun ! »

Pé oa deut en-dro oa-i hanter-leun


– Hag a-wechou 'h ee tammou loned 'e ba'r jistr, ba'r varrikennad, ma klêt : Ur sourd

Ah non ! Oh gast ! 'N (dr)a-h(e) meus ket bet klêt gwech (e-)bed

– Beñ klêt meus…

Beñ dre b(e)-lec'h 'h ee barzh neuñh(e) ?!

– Hum ?

Tre b(e)-lec'h 'h ee barzh ?

– Ah beñ tre ar bont, toull, toull ar bont matresse kwa !

Oh ! Bobobop !

– Pugur jome ket distouv ar mo(d)-se pad pemzete pe keit-ha teue… ?

Ya, me(d) neuhe teue…

Oh yeo ! Keit-ha vïe à virviñ !

Neuhe teue ur ben traou maes !

Keit-ha vïe à virviñ ! Ya, vé lesket da…

– Hag ar sourd oa deut 'e

Ya, me(d)…

Oyow ! Me(d) vïe kreñvet barzh, sur ! Ça c'est sûr…

– Ah ya ! Kreuñvet oa barzh

Ah ah !!!!

– Koueet oa barzh kwa ! Ar sourd kwa !

Ah ! An dra-h(e) matrehe ! Me n'oun ket gouest da lar(ed) dit

– Nagn ka(v)et ar sourd, just a-walc'h, pé oa bet riñs(e)t ar varrikenn kwa !

Hum

Ya, me(d) vé ket lesk(et) dibouchon(e)t, un dra m(e)nnaket vïe lakét war… Un tamm truilhou pe un tamm sac'h ludou-grich pe un dra m(e)nnag vïe lakét war, war ar varrikenn

– Pass duzhtu…

Kes da hoûd pe-sort mod vé an traou ! Bep-heñi a ree e damm sistem heñ !

Ha deus p(e)-lec'h oa deut piw oar pet(r)a 'e…

– Oh ya ! Oh ! Me ma klêt un' memes oa bet ur spont daoñ, pugur oa bet deut gwèied ba'r c'hrow 'lec'h oa ar barrikennou

Hum !

– Ha n'ouzes ket pet(r)a nagn gwraet ?

Ha fouetet barzh ?

– Nagn c'hoarïet ga'n duellenn ha…

Ha d(a) zigoriñ 'naoñ ?

– Ya

Ah ! An dra-h(e), sell an dra-h(e) hall be gwir ! Ar re-h(e) a grog ba toud an traou !

– Ya ha oa bet riñset toud ar barrikennou mo(d)-se, ga'r gwèied ! Ya, ar re-he zo mechant un tamm heñ !

Oh ! Lod 'nê !

Pé teu un' m(e)nnaket ba kêr, me lar dec'h, ma vé un' ar mo(d)-se

Ar re-h(e) zo 'astik(añ) hañ ! Ohoho !

– Ya pe trous gate 'e dija !

Oh ya !

25/06/2018

Boesson, butun ha boued fall

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Lokeored dowzeg devezh so, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ga Simon Roygnan ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
J.



Ar butun, ya…

– Toud an traou…

Me meus dow gender zo bet marw ga'n dra-h(e) ha goulskoude ouïent, heñ ?! Un' deuhoute oa medissin memes 'e…

– Aha !

Heñ ? Eh ! Ah(e) oa ar butun hag ar boesson hañ !

– Ah ya ! An dow (a)ssames…

Pé teue ah(e) da[pe], dape ur feuilhenn-cigarette ha' c'hwïe barzh ! Ha il me disait en français que les bronches avaient cette couleur-là : Noir ! Et il soufflait dans la feuille de cigarette : Fffou ! Après avoir fumé quoi hein ! Fffou et la feuille était noire

« Eh ! Mais les bronches sont comme ça » qu'il me disait

– Ma vé gwraet an dow, ya : Butun(iñ) hag evañ


Ah ya ! Ah yayay !

– (A)ssames

– Ha re surtoud !

Ha egile na kimed autour de 62 'e ! Hag e baotr zo marw ga'n dra-he 'e… Ha goulskoude i vamm zihane ket lar(ed) dèoñ, pass, dihan, aret da fum(añ) kwa ! Nintra d'ober ! An dra-he zo ur c'hleñved kwa !

– Nann-nann

Ya, ale… Hag a-se…

– Un tech é !

Ya, ya, un tech

– Ya, an dra-he zo 'vel lar(ed) d'un'

Un tech

– Dihan evañ é meme[s], memes-mod hañ !

Ya, mes-mod é !

– Ya

Ya… Ya-ya !

– Pugur…

Me(d) me meus aneet heñ ! Me ma ur, ur c'hender ha' oa aret(e)t da fum(añ) goud(e) oa deut añwn dèoñ ha pugur ba Lokeored oa marw un' na kim(e)d dow pe dri bla ha dow-ugent : Cancer de la gorge sè ! Ba i hoûg kwa ! Ha hem(añ) oa deut añwn dèoñ hañ ! Ha dihan(et) da fumañ, neus ket bet fumet gwech e-bed !

– Un dra-all a lak an dud 'e da vervel é ar boued bremañ

Ar boued ?

– Ya, ar boued ya

Boued re vat !

– Ar boued, an « diabète » hag ar…

Ah ya ! Traou mo(d)-se, an diabète

– N'é ket boued re vad : Boued re vall é !

Boued re vall, matresse ya, ya ! N'ouzes ket pet(r)a

– Ya re ! Ha re, ha re…

– Loustoni…


Ya, n'ouzes ket pet(r)a kwa !

– Traou trafik(e)t kwa !

Ya, ya !

– Traou prepar(e)t ba'n usinou ha beb-sort traou toud…

Beñ ya ! Gwech-all oa naturel an traou kwa !

– Ha yac'hussoc'h oa an traou, ya

Ya-ya, kig-sall vïe deb(r)et ha 'r c'hig-sall oa mad sè heñ ! Gwech-all

– Patates kig-sall ?

Patates kig-sall gwech-all

– Ya

Ah ya ! Me(d) an dra-h(e) oa… Me(d) ar c'hig-sall gwech-all oa gwelloc'h 'vi(d) ar c'hig-sall zo brem(añ) hañ !

– Beñ ya

Hag ar moc'h oa, oa maget ha oagn ket maget 'vel bremañ kwa hañ !

– Nann-nann

Oa ket antibiotiques, oa ket bern loustoni 'vel zo brem(añ) !

– Nann-nann, ar gwe(l)ien !

Ya, gwelien

– Ya

Gwelien, ya. Gwelien vïe rôet dê, ya

– Ya

Poèiet 'val-douar dê ha-toud da-houde

– Ya

– Me bren kig-moc'h bio hañ !


Bio ?

– Ya, gwelloc'h é

Ah ya ! Bio, me(d) gwech-all oa toud bio !

– Beñ toud oa bio, ya !

Toud oa bio !

– Toud an traou oa bio !

Toud oa bio !

– Ya

Memes cherdrinou, toud oagn bio !

– Ya-ya

Ha neuh(e) 'val-douar ha-toud ! Me ra un tamm cherdrin ha' lak aval-dou(a)r, ba pour vé lakét… An dra-he zo bio toud 'vel gwech-all !

– Ya-ya-ya

– Lak a res papred ?


Un disterrañ !

– Un disterr(añ)

Ya, da basseal ma amzer mo(d)-se

– Ni laka papred !

Ya

23/06/2018

Lugerniñ ar meurb ha tenn ar boultrenn diwar'nê

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Lokeored deg devezh so, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
J.



– Peus ket saout da zespunañ pe… ?

Ah nann-nann-nann !

– … Da hor(o) ?

N'eus kime(d) c'hwec'h kin ! C'hwec'h so ato !

– Ah ya ?

C'hwec'h so ato

– Ah boñ ?!

Me(d) ar re-h(e) zo maes kwa !

– Ah ya

Ya-ya ! Ah nann-nann-nann ! Ar re-h(e) zo bremañ à peu(r)i en(e) forz-pegement, set(e) ar mo(d)-se…

– Ba ur beurachenn mennaket

Ya-ya ! Peu(r)iñ zo !

– Me(d) amañ zo meurb braw hañ !

– Ya, gwelet ma 'nê damai, ya


Ya ! Ur arbell oa 'raog, me(d) préñven(et) oa-i toud !

– Ah !

Ha 'benn ar fin oa nintra d'o(be)r gati kwa !

– Ah boñ ?

Oh ya ! Préñven(et) oa-i toud !

– Te frot 'nê hag a…

Ah ya-ya-ya !

– Ah ya ?!

Ah ya-ya !

– Lugerniñ 'nê

Ya, lugerniñ 'nê, tenn ar boultrenn deuhoute. Hemañ é poe[nt], am(añ) é poent tenn ar boultrenn diwar hemañ, pugur mé digi 'h ober, ah beñ heñ ! Renket tenn toud an assiedou ha-toud kuit heñ ! Oh !

– Ya

Me(d) brem(añ) ar re-yowank neugn ket emm deus traou ar mo(d)-se kin hañ !

– Nann

Ar meurb kozh, ar re-yowank bremañ : Terminé ! Be zo be(t) ur mar(e) hañ ! Ha' oa goull(et) diñ heñ ! Ha gwerzhet kér heñ !

– Ah ya…

Me(d) 'bow(e) zo pell-zo hañ !

– Ya

Me meus choñj môa gwerzh(e)t ar vecheller, oa debet ga'r préñved toud ! 400 000 ! 4 000 fr. !

– Ya

Oh ! An dra-h(e) zo pell-zo heñ ! Ha oa kim(ed) an diw or oa mad deuhoutoñ ! Ha 'dréñw oa préñvenet toud !

– Ha goulskoude ba'r blachevou tr(i)-ugent vije chetet tou'n traou-mañ

Ah ya ! Me(d) be zo bet…

– Me(d) cheñch a ra ar mod

Me(d)…

– Bremañ vé laket peñtur war 'r meurb

Ah boñ ?

– War ar meurb kozh !

Ya, ya. Me(d) ar meurb kozh, ar re-h(e) oa ket tachet 'vel gwech-all hañ ! An tachou zo bet lakét goude, d(a) zigentañ oa ket tachou war'nê !

– Me meus un' ar mo(d)-se

Ya

– Ha ga tachou 'e

Ya, ga tachou, ya

– Ya

Ya-ya ! Me meus gwel(et) 1830 heñ ! Ba ur gêr kichenn ahe

– Ya

1830 didoñ ! Choñjet 'ta ! Heñ ?

– Ah ya…

Ah beñ ! Beñ homañ, ur c'hoar da ma vamm oa ganet pé oa gwraet ar vecheller 'ta ! 189… 93 non ?

– Ya, 93, ya

– Ma heñi é 1900


1900

– Ha pet(r)a res deus an dra-he amañ ? Ur press pe un arbell ?

Un arbell !

– Ah !

Ya

– C'hwi ra an arbell

Hag ur vecheller kwa !

– Ha pet(r)a vé lar(e)t deuh ur prest neuhe ?

– Ur press, vé ket lar(e)t amañ matresse ?


Ur press ?

– Ni lar an dra-he 'vid an arbell

Un arbell, ya, an arbell remp deuh houzh

– Med lar(e)t vé « an armell » 'è, me(d) « prest » 'e ! An dra-he lares ket ? Ar prest ?

Nann

– Ah nann ?

Nann-nann

– Da-beked Skrigneg vé lar(e)t hag ar re-he lar un arbell, me(d) 'vid ar pezh oa « des niches »

Ah ! Des niches !

– Ya, ar re-he…

Un droiad on bet (a)ssam(es) ga ur c'hamar(a)d ba Skrigneg ha oamp bet ba un ti ha di(nd)an an daol :

« Oh ma ! Pet(r)a zo ah(e) ?! »

Oa fagod di(nd)an an daol ! Ar fagod oa di(nd)an an daol ! Ah(e) oa plass heñ ! Di(nd)an an daol… Ar fagod

– Ya

– Me(d) an dra-he meus bet gwelet ba tïer 'è : Koat dindan an daol


Ya ha koat di(nd)an an daol ha am(añ) oa fa[god], am(añ) oa fagod di(nd)an an daol !

– Pezh ma klêt, gwech-all vije 'e, wechou vije lak(et) an traou da sallañ

Ya

– Dindan an daol hag an dud war, ga o zreid war an traou 'e

Ah ya-ya !

– Lak(et) dindan an daol

Gwech-all oa kouign ar c'houign ! Ah(e) vïe ar c'heuneud gwech-all ba'r c'horn 'è ! Ar fagod 'è, bah ! Ba-lem 'ma ar post ah(e) brem(añ) ! Ah(e) vïe lak(et) ar fagod gwech-all, ya-ya

– 'Kichenn ar…

Ya !

– … An oaled kwa !

'Kich an oal(e)d !

– Ha ur gwele-klos oa 'e a-raog, amañ ?

Amañ n'eus ket

– Ah nann ?

N'eus ket bet

– N'eus ket bet

– N'eus ket bet ?


Nann-nann ! Ar c'hentañ den ma bet gwel(e)t ba ur gwele-klos oa ba, ba Sant-Tegoneg, oain bet (a)ssam(es) ga ur c'hender en(e) ba Sant-Tegoneg. Heñw na gwerzhet gousil dèoñ ! Pugur teue deus Leon tre da droc'ho goujil ah(e) hañ ! Hag a ma gender lare din :

« Gast ! Demp da wel pe-sort kont zo ! »

Oamp bet ba Sant-Tegoneg ! Ha pé oamp e(rr)o ba'n ti :

« Ba p(e)-lec'h (e)ma-hem(añ) o kaoseal am(añ) ? » Me lar

Oh beñ welen ur, ur penn 'tibasseal ha oa ba i gwele-klos 'kaoseal ! Ya ahaha !

– Ah ya

Ya, ya-ya !

– Me(d) an dud a gouske mad barzh, deus pezh meus klêt

D'ar re-h(e), ah(e) oa gwasked hañ ! Ha oah k(et) gouest da goueo 'e

– Nann, ah beñ nann !

Pe-mod vïeh koueet a(ho)nt ? Beñ nann !

– Nann

– Ha vijent… Ha 'kich an tan oa !


Ah ! Kentunou !

– Ya

Ya, ba-kich an tan oa !

– Ya

Ya

– Hag ar vugwale pelloc'h kwa !

Beñ ar vugal(e) vïe ba… Pfff ! 'Lec'h vïe ka(v)et plass dê kwa !

– Ya

Eh, ya aha !

19/06/2018

'N-om dromp a ree Yann darc'h-mad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dissadorn ba-ti M. ba Uhelgoat. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya, me meus choñj un tamm bihen 'e deus serten, serten traou, me(d) meus ket joñj deus toud kwa ! Ma zad gonte tamm, rismodilli un tamm din 'e :

Ha Yann a'h ee d'ar voar ha, ha 'n-om drompe…

Meus ket joñj pe-naos, me(d) braw oa !

Hemañ 'n-om drompe darc'h-mad, 'h ee d'ar voar ha ur wech na prenet adoiou ! Ha 'n-ur zond d'ar gêr, ouïe ket pet(r)a 'h o(be)r deuh an dra-he ha oa ur, ur c'harr ha' oa foenn barzh ! Ha hañw na plantet an adoiou gis-se ba'h ar…

– Ba'r voenn

Ba'h ar voenn ! Ha pa oa digoueet 'tal-kichenn i di, eh beñ na klasket ba'h ar…

– Ba'r voenn

Ba'h ar voenn ! Me(d) na ket ka(v)et i'h adoiou, sete i dad lare daoñ :

« Oh ! Me(d) te zo ginoweg heñ ! Te zo ginoweg hañ ! Ma kar dit be laket 'nê ba, ba da, da chupenn ah(e) un tamm bihen, war da chupenn, e hiche ka(v)et 'nê ha' oa mad ! »

Sete goude oa aet d'an, d'ar yow goude oa aet da, d'ar voar (a)darr(e) ! Ha na prenet ur soc'h ! Ha sete, pugur oa lar(et) daoñ laka(d) 'nê ba e chupenn, eh beñ hañw na laket 'nê gis-se, na divrèget toud i chupenn ! Be-vech en-om drompe darc'h-mad ha' ree darc'h-mad ar pezh a vije lar(e)t daoñ o(be)r ar wech kentañ ! Me(d) gwech e-bed 'h ee mad kwa !

– Beñ nann, sur ya !

Ha me meus ket joñj kalz ha an dra-he oa i rismodell vraw

– Fent, fentus a oa

Ha rigolo, ya !

– Ya

Pugur be-vech, eh beñ viche tapet !

– Ah beñ ya, sur ya !

Ha be-vech en-om drompe gis-se ! Ur wech-all oa aet da, da brenañ… Meus ket joñj, ur… Me(d) me gav din oa ur, ur loue bihen oa bet 'klask ha na bet poan digass 'naoñ d'ar gêr 'e ! Meus añwn na kollet 'naoñ. Het(e) i dad na lar(et) daoñ :

« Me(d) na kime(d) be staget ur, ar gordenn deuhountoñ ha laka(d) 'naoñ da vale trankil gis-se ha digass 'naoñ d'ar gêr ! »

Ha goude oa aet da brenañ ur, ur po-fèr, ur po-fèr ! Da… Ur po-fèr ahaha ! Sete na… Ha ar po-fèr na diwskou(a)rn ha sete, pugur… Ha neuhe na tapet ar gordenn ha staget ar po-fèr d'ar…

– Deus ar, ar gordenn deus ar po-fèr

Ya, deuh ar po-fèr, deuh ar skouarnou heñ ! Ha da zigass anaoñ, me(d) torr(e)t oa ar po-fèr pé oa deut d'ar gêr ! Torr(e)t oa toud ! Ha darc'h-mad viche gis-se, me(d) meus ket… Me(d) choñj meus deus serten traou, me(d)…

– Lak toud 'nê 'n o vlass, n'é ket aes

Nann, eh ! Ha ma zad… Ya ! Ha meus ket bet tro, meus bet goullet ga tud gis-se, me(d) me meus ket goullet a-bred walc'h ! Kar ma zad na breured 'e, matrehe a aneent ar rismodell 'e

– Ya

Me(d) bremañ jom… Tou'n dud so partïet ! Sete n'oun ket kapat da houll ! Ha meus ket goullet ha…

– Den e-bed na ouïe ket kin kwa !

Nann ! Boñ ! Sete…

– Beñ matresse teuy en-dro heñ !

Oh !

– Bremañ had…

Ah nann ! Gav ket din

– Hadpartïet é

Re bell é ! Re bell é, me(d) me oa…

– Me(d) tri dra peus ka(v)et memes-tra !

Ya ! Deuh an dra-he meus choñj ! Me(d) kalz hirroc'h 'vi(d) an dra-he oa ha brawoc'h 'vi(d) an dra-he oa da…

– Ya, da gontañ kwa !

Oh ya ! Ya-ya-ya ! Me(d) me lar tammou traou gis-se, me(d)…

– Ya, me(d) hir oa an traou gwech-all memes-tra

Ya

– Pa vijent kontet heñ !

Ya ! Ya-ya ! Me(d) gwech-all an dud a gonte kalz traou ha neuhe a gonte 'e buhe o zud 'e ha…

– Ya, pezh nagn gwel(e)t

Fenoñs vé ket kontet traou gis-se

– Nann

An dud a…

– A sell deus an tele…

Zo voilà ! Voilà, n'é ket héñvel kin 'n traou heñ !

– Nann-nann-nann, me(d)…

Nann

– 'Benn ar fin an dud neugn ket memor kin

Eh beñ ! Nann-nann-nann-nann…

– Nann, pugur vé, vé sell(et) deus traou

Daw é… Ha 'n traou cheñch darc'h-mad 'e ! Sete n'é ket héñvel kin heñ !

– Nann

18/06/2018

Ba'r feuntenn Langanteg vise dour hañw-goañw

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha just a-walc'h, pe-sort mod vis(e) gwraet ar lessiv gwech-ell ?

Ar lessiv ?

– Ya

Ah beñ, heñ ! Aes walc'h doc'h goûd a'hat ! Oa ket machine à laver e-bed !

– Ah bah nann

Heñ ? An dour oa partoud : Ba lost ar prajeier, ba lost ar roujeier oa feuntennou, vis(e), vis(e) gwraet un, un tamm veuñtenn

– Ya

Ha vïe lak(et) ur mell min plad, 'vel un daol ah(e) gis-s(e), ba'r bord, petram ba'r c'hanol !

– Ah ! Memes ba'r c'hanol vise gwraet ?

Ah ! Beñ ya, beñ ba'n hañw oa ket, beñ ar re-s(e) vis(e) à sec toud heñ ! Ba lost ar roujeier ah(e) gis-s(e), ah(e) oa ket dour heñ !

– Ya

Seto, ba, kontuni ba'n ti-skluj, ba-tal an or, ahe vis(e) ur plass ha vis(e), vise, oa mein 'vi(d) gwerc'h(iñ) an dilhad ha 'h ee an dud ba'r c'hanol dé werc'h(iñ), ba'r machin dé werc'h(iñ) an dilhad heñ ! Voilà !

– Ha pe-sort mod vis(e) gwraet neu'n ?

Ah beñ tramp an dilhad ha goud(e)-se ga sañwon ha ga'r brouss tchou-kou-tchou-kou-tchou et vas-y ha tan dèi ! Ha goud(e)-se, an dilhad gwenn neu'n vis(e) birv(e)t ba'r lessiveus. Rochedou ha pezh, ha pezh oa emm dé virviñ kwa heñ ! Vis(e) gwraet… Ar liñseiou ma vis(e) d'o(be)r, eh beñ ar re-s(e) vis(e) birvet toud ba'r lessiveus.

– Ha pe-sort mod vis(e) tennet ar sañwon ?

Reñs(añ) 'naoñ kwa !

– Reñset, ya

Oh beñ ! Ba'n dour ba'r, ba'r…

– Ha oa ke(t) ur, ur, ur verb spessial 'vi(d) lar(e)d an dra-s(e) ? 'Vi(d) lar(e)d, « essanger » vé lar(e)t e galleg, tenn(añ) ar sañwon, n'oun ket 'vid…

Nann, disañwnenn(iñ), disañwn(añ) nann, disañwnenn(iñ) 'nê, pi(g)ur, c'hwi oar walc'h, vé lak(e)t bon, brouss(e)t 'naoñ, ale ! Vis(e) lak(et) sañwon. Tak-tak ! Brouss(et) et vas-y, et vas-y, ale ! Tchok-tchok-djok ! Ha goud(e)-se ba'n dour, djiou-djiou-djiou-djiou-djiou ! Diw / teir gwech, ale ! Ha war-raog ! Ar mo(d)-se oa heñ !

– Ha war ur…

An dra-s(e) meus gwel(et) mé mamm 'h o(be)r

– Ha war ur min vis(e) gwraet ?

Ya

– Oa ket ur planken mennag

Oh ! Nann, ur min vis(e) kontinu heñ ! Nann, 'benn-neu'n ar planken vise aet ba… Pi(g)ur vis(e) ket tenn(et) ar min kuit heñ ! Pi(g)ur un' 'h ee hiro, boñ matre'n ba fin an de vis(e) un'-ell, an de war-lerc'h vis(e) un'-ell…

– Ya

Hag ainsi de suite ! Ha ma vis(e) bet kresket dour 'hed an or, beñ ho planken vis(e) bet aet ga'n dour kwa ! Eh ! Ba-lec'h ar min jomè ba i blass heñ !

– Ya. Ar veunteun na ket un hano spessial ? Vich(e) ket laret ur stank…

Ur stêr, stêr-gannañ

– Ur stêr-gann(añ)

Voilà ! Stêr-gann(añ) vis(e) gwraet ba lost ar roujeier ha blam an dour oa, oa gwelloc'h memes-tra hag an dour oa, oa tommoc'h 'vi(d) ba'r c'hanol !

– Ya

Pigur an dour…

– Ah boñ ? Ah ya ! Ah ya !

Ah ya ! Ya, an dour tàè doc'h an douar kwa heñ !

– Ya, normal é

Set(e) an dour oa, heñ ?

– Tommoc'h

Beñ ya ! Ha 'lec'h beñ ba'r c'hanol an dour oa yin heñ ! Ahaha ! Oa ket memes-mod tre

– Ha gwel(et) peus bet 'h o(be)r ba Langanteg, ba'r veunteun ba du-m(añ) ?

Meus ket gwel(e)t 'h o(be)r, med gouïe(d) rañw lar mamm Gabi 'h ee dé werc'h(iñ) he dilhad ba'r veuntenn heñ ! Hag ar re Langanteg 'h ee ba'r feuntenn Langanteg dé werc'h(iñ) an dilhad heñ ! Houzh oa amenajet-mad 'è, ar veuntenn-houzh ! Houzh oa reñket braw heñ ! Da, d'ar mar(e)-se. Ha, ha ba houzh jomè dour papred ! Set(o) na-hè un avañtaj war re Kergo ma jomè ket dour ba'r machin kwa heñ !

– Set' an dilhad vijènt ket gwalc'het memes-mod ba toud ar veutennou ?

Of, memes-mod, me n'ounn ket 'ha ! Me(d) boñ…

– Oa ket difer's kwa

Nann, pass kalz 'e, nann, nann. Hè daon ! Hag a laron doc'h ba'n dra-s(e), oa 'ziwar-benn an dour, Langanteg na un avañtaj war Kergo

– Ya

Kergo, oa ket voien dé zerc'h(en) an dour ! Pugur oa ket feuntenn ha' jomè, ha' zerc'hè hi dour kwa ! Ha heñi Langanteg zerc'hè hi dour

– Ya

Voilà ! Set' oa un avañtaj !

– Ya

Sufiss oa 'h o(be)r ur stank, voilà !

– Ha…

Ha pa dour dé werc'h(iñ) ho tilhad !

– Ha vis(e) dour papred

Ah beñ voilà ! Pa dour hañw-goañw kwa heñ !

15/06/2018

Dichoukennet ar boutou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Brennilis dow vis so, deut oan assames ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ga Simon Roygnan ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
A.



Ah ya ! Me meus bet aneet ar re-he toud heñ ! Me pé 'h een d'ar skoul da Bonvel, 'h emp da gerc'h(ed) ar bar(a) da di ar re-gêr ! Ha 'benn vïe deut ar bar(a) d'ar gêr, 'benn-neuhe vise deb(et) an hanter 'nèoñ ! Cheu ba'r loch goud(e)-se forz-pegement !

« Pet(r)a (v)o gwraet brem(añ) ? N'eus ket (a) var(a) da zebiñ ?! »

Aha ! Petramant, torr(e)t ar boutou ! Deuh ar goañw oa ur poull-dour, ur mell poull-dour, matrehe brassoc'h 'vid an dow biess am(añ), ha oa ur mell poull-dour ha nign, pé teuemp d'ar gêr deuh ar skol, vise risket war hezh neuh(e) ga bouteier-koat tach(e)d, dichoukennet ar boutou ha cheu en-dro 'adarr(e), vïe ket… Laket lèr(e)nn neuh(e), pet(r)a vïe gwraet, oh… Fretennou war'nê

– Ah ya, fretennou vije laket en-dro…

D'en-dro dê, me(d) a-wechou vïe laket orjel ha vïe gwraet un tamm koch e-barzh ha vïe lak(et) un orjelenn 'barzh

– Ya, lod lake… Pet(r)a oa… Gouestou-hou(a)rn !

Ur ouest-hou(a)rn ?

– Ya

Ah boñ ?

– Ya, en-dro d'ar votes…

En-dro d'ar voutes ?

– Da reparañ 'nê ga…

Ah ! Pé vïent toullet a-wechou matrehe, petramant…

– Ya, 'vid… Nann, pa vïent faoutet

Faoutet, ya…

– Ya, vijent fichet

Ah me(d) ! Ni, nin zichoukenne hoñ re be-vech, me ree… Neuhe vïen pas 'be(d) ga ma re. Oh ! Wechou vïe plijadur, me(d) wechou teuemp d'ar gêr gwlep-an-teil, debet toud ar bar(a) 'zhpenn c'hoazh, oyow-yow ! Me(d) nign oa dow gilometr deuh ar skoul heñ !

– Dow ?

Ha pé oan tos(t), pegur me zo ganet ba'n tïe(g)ezh ba-lec'h é gwraet le centre d'insémination, me(d) bremañ ma'hat n'eus ket kén… Hag euh, pé oan tos(t), vïen ket kasset ! Ha pé oan digass(e)t da Gêr-Varzhin neuhe, neuhe reen dow gilometr. Hañ ! Weleh ket pe-sort mod oa an traou ?!

– Dow gilometr n'é ket re heñ !

Oh yeo ! Ha mamm teue, pé vise deut ar mar(e)-m(añ), oa divêtoc'h 'vi(d) an dra-m(añ) memes-tra, mamm teue da zigass hoñ lein domp 'hid an hent, da ma breur ha din

– Ah ya ?

Ya

– Zigasses ket da-hun ?

Ah nann ! Ha nign, ha nign teuemp ket d'ar gêr ! Ha nign reemp ket pe'r gilometr mond-dond 'benn dond…

– Nann-nann ! Me(d) lod a zigasse gate

Ah nann ! Ni reemp ket, me(d) oa ket kantin 'bed d'ar mar(e)-t(e) !

– Nann, me(d) goûd a hounn, me(d) just a-walc'h, pé vije laket ba'r sac'h ha ga ur voutailhad, ur voutailhad-chistr ha-toud

Ah non, non-non ! Nign, mamm teue da zigass domp hañ ! 'Wechou mamm vïe mad deuh-omp 'è, vïe ket ato ! Ha neuhe renkeemp dond d'ar gêr hañ !

– Me(d) pet(r)a na kontet domp Élise ? Ahe oa kantin 'lec'h 'h ee… Ti-ar-seurésed oa matresse ?

– Ur gou(e)n(t) oa matresse

Piw ?

– Ya

Un' deuh…

– Un' deus Skrigneg ahe

Ah ya ?!

– Ya

– Matresse oa ba'r gou(e)n(t) oa !

Ah ! Matrehe…

– Oa un tamm kantin matresse

– Ya

– Pugur… Ah yeo ! Yeo ! An dra-he meus klêt meur a wech, a vije dow bañsïon…

– Ya


Ga'r seurésed oa ar mod-s(e) heñ !

– Ya, diw bañsïon oa

Ha, ha ba, ba'n ilis, pé vïe marw un' bennag, lod vise int(e)rramant vras ha int(e)rramant vihen ! Ah ya !

– Me(d) memes-mod oa 'vid ar prejou 'e…

Ah ya ?

– Ya, vïe an diw bañsïon kwa ! Pañsïon vras ha pañsïon vihen

Ah ya ! Ha 'lec'h goud(e)-se 'benn pé oa deut ur c'hantin neuhe, penn-àr-penn deus ti Claudine, ha oa gwraet ar c'hantin neuhe 'vi(d) ar skol. Ah neuhe ! Wechou vïe ket mad-mad 'e, me(d) oh ! Karg-kof ree !

– Karg-kof, ya

Ahaha ! Karg-kof, ya

– Ya, 'vid kofiou goulonter

Ya ahahaha ! Eh ya…

11/06/2018

Raned, gwleskered, touñsegid ha rahed-kozh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg tri mis so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ba p(e)-lec'h vev ar gwlesker ?

Ah daon 'ha ! Ba'h ar stankou !

– Ha petra é hano ar bugel deus ar gwlesker ? Pa vegn bihen-bihen toud, n'é ket ar raned ?

Ah ! Ar gwlesker, ya ! Ur ran, ya

– Ya, ur ran ?

Ya-ya-ya ! Deuh ran 'hat ! A'h a da gwlesker !

– Ha vije gwraet traou ga'r gwleskered ?

Ah ! Pass amañ, nann

– Nann

Me(d) lod a zeb ar gwlesker(e)d, les fesses

– O fweskennou

Ya ! An dra-h(e) vïe gwraet fritet ! Ga lod ! Me(d) me mefe ket emm 'naoñ 'ha ! Me(d) lod deus emm…

– Me(d) vij(e) ket c'hoarïet gate pe klasket… ?

Ah geo ! Daon ! Gwich-all pa oan bihen, vije destumet ar ran(e)d ha vijent laket ba ur ouest-alumetes

– Ar raned ?!

Ya !

– Ah ya ?

Ah ya ! Sell goude, me(d) daon 'ha ! Pa vijent bet un devezh pe dow ba'r ouest-alumetes vijent marvet, houzoh walc'h ! Sell vijemp ket avañsetoc'h taped 'nê, me(d) plijadur taped 'nê memes-tra, houzoh walc'h ! Daon ya ! Hag vije ar vamm-gozh, am(añ), vij(e) 'lar(e)d demp :

« Ah ! Tapet peut raned 'darre ! Ha bremañ n'o ket gwlesker(e)d ! Pugur leusk a reh 'nê da vervel ! » Vije lar(e)t demp

– Beñ ya…

Oh ya 'ha !

– Ya

Me(d) daon ! Be vije plijadur gwel(ed) ar re-h(e), houzoh walc'h, ha vijent laket wichou ba ur ouest ga dour ! Ha gwel(ed) 'nê à fofiliñ ah(e) ba an dour, houzoh walc'h, me(d) daon ! Pah ! Ar re-h(e) vije ankoueet goude hag ar re-he varve, houzoh walc'h… Eh ya

– Beñ ya

Ah ya…

– Ver ket taol-kont ba traou mo(d)-se na…

Nann ! Nann-nann-nann-nann ! Nann-nann…

– Me(d) ga'r gwlesker i-hun, ga'r gwlesker bras, vije ket c'hoarïet gantoñ ?

Oh eo ! Oh eo ! A-wichou, pugur heñ zerc'he lampoud, houzoh walc'h ha' zerc'hemp mond war i lerc'h ! Ha vije touchet ga'r vazh daoñ ha neuhe 'h ee (a)darre, houzoh walc'h ! Daon ya ahaha ! Oh ya ! Ur blijadur nije ar vugale gwich-all ga traou mo(d)-se, houzoh walc'h

– Beñ ya !

Beñ ya

– Beñ 'vel ar wech divé pa, ga'r c'hwil, n'é ket ar c'hwil-derw oa ?

Ya ! Ga'r c'hwil-derw, ya, vije laket ur spilhenn daoñ ba toull i rewr hag un neudenn deusounti ha vïe laket da froñal neuhe mod-t(e) paotr-powr ! Ya 'ha ! Ahaha ! Ha' reemp miser d'ar loned, weles ket pet(r)a reemp ?! Ya aha… Oh ya ! Lar a ran dit…

– Hag an toussegi ? Vij(e) ket gwraet sort e-bed gate ?

Ah ga…

– Toussedig ?

Nann ! An touñseg a oa lar(e)t demp oa lous !

« Pass taped hezh da c'hoa(r)i ! » Vije lar(e)t demp

– Nann, me(d) na reeh ket memes-tra ?

Nann ! Reemp ket, nann. Nann, d'an touñseg, pugur ga'omp oa ket meh-mod 'vel ur gwlesker kwa ! Nann. Eo ! Plij a ree demp klêe(d) 'naoñ 'kanañ :

« C'hrouk ! C'hrouk ! » Ra hezh, ya

An dra-he blije demp !

– Klounk-klounk !

Ya ! Ya-ya-ya !

– « Me zo 'hond da ziglounkañ 'han'h »

Ya

– Na lar(e)t Élise

Ah ya ?! Ahaha ! Ah ya !

– « Me meus ket c'hoant da wel ar glô 'tond ! »

Nann ! Nann-nann. Ya ! Ar vran a houll glô !

– Ah ya, ar vran ?!

Ah ya ! Hag a, hag an touñseg !

– An dow ?

O-dow !

– Ah ya ?

Ya-ya ! Pa glêes ar vran à'h o(be)r « c'hroag-c'hroag » :

« Ah ! Houmañ zo 'houll glô ! » Vé lar(e)t

– Ah ya… Me(d) loned na vijent ket gwelet mad heñ !

Hañ ! Oagn ket, nann ! Ah nann-nann-nann ! Oagn ket gwelet mad, nann ! Nann, nann-nann 'ha !

– Ha pet(r)a zebr an tousseg ?

Ah ! An dra-he n'ounn ket 'ha ! N'ounn ket pet(r)a zeb 'ha ! Nann nag ar gwlesker 'è

– Ar gwlesker 'è ?

Daon nann 'ha !

– N'é ket kelien ?

Kelien, ya

– Ya

Hag a… An touñseg a ra 'è 'ha !

– Ah ya

A zeb kelien 'è, pugur… Ur wich ba(r)zh ti ma merc'h ba'h ar, kichenn Quénéquen ah(e) (e)ma à chom, hag a oa un touñseg ba'r c'hrow-saout ha oa ur bern kelien ba'r c'hrow 'è, ba'h ar laiterie kwa ! Hag a un devezh na gwel(et) un touñseg à tenn i deod hir hag a tap ar geliedenn ! Ha neuhe na gouïet pet(r)a zeb a'ha ! Ya ! Ha fentus é gwel(ed) 'nê hañ ! Ya

– Astenn o…

Ya !

– … O zeod

Ya 'ha ! Ah ya ! Sell ma merc'h a lar :

« Ma ! Ga(v)e ket din lar an touñseg na un teod hir ar mo(d)-se ! »

Ah eo ! Oa ket bet pell tap ar geliedenn 'ha !

– Hag ar gwlesker memes-mod

Memes-mod 'è, 'vel lær(e)s, ya. Me(d) mod-all n'ounn ket pet(r)a, eo ! Dour ! Pugur vé ba an dour, ma'hat dour ev 'è, sur a-walc'h. Ya 'ha !

– Ha oa ket sortou toussegid ?

Oh eo ! Dow sort so, gav din, me(d) me, nann, ziferañson ket 'nê an eil deuh egile 'ha !

– Nann

Me(d) dow sort so !

– Dow sort ? Un' bras hag un' bihen pe… ?

Ya ! Ya-ya-ya ! A-wichou weles touñsegid bihen-bihen ahe gis-se, wichou 'vel, 'vel ahe gis-se, sell !

– Ya

Hag a me ma bet goullet ur wich diga'r vamm-gozh :

« Pa-rag hezh so bihen ? Hezh so, hezh so yowank neuhe ? »

« Ah ! N'é ket ! Hezh so un touñseg-kozh ! » Vije lar(e)t din, « pa vent kozh a 'n-om ga(v)ont bihen-bihen ! »

– Ah ya ?!

Ya ! Hag e-se é drol !

– A gosheont ar mo(d)-se ?!

Ya

– A vihanneont ?

A vihanne(o)nt, disterre(o)nt, ya. Ya, me lar d'ar vamm-gozh :

« Daon ! N'é ket possubl ! Daon ! Ha pegen bras é, é an touñseg hag a n'a ket ken bihen-se (me)mes-tra ! »

– Matresse oa ket gwir heñ !

Daon ! Me n'ounn ket, mo(d)-se na lar(e)t din. Mo(d)-se na lar(e)t din

– Un tousseg kozh kwa !

Ya !

– Pe matresse oa hano an tousseg ! Matresse oa ket kozh an tousseg, me(d) oa hano an tousseg

Matresse, ya

– Ya, « tousseg-kozh » vé gwraet deusoutoñ kwa !

Matresse

– Pé vé… Goude vé yowank pe kozh kwa !

Ya-ya-ya ! Matresse vije gwraet « touñseg-kozh » deusountoñ, ya

– Un tamm 'vel ar wrac'h-kozh

Ya, ar rah-kozh vé lar(e)t 'è, ya

– Ya, n'é ket kozh é, me(d)…

Nann ! N'é ket 'è, nann, me(d) ça c'est le…

– Le mille-pattes

Mille-pattes, voilà !

– Ya


Beñ ya ! Vije… Hag a gwraet ar rah-kozh deusountoñ ha koulskoude n'é ket ur rah ('n-)hi(ni) é, houzoh walc'h ! Beñ nann

– Na kozh !

Na kozh 'è, n'ouzon ket, houzoh walc'h, na deus pet(r)a goñsev hezh, n'ounn ket 'è : Doiñ a rent ? Pe gan(iñ) a rent 'nê mod-all ? N'ounn ket 'è

– Ah ! N'ounn ket 'e

Nann, an dra-he, meus ket, meus ket etudïet an dra-h(e), nann !

– Ah nann !

Nann

– N'ounn ket pe-sort mod vé gwraet 'è

Nann-nann-nann ! Kar gwel(ed) a res deusounte re-vihen ha re-vras 'è kwa !

– Beñ ya, sur !

Ya-ya-ya !

– N'eint ket ganet mo(d)-se, me(d)

Daon nann ! N'eint ket, sur 'ha ! Houzoh walc'h, beñ nann ! Me(d) daon ! Gwel(ed) a res ba'r c'hoat kozh deusounte kwa !

– Ha vij(e) ket c'hoarïet gate ?

Ah nann ! Pass ga'r re-he, nann ! Ar re-h(e) oa traou lous en somme kwa ! Ya ha koulskoude n'eint ket loussoc'h 'è 'ha ! Houzoh walc'h. Ar re-h(e) zo sec'h kwa !

– Ya, sec'h, ya

Beñ ya !

– Oh ya ! Loned so heñ !

Oh ya ! Hag anev ket 'n nén 'nê toud a'ha !

– Nann

Nann

– Ha surtoud bremañ

Bremañ, ya

– Gwashoc'h c'hoazh… Me mé keuñ un tamm bihen, just a-walc'h, pa 'h añw ba'r c'hoat, pugur oa ket disket din

Nann

– N'oun ket gouest da aneo ar gwe ! N'oun ket gouest da aneo ar…

Ah nann !

– … Ar loned ! Ha 'benn ar fin vên 'vel ur ginoweg kwa !

Beñ ya, just a-walc'h, n'ouzes ket pet(r)a vé, ah nann, peb tra, houzoh walc'h

– Pe, pe klêo un drous ha n'ouzes ket petra é

Ah nann ! Nann-nann…

07/06/2018

Zestumint ket ar bed ! Kàer nogn...

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti T. ba Plouïe mis so, assames oain ga ma mamm deus Plouïe 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
T.



Yeo ! Gwinizh-tu vïe sur 'ha !

– Me(d) gwel(e)t peus 'h o(be)r ar mo(d)-se gwinizh-tu ?

Ah ya ! Me zo bet 'troc'ho gwinizh-tu !

– Hañ !

Ah ya !

– Pevar(e) oa dihanet d(a) lakad gwinizh-tu ?

Oh ! Meus ket joñj kin 'ha !

– Me meus ket, meus ket gwel(et) lakad hañ !

Nann ?

– Nann

Me meus gwel(et) 'ha ! Ha hègn vïe braw hañ !

– Ya

Parkeier vïe gwenn

– Gwenn toud, ya, braw-tre é !

Ya, me(d) bet er bet dihanet da laken, me(d) komañs(e)t war un tu en-dro (a)darre da laken

– Ya

– Bremañ ya, ya

– Brem(añ) en-dro, ya, me(d)…


Ya

– … Oa ket sort e-bed kin heñ !

Ah nann ?

– Oa…

– Ah ya ! Oa ket gwinizh-du kin ba'r vro hañ !


Nann

– Na plantenn na nintra

– Dond a ree…


Nintra, sè !

– 'Vid ar c'hrêpri ahe, dond a ree ar bleud deus… Pouff !

– Deus Pologn pe…

– Deus Pologn


Ah ya ?

– Ya-ya

– Deus ar Chin ha deus n'ouzon ket 'dreus p(e)-lec'h…

Ha bremañ neuhe weles vé gwraet bar(a) gwinizh-tu 'è !

– Ya

– Ya


Ba Plonee zo heñi mad !

– Ya

'Ti Morvan

– Me bren…

– Ba Uhelgoat zo 'e


Ah ya

– Me bren 'e

Ya, ya

– Me bren 'e bar(a) gwinizh-du, ya

Ya

– Ya

– Me(d) krampouzh gwinizh-tu 'e !


Krampouzh gwinizh-tu ! Ar vamm-gozh, meus choñj, a ree krampouzh gwinizh-tu, melladou ! Ha vïe 'h o(be)r an (dr)a-h(e) war an tan ar mo(d)-se !

– Ya

Oyow ! Hañ ?!

– Ha war an tan é gwelloc'h heñ !

Ya

– Ya, kalz gwelloc'h

Kar an dra-he…

– Brassoc'h é

Ya

– Me(d) n'é ket ken karg-kov 'vel an heñi-all, gav din, pugur vé debet mignoc'h c'hoazh

– Me(d) Gurvan neus aneet an dra-he, pegur ma mamm ree 'e


Ah ya ?!

– Papred, ya

– Ma mamm ree papred war an tan

– Me(d) n'é ket 'vid…


Me(d) ma heñi-me ree 'è keit-ha galle o(be)r kwa !

– Ya

– Me(d) n'é ket ga gwinizh-tu a ree heñ ! Ga gwinizh


Ah !

– Nann-nann-nann ! N'é ket

Ah nann ?

– N'é ket krampouzh gwinizh-du

Nann, krampouzh gwinizh ! Ha oagn mad 'è !

– Ah lalalalala !

– Ya, an dra-he zo labour hañ !


Ya

– Pugur war an tan é n'é ket… Hañ !

Ya… Ma mamm-gozh a ree 'ha ! Holala ! Hou(zh) a ree krampouzh braw ha krampouzh mad ! Ha vïe ke(t) un toull ba-enne ! Ha oa izhpenn pe(va)r-ugent ha pemp 'benn o(be)r… Oh ! Ma Doue !

– Me(d) lak a regn traou barzh 'e heñ !

Ya !

– Ar re-gozh mo(d)-s(e) heñ !

Ya

– Me(d) pe-naos vije implijet ar, ar c'hrampouzh ?

D'o(be)r boued, kalz

– D'o(be)r boued-kafe ?

D'o(be)r boued-kafe kalz

– Ya, klêt meus…

Ha soubenn-rous vïe gwraet ga 'n heñi gwinizh-tu 'è

– Ah ya ?

– Ah ya ?


Ha oa mad heñ !

– Ha pe-sort mod vije gwraet neuhe ?

Beñ 'vid, vïe teuñvet amann hag a… War an tan, sertenamant… Ha vïe lakeet 'e charlotes ba-enni, vïe drailhet, vïe gwraet mem-mod 'vel o(be)r soubenn mod-all ha vïe taol(e)t an dra-he war 'r c'hrampouzh gwinizh-tu ! Ha oa mad heñ !

– Ya

– Ha vije drailhet ar grampouênn ar mo(d)-se ba'r soubenn ?


Ya, ar mo(d)-se, ya

– Ha lak(et) ar grampouênn ba'r soubenn

Ya

– Ya-ya, 'vel ar boued-kafe kwa ?

Ya !

– Ya-ya

Mem-mod 'vel o(be)r boued-kafe

– Boued-kafe, me(d) ga soubenn kwa !

Beñ voilà, ya ! Soubenn-ar-laezh vïe gwraet 'è, weleh ket ?

– Soubenn-laezh ?

Ya

– Oh ! An dra-he meus debet 'e

Ya ? An (dr)a-h(e) meus ket emm kin !

– Ah nann-nann ! Meus ket emm

Be oan bet ba un ti ur wech ha holalalala ! Ha oa lakeet din laezh ba ma c'hafe, ma pïe gwel(e)t… 'Bowe on dizon(e)t !

– Ya

– Doñjer… Ahahaha !


Ya

– Ya, me(d) an dra-he oa aes ! Pegur oa laezh

Ah beñ ya !

– Ha na oa kime(d)…

Voilà !

– … Tomm(añ) ar laezh d'o(be)r ha lakad…

Aha 'n (dr)a-h(e) !

– Ya

– Ya

– 'Vid o(be)r ur pred…

– Me(d) ar boued-kafe ma klêt 'e, me(d) ga… Ba-tousk ar ludou


Ah ya…

– 'Vid delc'hen 'naoñ tomm

Ah hahaha ! 'Vel lar(e)t !

– Mitoniñ !

Ah ya ! Kafe mitonet

– Mitonañ

– Bara mitonet


Bara miton(e)t, ya

– Me(d) pet(r)a…

Bar(a) mitonet oa, oa ket fall heñ !

– Me(d) pet(r)a oa bara miton(e)t, just a-walc'h ?

Beñ heñ oa, heñ oa trempet ba'n amann un tamm !

– Ha poahet ba'r balar(e)nn ar mo(d)-se pe… ?

Un tamm ha vïe taol(e)t ar… Añfeñ toud an dud a reegn ket mem-mod matreh(e)… Ha vïe taol(e)t ar laezh, pé vïe ar laezh tomm, war'nèoñ

– Hañ !

– Ha vije laket un assïed war-horr(e) ha vïe lesket da…


Ya, voilà ! Da zalc'hen 'nèoñ tomm, dèoñ da c'hweo un tamm !

– Ya

Weleh ket ?

– Mitonet

– Ya, ga'r boued so traou memes-tra heñ !


Ya ! Kalz traou hañ !

– Ya-ya-ya ! Ha un dra vé lar(e)t memes-tra hag a teu alïes é : Debet vije neubeutoc'h, me(d) gwelloc'h oa

Ya ! Kalz traou !

– Mïoc'h (a) vagadur(e)zh oa barzh

Hag ur bern legumach ba'r parkeier ha vïe ket klañw an dud gate ! Ha oagn ket tretet !

– Ah beñ oagn ket, nann

Heñ ?

– Nann

Ah nann ! An dud oa yac'hussoc'h 'vid eint brem(añ) hañ ! Lar(e)t vé hañ ! Pu(g)ur ba'r boued, beñ kalz hañ ! Gwel(ed) a ret ga'r gwen(an), hañ ? 'Maint toud 'vervel !

– Beñ ya…

N'é ket normal 'n dra-h(e) !

– Nann-nann

– Oh nann !


Boñ lar(e)t so lar pé…

– Ha neuhe war ar c'holza ahe ha…

Ya ! N'o ket deuh ar re-he kin, beñ vo aet, vo echou domp 'è !

– Ah ya-ya, sur !

Ya

– Me(d) an dra-h(e) oa lar(e)t heñ !

Ah beñ ya !

– Ma é echou ga'r gwenan

Ah ya !

– Vo echou d'an dud

Echou d'an dud heñ !

– 'Benn bla war-lerc'h pe dow la war-lerc'h, ya

Ah ya ! Ya

– Ya

Ya, weleh ket ? Ha n'eus ket moien d'o(be)r, da gompren, n'eus kime(d) destum ha destum a vo kwa ! Zestumint ke(t) ar bed heñ ! Kàer nogn heñ ! Mais dis-donc !

– An dud ragn ket fout bremañ kin kwa…

Ah nann ! Ragn ket vorz kin, neugn sort e-bed ba o venn kin !

– Nann

Nitra ! Ha per da se refent ket toud ar pezh a regn ga… Trist é gwel(e)d pet(r)a ra lod deuh an dud…

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog