07/02/2018

Dañsal blam da fermaad ar lor-zi bri

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha deut oan assames ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
É.
J.



– Ar wech divé oamp 'klask pe-sort mod vé lar(e)t, matresse Janine laro demp pe-sort mod vé lar(e)t « un table » hag a zo « bancale »

Une table ha' zo bancale ?

– Pe ur bank, pe ur gador, pe ur meurb pe…

Daon 'hat ! Daon !

Ah !

N'ounn ket 'ha daon ! An daol n'é ket solud, pff ! Pe…

Nann-nann !

Me(d), me(d) un dra mennaket so

Ya, me(d) pa 'h ent war, war o c'hoste kwa !

Ya ! War o c'hoste, daon ya ! Dam ! Vij(e) ket lar(e)t : « Daon ! An daol 'h a war hi c'hoste ! » Vije lar(e)t kwa, ya

Meus ket bet klêt (ne)me(d) an dra-h(e) 'è

– « Digompes » vé ket lar(e)t ?

Digompes, eo !

Ah eo ! Ar lor-zi vije lar(e)t : Am(añ) é diskompes

– Diskompes ?

Ya, am(añ) é diskompes ar lor-zi

Pa, pa vije toullou !

Ha vije laket un tamm koat dindan tro(a)d an daol, pugur ar lor-zi oa diskompes

Aha !

– Ah beñ ya !

An dra-he, ya, vije lar(e)t, me(d)…

– Ha pé oa ar lor-zi diskompes neuhe, pe-sort mod oa an daol ?

Beñ ya…

Neuhe oa oblijet da veañ diskompes 'e

Daon ya ! Da heul ar lor-zi, ya houzoh walc'h, pugur gwich-all vije ur lor-zi bri, sell a vije ket da ingal(añ) partoud, houzoh walc'h

Daon ! An hi(ni) a gamm un tamm zo diskompes neuhe ! Il est bancal

Bancal é, ya aha… Ya-ya

Eh !

Beñ ya…

Kamm ha jilgamm vije lar(e)t !

– Jilgamm

Ya, ah ya-ya !

Aha ! Kamm ha jilgamm

Ah ya 'ha !

– Me meus gwel(et) ur lor-zi pri neve !

Ah !

– Nevez-gwraet

Ah bon a'ha !

Ah ! Nevez-gwraet ?

– Ya

Ah !

– Ba Plouïe ba ti-Byn ahe

– Ah beñ ya


Hañ !

Ah boñ ?

– Ba Ty-Élise

Ya

– Ba'n ostaliri, ba Ty-Élise ya

Ya ! Ya-ya !

Ah ya !

Goûd a hounn pe-lec'h 'mañ

– Ya, gwraet é ar lor-zi pri

Hañ ! Heñ, heñ oa bet devet kara ?

– Ya

Hahañ !

– Ha brem(añ) é, brem(añ) é braw hañ !

Ya 'ha !

Ah ya-ya !

– Ya-ya, an traou…

– Beñ braw é, me(d) n'é ket tre memes-mod 'vel oa gwech-all just a-walc'h


Nann

– 'Vel oa 'raog


– Pugur oa fotoiou 'leizh ar mogeriou !

Ya-ya-ya-ya-ya-ya-ya !

Ya 'ha ! Ya-ya-ya

– Hag a oa mo… Mogedet an traou

Ya !

Ah ! Just a-walc'h, ya

– Ha toud an traou 'lugerniñ ha-toud ha…

Ah ya…

Beñ ya ! Me(d) bremañ, houzoh walc'h, ma oa devet 'è ! Te lar !

– Beñ ya, just a-wac'h

Beñ ya…

É red go(r)tos un neubeud blavejou 'benn (v)ont mo(g)ed(et) ha…

Ah ya ! Ur lor-zi bri na dalc'h-mad neuhe ?

– Ah ya ! 'Vid ar wech toud

– A-raog, ya


– Ya


Ah ya

– 'Vid ar wech toud

Ya

– Ha brem(añ) é gwraet en-dro

Ah ya !

– Ah ! Me(d) braw é da wel hañ !

Ya !

Ya ! Ya daon !

– Pugur a-raog oa ga toullou !

Gwich-all ma'hat 'e a vije torr(e)t toud ar lor-zi ga ur piloch(a)d !

– Ya

Ya


Hag a vije munudet, neuhe dreilhet ha taolet dour war'naoñ da blam da zistrempañ 'nê ha…

Ha goude vije gwraet dañsou !

Vije dañset war an dra-he neuhe, da fermaad ar pri neuhe kwa !

Ya

Me(d) me lar dit a vije poñsin an dud 'hond-kuit goude, houzoh walc'h

Ya sur !

Pri toud deuh o bouteier ha-toud !

Ya !

Me(d) daon ! Lod chome o bouteier-koat e-barzh

Holala !

Beb-sort mod

– Ur piloch(a)d ?

Ya ! Ga'r piloch(a)d vije gwraet

– Pet(r)a é an dra-he ?

– « Une pioche »

Pioche !

Une pioche
 ! Vije gwraet, daon ! Me meus choñj gwel(ed) ar re du-m(añ) a'hat à'h o(be)r ba'h an ti kozh

Daon ya 'ha !

Ya ! Ya-ya

Gwich-all vije gwraet ar lorzïer !

Daon ya !

– Ha dañset vije, ya

Dañset a vije ya !

– Ya


Ah ya

Ha an, an diveañ hi(ni) meus, a meus gwel(et) o(be)r a oa barzh ti Marianna Masson barzh Pellen

Hañ !!!

Ha oa gwraet ur lor-zi nev(e) ha meus choñj oamp bet toud 'ha ! Da zañsal ya !

Ah bon 'ha te ?!

Ya !!! Ya-ya ! An diveañ hi(ni) oa hezh, meus ket… Ha goude meus ket bet gwraet !

Hañ !

Nann, nann ! Nann-nann-nann !

Ah bon !

– Matresse goude oa ur lor-zi siman

Oh… Oa ket 'ha ma'hat ! Oh eo ! Matresse goud(e), an hi(ni) oa deut da chom di oa… Oh koulskoud(e) é…

Piw oa deut war-lerc'h Marianna Masson ?

… Maro. Den e-bed ! Pugur ene n'eus ket den e-bed goude

Nann, nann, en(e) n'eus ket bet den e-be(d)

Nann

Nann ?

Nann-nann-nann ! Ar re-h(e) neuhe so loje(r)iss ha' zo koueet toud, gav din

Ya ! Ya-ya !

Re Mari-Soas ha-toud !

Ya

Ar re-he so koueet toud !

Oh ya !

Beñ ya…

– Ba-ti, ba Ty-Élise neuhe, n'ouzon ket pe-naos é bet gwraet hañ ! Ar lor-zi

Ah boñ

– Meus ket gouïet

Nann-nann ha…

– Me(d) braw é da wel(ed) heñ !

Ya-ya-ya ! Hag…

– Ha kompes é an traou hañ ! N'é ket…

Ya !

– N'eus ket toullou 'vel oa 'raog ahe


Ur morzhol-piloñ vije gwraet deus an dra-he gwich-all

– Matresse, ya

Ha vije un' à skeiñ, heñ, me(d) heñ oa pounner !

Ya !

Da lak anèi plén goude

Ya

Pa vije, 'benn a sec'he kwa !

Ya-ya !

Ya, ya-ya !

Ya

Daon ! Du-mañ zo un' ar mo(d)-se papred, sell a hounn

Ah ya !

Ur machin mo(d)-se, ya. Ya 'ha ! Me(d) heñ é red kaoud nerzh 'benn sevel 'naoñ

Oh fi ya 'ha !

Kar pounner é ! Pa vije ar baotred 'h o(be)r an dra-he goude kwa !

Ya !

Laka(d) 'nê plén kwa !

Ha skeïñ warne, beñ an dra-he…

Beñ ya ! Beñ ya

– Ha, hag an dra-he oa kime(d) douar kwa ?

Ah douar !

– Ya ?

Douar, ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog