22/02/2018

Me meus gwraet ur vicher deus toud !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet un neubeud devechou zo ga Benjamin Bouard ga M-A. deus Laz (ganet e 1918 !). Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me un tamm, michañs a blijo dec'h



– Me meus gwel(e)t ho foto ba'r journal !

Me wel mé foto war-gorr(e) ar journal !

– Ya ! Ha blam bet(r)a voah bet ba'r journal neuhe ? Pet(r)a voa kaierou Hervé ? Pet(r)a voa an dra-he ?

Hervé Benoit voa cordonnier ! Il faisait des chaussures ! War-gorr(e) ar mesure : Lak(ad) ur seumellenn ba-enne, gwriiñ 'nê ga e zorn, 'h o(b)er an neud ga e zoworn ! Roulañ 'nê ! Herm(añ) skôe ga ar mailh ! Ehehehe ! Skôe ga ar mailh war o gorr(e) ! Ha lakad ar lèr da drempañ ba ur bodesad-dour ! Yè ! Ahaha !

– Ha heñw laboure kalz !

Hervé labour(e) ar lèr !

– Ba p(e)-lec'h ? Ba pe-sort parres ?

Ba Edern !

– C'hwi zo ganet ba Edern u'e ?

Nann, me zo ganet ba Laz ! À deux kilomètres du bourg ba Croaz Pennec ! Me meus gwraet toud, yè. Me meus gwraet bar(a) ! Meus gwraet euh… Youd ! Meus gwraet 'è mond d'ar stêr ! Dow gilometr ha laka(d) 'nê ba'r garrig(e)ll ha mond gat(e) d'ar stêr ! Ha gwerc'hiñ 'nê ha laka(d) 'nê en-dro ba'r garrig(e)ll ha dond en-dro dé Groaz Pennec !

– Ah yè…

Ehehehe, oh !

– Ha c'hwi zo bet ba'r skoul ? N'oc'h ket bet ba'r skol ?

Oh yao ! Dow vla on bet, me(d) pass kalz ! An hanter da 'n amzer vïen ba'r gêr ! An hanter da an amzer vïen ba'r gêr !

– D'o(be)r pet(r)a ?

Laboura(d) 'darr(e) !

– Pe-sort labour ?

Oh ! Un tamm deus toud ! 'Tamm deus toud : 'H o(be)r youd, 'h o(be)r bar(a), lak an toas àr go, ka(ss) 'nèoñ dé di ar boloñjer, dé boêhe(d) ha mond wechou ga'r lon-keseg da gerc'he(d) ha vïe ur mell bar(a) peb tu war-gein ar lon-keseg !

– Hag ar bara vïe gwerzhet ba Laz ?

Ba Laz, ba forn ar boloñjer, ar Vely ! Il s'appelait Vely ! Pugur tou'n dud voa daw dê kass o bar(a) dé boèied dé Laz d'ar forn, pugur nôagn ket forn ba'r gêr, 'benn fin ar bar(a) vïe troket ! Ha 'un nôa bet spered a-walc'h d'o(b)er ur bilhed ha laka(d) 'nèoñ war-gorr(e) an toas ha setou 'benn-neuhe pep-heñi e gè(v)e e var(a) !

– Ah yè !

Alors, y en a qui croyait mais, mettre un billet :

« Heñ zevo ! Heñ zevo ! Ar bilhed ! Sè veh ket 'koll ho amzer d'o(ber) ur bilhed, dal ket (a) boan d'o(be)r ! »

Me(d) nann ! Nann-nann, heñ zevo ket 'nèoñ ! Heñ jomo ha bep-heñi ga(v)o e doare. Ha tampir 'vi(d) (a)n he(ñ)i nôa ket c'hwee(t) e hañi, an heñi nôa bar(a) plad, heñ voa ket koulz 'vi(d) ar re-all 'nèoñ !

– Ha pet(r)a ree ho tud ? Pe-seurt micher ree ho tud ? Pe-seurt labour ree ho tud ?

Mé sud, hè zo gan(e)t 'è ba ur ferm 'è ! Ar re-h(e) voa ur vandenn(ad) bugal(e) ba peb ferm hag ur wech voa mé mamm-gozh, pugur voa-i ba-kichenn ur c'hoat, voa an ti, ar ferm kwa ! Ha setou 'è, pa deut é un', eh beñ ha voa-hi eñwn 'h aojañ krampouzh ha nôa deb(e)t-heñ truwec'h krampouênn ! Truwec'h krampouênn nôa debet-heñ ! Ha gou(de)-se ehe ! Pugur ha 'benn nôa deb(et) e grampouzh, heñ nôa debe(t) re ! Ha sè ouïe ket p(e)-lec'h mond ! Hag a pé voa deut-hè en-dro, un' hag nôa bet ar sper(e)d da lakad 'nèoñ ba ur bern-teil ! Ur bern-teil, baoñ ! Pass teil macheñ, me(d) eh ! Mo(d)-se …

– Nann ?

Ha voa passeet… Ha heñ ha 'h ober, gou(de)-se c'hoazh nôa bet ar spered d'o(be)r ur prosse(s) dèi dam nôa los(ket) hi saout d'ond ba'r c'hoat ! Ehehe ! Oh !

– Ha pe-seurt micher peus gwraet ?

Me meus gwraet ur vicher deus toud ! Deus toud ha gou(de)-se, mé, mé gwas, pugur voan o, voa 'laboura(d) ba'r ferm ha heñ nôa piket 'è ga'r cherp, ga'r cherp nôa pike(t) eñwn le tibia, je ne sais pas dire en breton. E batroñ voa aet d'ar bresel ha setou heñ voa ket assuret 'nèoñ ha setou 'è, pugur voa ket assuret kalz 'nèoñ, e wreg oa chom(et) klañw ! Ha setou voa deut ar medissin, voa deut ur medissin ha heñ ha deus(k)en e…

« Me meus poan ba mé gar, me meus poan ba mé gar ! »

Ha setou bet :

« Oh ! C'hwi zo oblij(et) d'ond d'an ospital ! C'hwi zo oblij(et) d'ond d'an ospital da soñgn ho kar ! »

Ah ! Arrüet, pé voa digouee(t) ba'n ospital voa essêiet, mais trop tard ! Alors heñ nôa, il faisait que pleurer, leñwoñ kwa ! Leñwoñ

« Los(k) 'ha(n)on da vervel ! Los(k) 'ha(n)on da vervel ! Los(k) aha(n)on da vervel ! Me meus miser ! Me meus miser ! »

Ha voa deut ar seur(e)s gou(de)-se neuhe, ????, ar seur(e)s lar dèoñ :

« Oh ! Ye(t) ket dé 'n-im zisol(iñ) mo(d)-se ! C'hwi ziskeo ur vicher ha' hallefet gonid ho poued (me)mes-tra ! »

Et ça a continué, puisqu'il a fait trois ans à Rennes pour apprendre le métier cordonnier…

– Ba Raon ?

Oui ! Ma vïe bet los(k)et-heñ ha heñ voa gaucher ! Pé voa digoueet ba Rennes ha komañset dé machinañ :

« Ah ! Toud ar re zo klei, ar re-h(e) zeus(k)en mad o micher ! Ar re-h(e) so, ra labour vad deustu ! »

Ha neus gwraet un bon cordonnier

– Pet(r)a vé gwraet deus « cordonnier » e brezhoneg ?


Je cherche aussi ! Ah !

– Ur c'here ?


Mais, parce que j'ai toujours entendu « cordonnier », français ou breton ! Alors je ne sais pas où il faut chercher le vrai mot

– « Ur c'here » ? Vé ket laret ?


Heñ ?

– Ur c'here ?

Ur « c'her(e) » ? Ur c'her(e), ah ! Ur c'her(e), beñ… Ah ! Je ne sais pas ! Ah, il vaut mieux laisser tomber !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog