20/02/2018

Red vise dec'h mond dïerc'hen ba'r prajou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Karais, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



Ya ! Me zo bet deg la mevel

– Ha ba p(e)-lec'h ?

Oh beñ… Ba Ponvel, heñ ! War-lerc'h oan deut, ya, Ponvel, ya. C'hwec'h la, tri bla ma gwraet ba ur plass ha tri bla ba ur plass-ell

– Hag ar plass kentañ, pe-lec'h oa ?

Ba Kermoine, Kermoine, Ponvel ! A-raog d(a) zigoueo ba'r c'hroashent, hezh zo, hezh zo skrivet war un tamm plak ene : Kermoine

– Ha pet(r)a oa an eil plass neuh(e) ? 'Lec'h out bet 'labour(a)d ?

War-lerc'h oan deut da di… Ar mab-kàer oa prisonier, ba'n Allemagne, an dra-s(e) oa (???) ar bresel… Hag ar plac'h lare 'ha ! Lar(ed) ree diñ :

« Ma vïeh vàet da-beked ti ma merc'h, mise bet ka(v)et gwelloc'h 'vid 'wel (a)han(o)h 'tond amañ »

Kar ur mevel kozh oa ganti c'hoazh, deus ar Guilly, sete ha pad ar mar(e)-te vise chañchet plass, chañche an dud plass fin mis-meurzh, ar chañchamañchou vise gwraet deus an dra-s(e) ! Ma 'n-em gontante ket ar, ar plac'h deusoudoc'h petram ar p-… Ar baotred oa ba'r bresel d'ar mar(e)-s(e) heñ ! Ase oa 'r bresel 39-45

– Ya

– Ya


Sete bet, an heñi oa ba Kermoine lare diñ :

« Vefeh ket bet kont(an)t d'ond da di ma merc'h ? » Lar-hi, « hi da(d)-kàer zo ganti » lar-hi, « me(d) hezh so e(rr)o kozh ! »

– Ha neuhe oc'h bet laket da labour(a)d ba ene kwa

Ha oan aet da di ar verc'h ne(u)'n ha hoñzh oa ba Ponvel 'è

– Ha pe-sort mod oa ar labour ? Pet(r)a oa d'o(be)r ?

Oh ! Oh…

– Beb-sort traou ?

Ur bern labour ha labour sterd !

– Ha pet(r)a oa neuhe ? 'Vid esplik demp un tamm

Euh… 'Vid lar(e)d dec'h lar oa ur bern prajou oa ene kwa ! Ha vise red dec'h mond dïerc'hen barzh

– Dïerc'hen ?!

Ya, dïerc'hen

– Ah ya…

Pé ma lakèh ho poutou, 'benn pise gwraet ur c'hardeur, 'benn-neu'n vise distrempe(t) ! Hag a pé vise karg(et) ar yeot vise, 'tàe an dud ga'r yeot, d'ar mar(e)-se vise maget toud ar loned deus ar prajou !

– Ga voenn

Deus ar prajou, ya ha ne(u)'n ga voenn 'è, ya, yeot ha voenn

– Ha neuhe pa 'h ees ar mo(d)-se ba'r prad dïerc'hen, pet(r)a oa ar labour ba'r prad d'o(be)r ?

Troc'h(añ) ar yeot, karg(añ) ar yeot… D'ar mar(e)-se oa yeot ba partoud ! Blam oa dour ba partoud ! Ha bremañ n'eus ket dour kin…

– Pa vije karget ar yeot, ba pet(r)a oa karget ?

Ah, ba ur c'harr

– Ba'r ur c'harr ?

Ya

– 'Tamm karr bihen pe… ?

Oh, ur c'harr vise laket ba, ba-lec'h vis(e) ur… Ur c'horn sec'h !

– Mod-all jome skouilhet

Ha bemde vise red mond da gerc'he(d) yeot heñ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog