17/03/2018

Ahe é komandet an dow benn-keveleg da zond 'benn ober ar chiminal

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet di-lun ba-ti J. ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya ! An di-all oas 'houll diganiñ deus penn ar chiminal ah(e)

– Ya

Daon ! An di-all da noñ(s) oa deut da joñj diñ, lod a ree ar c'heveleg deus an dra-h(e) !

– Hañ ! Ar c'heveleg !

Ya ! Ha lod-all : Ar penn-ki ! Me(d) n'ounn ket blam da bet(r)a ! Me(d) beb-hi(ni) a lare ma'hat… Me meus bet klêt ar re-gozh lar(e)d :

« Oh ! Ene a zepass ar penn-ki ! »

Eh ya ! Pugur gwich-all a zepasse 'n tamm maes, houzoh walc'h

– Ya, ya-ya-ya

Ha amañ pa oa hadgwraet ar voger eint bet troc'het, mod-all ar re-he teue añves amañ kwa !

– Ba-ti ma mamm é mo(d)-se

Ah ya !

– Ya ha zo un' hag a vé war-horr(e) kwa !

Ya

– An heñi-all zo war-horr(e) kwa !

Just a-walc'h ! Hag a lod lare, 'r re-gozh lare :

« Daon ! Oh ! Ah(e) é komandet ar c'heveleg da zond 'benn o(be)r 'r chiminal ! » Vije lar(e)t

– Ah ya ?

Dow gev[eleg], penn-keveleg vije komandet kwa, ya, da lakad mantell ar chiminal kwa !

– Ah ya… Ha mantell ar chiminal oa koat ha-toud kwa ?

Ah ya-ya-ya !

– Ah ya

Ya-ya ! Am(añ), am(añ) é koat kwa, ya, ya ! Oh daon ! Gwich-all ma'hat é koat vije partoud ! N'é ket, bremañ ba'h an tïer ne(ve) vé laket mein !

– Ya

Euh ya, me(d) gwich-all vij(e) koat, koat-dero kwa !

– Ah derw, ya

Ya, ya-ya !

– Ba-ti ma mamm é koat-derw

Ah ya-ya !

– Ah !!! 'Benn ar fin !

Beñ 'benn ar fin mo ka(v)et un dra mennaket ! Ahaha !

– Ahaha ! Oyow ! Ka(v)et peus tro-walc'h, dija !

Ha koulskoude ar c'heveleg zo hano ur lapouss, sell me(d) daon ! Pet(r)a ri ? Me(d) daon ! Ar c'heveleg na ur penn hir 'è, sell matrehe se zo kaos a reent ar c'heveleg deusountoñ matreh(e)

– Beñ ya, me(d) 'vel vé gwraet « les corbelets » e galleg !

Med ya ! Just a-walc'h, ya !

– « Corbeaux »

Ya

– Oh ! Alïes a-walc'h vé kemeret hanoiou ar loned ar mo(d)-se 'vid o(be)r hanoiou-oustilhou

Kalz, kalz gwich-all, ya-ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog