11/03/2018

Ar relisïon neus poueset war ma benn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti J. deus Plougêr (Kareis) pemzeg la so peu-prè. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di :  https://vimeo.com/163488787



– Ma ! Setu Joël, pe-sort mod vo kroget, boulc'het an traou, peus kim(ed) lar(ed) din piw, piw out pe piw oc'h ?

Piw on ? Bon, lar(e)t « piw out » 'ta ! An dra-s(e) jerna ket (a)ha(n)on heñ ! C'hwi so reishac'h da lar(e)d « out » ha me « oc'h » heñ ! Pep-heñi lara 'vel ouïa lar(e)d

– Ya, med 'n dra-s(e) zo iskis, ba, ba korniou zo deus Breizh vé, vé kaoseet nemed dre c'hwi, ya

Ya, ya

– 'Vel ba Kareis ha ba…

Ya, ba Kareis vé lar(e)t « c'hwi », ba am(añ) vé lar(e)t « te ». Ya

– Ma !

Ya. Ya, me 'n-om bresanta neu'n : Me, ma hano é Joël Charpentier, me zo ganet ba'r bla(v)ezh naonteg-kant dow-ha-tregont. Galoupet memes ba beb-sort broiou deus ar vro, 'vi(d) ma mecher ha galoupet meus war ma velo, ma so moien da haloup(ad) war'naoñ 'è… Gatañ papred !

– 'Vid ar blijadur bremañ

'Vid ar blijadur bremañ ha 'vid din kaoud un tamm, un tamm liberte, ya sur ! Joñjon d'ober c'hoazh bek(ed) an oad a… Seizh pla ha kant, ma hallan !

– Me(d) deus toud an traou-se vo kaoseet, war-lerc'h. Te zo ganet ba, ba…

Ganet on ba Montroules ha sa(v)et on bet ba parres Plougêr ba-tal Kareis

– Ha Plougêr ne ree ket parti deus Kareis neuhe

Ha Plougêr ree ket parti deus Kareis war 'r mar(e)-se, pi(g)ur oa, oa distag, oui, deus Kareis oa, Plougêr oa brassoc'h 'vi(d) Kareis, Plougêr so toud en-dro da Gareis. Kareis n'é kimed ar… Ar gêr, ma peus c'hoant. Ha war-lerc'h, blame Kareis oa importantac'h, ko(si)mant-sur oa-ñw bet hadstaget Plougêr deusoutañ ha brem(añ) (e)maint ar memes parres, 'vel lar(e)t. Me(d) gwech-ell, tud Plougêr ha tud Kareis 'n-om gleent ket kalz 'nê-gn kwa ! An dud war 'r maes oagn ket kenkoulz 'vel tud, tud-kêr ! Ahaha !

– Ha setu pe-rag vé gwelet « Carhaix-Plouguer » war ar panellou kwa heñ !

Ya, « Carhaix-Plouguer » vé gwel(et) ya, ya… Ya-ya, brem(añ) é e(rr)o reizh an dud da gaoseo gis-s(e) ha brem(añ) vé ket gwraet diferañs (e-)bed 'tre Kareis ha Plougêr kin, lar(e)t vé Kareis 'vid toud an, toud an taole(ad)-se, ya !

– Ah ya. Chomomp ba Kareis neuhe, pad pell neuhe, 'tre ba Plouïe ha…

Ba Kareis, ba Plougêr, ya ! Ba Kareis oan aet, pi(g)ur on bet ba'r skoul ba Kareis ha on chom(et) bek(ed) an oad a seiteg la passeet, kosimant, ko(si)mant trivec'h la. Ha d'ar mar(e)-s(e) oan vaet da, da wel(e)d ma zad, beñ oa 'chom ba Touggourt ba'r Sahara ha ene oan chom(et) c'hwec'h mis, war-lerc'h oan deuet d'ar Vrañs, ma 'n-on angajet ba'n arme. War-lerc'h oan vaet d'an Eñdochin, war-lerc'h oan deuet war ma gis d'ar Vrañs, oan vaet da an Aljeri d'ar gompagnunezh saharienne, oan deuet war mé gis da, d'an Allemagne neu'n. War-lerc'h oan vaet d'an Aljeri c'hoazh war… D'ar C'habili. Ha war-lerc'h oan vaet d'an Allemagne ha en(e) oain diskroget deus an arme hag on vaet-kuit !

Ha neu'n oan bet 'labour(a)d ha ma… Oan tapet ga IBM 'vi(d) labour(ad), 'vid desk(iñ) ar vecher programmer ha omp… As(e) meus gwraet ur c'hrogad seiteg la c'hoazh, passeet visprogrammer beke(d) direkteur. Ha war-lerc'h oan vaet-kuit, vaet war ma velo da veajiñ ha ma… Ba'r mar(e)-s(e) oan ba Paris. Bet on bet ba'n Amerik, bet on bet ba, ba Bro-India, bet on bet ba'n Afrik, bet on bet ba an Europ 'è war e bezh toud, sè bet on bet 'haloupad un tammig bihen partoud ha joñjon 'e da zerc'hen d'ond c'hoazh, me(d) ar stertañ é kaoud tud d'ond (a)ssam(es) g(a)nin.

Ha lod ar broiou 'vel, as(e) oan bet n'eus ket pell-zo, pu(g)ur oan bet ba'r Vietnam, omp bet tri ha war-lerc'h eizh tevezh, be oa un' na diskroget, oagn ket walc'h 'vid o(be)r, 'vid derc'he(n) da… Glaw ree bemde, beb-sort lone(d) oa ! Ha boued vis(e) ket aes da gaoud, kousked vise ket, oa stertac'h c'hoazh, pugur oa, oa pri-toud partoud heñ ! Pri ha dour ha… Ha oa ket moien da lak(ad) an tantennou ! Ha müoc'h 'vi(d) an dra-se, minou zo ba, vise lod tachennou, lar(e)t vé « diwall », me(d) 'fin, n'on ket sur lar neus, so keme(nt)-se, med ko(si)mant-sur so memes-tra ! Heñ ! Pu(g)ur oa bet distrujet an traou… Aboe so bet plante(t) plantchou-kafe ha heveriou 'vi(d) ar c'haoutchou. Ko(si)mant-sur ma é bet plantet toud ar gwe-se, ar minou : Mar oagn da lampad, nis(e) bet lampet ! Hag e-se n'é ket matress(e) ken dañjur(u)s-se, 'vel vé lak(et) war levèier na… Ha c'hoazh 'vi(d) lenn dre-am(añ)

– Me(d) didoñ, ah(e) so ur sakre programm heñ ! Me(d) ar film ne ra nemed teir eur, ya, daw vije din chom eizh-te ba da di 'vid, 'vid, 'vid ma viche kontet toud, me(d) klasket vo memes-tra pad ar…

Ya-ya, me(d)…

– Ur mintinvezh 'kontañ un tammig, komañsañ deus 'boe ar c'homañsamant toud kwa heñ !

Ya, me(d) peus kime(d) konduïñ ar goñversassïon, kar me ouïon ket, me (e)mon ket reizh deus traou gis-se heñ !

– Setu, 'fin pa ket anvezet da dad a-raog an oad a, a naonteg vla neuhe, a seiteg la !

Raog an dra-he, ya, seiteg la, kosimant trivec'h la. Ma dad oa ba'r lejïon, da zigentañ oa ba'r jañdarmiri. Ha war-lerc'h, 'benn oa marw ma mamm, raog oa marw, heñ oa vaet ba'r lejïon. Ha (e)ma marw, ma mamm oa marw 'benn oa ganet ma breur, oa trizeg mis war-lerc'h oan ganet-me. Ha me oa deuet da an oad a c'hwec'h mis da, da Blougêr, pi(g)ur ma, ma mamm oa klañw ha oa o chom ba Montroules. Ha on bet sa(v)et gad ur, gad ur yontr din, ur breur da ma mamm-gozh. Ha, pezh meus joñj, ma peus c'hoant ha zo, zo, ba-bord ar c'hanol oamp 'benn oan yowank-yowank-tre, 'benn oan e(rr)o d'an oad a c'hwec'h la, oan lak(et) in pañsïon ba Kareis ha war-lerc'h tàè an Alamanted oa deuet da, d'okupiñ ar skoul 'e ! Oh ! Oa ket, oa ket dañjur(u)s ma peus c'hoant, kar oa kime(d) o otoiou ken oa ba'r, ba'r skoul ! Me(d) memes-tra oan tennet-kuit ha war-lerc'h oan vaet 'ta d'ar skoul da Blivin ! War-lerc'h oan deut d'ar Vouster war ma gis ! War-lerc'h oan, oan vaet d'ar skoul laïk da Gareis ba, ba'r penn-kentañ oan ba'r skoul « Saint- », Sant-Tremeur ! Ha… Fof !

– Didoñ ! Da, da c'hwec'h vla be kasset, be kasset pañsion

Kass(et) in pañsïon, ya, da c'hwec'h la

– An dra-s(e) so sterd 'bominabl memes-tra !

Ya, surtoud ba'r mar(e)-se, 'benn oah in pañsïon, tàeh ket d'ar gêr d'ar sa(do)rn na d'ar sul ! Oa ket otoiou ! Oa ket traou gis-se ! Setu gis-se, 'benn 'n-om ga(v)èn ba'r skoul ba mis, ba mis-kenver, alïes an dri d'a vis-kenver arrïe ma de-bla, ma de… Ma de-bla vise red din mond d'ar skoul, in pañsïon ! Ha me basseè an nos da, 'n-ur ouelañ, pad 'n nos toud ! Ya, gad an displijadur, me(d) deus an dra-s(e) so 'vel un tammig bihen bi prisonier. Ha bek(ed) an… Alïes beked Pask, tàemp ket maes deus ar skoul heñ ! Yeo ! É d'ar, d'ar yow ha d'ar sul 'h eemp da bourmen ha da, d'ar sa(do)rn tàè 'n dud da wel o, o vugwal(e) ba'r skoul. Ha mé yontr tàè ket, tàè da wel (a)ha(n)on d'ar yow ! Ha heñw tàè ket d'ar sa(do)rn…

Ah… Oh ! Mamp ket kalz erc'hent, sur ! Deus un dra meus joñj ha oa 'fed an erc'hent : Ur wech ar surveiant oa ba, 'tistribüiñ bomboñiou ba, ba'r c'hour(t), ma peus c'hoant, wa'r, wa'r leur a(ho)nt, hag a… Me ma kime(d) ur wenn[eg], ur gwenneg, d'ar mar(e)-s(e) oa gwennegou c'hoazh. Ur gwenneg 'n-heñi ma hag ur bomboñ oa dow gwenneg. Ha heñw larè, ar surveiant larè din :

« Ah ! Peus ket tro-walc'h » lar-heñw din

Ha heñw mond-kuit ! Ha 'benn na gwraet tri pe be(va)r bas 'tond war i gis ha larè din-m(e) :

« Ah ! Kit, kemer(e)t un' memes-tra, ràet ho kwenneg din ! »

Deus an dra-s(e) meus joñj. Ha deus un dra-all meus joñj c'hoazh : Oan klès(k) ma boutou-lèr ha ba'r mar(e)-s(e) mamp bouteier-koat ! Ha bouteier-koat ga tachou ha skling-klamm ! Ha da, ha 'vi(d) mond d'an aver(e)nn vis(e) lak(et) ar boutou-lèr. Oan klès(k) ma, un' deus ma boutou-lèr, ga(v)èn ket (a)naoñ hag ar surveiant c'hoazh – me(d) n'é ket ar memes-heñi oa, meus ket joñj piw oa – 'tond ha me oa strubuilhet-tre, ma peus c'hoant ha ràet ur sklapad din ha lar(e)t din :

« Welit ket lar ma vo torr(e)t ! » Lar-heñw din

Me oan kime(d) un tamm powr-kaezh dèn kwa ! Ha deus an traou gis-se, izhpenn tr(i)-ugent la so war-lerc'h, meus joñj mad-tre c'hoazh ! An dra-s(e) oa ba skoul ar frèrien, me(d) n'é ket blame oa ba skoul Sant-Tremeur, me(d) an dud so 'n dud partoud heñ ! Vern ket pe-sort mod ! Ha hezh, ko(si)mant-sur, oa fumet klê(d) (a)ha(n)on 'flejal ! Ahaha !

– Me(d) daoust ha choñj peus deus an de kentañ oas bet kasset d'ar skoul ?

Meus ket, meus ket. Ah ! An de kentañ oan bet digass(e)t d'ar skoul, ya, meus, meus joñj ! Neu'n on vaet d'ar Vouster, ba'r Vouster oan chomet tri mis ha war-lerc'h oan lak(et) in pañsïon. Hag on vaet, med ma moèreb na digass(et) (a)ha(n)on, me ga mé gi ha oan vaet d'ar skoul… Eh ! Ar skoul oa, of, raog, war-boues tri gilometr 'dreus d'ar parkeier. Ha me ouelè 'hat ! Me oan ket kont(an)t ba'r skoul tamm e-bed, ene, me(d) goûd oarèn memes-tra vïen bet deut d'ar gêr war ma gis. Ha deus ar pezh meus joñj, 'benn oa e(rr)o, matreh(e) oa pemp eur d(eus) an aba(r)d'hê, oa echu ar skoul, ma gi oa 'ho(r)teiñ (a)hanon ba, ba toull-an-nor, 'n (dr)a-s(e) so chomet ba ma benn 'è, ya. Ha war-lerc'h, 'n Alamanted oa deuet c'hoazh d'okupiñ ar skoul-se ha pé oa mann (e-)bed d'o(be)r ba 'n enni, pi(g)ur me houllen ket mond d'ar skoul, oan tennet-kuit ha oa go(r)teit, passeet ar vakañsou ba, ba'n hañw ha da, war-lerc'h an hañw neu'n, 'benn oa e(rr)o mis-gwenngolo, ma peus c'hoant, oan war-dro, oan digasset in pañsïon da Gareis neu'n, ah ya ma'hat ! Oa daw din chom, ma vlejen visen ket klêt… Me(d) an dra-s(e) basseè war-lerc'h, war-lerc'h an devezh war-lerc'h, c'hoant ma d'ond d'ar gêr ! Me(d) memes-tra oan ket ken glac'har(e)t, ma peus c'hoant, war-lerc'h un devezh, an dra-s(e) basseè ha ma di[hanet], ouelen ket kin. Memes-tra, sterd oa, sterd oa… Ya, n'eus ket kalz plijadur. 'Benn pé ket tud, pé pé ket ho tud, vé ket, ho puhe vé ket memes-mod, sur heñ !

– Ha toud ar, toud ar voussed oa memes-mod kwa ! Oa tud dac'h ar c'horn, ar c'horn-bro pe…

Tud, ya ! Tud toud, toud, tud deus an dro dre-am(añ) heñ ! Deus toud ar barrojou : Deus Kareis, deus Kleden, deus Speied, deus ar C'haste(ll)-Ne memes oa tud ! Memes Pont-Beus oa un dèn, meus joñj deus hezh 'è ha 'è deus tro Kallag ase, Karnoed ha toud an dra-se… Deus Uhelgoat oa, oa ket dejar ! Meus ket joñj deus heñi e-bed, deus Skrigneg oa. Eh beñ setu gis-se, ar brezhoneg deus toud ar c'horn-bro-mañ, me gomprene (a)nê toud ! Pu(g)ur ar vugwale gaoseènt… D'ar mar(e)-s(e) gaoseènt kime(d) brezhoneg ba'r skoul ! Me(d) ba'r c'hlass gaoseèmp galleg ha 'hend-ell, beñ boñ : Ba'r c'hour(t), ma peus c'hoant, bof ! Me meus bet klêt oa divenn(et) dimp kaoseo brezhoneg, matresse oa, me(d) meus ket bet, an dra-s(e) neus ket skoi(et) war mé benn gwech e-bed da… Meus ket kalz joñj deus an dra-s(e). Nim gaoseè ar brezhoneg-mañ (e)trenomp derc'h-mad, derc'h-mad war 'r c'hour(t). Seped, ekseptet matresse, tud ar c'homersanted deus Kareis, ar reñ-s(e) gaoseè galleg, aha ! Me(d) 'r reñ-s(e) ouïè brezhoneg memes-tra heñ ! Med kaoseo reent galleg, 'n dra-s(e) oa propoc'h 'vi(d) kaoseo brezhoneg war ar mar(e)-s(e). Ha memes brem(añ) é c'hoazh, pu(g)ur bremañ lod deus an dud, ma gaoseet brezhoneg dê, respontint 'han(o)h in galleg… Koulskoude ouïa-hègn brezhoneg mad-tre, an dra-s(e) vé gwel(e)t am(añ), alïes walc'h. Wa'r maes, vé ket gwel(e)t 'benn amp da Blouïe, Plouïe ha toud an taole(ad)-se, wichou welan peïsanted, 'kaoseo dê in brezhoneg respont-hègn in brezhoneg. Aneo a ran tud gis-s(e) pa 'h añw war ma velo gis-s(e) : Tud kozh ha tud, tud ba ma oad, pu(g)ur me, me n'oun ket gwal yowank kin 'è

– Ha pe-naos (e)ma kont amañ ba Uhelgoat ba… ?

Ah ba Uhelgoat am(añ) ?

– Kreis-kêr, gis vé lar(e)t

Ah kreis-kêr, ya, anean ket…

– Ga tud Uhelgoat

Ya, anean ket deñn ha' gaosea brezhoneg, un' 'naoñ, ur c'hamarad din neu'n, koursou 'vid i velo (a)ssames raog ha hezh, heñ oa deus Poullaouen, me(d) 'chom am(añ). Hezh gaosee hanter-brezhoneg, hanter-galleg, me(d) an dra-s(e) zepand deus ar pezh tàè joñj dimp da, da gonto kwa ! Hezh oa un dèn farsus-tre, me(d) marw é ar powr-kaezh deñn-se ga'r c'hañsèr, yowank-tre

– 'Vid dond en-dro d'ar machin, d'ar pañsïon da Sant-Tremeur ahe, p(e)-lec'h viche lojet ar, ar voussed neuhe ?

Ah ! Beñ ba, ba kampchou bras wichou vis(e), me(d) meus ket joñj kalz kin, me(d)… Sur a-walc'h dow-ugent pe hanter-kant dèn barzh… Ma pff ! An dra-se oa, an dra-s(e) oa sterd-mat 'è, pi(g)ur ha d'ar mintin vïe red dimp sevel ha mond d'an aver(e)nn-vintin. Bihen pe bras, red vis(e) mond en boutou-koat ha skling-ha-sklang ha skling-ha-sklang ga'r ru 'è ! Ha d'ar sul vis(e) lak(et) ar boutou-lèr, mod-all d'an deiou-all vis(e) kime(d) ar boutou-koat 'tond d'an aver(e)nn

– Beb mintin ?

Ya, beb mintin, ya. Ha beb mintin, 'benn vé kroget ga'r skoul e vis(e) krog(et) ga an istor santel, pad ur c'hardeur ! Ha 'benn ar fin, me lar a-walc'h heñ ! Ar relisïon ha me, oamp ket gol gamarad(e)d kin… Me(d) memes-tra, an dra-s(e) verka (a)han(o)h ba ho penn 'vid hoh puhe toud war-lerc'h heñ ! Oah ket walc'h 'vi(d), 'vi(d) diskrogañ deus an dra-se. An traou mad, 'n traou vall ha neu'n traou hanter-hanter n'eus ket, n'eus kime(d) traou mad ha traou vall : an Dieoul hag an otro-Doue ! Aha ! Ya ha d'ar mar(e)-s(e), goûd walc'h ret 'velton sur walc'h, ma 'h ah ket d'an aver(e)nn an devezh ha ma 'h ah ket da go(w)ess war-lerc'h – hag a zo sul serr tenn erc'hent – oah sur d'ond d'an ivern ! Me(d) ar vugwal(e), an dra-s(e) laka traou mod-mañ dê ba o benn, né owen war-lerc'h ! Me oa gis-s(e) popred heñ ! 'N dra-s(e) zepanta deus an dud, lod gemerègn ket an traou memes-mod (a)nê, 'vidon an dra-s(e) oa sirïus-tre ! Ya ha brem(añ) 'benn welan pet(r)a vé gwraet deus an aver(e)nn ha pet(r)a vé gwraet deus an traou-se, (e)ma, (e)ma ar belegen neus 'klèsk(et) digass an dud war o gis ! Me(d) re nagn gwraet wa'n, wa'n tu-ell a-raog ! Ha an dud neus 'e un tamm diskadurezh dê ha neus desket pet(r)a / pe-sort mod veva an dud ba'r broiou-ell, pe-sort mod veva an dud ba'r relijionou-ell memes ! Ha' welent a-walc'h lar, ko(si)mant-sur, n'eus ket tamm e-be(d) müoc'h (a) wirione ba'r relisïon-mañ 'vi(d), 'vid ba'r re-ell, me(d) da ma joñj din, toud ar relijionou zo mad ! Me(d) heñi gwir (e-)bed, n'eus ket ! Gis-s(e), gis-s(e) (e)ma meus joñj papred

– Ha setu, c'hwi zo bet merket kalz ga toud an traou-se abaoe

Ya, me zo bet merket ga toud an traou-se, ya

– An añwn petram an anken ataw nompass ober un dra, un dra fall kwa heñ !

Ya

– Kulpabiliset an dud

Kulpabiliset, ya-ya-ya ! Hag ur, ur mar(e) benneg ha' bassea da-ved un dra ha veh ket 'klèsk, pff… Daw vé goûd, war-lerc'h ha tampir ! Ober, ober rin 'naoñ 'e ha da go(w)ess n'in ket… Hag e-se mond rin d'an ivern, me(d) tampir ! Red, red é, red é ober ar gis-s(e) heñ ! Ga, ga ma buhe bremañ… Eh ! Me(d), me(d) an dra-s(e), an dra-s(e) so maleürus walc'h heñ !

Ha ar pezh oa fentus, ma peus c'hoant heñ ! Mé yontr oa ket tamm (e-)bed deus ar relisïon (a)naoñ, ah ! Me(d) ma moèr(e)b oa tre deus ar relisïon, setu gis-se oan digass(e)t memes-tra da, d'ar c'hatekisou ha d'ober ma Bask ha toud an dra-s(e)… Me(d) da de ma Bask memes-tra ma gouneet ur bla, ya : Ba'r Vouster oamp, dé ma Bask kentañ ha an Alamanted oa 'passeiñ ba, ba'r blavezh naonteg pe(va)r ha dow-ugent, 'hond-kuit ! Ha me oa arret(et) in-treus an hent 'vi(d) mond d'an ilis, 'vid mond d'ar c'hatekisou just a-raog mond d'o(be)r ar Pask. Ha 'vel, 'vel ma lar(e)t, oan deut d'ar gêr ha ma lar(e)t oa ket moien din mond da vek(ed) an ilis ! Ha setu gis-s(e) war-lerc'h oan refuset d'o(be)r ma Bask kwa ! Ha ma goneet ur bla ah(e) gis-s(e), me(d) ar bla war-lerc'h oa renket bi gwraet memes-tra… Kar bla war-lerc'h oan e(rr)o ba Kareis ba'r skoul, oan gis-s(e) ba'r skoul laïk ha in-pañsïon popred, ar wech-se c'hoazh… Hag ar, ma ket gallet harz mond d'o(be)r 'e, d'ober ma Bask kentañ ar wech-s(e). Hag ar bla war-lerc'h, 'vid lar(e)d dac'h, ar relisïon pe-sort mod neus poueset war ma benn, ar bla war-lerc'h oa lar(e)t din :

« Ah ! Ar bla war-lerc'h (v)o ho Pask kentañ ha red dac'h memes-tra dond d'ober ho pask ! » Na lar(e)t ma, ma moèreb din

Oh ! Me lar dé mé joñj :

« Ya, me(d) pe-sort mod mond d'o(be)r ma gont bremañ ?! »

Hag on vaet, vaet oan d'an, d'an ilis ha vaet oan da gomunïañ, me(d) da go(w)ess oan ket vaet ! Da go(w)ess oan ket vaet ! Me(d) 'n dra-h(e) oa ur pec'hed, ur perc'hed, pe-sort mod vise lar(e)t deus an dra-se ? Gwashoc'h 'vi(d), 'vi(d) mond, 'vi(d) pass mond d'an aver(e)nn c'hoazh ! An dra-s(e) pad pell war-lerc'h neuhe, kar me ma gwraet ur, ur bern pec'hejou mervel pad ur vla, goûd a-walc'h ret ! Ehehe ! Ya-ya, an dra-s(e) oa, an dra-h(e), an dra-h(e) oa stertac'h din memes-tra ! War-lerc'h oan 'n-om ga(ve)t ba'n Eñdochin, oa just din bi marw ga le, ma kemer(e)t, tap(et) an tifuss ! Ha oa just din bi marw ha me oa spontet, raog mervel, vïen spontet, kar goûd a reen lar oan 'hond d'an ivern, blam oan ket bet 'ko(w)ess raog mond da… Pfff ! Traou, traou inossant ! Bremañ joñjon lar oagn traou inossant, me(d) ba'r mar(e)-s(e), 'benn ma passeet ugent la memes, laran, beked ugent la on bet nec'het ga'n, ga'n traou-se, ya. Me(d) ba ma familh, ur moèr(e)b ma ha oa seures ha toud an dra-se, nin oa tennet, un tamm, wa'n hon spered, ko(si)mant-sur, ga an traou-se…

– Setu an dra-s(e) neus gwraet droug d'ur bern tud heñ ! Amañ ba'r vro

Ha din neus gwraet droug, sur ya ! Droug, droug mat ! Harzañ (a)hanon da, da gaoud ma, ma vrankis, ma peus c'hoant, ma liberte, tre-ha-tre heñ ! Tre-ha-tre, ya

– Pe-naos, Joël, pe-naos e tremene an de, an de 'benn-neuhe ? Savet da, da bed eur deus, deuh ar mintin ?

Ya, sa(v)et, sa(v)et ha dimp da…

– Ba'r skol, ba'r pañsïon neuhe

Ya, ya 'benn oan ba Sant-Tremeur

– Ya

Ya, Savet ar mintin, matresse vis(e) ket, raog an de 'hat sur ! Ha neu'n vise 'n-om werc'het ga dour yin, kar tommijenn oa ket am(añ) d'ar mar(e)-s(e), pi(g)ur oa, ar bresel oa ! Ha war-lerc'h vis(e) : E(v)o ur bann'h-kafe, dib(iñ) un tamm bar(a)-amann hag e, hag an aver(e)nn-vintin ha 'benn tàèmp deus an averenn-vintin, oa un tamm, pezh lare é tu da'r studïou, ma peus c'hoant 'benn ar fin, pad un eur mennaket ha war-lerc'h grogè ar skoul neu'n gate 'benn ur c'hardeur, 'vel laron dac'h, istor santel ha war-lerc'h vis(e) skoul 'vel toud ar skoulachou-ell. Me(d) raog ar prejou ha-toud vis(e) un tamm pater ha-toud heñ ! Ya, as(e) vé straket ar, ar sper(e)d…

– Da-lared-é toud ar vuhe oa gouarnet gan ar relijïon, ya ?

Ya, gouarnet, me(d) gouarnet gad ar, gad ar relijïon, ya, tre-ha-tre ! Ya-ya

– Ha damaig peus laret un dra-all, da, da yontr a-raog dond, oa ket deus tu ar, ar veleien tamm (e-)bed

Nann

– Me(d) ar moèreb oa, ar voèreb oa

Ya

– Da-lared-é eo ar merc'hed ba Breizh, ba'r vro, ha' houarn an traou heñ !

Ya, me(d) mé yontr oa deus am(añ), deus dre-amañ, deus Plouïe oa-heñw, oa-heñw ! É e dud, ma dud, dad-ïou ! Ma, ma mamm-ïou-kozh ha ma dad-ïou-kozh oa, oa deus, deus dre-amañ war tu ma mamm. Ha, goûd walc'h ret, dre-am(añ) oa, oa komunist-tre, memes war 'r mar(e)-s(e), an dud. Ah ! Me(d) ma yont(r)ed, pi(g)ur oagn tri, oa, oa gis-se. Med harzhègn ket, ma moèr(e)b oa, oa ket divennet dèi tamm (e-)bed mond, mond d'an ilis, vern p(e)-lec'h na c'hoant d'ond, hi liberte-tre na ! Me(d) da mé yontr, faotè ket kaoseo deus ar relisïon na deus ar personis ha-toud, deus ar beleien ! Ma welè ur person 'hat neu'n ! Ar person hallè daoñ diwall deus ar pezh larè daoñ, kar hezh larè daoñ :

« Tieñ ! Ma (e)moc'h ket kontant : Kêh war 'r porzh ! »

Ha ba'r mar(e)-s(e) vis(e) ket gwraet traou gis-s(e) kwa ! Da vout(añ) ur person war 'r porzh ! Ur wech na gwraet ! Pi(g)ur oa, an dra-s(e) oa pad, ar bresel oa echüet ha… Hag ur gasetenn ne(ve) oa dre-amañ, ramplessè Ouest-France, pi(g)ur ba'r mar(e)-s(e) Ouest-France oa Ouest, oa Ouest-Éclair, oa ket Ouest-France ! Ha hemañ, ar, ar journal-mañ oa Ouest-Matin ha hezh oa tre wa'n tu, an tu-klei. Hag ur wech, person Plevin, pi(g)ur ni oa, Plougêr ha Plevin so stag 'n eil deus egile, n'eus kime(d) ar c'hanol 'h ober ar frontier(e)nn, ma peus c'hoant ha person Plevin, p(é) vïe an hent-alaj, a basseè ga i bissiklèt ba tu Plougêr ha ma moèreb oa deus Plivin ha, hag ar person-se houllè un tamm erc'hent 'vi(d) i gest memes ba, ba du-m(añ), goulskoud(e) oa ket blizin barzh… Me(d) ur wech neu'n a welè mé yontr oa 'lenn ar, ar journal, Ouest-Matin :

« Peus ket, peus ket mezh Pïer ?! Lenn ur journal gis-s(e) ? »

« Pet(r)a ?! » Larè mé yontr daoñ, « otro-person, c'hwi joñj dac'h keit-ha oah ba'r skoul 'tiskiñ bi beleg, me oa, me ma, me oa 'h o(be)r mann (e-)bed dre-am(añ) ? »

Ha heñw tap-krog ba'r person ha foutr 'naoñ ba'r porzh…

Ya-ya, an dra-s(e) oa bet gouïet war-lerc'h, oa an dud ga an dro ha lare :

« Oh gast ! Pier Gall, hezh so ur gol lon ! »

Ya, me(d) hezh oa aneet gis-s(e), me(d) oa ket un dèn fall tamm (e-)bed (a)naoñ, me(d) e lêsenn oa e lêsenn 'ta ! Ha me zo bet sa(v)et gis-s(e), ga dow dèn : Un' deus ar relisïon ha un' oa ket. Me(d) memes-tra, beñ ba'r skoul oa, oa relisïon popred. Sur (???) 'benn oan ba, ba'r Vouster, heñw oa ur skoul laïk, en(e) oa ket kap, ah ! Me(d) d'ar c'hatekis a'h een d'ar yow memes-tra, me(d) ba'r skoul-memes, vis(e), vis(e) ket. Ba Plivin on bet 'è ha ba Plivin on, oan bet ba skoul ar veleien ha en(e) memes-mod, dow gur(e) oa 'h ober, 'h ober skoul ha zo en(e) on bet ur bla pe… Deus an dra-h(e) meus ket joñj kin

– Med Joël, me(d) koulskoude, ar v-, ar moereb na dessidet kass ahanout d'ar, da

D'ar skoul Sant-Tremeur ?

– Skol, skol ar frèred

Ya

– Ha ganti é ar aet ar maout memes-tra, an eontr na ket lar(e)t nintra !

Ya, me(d) war-lerc'h, ar wech, d'an eil gwech on vaet da Gareis, on bet ba'r skoul-ell… Ahaha ! Hag e-se oa, pep-heñi ganen na gouneet, ma peus c'hoant, un hanter deus ar, deus ar maout

– Ahaha !

Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog