14/03/2018

Bara, bleud ha milinou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba-ti J. ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya… Gwich-all oa ket penvi'g an dud, me(d) daon ! Bevañ reent ga an traou deuh o feurm

– Ha matresse oa emm neubeutoc'h 'e

Beañ oa !

– Ya

Beañ oa ! Neubeutoc'h oa emm ! Gwich-all, beb su'n vije gwraet krampouzh ha vije poahet bara ba'h an oaled

– Ah ! War an oaled vije gwraet ?

Ya-ya-ya ! Pa vije tan vije riñset toud ar ludi ha laket an toas war ur men ha laket tan war-gourr(e) d'ablame daoñ da boahad, glow war-gourr(e) kwa ! 'Vel vije gwraet fars gwich-all 'è

– Ya, me(d) glow war-horr(e) ar bara duzhtu pe… ?

Ah nann ! Ah ! War ur bladigenn, 'vel ur billig kozh kwa !

– Ya

Vije lakeet, set(e) heñ a domme, houzoh walc'h, sell…

– An toas oa dindan ar billig kozh ?

Ya ! Ya hag an oaled oa tomm, sell a boahe 'è, houzoh walc'h

– Hañ !

Ar mo(d)-se vije gwraet, ya, digentañ, ya-ya-ya !

– Ah ! Me ma klêt memes-mod, me(d) ga ur c'hloc'h

Ah nann ! Amañ oa kloc'h e-bed, amañ vije laket…

– Ha vije lak(et) ar glow war-gorr(e) 'e, memes-mod

Ah ya-ya-ya ! Nann, amañ vije laket war ur billig kozh, pe ur bladigenn kozh vije gwraet deus an dra-h(e), lak(et) ar glow, sell (e)tre-ma bade ar glow, an dra-h(e) a boahe, houzoh walc'h

– Ah ya, war-horr(e) kwa !

Ya ! Ya-ya ! Ar vein oa tomm !

– Ar vein, ya

Sell an dra-h(e) a boahe papred, houzoh walc'h

– Ha oa mad ar bar(a) ar mo(d)-se ?

Ah ! Mad a oa 'ha ! Ah ya-ya-ya !

– Ha bara pe-sort mod a oa ?

Ah daon ! Bara oa neuhe, ar bleud oa ket gwenn-gwenn kwa ! Sell vije gris un tamm, me(d) bara mad a oa (me)mes-tra kwa hañ !

– Me(d) pe-sort form na ?

Ah daon ! Neuhe vije gwraet ur gwign rond ahe ! Hag a sell heñ a boahe braw mo(d)-se, houzoh walc'h, vij(e) ket tew-tew, sell a boahe mad ar mo(d)-se kwa !

– Vij(e) ket gwraet 'vel vé ka(v)et bremañ ba'r bouloñjiri wechou ? Ur, ur seurt boulenn

Eo !

– Gad un'-all… ?

Da ziveo vije gwraet mo(d)-se, me(d) digentañ vije ket d'an owen a boaheche ket ! Goude neuhe, pa oa komañset d'o(be)r vernier, vije sa(ve)t ur vorn ha neuhe 'h ee an dud d'ar vorn da boahad ga o zoas kwa ! Sell vije poahet, oh ! Tri-pevar damm bara, kwignou kwa ! Sell a vije gwraet ar su'n ga'r reñ-he hag ar su'n war-lerc'h 'h eer (a)darre d'ar vorn neuhe kwa !

– Ha pe-sort mod 'h eer d'ar vorn, just a-walc'h ?

Ah daon ! An toas vije laket war-gein ar lon-keseg !

– Ah ya, ba seier ?

Ya ! Ba ur sac'h ha' vije 'n toas ba an dow benn deuh ar sac'h ha vije laket war-gein ar lon-keseg kwa !

– Partoud vije gwraet memes-mod heñ ?

Ah daon ya ! Ya-ya-ya ! Mo(d)-se vije gwraet ! Ha pa 'h eer da gerc'he(d) bleud d'ar vil(in), vije mo(d)-s(e) 'è ! Ga'r lon-keseg vïe laket bleud ba ur penn ha ba'h ar penn-all, sell mo(d)-se ya ! Me(d) amañ gi-mañ alïes, ma zad a'h ee da gerc'he(d) war i gein, pugur oamp ket pell deus mil(in) Grec'h Niver ah(e), 'dreuj ar prajeier ah(e), pet(r)a oa ? Oa k(et) ur c'hilometr… Sell…

– Ya, memes-tra !

Ya 'ha ! Me(d) pa vije skuizh ga i sac'had-bleud, a ziskuizhe hag a teue adarre !

– Beñ ya-ya-ya

Ya-ya-ya !

– Ha vije ket kasset greun d'ar vil(in) ha rôet bleud da-heul ?

Ah eo ! Pa ha greun a gassès da hreun d'ar vil(in) da valañ 'naoñ dit

– Ya

Ha 'benn a gemerès anaoñ vije gwraet in bleud

– Da hreun a oa kwa ? Ha' oa laket in bleud, pe bleud-all oa rôet dit ?

Ah beñ an dra-he, ma ha c'hoant da gaoud da hreun, a ho(r)teès ! Hag a ma vije bleud, teue bleud ganes hag a rôes da hreun d'o(be)r hi(ni) 'n'-all kwa heñ !

– Ah ya ! Ree ket vorz kwa ?

Ree ket vorz pe-sort greun vije kwa ! Eo ! Pa 'h eer d'o(be)r ga gwi(ni)zh-tu, neuhen a hije c'hoant da gaoud da vleud gwi(ni)zh-tu, pugur vije ar greun vije sec'hoc'h kwa !

– Ah ya…

Beñ ya 'ha !

– Ha ga'r gwinizh-tu 'h eent 'e da, d'ar vil(in) mo(d)-se ?

Ah ! D'ar vil(in), ya !

– Ah ya ?

Ya-ya ! (Ne)med-seped vije ket gwraet memes de vije gwraet bleud gwinizh, pugur mod-all an dra-h(e) a louse an tañoues hag an traou, houzoh walc'h, sell a vije gwraet bleud gwinizh-tu un devezh ha goude vije neteet d'o(be)r bleud gwinizh (a)darre neuhe kwa ! Ya-ya ! (Ne)med-seped vije lar(e)t d'an dud :

« Fe ! An de pe 'n de vo gwraet bleud gwinizh-tu ! »

– Ya-ya

Sell tou'n an dud a'h ee ga o greun neuhe kwa !

– Hag ar vil(in) dostañ amañ, pe-lec'h oa ?

Daon ! Mil(in) Grec'h Niver ah(e) !

– Ah ya ?

Ba-bord ar rinier

– Ah beñ ya, mi(lin)…

Ya ! Ya-ya-ya !

– Ah ! Oa ket re bell kwa !

Nann ! Oa ket pell 'ha ! Ha mod-all, gwich-all gozh, pa oa ma, ma zad-ïou amañ, ba'h ar prad d'an traoñ ahe oa ur vil(in) 'è, ya-ya ! Me(d) an dra-he oa ur vil(in) da zreilhañ 'nê gross, oa ket 'vel ur vil(in) oa ba mel(in) Grec'h Niver ahe kwa !

– Munutoc'h oa ba… ?

Ah ya ! Amañ gi-mañ oa, vije bleud mad kwa heñ ! Ya-ya !

– An heñi-all matresse oa koshoc'h pe… ?

Ah ya ! Ar vil(in) oa ahe oa kozh ! Penses-tu ! Ar reñ-he vije dreilhet ha vijent, ga un tañoues a vijent machinet goude d'ablame d'ar plus(k) da chom kwa !

– Me(d) ga pet(r)a vije drailhet ar… ?

Ah ! Ga ur… Mein-ar-vil(in) vije lar(e)t, ar reñ-he vije rond hag an eil zerc'he treiñ, sell a frike 'r greun ! Houzoh walc'h

– Ah ya ! Poset ar mo(d)-se oa ?

Ya ! Ya ! Ha goude heñ vije ga un tañoues, neuhe, vije laket d'o(be)r hi(ni) fin neuhe kwa ! Me(d) diw pe deir gwich vije passeet 'benn vije fin kwa ! Beñ gwich-all oa ket traou modern, me(d) an dud oa disked d'o(be)r traou mo(d)-se, 'r re-gozh ouïe 'h o(be)r traou mo(d)-se gwich-all kwa !

– Ha te zo bet 'e, just a-walc'h, 'wel ar meliner ar mo(d)-se 'e ?

Ah ya ! Me zo bet ba mil(in) Grec'h Niver ahe, me(d) pass ba'r vil(in) gozh ahe n'on ket bet, nann…

– Nann ?

Nann-nann !

– Ha pe-sort mod oa ba'r vil(in), just a-walc'h ?

Daon 'ha ! Ar vil(in) vije d'an dan hag a neuhe vije gwraet ur lor-zi bleñch hag an dud a vije 'chom a-us d'ar vil(in) !

– Hañ !

Ya

– Tud oa 'chom 'us d'ar vil(in) ?

A-us d'ar vil(in), ar re oa proprïeter d'ar vil(in) kwa ! Vije 'chom 'us d'ar vil(in) !

– Ar meliner kwa ! Pe… ?

Ya ! Ar meliner, ya ! Hag a vije ar vil(in) ba ur c'horn deuh ar, penn-traoñ an ti hag ar saout ba'r penn-all ! Neuhe vij(e) keme(d) diw pe deir beuc'h, sell ar mo(d)-se vije, ya

– Ha oa bras an ti pe… ?

Daon ya 'ha ! Oa ket bihen hañ ! A-peu-prè 'vel hemañ kwa !

– Ha pe-sort oustilhou vije ga'r meliner gwech-all ?

Daon ! Mi welen keme(d) dow ven bras ahe, re-rond kwa ! Memes : Bremañ n'eus ket moien d'ond barzh kin, me(d) ar vil(in) zo chomet ah(e) memes-mod kwa hañ !

– Ha, me(d) maes ar vil(in), oa ket ur rod 'e ?

Ah eo ! Ba'h penn an ti oa ar rod 'treiñ ga dour kwa !

– Ha na ket un hano ? Ar rod vije lar(e)t deusoutoñ ?

Ar rod-mil(in) !

– Ah ! Ar rod-mil(in)

Ar rod-mil(in), ya

– Ya

Ya

– Ha 'vid esplik un tamm pe-sort mod oa ar roud, just a-walc'h ? Oa da… Ma, ma glefes esplikañ

Ya !

– Pe-sort mod a oa ?

Ar rod a oa, oa rond ! Oh ya ! Bras-mat a oa ! Hag a na loaiou ! D'an dour da basseal ha houzh, sell an dour teue da beb loaienn ar mo(d)-se hag a zerc'he treiñ, houzoh walc'h, sell neuhe mo(d)-se ar vein a drôe da-heul ar rod

– Ah ya !

Ya

– Ga mekanikou

Just a-walc'h, ya. Ahe vije ur lèrenn, vije gwraet deus an dra-he, vije deuh ar rod da lak ar vein da dreiñ goude hag ur… Pet(r)a vije gwraet deus an dra-he… ? Ur machin-hou(a)rn ahe vije deuh ar rod ha deuh ar mein ! Vije stag ha sell ar mo(d)-se drôe da-heul kwa ! Ya, 'vel a drôe ur manèj 'è mo(d)-se kwa !

– Ha peus ket joñj deus an hano, ar pezh hou(a)rn ahe ?

Nann, deus an dra-h(e) meus ket, nann

– Nann-nann

Nann a'ha ! Koulskoude, gwel(e)t meus a'ha ! Ar vil(in) gozh ahe 'hond en-dro, me(d) neuhe oa vich(e) ket gwraet greun, me(d) an hi(ni)-kozh oa ahe ouïe laka(d) 'nèi d'ond en-dro kwa ! Ya, me(d) oa ket (a) hreun kwa ! Neuh(e) vich(e) ket gwraet ganti, me(d) neuh(e) a drôe pa oa mad ar rod, ar rod-mil(in) papred ! A drôe pa vije 'r gooñ, pa vije kalz a zour ! Me(d) ahe vije red ingaliñ ar bir 'benn 'h ee houzh, an dour, mad 'ta deuh ar vil(in) !

– Ar bir ? Pet(r)a é dit-te ?

Ar bir, beñ vije gwraet ur rinier d'an dour da zond da, war ar rod d'ar vil(in) !

– Ah ya !

Ya !

– Hag ur bir vije gwraet deus an dra-he ?

Ar bir, ya, ya-ya ! Ha vije tapet deuh, deuh ar rinier 'tond ha vije gwraet ur, ur rinier neuhe d'an dour da zond war ar rod-mil(in) neuhe kwa !

– Ya hag an dra-he oa bir

Ah daon ! Hezh oa ar bir, ya-ya ! Beñ ya !

– Ha labour na, ar meliner ?

Ah daon ya ! Labour na, neuhe oa kalz a dud war ar maes, houzoh walc'h !

– Ya, ya-ya-ya

Sell beb-hi(ni) 'h ee d'ar vil(in) dostañ daoñ !

– Ya

Daon ya 'ha ! Ha amañ ba'h ar, ar C'hoat Bras, amañ oa forzig tud neuhe, bon ! 'H eemp, 'h eent toud da, d'ar vil(in) gozh ahe, pugur mil(in) Grec'h Niver oa ur vil(in) hag a n'egziste ket, me(d) p(a) oa dimeet Loui Bizien, ha heñ na hadgwraet ar vil(in) toud ga une turbine vije gwraet d(eus) an dra-he gwich-all ! Ha goude 'ha ! Me lar dit oa vounnus 'ta ! Treiñ ar vil(in) !

– Ah beñ ya, sur walc'h !

Ah ya ! Beñ ya !

– Ya-ya-ya-ya

Me(d) gwraet na, ahe oa ur bir d'ond da vil(in) Grec'h Niver memes-tra 'è hañ ! Tapet deuh ar rinier 'è kwa, ya… Ya-ya !

– 'Vi(d) kass an dour kwa !

'Vid kass an dour, just a-walc'h, ya. Me(d) daon ! Ar gooñ ah(e), ar re-gozh dije kalz a labour, pugur pad ar gooñ vije kalz a zour ! Hag a 'lem a oa gwraet ar bir, wichou a greuñve ar bord, sell vije red hado(be)r ar bord 'benn a'h ee ar vil(in) en-dro (a)darr(e) kwa !

– Ya, mod-all ree un, ur poull kwa !

Just ! Ya-ya-ya

– Me(d) ur poull oa da zigentañ pe teue deus ar, deus ar rinier hi-hun ?

Oh ! Ar poull teue deuh ar rinier wichou hañ !

– Nann, me(d) 'vid an dour a'h a da-bek(ed) ar vil(in)

Ya

– Deus pe-lec'h teue an dour ?

Daon ! Deuh ar rinier !

– Deus ar rinier ?

Deuh ar rinier vije gwraet ur wazh vras d'an dour d'ond

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog