25/03/2018

Da sul-bleuniou teu an nàered maes ar c'hleuniou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet tri mis so ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha me oa deut assames ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
É.
J.



– Me(d) damaig oamp 'kaojeal ga ma mamm deus ar sul-bleuniou

Ah ya !

Ah ya !

– Pet(r)a peus da lar(e)d diwar-benn ar sul-bleuniou ?

Daon ! Sul-bleuniou ?

A teu an nàer(e)d mae(s) ar c'hleuniou !

Ya, an dra-he vije lar(e)t gwich-all, ya !

Ahahaha !

– Me zo un nàer neuñh(e), me zo gan(e)t ba sul ar bleuniou !

Eh !

Ah boñ ?!

A teu an nàer(e)d maes ar c'hleuniou !

Ya-ya, me(d) ah(e) gwich-all…

– Me zo, me zo un' heñ !

Ya

Ah ya ! Ha pugur me meus choñj ar vamm-gozh vije 'lar(e)d diñ :

« N'es ket tost d'ar girjer bremañ, kar sul-bleuniou zo ha' teu an nàer(e)d maes ar c'hleuniou ! » Vije 'lar(e)d diñ

Ahahaha !

Ya ! Ya-ya-ya-ya !

– Ha n'é ket d'ar mar(e)-m(añ) vije gwisket braw an dud 'e ? 'Vi(d) mond d'an aver(e)nn ha…

Ah eo ! Da ze…

Da sul-bleuniou ?

Ah eo-eo !

Ah ya !

Hag ar vugale vihen vije kass(e)t d'ar sul-bleuniou da vinnigañ 'nê

Ya pa gomañso ar merc'hed yowank lakad 'è ar saeiou skañvoc'h un tamm !

Just a-walc'h, ya !

Heñ ?

Ya

– Me ma klêt ga ur boutou-lèr sir(e)t ha…

Ah ya ma'hat-sur ! Vije poñsin ga sul-bleuniou, ya-ya-ya !

– Loerou gwenn

Gwenn ha-traou ! Ya-ya-ya ! Ha me a wiske ma sae-hañw da ze pardon Bolazeg gwich-all

Ah ya !

Ah ! Ya !

Daon ! Deuh an dra-he meus choñj 'è

Ya-ya !

Ahe a lak an nén i…

I zilha(d)-hañw ! Ah ya !

… I zilha(d) 'è ha' gomañser lakad…

Ah ya !

– Pardon Bolazeg ?

Ya

– Pevar(e) neuhe é, pe-sort mis ?

Euh… (E)ma ket ba'h mis-mae ?


Eo ! Fin mis-mae ! Ha neuhe gwich-all vije bra(vo)c'h an amzer 'vi(d) bremañ

– Ya

Ya !


Sell neuhe oar sañset da lak(ad) an dilha(d)-hañw kwa !

Ya, neuhe gomañse ar saout breskenn !

Ya 'ha…

– Me(d) 'vid ar loe(r)ou ma klêt lar vijent livet, gwech-all, ar loereier

Ah daon !

Ar l(o)ereier ?

Ar l(o)ereier ?

– L(o)ereier-gwlan !

Ah ya ! Ar re gwraet gwlan-deñved !

– Ga gwlan-deñved

Ya !


Ah ya-ya ! An dra-he vije gwraet, ya

Daon ya !

– Ha gwel(e)t peus 'h o(be)r ?

Ah ma'hat-sur !

Daon ma'hat-sur ! Ha, ha gwraet 'è !

Ha gwraet 'è, ya !

Ya

– Ha pe-sort mod vé gwraet neuhe ?

Daon 'ha ! Lakes ar lousou pe ar, ar poultr…

Ya !

… Barzh an dour da virviñ ! Poultr da liviñ ar l(o)ereier hag ar c'hamijolennou ha-toud vije gwraet hañ !

Ya !

Ah ya !

– Ha vije laket ba ur bodes pe… ?

Ya !

Ya

Beñ ya !

– Ha pet(r)a goude ?

Daon 'ha ! Pa vije tomm an dour, an dra-he gemere 'r liw, houzoh walc'h !

Ha' leskes 'nê da drempañ barzh ur reujad deja !

Daon ya ! Leuskes ur reujad dija, ya !

Sete goude neuhe…

… Vijent delc'het ha pa vije yin a dennes anê hag a hadkannes anê neuhe d'ablame d'ar poultr d'ond-kuit kwa !

Ya

Ya ! Hag a vijent braw hañ ! Ha tomm !

– Ha l(o)ereier deus liw ar, an deñved oa ket braw ?

Ah ! Liw an deñved ?!

– Ya

Oh daon eo ! Lod a leske 'nê mo(d)-se !

Ah eo ! Lod a lare leusk o re gwenn hañ !

Me(d) strouilhoc'h a oagn, houzoh walc'h

Ya !

– Ah ya

Sell ar mo(d)-se a vijent…

– Brawoc'h oa…

Ya


Vijent laket in glas pe in du

Ya-ya !

D'ablame dê pass be lous, gwel(et) lous kwa !

– Ah ya ! Ya-ya, ya-ya !

Blam na vij(e) ket gwel(e)t ! Houzoh walc'h

Ya-ya !

– Vije ket gwel(e)t, nann

– Me(d) mod-all na lar(e)t a vé ga'r re-goshañ vije loereier, me(d) ga gwlan du !


Ah ! Be…

– Gwlan du, me(d) pass livet kwa !

Nann ! Me(d) daon ! Be oa deñved du 'è !

Ya

– Ya

Ah ya just a-walc'h !

Oh ya !

– Me(d) oa ket 'vid ar re-vihen oa oa lar(e)t kwa !

Ah nann a'ha !

– 'Vid ar vugwale vije livet loereier

Just a-walc'h, ya-ya !

Ah ya ! Me(d) vij(e) ket laket, vij(e) ket laket traou du d'ar vugale !

Nann, vije ket, nann ! In glas a vijent livet kalz anê !

Ya

– Ah ya ?

Ya, oa keme(d) liw glas ha liw du d'ar poent-se kwa !

Ya, ya

– An dra-he oa ur bern labour raog troc'hañ ar gwlan !

Ah daon ya 'ha !

– Gwelc'h(añ) ar gwlan !

Ya !

Just a-walc'h ! Ha pa vije sec'het ar gwlan a vije da neañ goude, houzoh walc'h

Ya !

Ya !

– Ha ga pet(r)a vije neet ?

Ah daon ! Ga ur…

An dra-he oa ga dent ahe his-se, houzoh walc'h

– Ya

Hag a vije gwraet mo(d)-se hag ar mo(d)-se…

Inkardour vije gwraet deusountoñ !

Inkardour, ya

– Ya

– Inkardour


Inkardour ! Ha vije inkardet ar gwlan

Ya

Ha goude vije neet neuhe ga'r machin, oa ur rod ahe da dreiñ 'naoñ neuh(e)

Ha, ha me meus gwel(e)t… Ya !

Hag a cheches war'naoñ hag a'h ee war ar machin neuhen d'o(be)r ur bolotennad neuh(e) kwa !

Ya, me meus gwel(e)t mamm-gozh neuh(e) o(be)r ga'n dra-h(e)

Ya ! Me meus bet gwraet !

Ya ?!

Pugur ma, ma prenet ar machin da neañ gwlan diga un' gozh deuh ar Gr(o)as ru ahe

Ah ya !

Hag a ma bet 'h esseet, goude ma ket bet delc'het !

Nann

Goude vije ka(v)et gwlan tro-walc'h, houzoh walc'h

Ya

Me(d) an dra-h(e) oa an amzer gentoñ kwa !

Ya

Ya 'ha !

– Ur c'harr-neo-gwlan ?

Ya !

Ur c'harr-neañ-gwlan ! Voilà ! Ya-ya !

Oh ya ! Mamm-gozh na un' ar mo(d)-se 'è

Ah daon ya ! Gwich-all ar re-gozh nagn toud an dra-h(e) heñ !

Toud, toud an dra-he !

Ya !

Hag an, an enkardour, 'vel vije lar(e)t…

Just ! Vije inkardet ar gwlan, ya

Inkardet ar gwlan


Ya

An dra-h(e) oa labour hañ !

Hañ ! Be oa !

– An dra-he oa labour deuh ar goñ, n'é ket ?

Deuh ar gooñ a vije gwraet, ya

Ya, ya-ya

Me meus choñj gwel(ed) mamm-gozh à'h inkardiñ !

Oh fi ya !

Hag a, a vije houmañ-gozh deus ar Gr(o)as Ru à neañ 'naoñ goude war hi lerc'h neuhe kwa !

Hag an dra-he vije soub(l) hañ !

– Ya

Hañ ya ! Ha tomm vijent 'è !

Oh !!!

Ya-ya ! Sur 'ha !

Ya, me gav diñ !

Beñ ya !

– Ha solud walc'h

Ha solud a-walc'h

Ha solud 'è

Ah ya ! Ah ya !

Ya !

– Ha pet(r)a vije gwraet ? L(o)ereier ?

Oh daon ! Toud an traou 'ha !

Hag a jileiou

Ya

– Pall[ennou], pallenou 'vi(d) lakad war ar gwelïou 'e ?

Oh ! N'é ket, an dra-he gav ket din, eo ?

Ah ! An dra-h(e) vij(e) ket gwraet kalz

– Nann ?


Nann, nann

Nann

Nann-nann : Kam(i)jolennou ha jileiou

Ya-ya

Ha l(o)ereier

– Ah ya ?

Ya


An dra-h(e) vije gwraet !

Ouais

Ya-ya

– Cheletennou kwa ?

Ya just ! Vije gwraet 'è

Ya

Hag ar reñ-he in gwenn vije braw, ur cheleten gwenn ha ur gamijolenn wenn oa braw 'è hañ !

Ya !

Ah ya 'ha !

Ha 'tro poent Pask…

– Pet(r)a peus lar(e)t ? Ur gami…

Ur gamijolenn

– Ur gamijolenn ?

Ya

Ya

Un pull quoi !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog