29/03/2018

Daw é kaoud gwad-keseg ba'n doworn ha ba'r penn !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti H. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Hag ar c'heseg blije din !

– Ah ya ?

Ah ! Charriter paotr-kaezh !

– Charriter out bet ?

Oh ya paotr-kaezh !

– Hañ ! Beñ pet(r)a pefe da lar(e)d diwar-benn micher ar charriter ? Ur…

Me(d)…

– Ur vicher é

Ur vicher é, me(d) daw é kared ar c'heseg ! Daw é kaou(d) gwad-keseg ba'n dow(o)rn ha ba'r penn ! Mo(d)-se oa ! Sete on bet neuhe, beñ ga ma moèr(e)b, pugur ma zad-kozh oa marvet 'è 'benn ar fin, oan ga ma moèr(e)b ha hi gwas ba an Allemagne… Sete oan à'h o(be)r charriter hag ar chef un tamm, oamp kemetomp hon-dow. Ar verc'h, ur verc'h a da hag a vije ba-ti… Ba Pennaroz, pegur oa tostoc'h dèi mond d'ar skol 'vi(d) an-hin(i) oa deus Quillivel, sete ur wech an amzer a teue d'ar gêr memes-tra kwa ! Me(d) mod-all vij(e) kemetomp hon-dow… Ar re-gêr neuhe 'n-om jikour kwa !

– Me(d) pet(r)a oa micher ar charriter neuhe ?

Daon ! Charr(añ) ar c'heseg ! Boueta 'nê da zigentañ !

– Boueta ga pet(r)a ?

Ga melchen pé vij(e) an hañw ! Ga lann pé vij(e) ar gooñ ! Hag un tamm pekad-kerc'h deuh ar mintin ha un tamm voenn ba'r ras(t)ell ! Ha un tamm plous d'an dan ha riñset dindanne bemde ! Ha frotañ 'nê ga'r bross ur wech an amzer…

– Laka(d) 'nê braw kwa !

Beñ da luc'hiñ ! Mo(d)-se oa… Ya ! Sete pe-naos, boñ beñ…

– Ha neuhe oa roiñ boued dê ha pet(r)a oa c'hoazh ?

Daon ! Stagañ 'nê hag treiñ-dou(a)r ! Charrañ traou ha… Un tamm a doud kwa !

– War-dro ar c'heseg kwa !

War-dro ar c'heseg ! A ramplasse an trakteurien zo bremañ, (ne)med-seped neuhe vïe bet war-droad, n'é ket aseet war un aseenn !

– War-droad toud !

Oh beñ eh ! Eo ! D'ond ha da zond d'ar park a'h ees war-gein ar c'heseg, me(d) pa vijes 'treiñ-dou(a)r vij(e)s ket war-gein ar marc'h, na pa vijer 'freched petramant 'h o(be)r traou-all… N'eus kemed pa vijer war ar faucheuse vijer aseet à charrañ 'nê

– Ha peus choñj deus ar sternachou oa d'ar c'heseg ?

Ya, daon ! Sertenamant neuhe ! Daon ! Kolierou ! Hag ur bass hag ur c'hulier, un tosser hag ur j(o)u(v)and(e)nn… Hag ur gijou ! Ur gijou-lèr pet(r)am ur gijou kerded

– Ha brid-mouch oa ket 'e ?

Brid ! Beañ, lod da ur brid-mouch ha lod-all da ket ! An dra-he zepand deus an aneval ha deus mod oa ar brid kwa !

– Ha mod-all peus ket klêt kaos deus an talber ?

Deus ?

– Un talber, ba Skrigneg meus klêt kaos an dra-he

Un talber ?!

– Vije laket di-rag o dowlagad

Ah ! Me n'onn ket pet(r)a é neuhe… Brid-mouch é an dra a anveon mad, me(d) an talber ne welon ket pet(r)a é, mouchiñ 'nê ?!

– Ya-ya ! Oa un tamm torch vije laket war an talber, just a-walc'h, blam da, d'ampech ar, ar c'heseg da, da wel mad

Daon ! An dra-he oa un imbissiliterezh d'o(be)r ! Ampech ur lon-keseg da wel sklêr, sinifi sort e-bed ! Eh oh-oh ! Ehe ! Eh ! Eh, eh…

– Ah ! An dra-he zo mod-kozh hañ !

Ya, me(d) neuhen a ree… An dra-he meus ket bet gwel(e)t hañ ! An dra-he gomprenon ket…

– Ha peus ket klêt kaos deus an talber gwech e-bed kwa ?

Welon ket pet(r)a é…

– Nann-nann… Me(d) mod-all peus klêt, euh sur a-walc'h peus klêt kaos deus brank ar lost ? 'Vid ar c'heseg

Deus ?

– Brank ar lost, an dra-he oa, 'vid lost ar c'heseg, 'lec'h oa an eskern

Ar c'hlopier ! Dre-amañ vije lar(e)t ar c'hlopier deus an dra-h(e). An tosser, ar bass, ar c'hulier ha deu(s) ar c'hulier, ba'r c'hulier oa brankchou da, d'o(be)r an dro hag a war ar… War ar c'hlopier neuhe oa stag ahe gis-se ha vïe passeet ba lost ar marc'h

– Me(d) ar c'hropier, pezh a lares, é « le croupier » ?

Just !

– Ya

Ar c'hlopier

– Me(d) n'é ket an dra-he laren, me lare ur lodenn deus lost ar c'heseg !

Ya ha vïe troc'het, kourtet

– Ha' vije gwraet brank-lost deus an dra-he, peus ket klêt ?

Nann, me welon ket pet(r)a é an dra-he…

– Nann-nann, beñ « la, la partie osseuse de la queue d'un cheval »

Beñ ya, gwel(ed) a rañw pet(r)a é ! Daon ! Hag…

– Ya-ya, me(d) pet(r)a vé gwraet deus an dra-he ? Pugur n'é ket ar c'hropier é

Ya, me(d) ar c'hlopier vïe lakeet war lost ar marc'h

– Ya-ya, me(d) pet(r)a, pet(r)a gwraet deus ar lodenn-mañ deus ar lost ? Just a-walc'h

Lost ar marc'h…

– Lost ar marc'h

Oho !

– N'eus ket difer's (e-)bed

Din-me, ya… Ha d'ar poent-se vïent kourtet !

– Kourtet ?

Kourtet ! Pa vijent 'n-om ga(ve)t deg, pemzete ahe gis-se, vïe troc'het o lost dê, of ! A-eu-prè keid-se, da hirrañ kwa mo(d)-se ! Ga ohoho ! Ur sistem… Oa ket siantifik, 'vel lar 'r re-mañ, goud(e) vïe lakeet, pa vïe troc'het, neuhe vïe lakeet un houarn ru da goterisiñ

– Hañ !

Hum, ha bremañ n'eus ket (a) zroed d'o(be)r kin…

– Nann-nann, me(d) blam bet(r)a vije gwraet an dra-he ?

Blame dê da, da zuskeus o, o venn a-dreñw braw, rond ha-toud ah(e) ! Bremañ weles ket penn-dreñw ur marc'h ga o lost ! An dra-h(e)… Hudur é da wel(e)d !

– Ya-ya, ah ! Blam da ve braw kwa ! An dra-he oa ?

Be(ñ) an dra-he, blam da zusken i boultred kwa !

– Ya-ya, me(d) ma joñjet, matresse vije bet un utilite mennaket ?

Na ket

– Na ket ?

Non… An dra-he oa kwa ! Komañs(e)t un' d'o(be)r ma'hat a-be-geid-so ha oa bet kontinüet mo(d)-se ken é deut ar lêsenn d'ampech an dra-he, n'onn ket blam be-rag, añfin… 'Vi(d) pass laka(d) 'nê da gaoud poan ?

– Ya, ampech an dud da viseriñ ar loned, matresse… Of !!!

Of ! Vij(e) ket keme(nt)-se mis(er) !

– Nann-nann

Bremañ vé gwraet miser d'an dud, n'é ket d'ar loned é

– Oh ! D'ar loned 'e, matresse mignoc'h 'vi(d) gwech-all

A-blassou matre'n… Of ! Vé ket ahe papred…

– Ba'n, ba'n usiniou sur !

Ah ! 'Lem a vent lahet ?

– Ah ! Pass, pff ! 'Lec'h vent 'vevañ !

Oh ! Gav ket din, 'lem…

– Oh yeo ! Me meus kamaraded ha' neus labouret ba usinou mo(d)-se, faot ket dê debiñ pezh vé prodüet ba, ba'n usinou goude !

Ah boñ ?!

– Oh beñ…

Oh ! N'onn ket, ah ! Me welon ket an dra-h(e) amañ, dre-amañ meus ket bet gwel(e)t den e-bed 'h o(be)r miser d'i loned !

– Nann, me(d) usiniou bras oa !

Ya-ya ! Me(d) ya ! Me(d) an dra-he…

– N'é ket feurmiou oain 'lar(e)d !

An dra-he n'é ket, n'é ket de l'agriculture n'é ket neuh(e) !

– N'é ket kin !

Nann, n'é ket kin

– Nann

Ma ! Mo(d)-se (e)ma…

– Pe-sort melchen oa mad d'ar c'heseg ?

Beñ tri sort melchen a oa

– Ya

Melchen-glas, melchen-ru ha melchen-gwenn

– Ya ha pe-heñi oa an heñi gwellañ ? D'ar c'heseg ?

Oh beñ daon ! Ar melchen-glas a bade pad an hañw pé vis(e) troc'het, me(d) 'benn ur mis goude hïe 'n traou-all (a)darr(e) hag a gontinüe pad an hañw, ya ! Ma vije temz d'an dan kwa ! Ma vije dru ar park kwa !

– Ya-ya, mod-all ma klêt kaos 'e deus ar melchen bihen

Ah ! An dra-he é ar melchen-koat ! Ba-mesk ar peuriñ !

– Ha pet(r)a pefe da lar(e)d diwar-benn ar melchen-koat ?

Beñ an dra-he vé beñ, beñ hadet ga ray-gra(ss) hag an traou mo(d)-se bremañ

– Ar ray-gra(ss) ?

Ya, ray-gra(ss), ray-gra(ss) anglais, ray-gra(ss) italien ha ray-gra(ss) hybride

– Me(d) melchen, me(d) bihen eint kwa ?


Ah ! Bihen, ya !

– Ya-ya

Ah ! Ar melchen na vé ket uhelloc'h 'vi(d) an dra-he kwa !

– Ha, pugur un' na lar(e)t din-me, just a-walc'h, vij(e) mad da, d'ar saout

Eo !

– Pass debiñ re kwa !

Eo ! Ahe (e)ma ! Pa 'h eent war-yun war'naoñ, ha gwleb, a c'hweent

– War ar rew, ma klêt 'e

War ar rew ha, ha gwleb ! Melchen tener war, war rew, ya ha gwleb ! A c'hweent !

– Ha melchen tomm 'e, ma klêt

Ah ! Melchen tomm n'é ket mad 'è

– Nann

Beñ ar melchen zo de l'azote ! Sete…

– Ya-ya ha' c'hwee ba kov ar veuc'h

Ah ouais !

– Ha pet(r)a oa daw plantañ ba'r veuc'h ?

Un trokar pet(r)amant daoust ma vije, plant(añ) un tüio dê ba o goûg d'ond d'an estomog, da zigass ar c'hwe maes

– Ha dre be-lec'h ? Dre-amañ ?

Ya, nann ! Ar…

– Ah ! Ba, dre ar ginou ?

Ya-ya !

– Hañ ! Direktamant mo(d)-se da-bek(ed) ar bouellou kwa !

Ya ! Bet meus bet gwraet

– Ha march a ra mad ?

Beñ « chchchchchch » !!! C'hwezh fall ! Daw oa diwoull mond, daw mond d'an estomog, n'é ket d'ar poumons 'n-hi(ni) oa hañ ! Pugur dre-ahe… Ehe ! Kompliked é hañ !

– Ya

Ya

– Am(añ) vé lar(e)t, just a-walc'h, faot ket mond enob-garzh ?

Eh ! Eneb-garzh, an dra-h(e) é ar loue !

– Ya

Ar loue 'hond, ar vuoc'h 'hond d'alañ ha 'r loue zo eneb-garzh

– Ya

Ya, me(d) eh…

– Me(d) an dra-he meus klêt 'e 'vid lar(e)d pa 'h a ba'n toull fall, just a-walc'h

Ah boñ ?! Ya ! Aet é eneb-garzh 'è, ya, n'é ket aet ba'n toull oa sañset d'ond !

– Nann, pugur zo diw gourleñgenn ha…

Beñ un' 'vi(d) an aer ha un' 'vi(d) an depach ! 'Vi(d) 'n estomog

– 'Vid un pet(r)a ?

'Vi(d) an depach !

– Ah ya ?

'Vi(d) dibiñ !

– Ah ya ?! An depach a lares ?

Ya, oho ! An depach, ya, an estomog kwa !

– Ya-ya-ya-ya !

Ah ya…

– Ha gwraet vije mo(d)-se 'e… Gwelloc'h oa 'h o(be)r ar mo(d)-se pe 'h o(be)r ga'n trokar ?

Beñ ar veterinèr ree ga'n trokar… Ha me ma bet ur… Un' ahe gis-se hag oa c'hweet, oh ! Ma joñjet :

« Merde ! Mod-mañ zo moien d'o(be)r 'è ! »

Ma bet klêt lar(e)d kwa ! Ale ! (E)ma an tüio ahe gis-se, plastik ahe gis-se, ale dao ! Hag isseet kwa ! Ha reüssisset, pugur ga'n trokar oa risk 'è infection goude

– Ya, bulumet vij(e) an traou kwa !

Beñ oa ket hygiène, oa ket gwal anveet kwa heñ !

– Oh ! Me(d) deus pezh meus klêt ouïe an dud 'h o(be)r an traou prop memes-tra !

Ya, me(d) pass… Oa ket hygiène mod a vé bremañ heñ ! Oh ! Joñj a meus a vïe tap(et), tapet, war skoa ar veuc'h vïe lakeet ar, an dorn hag ar bis ! Ha vïe poentet ahe gis-se ba-lem a oa ar gwakañ toud ahe gis-se

– Ahe oa plantet an trokar ?

Ya hag a chome un' / dow zevezh kwa !

– Ah ! An trokar jome ba, ba'r veuc'h kwa ?

Ya

– Plant(e)t barzh

Ya, an dra-he oa 'vel un hinkin-houarn hag ur boentenn barzh, set(e) ar boentenn antree d'o(be)r un toull, kar kroc'hen ur vuoc'h zo kaled hañ ! Sete goude pé vije toullet, vïe tennet ar boentenn hag an trokar chome da blass ha 'h ee ar ju da vala !

– Ha vij(e) ket laket sort e-bed war, war an toull, just a-walc'h, blam da, da zivulumañ pe… ?

Non-non-non-non…

– Nann ?


Nann, penses-tu ! Mo(d)-se oa kont…

– Ur bann'h-lambig pe n'ouzon ket pet(r)a

Oho non ! Meus ket bet gwel(e)t 'h o(be)r gwech e-bed…

– Nann-nann

Me(d) ar veterinèr a reche, me meus ket bet toullet hi(ni) (e-)be(d) hañ ! Meus ket gwraet (ne)me(d) chikour 'h o(be)r kwa ! Oh ! Pet(r)a meus bet ? Un' pe diw war toud ma buhe

– Ya

Sete n'é ket kalz heñ !

– N'é ket kalz

Nann

– Ha peus gwraet mugnoc'h war-dro ar c'heseg 'vid war ar saout kwa ?

Oh beñ ga'r c'heseg meus ket bet problem (e-)bed 'è hañ !

– Nann-nann, me(d) 'n-om okupet, matresse, mugnoc'h deus ar c'heseg 'vid…

Ah be(ñ) goude p(a) oan 'n-om ga(v)et peisant, 'vel lar 'r re-mañ, ma saout ha keseg heñ ! Aha ! Pugur daw é demp kontinüiñ !

– Ya, me(d) derc'het peus ur feurm neuh(e) war-lerc'h kwa ?

Delc'het meus ur feurm, ya, me(d) pass duzhtu !

– Pass duzhtu ?

Nann

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog