19/03/2018

Plantennou, skalfou, liswad ha pas

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet eizhte so ba-ti J. ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Dour-grijyl = Du Cresyl (ancienne marque d'un puissant désinfectant à base de crésol)



– Goûd a houz(e)s ta laret din-me « enob-garzh »

Ya

– 'Vid ur bugel aseet

Ya

– A-raog ganañ kwa ! Ha Marie-Thérèse na lar(e)t din-m(e) ar wech divé vé lar(e)t « aet é enob-garzh » 'e, pa pé ket…

Ya ! Pa dourlonkes, enob-garzh, ya, just a-walc'h !

– Ah

Ya

– Ha pe-sort mod a larefes ?

« Lonket a meus enob-garzh ! » Pugur barzh da hoûg so diw pe deir gourlañgnenn kwa !

– Ya

Ha un' zo 'vi(d) le cœur, un'-all zo 'vi(d)…

– Dow zo…

Beñ ya ! Dow zo papred kwa !

– Ya

Me(d) daon ! Toud an dud neugn ket, me(d) kalz deuh an dud neus un arrêt ah(e), ur mod bennaket ha pa douches da hezh, neuhe 'n-hi(ni) dourlonkes ! Ben oui…

– « Dourlonket » vé lar(e)t


Ha neuh(e) teu ar pas dit kwa !

– Pet(r)a vije gwraet, just a-walc'h, d'an dud pa vijent tapet ga'r pas ?

Ah daon ! Gwich-all oa ket kalz tra 'ha ! Houzoh walc'h, 'vi(d) an dra-he, vé… Vije bervet dour ha laket 'è ur bann'h-lambig wichou barzh

– Ah ya ?

Kement-ha netaad da hoûg kwa ! Ha mel vije debet 'è

– Ha vij(e) ket laket 'e un tamm palastr war da gorv ?

Euh eo ! Euh pet(r)a vé gwraet deus an dra-he ? Plastr-linad gwich-all !

– Ya, ah boñ ?

Vije lakeet war da vruched ahe, d'ar vugale kwa ! Greun linad a vije poahet ha laket in tomm war da vruched ah(e) blam da zegajiñ kwa ! Linad tomm vije laket kwa, ya ! Petramant lod-all a lake 'è gwich-all, gwich-all pugur vije gwraet krampouzh beb su'n, ar larjênn a vije 'torch ar billig

– Ya

A vije laket ah(e) 'è blam an dra-h(e) oa dru hag a zegaje da vruched kwa !

– Ah ya ?

Ah ya ! Me meus choñj gwel(ed) mamm-gozh am(añ) à lakad diñ, pa vijen à passaad da vad mo(d)-se vije lakeet ur servïed net ha laket hezh ba kreis ar servïed d'ablame d'an druani d'antreal pa vije tommet din kwa !

– Ah ya ! Tommet vije ar larjênn ?

Ah ya ! Tommet a vije, ya !

– Hañ ! Hag a ree vad ?

Ah ya ! O(be)r a ree ! Ya-ya-ya !

– Ha chom ba da wele ?

Ah ! Ba m(a) gwele vijen delc'het neuhe, ya ! Aha ya-ya !

– Oa ket droad d'ond da haloupad

Ah ! Oa ket droed d'ond da haloupad neuhe, nann-nann ! Me meus choñj 'e ha pa oan ba'n ti kozh ahe vije lar(e)t demp :

« Bon ! Bremañ chomes barzh da wele ! »

Ha me teue war ar bank-toster, gwich-all oa ur gwele-klos ! Ha me(d) pa teuen war ar bank-toster, vije ar vamm-gozh :

« Ale ale ! Barzh da wele ! » Vije lar(e)t diñ, « ahe renki chom venoñs ! »

Sell me vïen ket kontant 'è, vïen klask dond er-maes ! Houzoh walc'h

– Beñ ya, sur ya !

Oh ya !

– Pad dow-tri devezh mo(d)-se

Daon ya ! Mo(d)-se ken vij(e) passeet a-peu-prè kwa !

– Ha beb pla vije tapet traou mo(d)-se ?

Ah ! Beb pla, beb gooñ, ya, vije tap(e)t ! Daon ! Gwich-all oa ket louseier deus traou mo(d)-se !

– Nann-nann, me(d) lod oa solutoc'h 'e

Ah ! Lod oa solud, lod ha' dapent ket, nann !

– Nann-nann

Nann-nann ! Me(d) gwich-all, bon oa kalz re-gozh hag a ree louseier ga plantennou ha-traou, bon an dra-h(e) egziste kwa ! Me(d) louseier mod-all, oa ket kwa !

– Nann-nann

Nann

– Peus ket joñj pe-sort plantennou vije implijet ?

Oh ma Doue ! Nann 'ha !

– Nann ?

Nann, bah ! Ar vamm-gozh a ouïe, me(d) meus ket bet goull(et) diganti pe-sort plantennou vijent, houzoh walc'h, nann, beñ nann…

– Ha aneo a res hano ar plantennou ?


Oh beñ lod anê, ya !

– Ya ? Ha pe-sort re teu da joñj dit ar mo(d)-se ?

Daon ! Fleur-ru ah(e), les soucis ha ar reñ-he vije mad ! Ar reñ-h(e) vije lakeet kwa !

– Ha pet(r)a vé gwraet deusoute e brezhoneg ?

Daon ! Fleur-ru !

– Fleur-ru ?

Ya !

– Ah ya

Vije gwraet deusounte, ya, ar reñ-t(e) a oa fleur hag a teue partoud kwa ! Ar reñ-h(e) oa aes da gaoud kwa !

– Ha ru oagn

Ya, just a-walc'h, ya !

– Pe-sort mod oagn ? Bihen pe bras pe… ?

Oh ! Ar fleur(e)nn vije a-peu-prè 'vel ginou ar wer(e)nn ahe gis-se

– Ah ya ?

Ya ! Ha vije…

– Pemp pe c'hwec'h santimetr kwa !

Ya ! Ha vije tapet ar fleur hag a vïent laket ba'h ur torch tomm !

– Ya

Hag an dra-he goude, ma'hat houzoh walc'h, an aezhenn deusounte ree vad ma'hat d'i pruched kwa ! Ya-ya !

– An aezhenn ?

An aezhenn, voilà !

– Ah ! « L'émanation » ?

Ouais, ouais-ouais, quand on avait chaud, on transpirait avec ça, quoi hein !

– Pet(r)a é « transpirer » amañ ?


C'hwejiñ !

– Hag « la transpiration » ?

C'hwejadur ! Ya, ya-ya ! Pa vé da zilhad ganes dow pe dri devezh vé :

« Oh daon ! Poent é din kannañ 'nê, kar c'hwezh ar c'hwejadur zo gante ! »

– C'hwezh ar c'hwejadur ?

Ya ! Ya

– Ah ! N'é ket aes lar(e)d…

Ah nann ! N'é ket aes lar(e)d, me(d) ar mo(d)-se vé kwa ! 'Vel dindan da gasellou ahe, pa c'hwejes, boñ a teu da c'hwej(iñ) c'hwezh kreñw kwa !

– Ya-ya-ya

Ya !

– Sur !

Beñ ya !

– Vije ket « parfum » e-bed d'ar mar(e)-se ?

Ah daon ! Neuhe, daon ! Oa kemed dour-javel d'ar poent-se, houzoh walc'h, nann

– Dour-javel vije memes-tra ?

Ah ya ! An dra-h(e) a vije, ya

– Vije implijet ?!

Oh ya 'ha !! 'Vi(d) amañ vije gwraet, matrehe partoud vije ket, me(d) amañ vije implijet dour-javel, ya

– Me(d) blam d'o(be)r pet(r)a ?

Daon ! D'ablam da ziseñfektiñ traou krei(s) treig ar loned ha-toud kwa !

– Ah ! Treid ar loned vije deseñfetket ga dour-javel ?!

Ah ya ! Ah ya-ya-ya ! Daon ! War ar vein, a-wichou, ar loned a gigne o zreig, bon ! Hag a ma vijent ket diseñfektet vije pell 'yac'haad, houzoh walc'h ! Ha meus choñj vije laket ur pezh pilhou dê, pa vije diseñfektet, d'ampech ar pri d'ond war ar plaie kwa !

– Ah ya, ya-ya

Ya ! Ha dour-grijyl vije gwraet 'è !

– Dour-grijyl ?

Ya

– Pet(r)a é an dra-he ?

An dra-h(e) oa kreñw, me n'ounn ket, dour kreñw kwa !

– Ah ya ?

Ya, me n'ounn ket ga pet(r)a… Dour-grijyl vije gwraet deusountoñ !

– Alkol oa barzh ?

Ah ya ! Alkol oa barzh, ya

– Dour-grijyl…

Ya

– Pet(r)a vije gwraet ga'n dour-grijyl ?

Daon 'ha ! Laka(d) 'naoñ da ziseñfektiñ 'è

– Ah ! Memes-mod ?

Ah ya-ya ! Dés…, Désinfectant oa kwa heñ !

– Vé ket lar(e)t amañ « divulumañ » ?

Ah yeo ! An dra-he vije lar(e)t 'è

– Ah ya ?


« Bulumet é, red é divulumiñ 'naoñ kwa ! »

– Ah ya ?

Ya

– Memes-tra 'vel diseñfektañ ?

Just ! Meh-mod é, ya

– Pugur ma ket klêt c'hoazh !


Ah !

– An dud lar « diseñfektiñ » be-vech

Just, ya, me(d) « bulumiñ », ya ha « divulumiñ 'naoñ », ya

– Ah ya ?

Daon ya ! Pugur pa vé ket deseñfektet teu da, da vulumiñ, da washaad, houzoh walc'h

– Ya

Beñ ya !

– Sete 'benn-neuhe vé daw, poent…

Ah ! Poent a vé c'hoa(r)i

– … Divulumiñ

Pa gomañs goriñ é poent toullañ 'naoñ d'ar gor da zond-maes ha da lakad produit war'naoñ neuhen, dour-grijyl petramant dour-javel kwa heñ !

– Ah ya ! Ha klêt ma 'han(ou)t 'lar(ed) un dra mennaket ur wech ha' ma ket klêt c'hoazh : Pet(r)a é dit « liswad » ?

Liswad ?

– Ya

Daon 'ha ! De l'eau dans le sang !

– Hañ ! Ur meskaj etre dour ha gwad ?


Oui, oui liswad, ya

– Pugur pa lar(e)t : Dour, liswad ha gwad

Hum !

– Matresse oa ba'r pi-moc'h bihen

Ah just a-walc'h, ya-ya ! Ya-ya, pa rees ur pe-moc'h bihen war da zorn a teue dour ha gwad assames, sell an dra-h(e) oa liswad !

– Ah ! An dra-he oa…

Ya, an dra-he oa

– Me(d)…

Pugur a-wichou a ree une cloque, houzoh walc'h hag a teue dour da-heul hag a sell vije liswad kwa !

– N'é ket ur meskaj etre gwad ha… Ha gor ?

Ah nann-nann ! Liswad ! Nann-nann ! Ar gor neuhe oa, heñ oa gwenn neuhe !

– Ya


Ha teue wichou gwad da-heul 'è, me(d) n'é k(et) an dra-he oa ! Pa teue dour, pa res ur boss war da zorn, ahe teu dour da-heul, sell teu liswad kwa !

– Ah ! Liswad é an dra-he neuhe ?

Ya-ya, ya-ya !

– Ha oa kime(d) ba'r pi-moc'h bihen vije gwel(e)t ar liswad pe… ?

Beñ eo ! Wichou pa 'n-om droc'hes 'è, wichou teue dour da-heul 'è, an dra-h(e) zepand pe-naos a vije

– Ah ya… Ha 'vid ar skalfennou oa war an doworn ?

An dra-he vije gwich-all pa vije skorned, da zoworn teue da skalfiñ, me(d) daon ! Mo(d)-se teue liswad maes ar reñ-he, maes ar skalfou 'è

– Ah ya ?

Ah ya !

– Hag an dra-h(e) ra poan…

Oh ! An dra-h(e) ra poan, ya ! Ha sell vije laket lard, saindoux, gwich-all blame dê da je(rr)iñ kwa !

– Hañ !

Ha p(a) vïent leusket, ar reñ-he teue da fuloriñ kwa ! Sell vije laket lard teuet neuhe war'nê da je(rr)iñ kwa ! Sell 'benn 'r fin a yac'heent kwa ! Oh ! Me(d) be oa kalz a dud hag a na kroc'hen rust hag ar reñ-he skalfe kalz mïoc'h kwa !

– Ya-ya-ya !

Ya

– 'Vid ar re-all kwa !

Ya-ya-ya !

– Ha skalfennou zo 'e ba…


Barzh da vusellou 'è, ya

– Ya ? Memes-mod vé lar(e)t


Ha' ra poan 'è 'ha !

– Oh ya !

Ya-ya !

– Ha vije laket lard 'e ?


Ah ya-ya-ya ! Traou dru kwa ! Pugur oa ket lousou-all kwa ! Me(d) daon ! Bremañ zo des produits, du gras ha' brenes ba'r farmassi

– Ya, memes-mod…

Mais c'est pareil quoi hein !

– Ya-ya-ya


Sauf c'est un autre produit qu'on a fait quoi ! Me(d) gwich-all oa keme(d) lard ar moc'h 'kement a soeñgne 'n dud kwa heñ !

– Ya-ya-ya


Ya !

– Hag a vije lak(et) an traou war ar skalfennou toud


Ah just ! War an dra-he vije lakeet, ya

– Ha ïoul devet pa laret 'e, med an dra-he oa…

Ah ya !

– … 'Vid ar gwenanennou

Ya ! 'Vi(d), 'vi(d) ar wenanenn ! Me(d) an dra-he, 'n efed mad a oa ha ïoul a oa kwa ! Me(d) oa ket koñsideret lousou oa, houzoh walc'h ! Me(d) amañ oa un' kozh a'hat ! D'an nec'h à chom ahe gis-se ha hezh na doworn rust ! Hag a teue gwenan daoñ ha heñ lake ïoul devet, bon ! Gwich-all, houzoh walc'h, oa powr an dud, vij(e) ket laket ïoul mad, houzoh walc'h

– Nann-nann

Ha heñ a dape ïoul devet mod deuh ar machinou hag a lakee, ma ! Diminüiñ reent, ah ya ! Pugur a vijent gwag, houzoh walc'h

– Beñ ya

Ya

– Matresse devet ga…

Ya ! Ga'n ïoul !

– Ya

Ga'n ïoul, ya ! Beñ ya !

– Ma ree vad…

Mo(d)-se (e)ma, pet(r)a ri… Gwich-all vije gwraet beb-sort traou !

– Beñ ya, me(d) an dud vijent ket amerdet ba o zi !

Ah nann-nann 'ha !

– Ha' ree pezh nagn c'hoant !

Ya, just a-walc'h, ya

– Pugur vije ket sellet deus a-dost 'vel vé gwraet bremañ

Ah nann ! Nann-nann-nann !

– Neuhe mamp bet ar fleur-ru, pet(r)a zo c'hoazh ? Plantennou…

Pet(r)a zo c'hoazh… Ar stankéres-gwad ! Ur, ur blantenn gwer é, hir vé 'vel form d'un teod ahe gis-se ! Ar reñ-he oa mad da stank(añ) ar gwad pa droc'hes da zoworn kwa !

– Un tamm 'vel ar pemp-rijenn ?

Ya ! Just a-walc'h ! Ya-ya

– Ha pe-sort mod, gwer oa, pa lar(e)t ?

Gwer, ya !

– Ha oa fleur ba, ba… ?


Ah ! Oa ket ! Ar reñ-he rent ket fleur !

– Rent ket fleur ?

Nann-nann ! Ar reñ-he rent ket fleur !

– Ah ya… Blam d'ampech ar gwad d'ond-maes kwa !

Just, ya !

– Hag a varche mad ?

Beñ ya ! Daon ya ! March(añ) a ree, petram 'benn 'r fin zihane da wadiñ, me(d) pa lakeès hezh a wade neubeutoc'h kwa heñ !

– Ha ree ket droug ?

Ah nann ! Droug e-bed in mod e-bed, nann ! Nann-nann-nann !

– Añfeñ, ree ket poan, a laren…

Ah nann-nann ! Poan ree ket, nann ! Nann-nann ! Bon be oa c'hoazh ha vije laket ur blantenn gwer 'è war an tôennou ahe gis-se ha vije friket da lakad takennou neuhe barzh da skou(a)rn, pa hije poan-skou(a)rn, takennou ba… Vije gwasket war'naoñ hag a gouee barzh da skou(a)rn ha' hije neubeutoc'h a boan 'è

– Ah ya ?

Ya !

– Ha pe-sort plantenn a oa ?

Pet(r)a vije lar(e)t… Ah ! Hezh a teue ba'r c'haoc'h-saout ! Gwich-all

– Ah ya ?!

Ya, be meus ar blantenn ahe papred

– Ha peus ket joñj deus an hano ?

Oh nann ! Meus ket joñj pet(r)a oa…

– Fleur kaoc'h-saout ?

Ya ! N'é ket, n'é ket fleur kaoc'h-saout é 'ha ! Me(d)… Oh ! Pet(r)a oa ?! Oh daon ! Me meus ankoueet kalz, ah ! Me meus gouïet kalz…

– Ha vije laket war an tôennou ?

Ya !

– N'é ket hesk é ?


Ah nann-nann-nann ! Nann-nann ! Laket vije un tamm kaoc'h-saout ha vije laket hezh hag a groge ba'r c'haoc'h-saout ! Ha heñ 'ha ! Teue bras ha teue ur bern plant kwa deus an dra-h(e) !

– Ha fleur oa barzh ?

Oa ket ! Ar fleur, nann-nann ! Heñ oa ur blantenn gwer mo(d)-se, ree keme(d) deliou ha neuhe gwrïou !

– Hañ !

Beñ ya !

– Ma ga(v)es 'nèi

Eo 'hat ! Damai a zisküin 'nèi dit ! Bon ! Ha 'h amp da domm(añ) ur bann'h-kafe brem(añ) da boent mer(e)nn ! Pe kafe pe te eves ?

– Te, kentoc'h

Te ? Bon !

– Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog