30/03/2018

Tap ur vunienn da lakad war ar saout dre 'n hanter ha chech war'nê maes

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Karais, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



– Ha dourenniñ ar prajeier, an dra-s(e) peus gwraet ?

Ya, ya-ya !

– Ha pe-sort mod vis(e) gwraet ?

Eh beñ gwajou vise gwraet !

– Gwachou don ?

Oh nonn ! Pass gwal don ! An dra-s(e) zepand deus ar mod vis(e) war an douar ! Ha goude-se ne(u)'n, pé vise gwraet ar wazh 'ta ! Da gemer(ed) an dour, beb ar mar(e) reeh machinou mo(d)-s(e) d'an dour d'ond-maes hag an dra-se hwlebè toud ar re oa war ar prad

– Ha ga pet(r)a vis(e) kempennet ar gwachou ar mo(d)-s(e) ?

Ah ! Ase oa traou da droc'hiñ ! Lakèh un troad barzh-enni hag e… 'Droc'héres-gwajou vise gwraet deusouti

– Un droc'héres-gwajou ?

Ya, hoñzh na un troad barzh-enni ha nag ur penn hag a droc'hè, pé vïe ket re-gal(ed) an douar ! Ha c'hwi boussè (a)nèi ar mo(d)-s(e) ha war-lerc'h ne(u)'n, tàèh dre 'n tu-ell hag a, a lakèh (a)naoñ ba'r, ga'r sañs-ell hag ar wazh vis(e) ar mo(d)-s(e), goûd a reh, an dour tàè barzh

– 'Vel ur buter kwa !

Ya, ya, ya, un droc'héres-gwajou vise gwraet (a)nèi

– Ya, blam d'o(be)r gwajou kwa !

B(l)am da an dour da zond un tamm bihen partoud ha ma vis(e) gwraet un tamm plass daoñ, beñ hezh zerc'hè da ledañ ha' zourè ur bern deus ar prad heñ !

– Ya, pugur me ma klêt 'e vije gwraet ur wazh, ba Plouïe ma klêt an dra-he, vije, beñ gwraet vije « ar gwachou don » deuh an dra-h(e), just a-walc'h ha vije gwraet ur wazh vras da zigentañ

Ya

– Ha oa tammou gwachou bihen

Ya

– Blam da zour(iñ) ar prad kwa !

A zour ar prad penn-ha-benn pet(r)a !

– Ya, me(d) ur feunteun oa ba, ba beb prad, oa ket ?

Oh… Red vise kaou(d) ur wazh da zigass dour heñ ! D'ar prad hañ !

– Ya

Me(d) ar prajou vise dour barzh-enne toud 'è

– Ya

Ar re vïe ket dour barzh-enne, ar reñ-s(e) vis(e) labour(e)t !

– Ah ya

Ah ! Me(d) ha ar prajou, ar reñ-s(e) oa ar re oa ket moien da labour(a)d (a)nê pet(r)a ! Kar re umid oagn pet(r)a !

– Ya

– Med izhpenn ur sort prad oa

Ya, be oa tiriennou heñ !

– Ah ya

An tiriennou, ya

– Ha ba'n tiriennou, an douar oa sec'hoc'h

Ah ya ! An tiriennou, bi oa lod (a)nê ha', ha' 'benn vis(e) e(rr)o mis-meurzh vïe ket dour barzh-enne kin heñ ! Heñ ?!

– Oa ket ur prad mad neuhe ? Nann ?

Yeo ! Me(d) red vise dec'h douriñ ar prad a-bred pet(r)a ! B(l)am da gaoud yeot ha gwech-ell oa, oa beb-sort prajou : Be oa prajou-tirien ha be oa prajou gwleb pet(r)a !

– Ya

Ya ha vise red, vise ar prajou gwleb vise lak(et) müoc'h an dour war'nê b(l)am d'ar yeot da bouss(añ) pet(r)a ! Gwech-ell vise troc'het yeot da reiñ d'ar saout ! Gwelet peus an dra-s(e) 'è ?

– Pass, me zo re-yowank ! Bet…

Ya

– Gwel(e)t meus bet 'h o(be)r ga'n droc'héres, añfeñ, an droc'héres modern

Nann

– Pass an droc'héres

Ga'r va(l)c'h vise troc'het yeot

– Ha vije rôet an dra-he d'ar saout ?

Ah ya !

– Ya

Hag ur prad, ur feurm ha' oa ur prad barzh oa penvidig ! Amañ oa ur prad ha' zigoueiè ba-bord ahann pet(r)a ! Deus ar feurm-ell a(ho)nt 'è, eh beñ ! Hezh, ur wech vis(e) e(rr)o ar mis-c'hwe(w)ro, hezh zihanè ket d(a) droc'hiñ yeot ba i brad ! Dre ma droc'hè vis(e) dour dalc'h-mad pet(r)a !

– Ya-ya ha oa ket voien da lak(ad) ar, da lak(ad) ar loned ba'r prad kwa…

Beñ nann ! Petraman(t) ne(u)'n abimè ar prajou toud pet(r)a !

– Ah ya

– Ya, matresse jomè sac'het ar, ar saout a-wechou ?

Ah ya ! Ya-ya-ya-ya ! Ha… Ha ne(u)'n abim(añ) ar prajou vise gwraet toud ma, ma lakèh ar saout ba-lec'h é gwleb 'è, an dra-s(e) añfoñsè ha zifoñsè toud an traou !

– Ya ha oa bouilhenneg ar prad kwa ?

Ya

– Ya

– Ya

Ha bi oa takadou

– Ya

Ba serten prajou, añfoñsè ar saout barzh heñ ! Ha chomègn plantet barzh ! Vise red tap(ed) ur vu(n)ienn da, da laka(d) war'nê dre, dre 'n hanter ha chech(añ) war'nê maes !

– Hum-hum-hum

Ah ya !

– Oa ket aes kwa…

Breum(añ) vé ket gwel(e)t, breum(añ) n'eus, n'eus ket prajou mo(d)-se kin heñ !

– Ah yeo… Of… N'eus ket kalz ! N'eus ket kalz

An dour zo bet diminü(e)t, n'eus ket prajou kin hag a chom ar, ar saout fontet barzh-enne…

– Nann

– Nann, me(d) be zo bet gwraet konrïou 'è, ba Langanteg zo bet gwraet ur, ur pa(r)kad-maïs ba-lèc'h oa ur vouilhenn gwech-ell

Ah ya

– Hag an trakteur, n'eus ket voien da lak(ad) an trakteur d'avañsañ barzh ha…

Nann, nann, nann

– Beñ ! An trakteur jom skouilhet brem(añ) !

Petram vé daw o(be)r ar maïs a-bred a-bred pet(r)a !

– Ya

– Ya pe matresse dizour(añ) ar prad, n'eus ket voien d'o(be)r ?

Pfo nann ! Ma é an traou re hwleb, n'eus ket moien…

– N'eus ket voien d'o(be)r kwa…

Nann

– Nann

– Ha just a-walc'h, pe-sort mod vé lar(e)t pé gresk an dour, an dour deus, deus ar c'hanol, kén vé dour partoud ? « Une inondation », pe-sort mod vé lar(e)t an dra-s(e) e brezhoneg ?

Vïe ket lar(e)t une inondation deus an dra-s(e) ma peus c'hoant, me(d) oa ket moien da laboura(d) 'nê

– Nann

Pé oa ket moien da zizouriñ (a)nê, oa ket moien da zizouriñ (a)nê…

– Vïe ket lar(e)t amañ : « dileuniet é ar stêr » ?

Dileuñiet é ar stêr ?

– Dileuniet ?

Ya, dileuñiet, ya, an dra-s(e) oa pé zebordè an dour pet(r)a !

– Ya

Pé zebordè ar wazh pet(r)a !

– Ya-ya-ya

Me(d), ma zileuñiè an dour, 'benn-ne(u)'n vis(e) dour, ur bern dour heñ !

– Beñ beuñiet an traou kwa…

Ya, ya-ya

– Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog