08/03/2018

Tijuni, lein, merenn-vihen ha koan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec warlene assames ga M. deus Kolloreg ha Ch. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Pierre-Yves
Ch.
M.



 
– Ha pe-sort boued vise gwech-all neuhe ga'n dud ?

Ma Doue ! Pe-sort boued ?!

Patates kig-sall !

Patates kig-sall, ha toud !

Ga un tamm youd !

Ha youd ba'r chidour(e)n 'kreis an daol ! 'Vel oan bet 'h o(be)r ba, ba…

Ya, ba du-m(añ) vïe lakeet war 'r lor-zi, vïe lakeet an treber ha vïe lakeet…

Ya

… Ar chidour(e)n war-horr(e) ha bep-heñi a dapè…

Ya, me(d) pep-heñi ba i blass !

Ah ya

Ba i blass, na ket da…

Ba-plass ar re-all !

Ah nann ! Ho tu ouïeh pa le droit, ho tu ha… Ha 'h eeh ket da vesk(añ) an traou (aha)noh ! Pep-heñi e, e blass !

– Ha da vitin vïe komañs(et) an devezh ga petra neuhe ? Ga ur, ur volennad-kaf(e) ?

Ah ya ! Ah ya !

Boued-kafe !

Boued-kafe

Boued-kafe ha laket laezh barzh

Ya, boued-kafer vïe gwraet d'ar mar(e)-t(e)

– Hag ar vugwale hag an dud ba'n oad a zebe memes-tra ? Petram…

Ya 'vat !

Beñ ya !

Daw oa dê 'ha !

Me(d) oa ket traou-all ! Eh ! Vïe ket gwraet…

… Dow bred

… Dow dra heñ ! Ar vugwal(e) zebè 'vel an dud, 'vel ar re-all !

– Me(d) an dud a yee da labour(a)d kaled war ar maes, boñ vïe…

Oh ya !

– … Vïe daw dê dibiñ muioc'h

Oh beñ hègn zebe pe(zh) nagn emm heñ !

Oh ya !

Bar(a) kig-sall !

Ah ya-ya ! Bar(a)-amann !

Bar(a)-amann, bar(a) kig-sall

P(e)t(r)am lard vis(e) 'è

Ah ya ! Lard 'e

Lard-sall

Lard-sall 'e, ya, vé gwraet papred c'hoazh, me gav mad o(be)r papred

– Vïe ket an dud o hond da gass traou dê da zibiñ da… ?

D'ar parkeier ?!

– Da unneg eur, deg eur-hanter / unneg eur ?

Oh nann !

Nann !

Nann-nann ! Nann-nann-nann-nann !

An dud teue d'ar gêr da zebiñ !

An dud, vïe ket gwraet… Ar pred é ar pred : Tijuni ! Lein ! Mer(e)nn-vihen ha koan ! Ah(e) (e)ma toud !

– Ba ma bro meus klêt lar(e)d 'benn vïe an traou 'troc'hañ foenn kwa !

Ah ya ! An droc'hadeg-foenn

– Ga'r fa(l)c'h

Ga'r valc'h, ya !

– Vïe an traou 'kass vïou fritet

Ah nann !

Ah nann

Am(añ) vïe ket gwraet

Am(añ) vïe ket gwraet, am(añ), am(añ) vïe ket gwraet : Tijuni…

Kass traou dê d'ev(añ) vïe gwraet !

Ya, ah ya 'ta !

Me(d) pass da zibiñ !

Ya-ya !

Ya ! Ar boesson vïe kass(e)t d'evañ, me(d) da zebiñ vïe ket

Ah ya ! Me(d) da zeb(iñ), n'on… Tijuni deuh ar mintin ! Lein dé greis-te

Ha koan deus an noñs

Mer(e)nn-vihen !!!

Ya, da mer(e)nn, ya-ya…

Mer(e)nn-vihen ha koan ! Ah ya ! Mer(e)nn-vihen !

– Ha sete vïe ket un tamm kolassïon ganoc'h da unneg eur neuhe ?

Ah non !

Ah nann ! Ah nann-nann !

Non-non


– Ah boñ ?!

Ni meump ket bet gwel(e)t an dra-he gwech e-bed !

Nann-nann, ah nann ! Ah nann-nann-nann-nann ! 'Benn-neuh(e) vïe ket debet lein gou(de)-se !

Nann

Nann-nann ! Me(d) an dud tàe dé… Ar mar(e) oa ar mar(e) heñ ! D'ond da…

… Da zeb(iñ) ho pred

Ha da zeb(iñ) ho pred é kreis-te hanter ha… 'Tro kreis-te hanter !

An dra-h(e) oa d(a) ziveo d'o(be)r…


Ah ya-ya ! Me(d)…

An dra-h(e) oa ar mar(e) divè

… Ar mar(e) é ar mar(e) ! Me(d)…

… Pass divêtoc'h


Me(d) tijuni, lein dé greis-te hanter, mer(e)nn-vihen 'tro pedir (eu)r, pedir (eu)r hanter ha koan…

… Pé vïe echou ar labour !

Pé vïe echou ar labour ! Ahaha !

An dra-h(e) oa eur (e-)bed

– Ha pe-sort mod pïe bet gouïet neuhe oa kreis-te neuhe ? Beñ ma oah 'labour(a)d ba, ma oah 'tiwall ar saout neuhe, ma pa ket montr (e-)bed

Pe-sort mod ?! Nign namp ket moñchou (aha)namp, me(d) nin ouïe deus an heol !

– Ah boñ ?

Sè ar goukoug 'kan(añ) !

Med… Pad 'n de ! Nin ouïe pé vïe kreis-te, nin lake ar mo(d)-se

– Hag ar skeud zo di-rag, ya

Ah ya 'vat !

– Ah ! An dra-h(e) zo re wir, ya !

Ya

Aha ! Me(d) nin ouïe, nin ouïe 'n eur ! Nin namp ket emm moñchou 'nê-gn, nin ouïe 'n eur ! 'Sarr sell(ed) deus an heol ! Pé vïe ket koumoun !

Ya, pé vïe ket golô(e)t an heol…

Aha !

Pé zispakè kwa !

– Matress(e) vïe klêt deus amañ kloc'h an ilij ?

Ah ya 'vat ! Ah ya !

Ah ! An dra-h(e) zepand deus pe-lec'h teu an…

… An a(v)el

… An a(v)el ! Pé vïe kleet kloc'h Landelo, oh !!! Me(d) mé dad larè :

« Aet é an a(v)el ba'n toull don ! »

Ah !

Ba Kolloreg vïe lar(e)t 'è

Deuh ar mod vé, vé pe-sort kleier vïe, ni, nin ouïe ! Ah !

Ya

– Hag a vïe kleet an añjelus d'an nos ?

Ah ! An dra-h(e) zepand !

Ah ! Da seizh eur !

– Da seizh eur ?

Ah ya, da seizh eur ha da greis-te

Ya, me(d) an dra-he ze[pand], an dra-he… An dra-h(e) zepand deus pe-lec'h teu an a(v)el !

Ya-ya, ah ! Me(d) bemd(e) vïe son(e)t da greis-te ha seizh eur kwa !

Ah ya !

Ya-ya

Fenoñs vé gwraet, me meus kleet 'nèi fenoñs 'darr(e) !

Ya ! Bemde

– Ha 'benn ar fin nïe kleet an añjelus, 'r re-gozh neuhe matresse ree sin-ar-groas ?

Ah… Me n'ounn ket

Of ! Matrehe, matrehe ar re-gozh ree

Ya, me(d) nann

Me meus ket bet gwel(e)t

Ni mamp ket bet gwel(et) an dra-hen, nann

Me meus ket bet gwel(e)t mé dad (ne)me(d) 'h o(be)r sin-ar-gr(o)as beb mitin pi sa(v)et ha vïe 'kanañ « da mamm Santes-Anna » ba i gwele, pé oa-ñw deut kozh kwa heñ ! Ha vïe 'kanañ « da mamm Santes-Anna » ba i gwel(e) ha pi sa(v)e pé vis(e) heol ree sin-ar-gr(o)as bemd(e)-bemd(e)-bemde !

– Ah ya… Ha 'benn vïe boulc'het un tamm bar(a) vïe gwraet sin-ar-groas

Ah ya 'vat ! Tamm bar(a)

Ah ya ! War an dorzh-var(a) !

An dorzh-var(a) rond

Vïe gwraet ar sin-ar-gr(o)as !

Ha c'hwi pa ket droad da lak(ad) an dorzh-var(a) war lign hi gein !

Ah nann avat !

Daw les(k) 'nèi plad ! Pass les(k) 'nèi war lign hi gein

– Ya ha petra oa kaos d'an dra-h(e) ?

Ha vé ket lar(e)t :

« Ar boued vé ket goneet war lign ho kein ! »

Vé ket ha na vïe ket lakeet gwech (e-)bed…

Me, me meus bet kleet an dra-h(e) : Ar boued vé ket goneet war lign ho kein

Ha gou(de)-se ar vigwal(e), pé vïer deus taol, oa ket droad da basseo 'nê dreist an daol 'è !

Nann-nann, an dra-h(e) oa…

Vïe daw 'h o(be)r an dro, pa ket droad 'è (???) d(a) lak anê da dreus an daol

– Blam da bi(tr)a neuhe ?

Ah !

– Blamour nïent ket bet kresket kin war-lerc'h

Ah, me n'ounn ket ! Oa ar mo(d)-se oa, pa ket droad d'o(be)r !

N'ouzon ket, ar mo(d)-se oa ! Hag ar gr(o)as vïe gwraet war an dorzh-var(a) 'benn komañs 'nèi

– Ha ganomp vïe ket droad da skub(añ) an ti d'an nos

Ah da, nann ! Pugur a'h ee-maes euh…

… Ar vertuz

Ya, ar…

– Ar vertuz ?

Ya

Vïe ket gwraet traou mo(d)-se

– Ah boñ ?

Ah nann ! Vïe… Ma pïe skub(et) an ti, c'hwi les(k)e an traou lous barzh !

Daw vij(e) 'ta chetañ ba'n tan ba'n oaled !

Ah ya, ba'n oaled, chet(et) ba'n tan

Vïe skub(et) ha chetet ba'n oaled ba'n tan kwa !

Ya-ya

'Tousk ar ludou !

Ya-ya

– Ha ganomp c'hoazh en-dro neuhe a vïe un treber vïe ba'r jiminal

Ya

Ah ya !

– Ha vïe ket braw leusk(en) an treber mo(d)-se kwa ! Vïe daw…

Lak(ad) 'naoñ distribil

– Lak(ad) 'naoñ 'stribilh

Ya

– Petram lak(ad) un dra mennaket war-horr(e)

Ya

Ah ya, ah ya !

Ya-ya

Ah ya ? Ah boñ

Hum

Ah boñ ?

Ya

An dra-h(e) ma ket bet gouïet

Eo ! Me meus bet gwraet an dra-h(e), oh ya !

Dam a-se é 'e. Matreh(e) neump gwraet tro-walc'h brem(añ) !

– Ya, matress(e), ya

Boñ, brem(añ), brem(añ) 'h amp d'o(be)r tro ar relegou neuh(e) ha tro ar lor-zi neuhe ?

– Ya

Ah damp neuh(e) ! Daw damp mond 'barzh a teuy an noñs !

Oh ya 'ha !

Gast ! Ahahaha !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog