28/04/2018

Ar babigou gwich-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




– Ar babigou ?

Ar babigou !

– Ya ?

Ar vugale

– Pe-sort mod vije gwraet war o zro ?

Ah ! Ma Doue ! Daon 'ha ! Gwich-all 'hat ! Oa ket sterd 'ha ! Pa vije leun o c'hov vijent fourr(e)t ba o gwele goude, houzoh walc'h ha pé vijent laket net, cheñchet a vijent ha-toud !

Ha, hag a 'n-on okuper ket deusoute !

Hañ ! Goude ! Ur wich a vije leun o c'hov, nann !

– Gwech e-bed ?

Ah nann 'ha !

Oho ! Nann !

– Nintra, sort e-bed ?

Ah nann ! Vij(e) ket kaoseet deuh ar vugale ken…

Ah nann !

… Ken oagn e(rr)i bla pe mo(d)-s(e) hañ !

– Na kanet nintra dê ?

Nann-nann-nann-nann !!!

Eo-eo ! Wichou dê da…

Off ! Da lakad 'nê da chom kousked a-wichou, me(d)…

– Pet(r)a vije kanet dê neuh(e) ?

Hañ fi ! N'ounn ket !

« Dibidam-douss, dibidam-douss, ar vran a gar hi zamm lapouss / Dibidam-douss, dibidam-douss, ar vran a gar hi zamm lapouss ! »

Ya-ya ! An dra-he vije gwraet

Heñ ?

Ya-ya

Ha neuhe me vije 'lar(e)d : « Mesk ar yod ! »

Ya !

« Mesk ar yod ! Dibouloutañ ! Dibouloutañ ! Dibouloutañ ! »

Ya

Vije gwraet daoñ

Hag an dra-he, ar vugale blije an dra-he dê gwel(e)d, houzoh walc'h ! Daon ya !

Daon ya !

Beñ ya ! Me(d) daon ! Vij(e) ket traou (ne)me(d) mo(d)-se kwa hañ !

– Ya-ya ha traou-all zo c'hoazh ?

Oh daon 'ha ! Ya !

Oh daon ! Matresse zo, me(d) welon ket…

Me(d) ni meump ket bet… Me(d) me meus ket bet chañs da wel(ed) bugale vihen pa oan yowank

Nann, na me 'è

– Pugur oas an heñi divé


Pudur me oa ar bihannañ

Just a-walc'h

Kompren a res ?


Daon ! Me oa 'è, sell meus ket bet…

Beñ ya !

… Gwel(e)t 'è, houzoh walc'h, ah nann…

Deja me ma ma c'hoar oa trizeg la koshoc'h ha ma breu(r) oa deg la koshoc'h, sete…

Beñ ya ! Beñ nann, heus ket…

Du-mañ oa ket (a) vugale !

Daon ! Oa ket, nann ! Ha me oa, ni oamp kemetomp (hon)-dow, ma breu(r) ha me ha ma breu(r) oa koshoc'h

Ya

Bon meus ket, daon ! Nann a'ha !

– Nann

Sete meus ket bet…

Nann

N'on, n'on ket bet in, in koñtakt ga'r vugale vihen !

– Me(d) piw a ree war o zro ?

Piw ree war ma zro ? Ah beñ ma c'hoar !

– Ya

Oa trizeg la deja p(a) on ganet

Ah ya ! Sell a ree war da dro, houzoh walc'h

Ah beñ ya !


Ah ya !

Ha ma mamm-gozh !

Ya ! Me vije mamm-g[ozh]…

Ha oa du-m(añ) è

Me vije ma mamm-gozh 'h o(be)r war ma zro 'è

Kompren a res ?

Ah ya-ya !

– Toud, ar mo(d)-se oa gwech-all kwa ?

Gwich-all oa ar mo(d)-se, ya

– Ah ya

Ah ya !

Bon ! Ar vamm hag an tad a'h ee d'ar park da labour(a)d !

Ya !

Ar vamm-gozh vije 'surveiañ 'ha(no)mp neuhe kwa ya !

Ya ! Pe metramant ma c'hoar

Ya !

Ya

Hag me meus choñj 'hat ! Ma mamm-gozh 'hat ! A vije 'tiskiñ 'ha(n)on, din da vale !

Ah fi ya !

Ya

Ah ya !

Ah ya-ya-ya !

Ah ya, beñ ya !

– Ha pe-sort mod vije gwraet neuhe ga'r vamm-gozh ?

Ah ! Ya…

Oh daon ! Ga'r vamm-gozh… Daon ! Groge ba(r)zh-ennon sur ! Hag a, a lake 'ha(n)on da vale, me(d) daon ! Ma'hat a reen ma-hun 'è, me n'ounn ket, houzoh walc'h, ya

Me(d) daon ! Daon ya ! Ah eh !

Ar wich…

An eil pas, an eil a-raog igile !

Ya ! Ya-ya-ya ! Ha meus choñj…

« Ah ! Houzh so bras 'hat ! » Vije lar(e)t

Ya, vije lar(e)t, ya

« Gwrè bras 'ta ! »

Ya !

« Gwrè bras »

« Neuhe chomi 'n i saw da-hun ! » Pa vije gwraet bras, ya, ah ya ! Ya, choñj meus ur wich, p(a) oa deut mamm deuh ur park 'è ha ar vamm-gozh lare dèi :

« Damai 'h es da wel, sell ! Ale ! Chom 'n i saw ! Ha gwrè bras da zuskeus d'i mamm pe-naos out ! »

Ahaha !

Ya… Hag e-se biskoazh kemend-all !

Eh ! Ha pe-naos a vij(e) kaoseet deuh ar vugale :

« Pe-lec'h (e)ma an tê-tê ? »


Ya !

« Ha pe-[lec'h]… »


Just !

« Hag ar meu-meu ! »

Ya

– Ah !

Ar meu-meu !

Ar mo(d)-se vije gwraet, ya

Hag an tê-tê

– An tê, tê-tê, pet(r)a oa ?

An tê-tê oa ar c'hi !

– Ar c'hi

Ar c'hi ! Ya

Ya-ya ! An tê-tê !

Hag ar c'hazh

Hag a… Ya

Ya

« Ha bichig-miniaoñ a ra ar c'hazh ! » Ahaha !

– Hag ar yir ?

Ar yir, ya, vije lar(e)t ar yir 'è

« Ha koko-kog a ra ma c'hog ! » Ahaha !

Ya ! Ah ya !

« Raga-rag a ra ma yar ! »

Ya

– Hag an oc'h ?

« Oc'h-oc'h-oc'h a ra ma ve-moc'h ! »

Ya

Ya hag a « wihañ-hañ a ra ma marc'h ! »


Ya 'ha ! Aha !

« Rampam-paoñ miniaoñig ! » Ahaha !


Oh ya ahaha !

– Ah ! Traou oa memes-tra !

Ya-ya, me(d)…

Traou oa !

Traou da lak(ad) ar vugale da c'hoarzhin 'è, houzoh walc'h

Beñ ya !

Beñ ya !

– An dra-he oain 'klask just a-walc'h !

Ya !

– Pet(r)a vije gwraet gate ha…

Eo-eo ! Mo(d)-se vij(e) hañ !

Oh daon 'ha !

Ya-ya !

An dra-he oa 'hat !


– Da lak(ad) ar vugwal(e) da lampañ war ar barlenn

War ar barlenn !


Ah ya !

Ya

Just a-walc'h, ya-ya !

– Ah ya ?

Ya !

Da laka(d) 'nê da zañsal war da varlenn ahe gis-se

Ya

« Ale ! Gwrè binbi-laoñ binbi-laoñ binbi-laoñ dèi ! »

Ya « doup-ha-doup-ha-doup-ha-doup ! »


Ya…

« Doup-ha-doup-ha-doup-ha-doup ! Doup-ha-doup-ha-doup-ha-doup ! »

Ah ya ! An dra-he vije lar(e)t, ya !

Ahaha !

Ah ya ! Hag sell ar bugel war-lerc'h neuhe a responte « doup-ha-doup, doup-ha-doup ! » Vije kass(e)t, pé vije gwraet an dra-he (a)darr(e), houzoh walc'h !

Aha ! Ohohoho !


Ya

– Plijadur vije !

Oh !

Daon ! Plijadur vije, sur !

Me(d) vije ket 'n-on okupet deuh ar vugale mod vé gwraet bremañ

Nann ! Vij(e) ket, sur !

Eh ! A-blassou memes vijent laket, pé vije rôe(t) o laezh dê, vijent laket ba(r)zh foñs ar press !

Ya ! Hag :

« Ha blej 'ha ! 'Kem(en)t-ha ma-kari, p(a) é leun da gov brem(añ) kwa ! »

Ya-ya-ya-ya ! Pa vije skuizh à vlejal a…

… A zihane hag a gouske !

A gouske !

Ya haha !

– Lod a ree se ?

Oh ya… Oh ya ! Daon ! 'Blassou vij(e) ket amz(er) d(a) 'n-on okupiñ deusonte, houzoh walc'h !

Nann-nann…

'Lem oa mamm-gozh e-bed, na den e-bed 'è…

Ha kalz a blassou d'ar mar(e)-se oa kalz a vugale !

Kalz ! Just a-walc'h

– Matresse lod vije tommoc'h, matresse, deus o bugwale 'vid oa re-all

Ah ya-ya !

Ya !

Ah ! Be oa ! Lod 'vel : Damaig, ma merc'h ha me, oamp kontañ re ar C'hotoneg Toull-ar-Gr(o)az ah(e)

Ya !

Trizeg a oagn !

Oh !

Trizeg a oa !

Trizeg bugel !

Ya, trizeg ! Hag e-se ! Vije ket, vij(e) ket 'n-on okupet…

Ya, pe-lec'h gav dit vije c'hoant d'o(be)r « doup-ha-doup » d'ar re-he…

Just ! Ha oa ar vamm-gozh ene 'sevel ar re-he ma haotr-kaezh-mañ ! Ya

– Toud


Toud, ya

Vij(e) ar vamm à, à reiñ da zenañ da un' ha…

Ya

Hag vije un'-all, kajimant da (???)


À hrapal deuh, deuh, deuh hi barlenn ! Oh !

Spont oa memes-tra heñ !

Ya

– O hrapal deus hi barlenn ?

À hrapal deuh hi barlenn, ya

Ya

À'h essañ mond war hi barlenn goude vije un'-all ganti 'reiñ da zenañ, houzoh walc'h

Ya

– 'Hrapal…

'Hrapal, ya ! Ya

Oh ! Ma Doue ! Ma Doue !

Holala !

– Me(d) mod-all pe-sort mod vijent gwisket ? Ar babigou, just a-walc'h

Oh daon 'ha ! Mod-kozh 'ha ! 'Vel un tamm sae hir vije ga lod, houzoh walc'h, bon !

Ya !

Hag a… An eil dilhad vije an eil bugel war-lerc'h egile, pugur vijent ket us(e)t, houzoh walc'h !

– Nann-nann, me(d)…

Nann

– Nagn ket hano ?

Oh nann ! Ah…

– An dilhad just a-walc'h

Ah nann-nann-nann ! Nann-nann !

– 'Vel « la barboteuse » bremañ zo ha…

Ah ya ! Me(d) neuhe vije gwraet ga stamm, ur gamijolenn vije lar(e)t deus an dra-he, houzoh walc'h, sell… Ha petramant ur palto vije stampet 'è !

Oh ! Me(d) eh !

Ya

Ar re-h(e) vij(e) o rewr noazh !

Daon ! Beañ vijent, sur !

Vijent laket ar mo(d)-se, houzoh walc'h


Ha neuh(e), ha neuhe oa ket des couches ! Houzoh walc'h, nann-nann-nann-nann-nann !!!

Neuhe oa 'è, sete vijent à…

Ah nann-nann !

… A staotent hag à reent ar pezh nagn c'hoant !

Ar mod a dije c'hoant !

Mod a zigouee, houzoh walc'h, pa nijent c'hoant

Ah ya-ya ! Neuhe oa ket… Ar lïanou, vije gwraet deuh an dra-he, me(d) an dra-he oa neve ! Oa deut ar lïanou neuhe ! Gwich-all oa kaos e-bed deuh an dra-he kwa !

– Oa ket kouchou (e-)bed

Nann

– Oa ket « biberon » e-bed ?

Nann, oa ket 'è ! Nann-nann-nann !

Nann, pe-naos a vije gwraet neuhe, Janine ?

Ah daon ! Neuh(e) a ree, toud an dud ree da zenañ, houzoh walc'h hag an hi(ni) ree ket, neuhe vije ur voutailh hag a vije formet un dra mennaket daoñ da chechañ war'nèi, me(d) daon ! Toud an dud oagn, oagn ket kap d'o(be)r, houzoh walc'h

– Ur chutell ?

Ya, ur chutell, ya-ya-ya !

Ah ya 'ha !

Ya-ya ! Me(d) daon ! An dra-he vije gwraet ga un tamm kaoutchou, me n'onn ket pe-naos vije speget

Oh !

Neuhe vij(e) ket ka(v)et chutellou, 'vi(d) dre-amañ ! Ba(r)zh kêr vije, me(d) dre-amañ vije ket, houzoh walc'h

Ale ! Yec'hed mad dec'h !

– Beñ gwraet ba'r gêr kwa !

Ya ahaha ! Daon ya 'ha !

Ma ! Meus ket joñj…

Ah ya ! Pé vije c'hoant d'o(be)r plijadur d'ar vugale, « lall bihen » vije lar(e)t dê-gn

Ah ya ! Lall bihen !

Lall bihen…

– Ya

Ah ya !


– Ma mamm na lar(et) an dra-he 'e


Ah ya-ya-ya !

– Ma lall

Ya, ma lall ! Vije lar(e)t, ya

Ma lall : « Pe-lec'h (e)mout ma lall bihen ? »

Ya ! Vije lar(e)t, houzoh walc'h, ya

Ya

– Ha gwraet a vije un â 'e ? Da, d'ar vugwale ?


 !


– Â !

« Ro â din 'ta bihen ! »

Ya, just a-walc'h ya

Ah eo !

Ya-ya-ya ! An dra-he vije gwraet

« Gwrè â din 'ta bihen ! »

Ya hag ar vugale ouïe pet(r)a oa an dra-he hag a ree hañ !

Me gav diñ !

Me(d) oa ket ken digourdi ar vugale neuhe 'vel bremañ, vij(e) ket kaoseet a-bred deusonte, houzoh walc'h

Oh paotr-kaezh !


Nann !

Oh paotr-kaezh !

Beñ nann !

Bremañ n'eus ket (a) vugale kin !

N'eus ket, sur ! Ah nann-nann !

– Lesket vijent kwa !

Ah daon 'ha ! Leusket a vijent ! Vij(e) ket 'n-on okupet deusonte, laron dit, red vije dê be e(rr)i tost da vla 'benn vije 'n-on okupet deusonte ha c'hoazh…

– Me(d) pet(r)a, pet(r)a reegn neuhe ? Ar vugwale, pugur vijent lesket ar mo(d)-se

Daon ! Ba o gwel(e) ! Ba'h o gwele !

– Ah ! Ba o gwele…

Ah ya-ya-ya !

Ya

P(a) vije leun o c'hov vijent laket ba o gwel(e) !

Ya

Ya-ya !

Hag a c'hoarzhent pa nijent c'hoant d'o(be)r

Ya

Pe goueliñ pe, pe…

Sort a karent a rent !

Pe gopal pe o(be)r…


Ya-ya-ya-ya !

Heñ ?!

Ya-ya ! Beñ ya…

Pe skrijal pe…

Just a-walc'h ! Ya, ah ya !

– Ha n'eus ket un hano 'vid an dent, dent ar re-vihen ar mo(d)-se ? « Les dents de lait » ?

Ah eo-eo !

An dent, an dent-laezh ?

Eo ! Lar(e)t a vije pé vije gwel(et) an dant à tond :

« (E)ma hi dent 'hond da ziflukañ » vije lar(e)t, ya

– Me(d) « dant-laezh » vé lar(e)t 'e ?

Oh ! Vije ket 'ha ! Meus ket… Eo ! Eo-eo ! Memes-tra vije lar(e)t :

« Kollet é hi dent-laezh ganti ha bremañ (e)ma an dent mad à tond » kwa « war-lerc'h » kwa, ya

Ah ! Aha !

Ya-ya ! Oh ya !

Halalalala !

Ar vugale, gwich-all, neus bet gwraet beb-sort ! Me meus choñj ma breu(r), pa vijen laket ba'h foñs ar press, a teue da chech(añ) (a)ha(n)on maes a-wichou

Ah !

Ma'hat pa vijen à oueliñ 'è, houzoh walc'h hag a, hag a teue…

Ohoho !

Ya ha meus choñj meus klê(t) ar vamm-gozh à lar(e)d goude lar oa digoueet war'naoñ, just oa 'hond da chechañ (a)ha(n)on maes, me(d) pet(r)a nije gwraet deuh-ouiñ ? N'ounn ket, houzoh walc'h

Ah nann ! N'ounn ket 'ha ! Pe-lec'h nije laket (a)han(ou)t…

Daon ! N'ounn ket, houzoh walc'h, nann

– Tu mennaket


Me(d) ma'hat na c'hoant da daped (a)ha(n)on pa oan à oueliñ 'è, houzoh walc'h

Ya !

Ah ya ! Oh ! Ma Doue ! Ya

Oh ! Lar(e)t…


– Hag ar vugwale zo gouest d'o(be)r traou, pugur me ma klêt…

Ya !

Oh fi ya 'ha !

– Ma klêt ma zad, pé oa bugel ar mo(d)-se, oa un tamm babig just a-walc'h, ba un tamm gwele oa ha…

Ar c'ha(v)ell ! Vije lar(e)t deuh an dra-he

– Ya, ar c'ha(v)ell

Ah ya ! Ar c'ha(v)ell

Ya, ar c'ha(v)ell

– I vreur oa, oa renket da ziwoull 'naoñ kwa !

Ya-ya !

– Ha pa n'houlle diwoull 'naoñ just a-walc'h, n'ouzes ket pet(r)a ree ? Un tamm frêadenn daoñ blam da, da zivun 'naoñ ha kass 'naoñ d'ar vamm : « Ah ! N'é ket walc'h 'vid kousked ! Me zo 'hond ! »

Ohoho !

Weles ket ?! Ar vugale ree beb-sort hañ ! Ah ya 'ha ! Ah ya ! Beb-sort !

Oho !

Ah ya !

Oh biskoazh !

Ah ya !

Holalalala !

Ah ya 'ha !

Ah ya…

– Me(d) damaig oamp 'kaojeal deus ar lïanennou ?

Ya

Ya !

– Pet(r)a é dit-te ar lïanennou ?

An dra-h(e) oa, ar lïanenn kwa !

Ya

Hag ar re-he, pa vijent gwleb, a vije hadkannet ha pa vijent sec'h vijent laket (a)darre d'ar vugale kwa !

Ya

– Ur lïanenn é « la couche » kwa ?

Ya !

Ya

Hag ar vizher(e)nn a oa an hi(ni) dew neuhe da zerc'hen tomm !

Ya

Ar vizher(e)nn

Ha vijent ireet ga hezh !


Ya ! Ha goude vije eree(t) o, o zreig dê neuhen ga ur lass

Ya

War-gourr(e) an dra-h(e), sell vij(e) ket riw !

Ha sterdet o…


… O diwh(a)r dê

… O diwh(a)r dê, me(d) ar, ar mïañ ma vije gallet blam dê pa(ss) reumüiñ !

Nann !

– Hañ !

Nagn ket droed memes da reumüiñ !

Ah nann-nann-nann !

Ha a-wichou reent memes-tra, me(d)…

Ah ! O(be)r a reent, me(d)…

– 'Vel ur vuzhugenn kwa !

Ya, just a-walc'h

Pudur vije lar(e)t blamed dê da…

… Pass beañ kamm !

… Pass beañ kamm !

Ya

Pass beañ digor o diwh(a)r pa valechent

Just a-walc'h, ya, ya. Lar(et) vije se hañ ! Me meus choñj p(a) oa bet ma merc'h ha larer diñ :

« Sterd mad hi diwh(a)r dèi petram 'n-on ga(v)o kamm da verc'h ! » Vije lar(e)t din

Hag e-se ! An dra-he oa mod ar re-gozh gwich-all kwa !

Ya

– Ya-ya-ya

Ya

Beñ ya !

– Pe-sort danve oa ar vizherenn ?

Ur genre koton !

Molletonné

Ya, koton kwa !

– Koton ?

Ouais

Koton a oa, ya, (ne)med-sep(ed) ar vizher(e)nn oa, oa tewoc'h 'vi(d) ar lïanenn kwa !

Ah ya !

Ya, ya-ya !

Ah ya ! Ha pa vijent tapet deuh ar c'ha(v)ell deuh ar mintin teue ar moged deuh o rewr ken…

Daon ya !

Ken…

Ken tomm vije dê !

Ken gwleb 'vel vij(e) o rewr ha tomm memes-tra !

Daon ya ! Just a-walc'h, beñ ya !

Eh !

– Ya-ya-ya, paket mad vijent !

Ya !

Ah ya !

– « Pakotet » vé lar(e)t 'e amañ ?

Pakotet, ya

Pakotet

Ya-ya !

Oh ! Cheñchamant zo memes-tra, kara ?!

Oh ! Cheñchamant, ya, sur ! Bremañ, houzoh walc'h, vé ket paket ar vugale kin

Nann

Penses-tu ! Hag…

Ha vent ket kamm blam(e)d da se…

Vent ket, sur ! Me(d) an dra-he oa ar mod gwich-all !

An dra-he, an dra-he oa o(be)r miser memes-tra, Janine !

Ah ya ! Miser d'ar vugale ! Ya, oagn ket 'vi(d) reumüiñ kin kwa !

Oagn ket 'vid reumüiñ hañ !

Ah nann 'ha ! Ah nann 'ha !

Me(d) lod a 'n-on… A frinke hag a zifrinke kement ken a gallent 'è machinañ o lass

Ya ! Hag a ziseree, a ziseree o lass wichou, ya

Eh ! Ah ya !


Ah ya !

Holalalala !


Oh ya-ya ! Me(d) daon !

Spont é memes-tra !


Hezh oa ar mod gwich-all…

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog