02/04/2018

C'hwec'h si'n an erc'h war an douar !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet 'zhpenn deg la so ga Pierre-Yves Kersulec ba-ti A. ba Lokarn. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Just a-walc'h peus soñj c'hwi be gwel(e)t amzer yin ar mo(d)-se hag a bade pell ?

Fi ya 'vat ! Pe-sort bla(v)ezh oa bet ? Ha an erc'h war an douar ha oa bet c'hwec'h si(zhu)n !

– Ah boñ ?!

Ya ! C'hwec'h si(zhu)n an erc'h war an douar, se oa ba… Me oa eureuj(e)t ba 41, ba 39 ! Ha vise red dond d'ar bourk am(añ) da gerc'hed bar(a) ha-traou ! Ha vise keme(d) un tamm ridenn ar mo(d)-se ba-kreis an hent hag un uvel(d)er erc'h partoud ! Ar bla-se oa bet terrubl ! Ar bodou, euh… 'Vel traou, oa pladet toud ar sapin ha'n traou ! Torr(e)t ar bodou deus-hè 'e, gand ar bouesañs deus an erc'h war'nê ! Olalala ! Ha bek(ed) ar saout, oamp ket kap da géss 'nê maes ar c'hrow na mann e-bed, me(d) red dougen toud ar boued ha dougen dour ha tou'n traou ! La craie oa se !

– Me(d) klêt meus lar(e)d ma chome an erc'h war an douar pad tri de, oa ket sin vad, sin fall oa, nann ? Lar(e)t vije ma chome tri de e helle chom pell amzer

Ah ! Pell ! Ah ya ! Ar bla-s(e) oa bet pell popred ! Ya

– Ah ya

Ba 38 pe 39 oa se, ya. Bec'h 'hat ! Pé vé an erc'h war an douar, vé yin !

– Ha moien vese moned da hore ar saout ?

Pff ! Red vise mond, goû(d) walc'h ret

– Ah ya

Ya !

– Me(d) skorn(ed) vise…

Ah ! Skorned

– Bisïed 'n deñn

Ya ! Hag 'è… Oh ! Neu'n, goû(d) walc'h ret, vise ket maïs na traou ! Vise rutaba ! Rutabaga ha neu'n betrabes ! Ha visegn skorn(e)d ! Ha vise red digéss 'nê d'an noñs, ba du-mañ, ba ur… Ur c'hrow kozh oa ene, ene vis(e) poahet boued da, d'ar loned ha vise c'hweet an tan ba'r chodier(e)nn ha laket, karget dour, vise karg(e)t da reiñ dour tomm d'ar saout d'ar mintin ! Ha laket ar rutig hag ar bitrabes da ziskorno en-dro dê-gnt, pugur vïent skorn(ed), an traou toud pfou ! Ha breinet ar rutig goude, breinet ar bitrabes ! War-lerc'h oagn bet skorned, pé ziskornegn goude, vise-hègn vall !

– Peus ket klêt lar(e)d, ar re-gozh larent ket : « Oh ! Hirio (e)ma fall an amzer, (e)ma yin an amzer, ken vo sklasset fri ar goukou ! » ? Peus ket klêt lar(ed) se ?

Ah beo ! Pe-sort mod vise lar(e)t ?

« Hem(añ) é skoulfad ar goukou ! »

– Ah ! Skoulfad ar goukou !

Ar goukou ! Vise lar(e)t

– Ha an dra-he oa ur, ur prantad amzer fall ar mo(d)-se ?

Ya, ya ! Just a-walc'h !

– Diw pe deir su(zhu)n hag a…

Ya ! Ha neu'n pé vise ar fleur 'tond ba'r spern-du ! Neu'n vise yin ! Petramed pé vise mouchet ar sent ! Walc'h oa bet un amzer, matreh(e) c'hwi peus ket gwel(e)t

– Klêt meus bet lar(e)d

Ya

– An dra-s(e) zo ba mis-meurzh petramant…

Ya, ba mars sur, ar mo(d)-se vise gwraet se !

– Ya-ya

Ha vise laket ur machin d'ar sent war o vass ar mo(d)-se, ur machin bleu 'vel liw vé ga machin war ar velêien ah(e), ha vise mouchet ar sent ! Ha pad keid-se vise mouchet ar sent, vise vall an amzer ! Vise yin ha-traou ar mo(d)-se

– Me(d) an dud, 'benn visent 'labour(e)d war ar maes mo(d)-se, tapent traou ba o bisïed ? Skarennou pe traou mo(d)-se ?

Ya, an hirre(w) 'h ee enne, an hirre(w), ya, 'h ee-barzh ! Ya hag añjeluriou ha-traou war dowarn 'è, me meus bet deus-hè…

– Ha war ar musellou 'è

Ya ! Ar musellou, skalfe(t) oa 'ziga'n anoued ha'n traou !

– Ah ya

Oh !!! Gwech-ell oa miser ba'r feurmou 'labourad !

– Ah ya… Powrante vije, ya

Ya

– Hag peus ket bet gwel(e)t tammou traou… ?

Ha beo !

– 'Vel pilhou mo(d)-se staget ?

Ah beo ! Skourr !

– Skourr ?

Ya ! Ar re-m(añ) vise gwraet « genver » deus-hè

– Dent-genver ?

Ya ! Vise gwraet deus 'r reñ-s(e)

– Ah ! Pell-zo na vé ket gwel(e)t traou ar mo(d)-se kin

Nann, vé ket gwelet se kin hañ !

– Nann-nann

Nann, ouh !!! Wechou oa, ouh ! Ha visegn hir ha gross hañ !

– Me(d) peus ket klêt lar(e)d ? Pe-sort mod vise gwraet ma vise yin an amzer ha ma vise red kass ur c'hr(o)edur bihen da vadeiañ ?

Ah fi ya ! Me(d) se vise red o(be)r popred ! Med sur vise pakotet ! Añvlopet, goû(d) walc'h ret, vise ba ur vizher(e)nn, vise gwraet deus se ! Laket vise lïanennou ! Laket vise ur vizher(e)nn ! Laket vise ur c'hapuchoñ gate, tew ahe gis-se toud en-dro daoñ ! Hag an heñi glésse 'néñ da vadeio, vise ur vantell-le gante, ur vantell vras, un' ga tro ah(e) ha vise serr(e)t toud pad an noñs, kar badeiñ 'nê… Prom(añ) vé ket badêt ar vugal(e), me(d) neu'n, ma visegn gan(e)t d'ar mitin, visegn badêt d'an ab(ar)d'hê

– D'an diveañ toud oa…

Ah ya-ya ! Ha oa kont 'be(d) (ne)med boud badêt ! Petrame(d) ma visegn gwraet d'an noñs, eo ! 'Benn an de war-lerc'h vise aet da gâd ar person ha vise gwraet ar vadeiant

– Me(d) me ma klêt lar(e)d ga un' benneg ar mo(d)-se oa bet kass(e)t da, ur poupon bihen ar mo(d)-se, da vadeiañ ha 'raog digoueo ba, barzh an ilis oa bet skorned ar powr-kaezh… Ga, ken yin 'vel vije an amzer !

Ya ! Oa skorn(e)d an heñi bihen

– Oa skorned, ya

Matresse walc'h ho !

– Ha oa maro !

Oh ma Doue !!!

– Ya-ya, matress(e) n'é ket gwir, me(d)…

Oh !

– Ar mo(d)-se so bet lar(e)t din

Nann, kar paket mad visegn hañ ! Ar re-vihen vise añvlopet mad 'e

– Me(d) piw yee da gass 'naoñ ?

Hañ !

– D'an ilis ?

Euh… Ur voèr(e)b pe un dra m(e)nneket ar mo(d)-se dimp

– Blamour ar vamm oa 'taw ba hi…

Ah ya !

– … Ba hi gwele

Ah ya ! Ya-ya ! Pugur… Ma doue ! 'Benn… Ma vise gan(e)t d'ar mintin, daw a vise o(be)r 'r vadeiant d'an aba(r)d'hê

– Hag a neuhe vise ar, ar voèr(e)b hag a… Ar voèr(e)b oa hi-hun 'kass ar… ?

Ah… Ah nann ! An tad 'h ee da-heuilh kwa !

– Ah ! An tad 'h ee da-heul

Ha an tad 'h ee da-heuilh ! Hag ar vamm-bàer(o)n hag an tad-pàer(o)n ! 'H ee da-heuilh ha neu'n ur voèr(e)b, pe an heñi vise, gésse an heñi bihen da vadeio ! An ta(d)-pàer(o)n ha ar vamm-bàer(o)n

– Ah ya

Hag an tad

– Hag un neubeud devejou war-lerc'h neuhe 'tàe toud ar c'homêrésed deus ar c'harter

Ya

– Da evañ ur banne…

D'evo kafe !

– … Traou douss

Ya, just a-walc'h ! Ha tàe ur voutailhad traou douss gantè, euh… Malaga pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-se vise géss(e)t d'ar vamm

– Dond da gomêressañ vise lar(e)t ?

Da gomêressañ, ya !

– Ah boñ ?

Ya, neu'n n'é ket d'ar re-vihen vise digésset dilhad, prom(añ), goû(d) walc'h ret, beb a brenomp traou pé vé ur c'hado d'o(be)r, vé prenet traou dé géss(e)d d'ar re-vihen

– Ah ya

Me(d) pass… Neu'n vise ket ! Neu'n é d'ar vamm vise digéss(e)t ! Digéss(e)t vise gouestajou-lod dèi, digéss(e)t vise ur voutailhad-Malaga ha traou ar mo(d)-se, Dubonnet, Saint-Raphaël, beb-sort… Pep-heñi !

– Ah ya !

Ya !

– Hag gwech-all vise ket moien da, d'ar mammou mond d'an ospital, 'vid kaoud o bugale

Ah nann ! Mi meus bet tri, me(d) ma re zo gan(e)t toud ba'r gêr !

– Me(d) piw zàe da jikour 'nê neuhe da… ? Oa ket… ?

Ah ! Ur medeussin tàe !

– Ah ! Ah, ur meudussun tàe ?

Ah ya low(e)n ! Ar medeussin tàe, min tàe ar medeussin 'e… Me(d) boud visè un' 'e, ur plac'h, ha' tàe ar mo(d)-se pé oa ganet ma, ma… An eil din, ma mab ha' oa deut ur plac'h ha houm(añ) vise 'hond ar mo(d)-se, me(d) 'd-afer-se oa bet ar medeussin

– Hag a… War-lerc'h neuhe na droad ar vamm da vond d'an ilis deuzhtu ? Petramant vïe daw dèi o(be)r un tamm pinijenn a-raog ?

Oh… Pe-geid vise ? Un naw pe deg devezh 'benn 'h ee d'an ilis ! Ha n'ee ket ba'n ilis (a)hann vise e(rr)o ar person, chomet ba toull-an-ilis (a)hann tàe ar person da glésk 'han(o)h d'ond ba'n ilis !

– Ah boñ ?!

Ah ya ! Mi zo bet ar mo(d)-se heñ ! Pé é bet ma zri 'è

– Ha n'oc'h ket bet war benn ho towlin o(be)r… ?

Ah nann !

– … Tro an ilis ?

Ah nann ! Ur gador vise laket ahe ne(u)'n hag a ree i oremus 'vel nise d'o(be)r ha neu'n 'h eent da sarr lein gante d'ond tal ar c'heur en(e) ha ene vise, lar(ed) ree pezh nise d'o(be)r

– Daw doc'h gortos ken tàe ar person da glask (aha)noh

Ah ya ! Da glésk (a)ha(n)on da doull-an-ilis ! Ha n'ee ket hè da-heuilh (a)ha(n)on

– Ha petra vïe bet digoueet 'hend-all ? Ur pec'hed vïe bet ?

Pise ket droed d'ond ba tïer an dud-ell ar mo(d)-se ma viseh ket pet ba'n ilis hañ !

– Ah nann ?

Nann

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog