16/04/2018

Da-houde oamp refrakterien toud !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christiane Fer ba-ti P-M. ba Plouïe 'zhpenn 15 la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– A-hend-ell pé oah aet d'o(be)r ho koñjer ha-toud, peus ket bet naon ?

Oh ! Ma goñjer ! Ma gontefen dec'h toud…

– Ba p(e)-lec'h peus passeet 'naoñ ?

Ba p(e)-lec'h ? Da gentañ toud oan… Pu(g)ur me oa sañs(e)t d'ond da labour(a)d d'an Allemagne ! Me oa sañs(e)t da 'n-om eñskriviñ ba'r mêri 'vi(d) mond da labour(a)d d'an Allemagne. Sete toud ma glass din oa gelv(et) d'ond d'ar bourk 'vi(d), 'vi(d) 'n-om eñskriviñ ba'r c'haier ba'r mêri, d'ond da labour(a)d d'an Allemagne. Het(e) meus choñj oamp rassamblet toud ba'r bourk, oamp bet é kont(añ) ar gaos en(e) toud, deuh ar re… Meus choñj, din oa ur bern hañ ! Kalz oamp paotr-powr ! Oamp ba'r memes oad d'ar mare-se ! Mamp, mamp dessidet lar heñi (e-)bed (a)ha(no)mp oa aet da 'n-om eñskriviñ ! Da-houde oamp refrakterien toud ! Refrakterien STO kwa !

– Ah ya

Gouest an Alamanted d'ond da dape(d) (a)ha(no)mp ha kass (a)ha(no)mp d'an Allemagne !

– Ha n'é ket bet gwraet ?

Oh ! Nann, ma ouïefeh toud ar pezh zo bet passeet ga'n dra-h(e) !

– Owen peus bet ?

Ah ya ! 'Zhpenn ur wech !

– Ha pet(r)a ree an owen doc'h ?

Beñ pet(r)a ree… Daon ! Pet(r)a ree an owen din ? Mond-kuit pé hallen kwa !

– Ya-ya, me(d) vé ket lar(e)t : « An dra-s(e) zo spufañ ma blew din war mé benn » pe traou ar mo(d)-s(e) ?

Oho yeo ! Oh yeo ! Oh yeo ! Alïes zo bet lar(e)t an dra-h(e) lar spufet é, spufañ ree ar blew ! Ha pé zigouee dit-te na goude vijes 'labour(a)d ba'r parkeier ah(e), dre-ahe his-se, pu(d)ur oa Alamanted ba partoud dre ahe his-se, ouïes dar(e) ken gwel(ed) 'nê ba'r park !

– Ha neu'n vis(e) daw…

Nann, me meus ket bet gwraet gwech e-bed ! Hag zo bet digoueet dê digoueo ba'r park just vijen, lec'h vijen 'labour(a)d, pugur ahe oa ur rejumant ba Plouïe ha, ha an heñi-all oa ba bourk Lokmarïa. Ba toud ar parrochou dre ahe his-se oa Alamanted neuhe d'ar mar(e)-te ! Ha re Plouïe neuhe ha re Lokmarïa, ar re-he dreuse 'n-eñwn ba partoud ! Me n'ounn ket 'vid pet(r)a 'ha ! Da zond an eil tu d'egile… Ha just dre-lec'h a oa ma douar din kwa ! Oh beñ ! Alïes walc'h meus bet gwel(et) 'nê 'tond da ma gaoud ar mo(d)-se gwel(ed) (a)ha(n)on pé vïen 'troïñ-douar pe 'labour(a)d ha vïen… Me gomprenen mann e-bed deuh ar pezh a lare ar re-he, houzoh walc'h !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog