01/04/2018

Dardouped, Bidared ha dorifored

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti Y. deus Pleiben. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha damaït peus lar(e)t lar laboure kalz mevelien deus…

Ah ya !

– … Bro-Dardoup

Ya

– E Bro-Bidar

Ya

– 'Dam bet(r)a ? Pugur v(o)a fermou brassoc'h ba Bro-Bidar ?

Ya, justamant ya. Fermou brassoc'h ha neuhe, ya ! Ya-ya ! Matrehe am(añ) v(o)a mignoc'h bugal(e) u'e, (e)n tu Dardoup heñ ! Wechou vïe familhou… Oh ! Eh ! Partoud so bet heñ ! Pegur ti va zad v(o)a pevarzeg, peus keme(d) choñjal !

– Ar Bidar(d)ed v(o)a pinvidikoc'h (e)vid an Dardouped ?

Ya, ka(v)ou(d) ra din, ya ! Ya-ya, ya. Ya-ya ! Pegur ba ti an Dardouped v(o)a ket kalz tud ha' v(o)a mestr deus an douar hañ !

– Ah nann

Nann. Ba p(e)-lec'h (e)meden-me, euh… Ba Pleiben, ba Treo Bihan vïe lar(e)t : Toud, toud an douarou (e)mede dindan ar markis, an otrou d'Hamphernet é-heñw, me(d) ar re-he voa tud aes ha tud ha' nôa true deu(s), deus an dud voant ket gouest da zond a-benn da, deus o cheu, ah ya ! Ha 'benn vije un' bennaket klañw pe un dra mennaket yee ket ba kêr, beñ meus choñj gwel(et) ba du-mañ, c'hoarvêt mo(d)-se : Teue ar markis da wel(ed) ma mamm, kasimant beb sul 'sarr dond d'ar gêr deus, deus an ofer(e)nn kwa ! Deus an tu-se n'eus nitra da lar(e)d ! 'Vidomp, diannañ… Me(d) kalz v(o)a mestr war o douarou kwa ! Ya, ya-ya ! Hag douar mad kwa ! Douar mad, ya

– Ba Bidar ?

Ya ! Oh ! Ba Lennon ahe, pfff ! Ha goud(e) ahe zo bet un den ha' neus lakeet an traou da vond neuh(e), u'e an heñi zo bet ober 'vid lakad an avalou-douar. An avalou-douar neus saveteet ha neus pinvidikeet ur bern tud heñ ! Ba Lennon, Pleiben ha toud (a)n dra-h(e), dre-ahe 'vi(d) komañs kwa heñ ! Ah ya ! Ha ahe zo bet… An dud sa(v)et o c'hein, med pezh é : Ga'n aval-douar pév labour 'pad ar bla ! N'é ket toud plantañ 'nê, daw voa renkañ 'nê da, da gentañ kwa ! Darc'hen 'nê, trïañ 'nê (e)vid kaoud (h)ad kwa ! Da laka(d) war an dou(a)r ! Boñ ! Ur wech vent laket (a-)gost(e) é daw laka(d) 'nê da boulzañ, heñ ! Ha sete an dra-he v(o)a ur sakre labour u'e ! Ha goude-se…

– Diboulzañ 'nê ?

Voa daw laka(d) 'nê ah(e), ah ! Ba'n douar, me(d) ba'n douar, daw voa lakad ludou ! Oh ! War an ant hag a laka(d) ludou ha laka(d) un tammig bihen scories voa deut war-lerc'h kwa ! Pezh é, vije laket, da gomañsamant vije lakeet ludou, ludou-koat kwa ! Ludou deut deus, deus an oaled kwa heñ ! Vé daw, ahe vé daw tamisañ 'nê un tammig bihen neuh(e)…

Goude-se boñ, v(o)a daw, pé voant komañs(e)t da, da zond-maes deus an douar, v(o)a daw sarr an douar war-nê en-dro, heñ ! Hag gwel(e)d (ha)g-yeñw voa ar plant, ar re, re-seleksïon neuh(e), an (dr)a-he voa gwashoc'h ah(e), pugur ah(e) voa des inspecteurs toud des… Ha' teue ur wech dre var(e) kwa heñ ! Da wel(ed) ha pé v(o)a ur plant klañw, eh beñ daon ! V(o)a daw chañch war'nê, displantañ 'nê ! Ha goude, pezh so bet u'e un drailh, goude, pé é deut, digoueet an doryphores, oyoyow ! C'hwi lare loustoni ! Ah ya ! Oyowyow ! Pegur ar preñwed deus an doryphores zebe toud ! Ar re-h(e) flêrie ! Hag a voa daw kemer 'nê, d'ar mar(e)-se neuhe voa ket na manegou na (???), nintra oa ràet ! Hag nin 'tennañ 'nê ga'n dorn ha laka(d) 'nê 'ba ur ouest-houarn, meus choñj meus, oy ! Ha laka(d) 'nê b'an tan goude ! Ah ya, an (dr)a he zo bet (a)bominabl, ya… Ah, me(d) sete neuhe failhe, v(o)a daw kaoud ur bern tud ! Beñ d'ober war-dro kwa heñ !

– A-raog vïe ket kement dorifored e-gis-se ?

Ah nann !

– Nann ?

Nann-nann ! N'ouzon ket pe-, pe-sort mod é deut ar loustoni-se… Lod lar lar an Amerikaned voa bet, ehe, 'lak an (d)ra-he, '(h)adañ 'nê ga an avioñ ! Hag a lod-all lar ar Boched 'n-hi(ni) nôa digasset 'nê gate, penses-tu ! An (dr)a-he v(o)a un dra deut mo(d)-se kwa heñ ! Me(d) ar re-he zebe toud, oyow ! An (dr)a-he v(o)a tro-walc'h (e)vi(d) revin(añ) an dud kwa ! Ah ya ! An dra-he zo bet sterd-sterd !

– Ha deus ar Boched vïe gwraet « dorifored » u'e !

Ya-ya ! Ya, pegur gwiskamant ar Boched v(o)a memes-tra (e)vel, (e)vel an doryphores un tammig bihen kwa ! Sete un' bennag nôa lar(e)t ha pegur v(o)a ket, v(o)a ket aes lar(ed) « ar Boched » mo(d)-s(e) kwa heñ ! Hag a pugur faote ket domp lar(ed) « an Alamanted » ha nin lare « ar Boched » ha voa lar(et) domp :

« Oh (a)ttention ! Heñ ! Nompass lar(e)d, diwall nompass lar(e)d « Boch » kin neuhe »

Ha un' bennaket lar :

« Beñ, ar… »

Ha pegur ar re-he v(o)a deut deus partoud, v(o)a, v(o)a ur bern desout(e) (e)vel an doryphores u'e :

« Peus keme(d) lar(e)d, hanvañ 'nê « doryphores » kwa ! »

Sete 'ta, donc tout le monde v(o)a aet d(a) lar an doryphores dê ! « Les envahisseurs » u'e kwa heñ ! Ma peus c'hoant

– Ha pugur vïe làeret an avalou-douar gad an Alamañted ?

Làeriet ? Oh ! Ya ! Ba, ba'n… Ba'n divêd, matresse walc'h, me(d) oh nann ! Ar re-he nôa boued walc'h ar mod-all, mignoc'h (e)vi(d) nôamp-nin… Ya-ya, me(d) matrehe ba an, ar mijou divê ah(e), ya. Ah ya ! Ah(e) v(o)a, v(o)a sterd, ya ! 'V(o)a lar(e)t dê vivre sur l'habitant, 'vel lar-hègn

– Hag a-raog an avalou-douar, pet(r)a vïe gwraet amañ ba'r vro ? Segal ? Gwinizh-tu ?

Ah ! Segal, segal vïe gwraet ! Ha segal hag pet(r)a di(n)-me ? Id, id-du, 'vel vé lar(e)t kwa heñ ! Med an id-du, an (dr)a-he v(o)a mad (e)vi(d) an douar(ou)-powr kwa heñ ! Hag an id-du v(o)a abominabl ma peus c'hoant, med pezh é, ma vije un tamm amzer ga'n avel dreut ahe, 'benn-neuhe vije pilet toud ar parkeier id-du ah(e) hag a vije ket… Oh ! Voa oh ! Sterd, sterd-tre testom 'nê ! Ha goude ur bern koll v(o)a u'e, pegur ar re-he v(o)a delikad walc'h kwa heñ ! Me(d) be zo bet gwraet, ya, ya… Ha goude, ar re-he voa daw dornañ 'nê ga'r frailh ha v(o)a ket gwal aes kwa ! Me meus ket bet gwraet heñ ! Me meus ket bet gwraet… Ur wech meus gwel(et) ober ! Me(d) me ma-hun meus ket bet gwraet, nann. An dra-he v(o)a echüet d'ar mar(e)-se kwa !

Hag goud(e) é bet lesket (a-)goste justamant hag, ha bremañ (e)momp krog, (e)momp en-dro war'nê, pugur (a)bow(e) é aet ar mod war ar c'hrampouzh hañ ! Ehe, gwinizh-du, 'vel vé lar(e)t, eh beñ n'eus ket tro-walc'h ha é daw laka(d) 'nê d'ond deus ar Chin… Ya, me(d) heñ ! N'é ket mad, n'é ket mad ! Neuhe ba ar Chin vé, me meus bet gwel(e)t ur reportage sur ar Chin ah(e), paotr-powr ! Ahe vé lakeet louzower, lousower, lousowet toud an traou hag a vé lesket toud ar pakajou ba korn ar parkeier ha vé an (dr)a-h(e) partoud ! Me n'ouzon ket pe-sort mod a teuont (a-)benn d'o(be)r traou mo(d)-se ! Ha goude nin zo 'krog tibiñ loustoni mo(d)-se kwa !

Heu pet(r)a ? Youd-kerc'h vïe gwraet u'e kwa heñ ! 'N (dr)a-h(e) vije debet kalz ! Kerc'h, ya ! (E)vi(d) ar c'heseg, ya ! Med (e)vi(d) an dud vise gwraet u'e kwa heñ ! Ur wech ar si'n da neubeutañ vise youd-kerc'h kwa ! Moñsadou chidourennou traou paotr-powr ! Gwraet war an oaled mo(d)-se ha troiñ war ar bazh, ar bazh-youd ! Troiñ ar vazh-youd da lakad ar youd da, da grogañ kwa ! Med an dra-he vise lar(e)t youd-arsiled, pezur a-raog voa daw kass ar greun ba-ti ar bouloñjer ba'r forn kwa ! Ha v(o)a daw grilhañ 'néoñ un tammig bihen. Ha goude neuhe, neuhe teue pilpoussed deusountoñ ha v(o)a daw silañ 'néoñ neuh(e), goude kwa heñ ! Hag ur wech silet, eh beñ vije lakeet stertijenn barzh, ar goell kwa ! Da laka(d) 'néoñ da sevel un tammig bihen kwa !

(E)vid tou'n traou v(o)a, v(o)a ur bern traou d'ober kwa heñ ! Yeo ! An amann gwech-all, oyowyow ! Pegur v(o)a ket kalz saout ba'r memes machin hag a sete vije gwraet an amann ur wech ar si'n ! Hag an dïenn v(o)a daw lakad 'nèi da jom, lakad da jom fresk kwa heñ ! Med d'ar mar(e)-se na v(o)a ket na frigidaire na fout na bramm ! Ha « na kaoc'h na nitra ! » 'Vel lar un' bennaket hag a vije lakeet ba ur sailh ha diskennet ar sailh ba'r peuñs !

– Ah ya !

Ha pegur ba'r peuñs mo(d)-se vé, vé…

– Fresk !

Fresk ato kwa ! Oh ! Me(d) an dud nôa ur bern combines ar mo(d)-se kwa heñ ! Ah ya ! Vïe gwraet les culs-terreux deus-omp, me(d) diwall ! Matrehe le cul v(o)a terreux, me(d) hor penn ne, ne v(o)a ket tre ! Ah ! Ur bern traou ! Heñ ! Med am(añ) zo bet ur medissin, docteur Marcel ha ur wech lare-heñw din, larè mo(d)-se din :

« Ya-ya… Oy ! Heñzh neus, neus ur rewriad-traou en e fenn neuh(e) ! »

Ahahahaha ! Ya, heñzh ha me môa plijadur ga heñzh, pegur heñzh a ouïe brezhoneg, ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog