08/04/2018

Deus charriter da gaporal ha da labourer-douar

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti H. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! Dre b(e)-lec'h gomañsomp neuh(e) ?

– Ganet out amañ ?

Ba Skrigneg

– Ah ! Ba Skrigneg ?

Ya

– Pevare oa ?

Of !!! Moien zo din da lar(e)d dit : Ar blavezh mil naw-c'hant seizh war'n-ugent, komañs ra kontañ…

– Ha ganet ba Sk-, me(d) ba p(e)-lec'h ba Skrigneg ?

Ba Quillivel !

– Quillivel, pe-lec'h (e)ma an dra-he ?

'Tre Kr(o)as ar C'hure hag ar Roc'h, pe(va)r gilometr dow-c'hant pe tri-c'hant ahann

– Pugur amañ (e)momp ba Berrien

Ah ! Amañ, ar rinier zo ahe gis-se hag ar pont so a(ho)nt a(r) gi-nt hag en tu-all da Skrigneg

– Me(d) ma larefes : Brezhoneg Skrigneg pe brezhoneg Berrien ?

Beñ mï(o)c'h Skrigneg !

– Mïoc'h Skrigneg

Ya, gwelloc'h a anveon brezhoneg Skrigneg 'vi(d) an hi(ni) Berrien, daoust-ha m'eint kajimant meh-mod a-walc'h… Dre kemed komjennou, komjennou zo 'vel ar… Ar mikanik d'o(be)r kafe ! Me lar ar gaftier(e)nn ba Skrigneg hag ar vamm-gàer amañ a lare ar grèg

– Ah ! Ar grèg vé lar(e)t amañ ?

Ya, me ma ket bet klêt a-raog, d'ar mar(e) oan ba Skrigneg… Daw vé lar(ed) ar mod vé gallet o(be)r hañ ! Mod-all boñ, beñ meus ket bet gallet, meus ket bet anveet cheñchamant, beñ tss ! N'eus keme(d) ar rinier (e)tress(e)g en(e) ha Berrien ! Sete memes labouriou (a)ssames : Dorn(añ) ha kement tra zo toud ! Set(e) ar c'homjennou a chom papred kwa !

– Ha 'benn-neuhe, me(d) pet(r)a ree da dud ?

Pet(r)a ree ma zud ?

– Ya

Ah ! Me zo un dèn drol un tamm ! Me zo ganet ba Skrigneg ha ma naw mis pa oan aet da Baris

– Da Baris ?!

Ya

– Ah ya !

Ma zad oa flik…

– Apala !

Trôet-fall a oa… Eh ! Lod a lar an dra-h(e)

– Ya, matresse walc'h, ya…

Ar voaiouchen n'eint ket mad, me(d) ar fliked n'eint ket 'è

– Nann

Sete ma naw mis p(a) oan aet da Baris neuhe, pa oan ganet ba ti ma zad-kozh ba Skrigneg. Boñ hag a… Beb hañw teuemp da Skrigneg neuhe da di an ta(d)-kozh, pad ar vakañchou, sete vije plijadur gwel (a)ha(no)mp 'n-om gaoud ! Pass p(a) oan bihen ! P(a) oan kresket, sete ma zad ha ma mamm, pa teuent neuhe, a'h ee da dreïñ ed war-lerc'h an droc'hér(e)s, pakañ dê ha choukour kement tra oa toud kwa !

– Pe-geid oas chomet barzh Paris ?

Ba'r skolachou bras, 'vel lar ar re-mañ, meus gwraet ba Paris da-beked ar… Komañsamant ar vresel

– Pad un treuchad mad memes-tra

Beñ ehe ! Ya ! Me(d) ma ket gwraet (ne)me(d) diskiñ be asen !

– Ah ya ? Aha !

Pa oa deut ar vresel neuheñ, oan chom(et) barzh ti ma zad-kozh, ba Quillivel ! Hag ha aet d'ar skol, da Skrigneg, sete ma gwraet ur blavezh-skol ba Skrigneg neuheñ gad ur skolêr ! Mije rôet la légion d'honneur daoñ, ma mije gallet o(be)r, kar na ouïen sort (e-)bed p(a) oan deut ahe ! Hag a an n(a)onteg a vis… 19 juin 40, oan bet ba'r sertifikad ba Uhelgo(a)t ha ma bet ma sertifikad ! Hag é drol la ba Paris oa nul an dud ! Da-beked tregont, pemp-ha-tregont ba'r me(me)s klass, sete sauve-qui-peut ! 'Vel lar ar re-mañ

– Ya, 'vel bremañ partoud kwa !

Ah ! Me n'ounn ket, me(d) lar(e)d a rañw ar skolêr-se ! Heñzh a verite…

– Me(d) ped a oa ba'r c'hlass neuheñ ?

Oh ! N'é ket blam oamp gwal galz ! Oh ! Matrehe oa un ugent pe dow war'n-ugent pe dri war'n-ugent, med a… Me(d) ur skolêr mad ! Ahe, da zigentañ vïe daw 'n-om gannañ ga les participes passés ! Ha tammou traou mo(d)-se, me(d) impeccable !

– Deut a-benn

Ah ya paotr-kaezh ! Formidable ! Ahaha ! Sete goude neuh(e) oan 'ha ! Goude oa passeet ar blavezh naw-ha-tregont ha dow-ugent oan aet da Baris (a)darre neuhe 'vi(d) tri mis. Gast ! D'ar skol klañw, bet dow vis ba'n ospital, sete deut e vakañchou ha ma gallet leusk ar skol da gac'h(a)d ! Hag aet war ma c'his goude (a)darre neuheñ ar bla war-lerc'h… Oh ! Me(d) 'benn (ar) fin oan skuizh 'hond da Baris ! Oan chom(et) ba ti ma zad-kozh ha ma yon(tr) a oa prisonier ba'n Allemagne, sete oa ka(v)et grass kaou(d) (a)ha(n)on d'o(be)r tammou labouriou !

– Me(d) pa ket gwraet gwech e-bed a-raog, pugur oas barzh Pa(r)is

Ya, me(d) hanter an amzer vïen ba Quillivel

– Ah ya memes-tra !

Ar vakañchou toud vïe passeet ba Quillivel

– Ya, me(d) vije labouret pad ar vakeñchou 'e ?

Me(d) sertenamant neuhe ! Oan ket ganet feneant ! Ahaha !

– Ahaha !

Hag ar c'heseg blije din

– Ah ya ?

Ah ! Charriter paotr-kaezh !

– Charriter out bet ?!

Oh ya paotr-kaezh !


Da, da drivec'h la, p(a) oa deut ma yont deus an Allemagne, beñ heñheñ ! Ma, ma renket kemer un hent pennaket kwa heñ !

– Ar vusetenn

Ehe ! Ar vustenn, ya, 'vel lares… Sete oan aet da Baris war ma c'his (a)darr(e) neuhe !

– Ah ya en-dro ?

Ah ya ! Daout-ha ma blije ket Paris din mod e-bed !

– Ah ! Pa ket keuñ heñ ?

Na ! Blije ket din ! Nann, blije ket Paris din. Sete ma zad na ka(ve)t un toull din !

– Un toull ?

Ya ahaha !

– Ah ya ?

Ah, ah, ah… Un direksïon kwa !

– Ya-ya-ya ?

Sapeur-pompier de Paris

– Ah ya ! Cheñchet oa memes-tra 'vid…

Ah beñ ehe !

– Gwelloc'h 'vi(d) beg-e-dok ?

Heñ ?

– Gwelloc'h oa 'vi(d) beg-e-dok ?

Beñ n'ounn ket ! Beñ beg-i-dok da drivec'h la oa ket hañ ! Ah nann ! 'Benn-neuhe renkes kaoud ur bla war'n-ugent, dow pe dri pe be gwraet da goñje ganes, pe me oar pet(r)a n'ounn… Ma ket bet essêet, me(d) ba'r bomperien antres da drivec'h la, kemeret tri bla ! Pchiou ! 1036 jours ! Sete d(a) zigentañ oain komañs(et) da gontañ 'nê :

« Boñ merde ! Me zo amañ 'vi(d) keme(nt)-se c'hoazh ! »

Go(r)tos 'ta ! 'H añw da ziskeus ur poltred ! Amañ ma tapet

– Te an-heñi é ?

Eh ! Me é an den !

– Heñheñ ! Gwisket prop heñ !

Ah beñ eh !

– Gran an traou ! Ahaha !

Aha ! Ah(e) é renket luc'hiñ hañ !

– Ya-ya-ya, hum-hum… Ha pevar(e) oa ?

An dra-he oa, hezh so bet tennet da… Mis-du pemp-ha-dow-ugent, mil naw-c'hant pemp-ha-dow-ugent, fin ar bla, p(a) oan partïet. Pet(r)a oa an dra-he ? Of ! Teir si(zhu)n pe ur mis goud(e) oan partïet, pe 'benn, 'benn oan ambarket kwa !

– Ya-ya-ya-ya-ya, ah ya ! Sete 'benn-neuhe oa, pa ka(v)et labour duzhtu ba… ?

Aha ! Ah ya ! Labour, ya ! Eh, eh, eh… Dressage ma ka(v)et, ahaha !

– Ah ya ? Dress an dud a oa ?

Ah ! Eho ah ! Ar reñ-h(e) zo dresset hañ !

– Ar bomberien 'e ?

Oh po-po-po !!!

– Koulz 'vel ar jañdarmeed ?

Beñ n'é ket memes-mod hañ !

– Nann, n'é ket memes-mod

Nann, me(d) meus ket (a) geuñ, meus ket (a) geuñ

– Ha kontant oa da dad neuh(e) ?

Beñ daw oa kaoud, daw oa din kaoud un dra mennaket hañ !

– Ya-ya-ya, sur, ya ! Ha tri bla peus gwraet neuh(e) ?

Tri bla meus gwraet, ya

– Ha goud(e)-se deut en-dro amañ ?

Beñ, 'benn oan partïet ma ka(v)et 'r gamarades !

– Apala !

Ah !

– Barzh Paris ? Ah ! Amañ ?

Amañ ! Aha !

– Aha ! Faot ket mond pell heñ !

Pe(va)r gilometr hanter, pemp a oamp kwa ! Aha ! Peu-prè… Sete 'benn oan aet da Baris, mani(er) be làer, sete boñ beñ… 'Benn ar fin oa lar(e)t din :

« Me(d) n'ounn ket 'hañw n'é ket ar fakteur zimeo gati 'benn ar fin ! »

Pugur lizhirou vije ! Me(d) nann, ar fakteur na ket bet gwraet domaj demp. Sete 'benn oa echu neuhe oan dimeet ha deut da zelc'h ur feurm amañ gi-m(añ), ah ya ! Me(d) chañs ma bet pad tri bla : Be koueet mad partoud ! Pugur pevar mis é bet instruction, 'vel lar ar re-mañ, à tiskiñ ! Ha koueet ga ur, ga ur sossiete abominab(l) kwa ! Ur serjant ha kaporôed hag a oaint extra ! Sete boñ… Hag à tond deuh ur feurm, un nerzh inkomprenab(l) dê ! Me mïe debet mein da drivec'h la, nij(e) ket bet gwraet droug din ! Me(d) me oa kreñw ha kaled d'ar poent-se kwa heñ ! Sete blam bet(r)a ? Yac'h a oan kwa ! Pevar(e) ha pet(r)a oamp ? C'hwec'h pe seizh war'n-ugent oamp ba… À tiskiñ assames ! Ha oain un' deu(h) ar re-well(añ) !

– Ah ya ?

Ya, (ne)med-seped ma, un defo ma : Ouïen ket neuñial, ah !

– Ha disket peus dibowe ?

Oh beñ oblij(e)t d'o(be)r

– Ah, oblijet d'o(be)r

Ah ya ! Pugur n'ouzes ket ?! An hi(ni) oar ket neuñial na sorti ket d'an noñs !

– Blam bet(r)a ?

Ar lêsenn ! Blamed d'oblij an dud da, da ziskiñ neuñial ! Sete d'ar mar(e) raog, a-raog ouïen ket neuñial ha mij(e) droed da sortïal, me(d) 'benn deg eur deus an abard'hê vïe daw rantreal ! Me(d) an dra-he boñ ! Me(d) 'n-om lakeet ma da ziskiñ hañ ! Ha chikour(e)t oan ! Oh ! Chikour(e)t oan gad… Oa ket gwraet (a) druch din kwa ! Kar owen ma an dour, me(d) me laron ket : Ba amañ gi-mañ, da b(e)-lec'h 'h eches ? Da lenn Uhelgoat ?! N'eches ket !

– D'ar rinier ?

Ar rinier oa yin !

– Ya-ya ha oa ket, oa ket don a-walc'h matresse ?

Oh ! Hoho ! Eo ! Me(d) nann, oa ket, oamp ket, re-yowank, atetet ga'r rinier neuhe na ga dour kwa !

– Nann ? Memes ba poullou ? Ba poullou-dour ha-traou ?

Nann, ba ma sekteur a(ho)nt a(r) gi-nt… Oa ket kalz a dud 'è, me(d) ar re-yowank, nann, nann-nann ! Oamp ket… Oamp ket tomm deus an dour kwa ! Me(d) ene ma renket 'n-om gaoud kwa ! Oh gast ! Am(añ) oa ur vuhe paotr !

– Ha ba p(e)-lec'h oa la pa disket ? Ba'r pissin pe… ?

Ba'r pissin

– Ah ya ?

Ya-ya, sete da zigentañ 'h eemp toud d'ar pissin, sete vïe daw… Me(d) 'benn ar fin oan reuperet lar oain un tamm louarn 'è ! A chechen ma zreid ganin d'ar pissin, sete… Oh gast ! Meus ket bet d(a) 'n-om jaliñ ! Memes ur, ur c'habiten gasse (a)ha(n)on (a)ssames gantoñ d'an dour hag e-se halles lar(e)d la c'hoant da lar reüssichen 'è kwa ! Kar kalz a ouïe neuñial hañ ! Deu(h) ar re oa (a)ssames ganiñ

– Ah ya ?

Oh ya ! Ha neuñial mad hañ ! Me(d) me oa un plouc 'hat paotr ! Pfou ! Olalalalalala ! Sete bon beñ gallet da dressiñ (a)ha(n)on kwa ! Sete 'benn ar fin vïen laket war bemp metr uhel(d)er da sotiñ d'an traoñ ba tri metr dour. Ar wech kentañ, nondidïe !

« Gast ! 'Benn, ma'hat teuin ket deuh ar foñs ahe gis-se… »

Penses-tu ! Pugur peurvïañ m'é don an dour, mïañ aesed teues d'an nec'h goude ! Soveteet an den ! Ma ket owen kin ! Ale chuittt ! Ha béc'h dèi ! Sete boñ passeet mad ar pevar mis hag goude oamp aet neuheñ da Asnière, 'h o(be)r ur staj, meus ket joñj (???), me(d) oh ! C'hoant d'ond d'ar peloton 'è ! Aha !

– Ah ya ?

Beñ ya ! 'Vel un neubeud-all oa memes ganemp ha da dessidet mond d'ar peloton

– Me(d) pet(r)a é « mond 'ar peloton » ?

Beñ mond da ziskiñ be kaporal !

– Hañ ! An dra-he é ?

Ah ! Ar re-yowank so brem(añ) n'ouzont ket pet(r)a é an dra-h(e)

– Beñ pe-sort mod a ouïefent… Ahaha !

Ahaha ! Sete oamp aet hag a oa digoueet demp mond d'ar peloton, of ! Deg munut deus lem oamp à chom barzh Paris. Ma zad ha ma mamm oa 'chom ba Passy hag ar peloton oa ba la caserne pe, pe le poste, Auteuil, oa ket pell ahane. Sete passeet mad ar jeu a'ha ! Sete neuhe alesse oan hanvet hag deuh ar peloton oan aet da Boulogne, Boulogne-Billancourt. Anveet heus ket bet… N'anves ket Paris ?

– Pass re

Tamm (e-)bed, nann ?

– Yeo ! Ur wech pe ziw oun bet, me(d)…

Ah ya !

– Me(d) blij ket re ar c'hêriou din

N'anves keme(d) an tour-Eiffel 'è kwa !

– Bet oun bet wel ur, ur geniter din, barzh Paris kwa ! Me(d) n'oun ket 'visitiñ kwa !

Be(ñ) an hi(ni) 'h a da Baris so oblij(e)t da wel an tour-Eiffel, pugur hemañ vé gwel(et) deuh a bartoud !

– Oh ya ! Matresse ma gwel(e)t, me(d) meus ket joñj kin

Ah ! Heus ket joñj

– Me n'oun ket, n'oun ket bet 'kichenn kwa !

Ah nann ! Beñ ni oamp ket pell, Passy oa ket pell deuh an tour-Eiffel, of ! Dow gilometr pe dri matre'n… Set(e) on bet ur bla ba Boulogne, Boulogne-Billancourt, nondidïe ! Oan ket divalo ene 'hat ! Me(d) ne oain ket chomet, ehe !

– Ah nann ?

Me(d) ene, ene ha ene… 'R gwashañ tra ma bet gwel(e)t a Baris oa an dra-he : Gelvet d'ond d'ur c'hlinik da gass oxygène d'ur plac'h hag a oa à'h akouchiñ

– Ha nagn ket oksijen ba, ba'r c'hlinik ?

Sort ! Sort ! Me(d) d'ar blavezh a gonton dit ahe, an dra-he é goud(e) ar vresel heñ !

– Ya-ya-ya, goud(e)… Me(d) drol memes-tra lar, lar nije bet ar bomperien kwa ! Me(d) pass ar c'hlinik kwa !

Mo(d)-se oa ! Sete pugur oan kaporal, an adjudant ha me oa aet d'ar gambr ! Fffou ! Ar gwas oa maes ba'r c'houloar, ar bugul bihen a oa ba'r c'ha(v)ell ! Hag an adjudant ha me oa, hag ar vedussined, oa 'tro dèi kwa ! An adjudant ha me oa à reïñ de l'oxygène dèi… Ya, me(d) marvet é-i. Oh ! Ur c'houchad oa ha gwraet une hémorragie ! Gast ! Ma keme(d) n(a)onteg la, beñ mon vieux ! Ma joñj(e)t :

« Ma é an dra-m(añ) an dimeiñ 'ha paotr ! »

Ar powr-kaezh den oa maes ba'r c'houloar, i wreg marw ha ur bugul bihen, na ket div eur harolaz ! Pfou ! Gast ! Ah ! An dra-he na skôe(t) (a)ha(n)on 'ha !

« Oyow !!! » Ma lar(e)t ! « Gast 'dedïe-dïe-dïe !!! Me(d) an dra-m(añ) zo ur vuhe 'ha ! » Ma joñj(e)t

Boñ, me(d) meus ket bet ankoueet, me(d) boñ ankoueet memes-tra kwa heñ ! Mod-all ma mij(e) ket ankoueet, vïen ket dimeet hag a mïe lar(e)t dèi

« Oh nonn ! »

Me(d) boñ, dond a res d'ankouaad 'nê… Bon ! Sete passeet mo(d)-se

Goude neuhe ma ket gouïet blam bet(r)a, oan kass(e)t d'o(be)r ur c'haporal da ziskiñ kaporaled-all !

« Merde ! » Joñjen, « pet(r)a meus gwraet (a)darr(e) 'benn meus goneet an dra-mañ ?! »

Ha oan bet pevar mis ba Champerret neuhe, ba'n usin vras ! 'Vel lar ar re-mañ, 'tiskiñ les, les élèves caporaux vé gwraet deus an dra-h(e), bon ! 'Velt ur roue 'ha ! Intouchable !

– Ahaha ! Mestr ba'n ti !

Ya ! Hag a vij(e)s ket amerdet ga, ga an ofissourien nag ar sous-ofissourien kwa ! Boñ ! Sete goude, p(a) oa echu an dra-he neuhe, deut 'ta da Grenelle (a)darre neuhe ! Ha oan ket bet, oh ! Oan ket bet pemzete : Lakeet ur c'houchad re-yowank din (a)darr(e) da ziskiñ !

« Merde ! » Joñjen, « amañ n'o echu (e-)bed 'vidon ! »

Sete an dra-he oa partïet 'vi(d) pevar mis (a)darre ! Sete neuhe dostee la quille ! 'Vel lar 'r…

– La quille ?

La quille, ya ! Echu 'ha an obadenn ! Bremañ 'h añw d'ar gêr !

– Ya, echu ar pardon kwa !

Echu ar pardon ! Ya, sete 'benn oa echu neuhe a oan dimeet hag goud(e) an eur(e)d ma renket mond war ma c'his, ma ket echu-tre ! Set(e) ar wreg oa deut da ma c'haoud goude neuhe hag na bisitet Paris ga ma zad, ganemp ha-toud ahe gis-se hag a… Mis-hero oan 'n-om ga(ve)t ba'r gêr neuhe, prest da lakad ed ha-toud ! Ba'r feurm, aha ! Eh voilà !

Sete goude neuhe on bet chomet amañ

– Passeet deus kaporal da charriter

Da charriter da gaporal

– Ah !

Ha da gultivateur

– Ah ! Ha da labourer-douar war-lerc'h

Ha da labourer-douar ! 'Vel vïe lar(e)t 'ta d'ar poent-se :

« Retour à la terre ! »

– Ya, ah beñ an dra-he oa hañ ?

Beñ an dra-he oa ha meus ket (a) geuñ

– Nann, me(d) dibowe out bet en-dro ba Paris ?

N'é ket ! Ar chef de gare zo fachet deuh-ouin ! Daon ya ! Houll ket roiñ bilhed (e-)bed din d'ond ! Eh ! Meus ket bet issêet mond hañ !

– Ah nann

Of ! Eh ! Hag ar wech é kemer(et) ur feurm, n'out ket kap d'ond da…

– Nann

Da haloupad mo(d)-se

– Nann

'Vi(d) d'ar poent-se ! Bremañ 'h ent pemzete n'ouzes ket da b(e)-lec'h da, da reiñ vakeñchou ha-toud ! Me(d) d'ar poent-se oa ket vankeñchou hañ !

– Nann

Ur wech komañs(e)t da zelc'h un tamm feurm, den e-bed 'n-om jale ! Den e-bed vïe 'klask mond da, in vakeñchou na sort e-bed d'ar poent-se

– Beñ nann, ahe oa o buhe kwa !

Bevet… Bew ar mo(d)-se kwa !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog