13/04/2018

Mouchet ar sent, aet ar c'hleier da Rom

Hadsalud dec'h,

Ale ! Un eil añrejistramant berr bet gwraet tri devezh so ba-ti É. ba Skrigneg, assames papred ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.





– Ma klêt 'e vije mouchet ar sent

Ga Pask !

Ah !

– Ga Pask ?

An dra-he vije gwraet a'ha !

Ya, ga Pask dalc'h-mad, ya, amzer…

Daon ya ! Toud ar sent ba'h, ba'h…

Amzer-Vask ! Ya

– Amzer-Vask

Amzer-Vask

Ya

– Ha blam bet(r)a vije mouchet ar sent ?

Eh beñ, pugur 'h ee ar c'hleier da Rom, vije lar(e)t

Ya

Hag a vije red mouchañ ar sent neuhe

Daon ! Ah(e) oa ur…

… Ur sistem d'an ilis kwa !

– Ya-ya-ya

Ya

– Me(d) choñj peus blam bet(r)a oa pe… ?

Beñ lar(e)t vije demp blam oa aet ar c'hleier kuit, sell vij(e) ket son(e)t ar c'hleier neuhen pad…

Nann

… Amzer-Vask

An dra-he vije gwraet n'eus ket keid-se zo !

N'eus ket keid ! N'eus pell-zo !

A-gement vije ket gwraet an dra-he !

Nann-nann, n'eus ket pell-zo

Heñ ?

Ha vije gwraet war-lerc'h sul-bleuniou !

Ya

Vijent mouchet ! Hag ar sul war-lerc'h Pask vijent divouchet !

Ya, pa 'h eer…

Teir su(zhu)n ! Teir su(zhu)n vij(e) !

Ha brallet ar c'hleier neuhe !

Ah ya !

Pudur teuent deus Rom !

Ya ! Mo(d)-se vije gwraet, ya

Ya

Oh ya ! Beb-sort…

Ah ! Choñj a meus…

Beb-sort traou vije gwraet mo(d)-se

Pa-rag vije gwraet an dra-he ?

Daon ! Me n'ounn ket ! Houzoh walc'h, blam bet(r)a… Daon nann 'ha !

Oh !

Ah nann 'ha !

– Vij(e) ket espliket kwa…

Nann, vij(e) ket espliket demp pe-rag

Pwah !

– Me(d) matresse lod na ka(v)et ur mod d'esplikañ an dra-h(e) ? Lod ha' oa un tamm finnoc'h 'vid ar re-all neuhe

Daon ya ! Me(d) an dra-he oa hag mouchet ar sent war-zigare oa…

Ha pudur ni houllomp ket 'ha…

Nann, reemp ket, nann

Ni ree vorz deuh an dra-h(e), gav din

Reemp ket, sur… Oh ! Reemp ket 'ha ! Ha oa 'è, ne houllomp ket kestionou 'vi(d) an dra-h(e) !

Nann

– Nann

Me(d) an dra-he vije mouchet blame(d) oa krussifïet Jesus, houzoh walc'h

Ya

Sell oa maro, sell oa sañset da veañ mouchet…

Ya ! Da veañ in kañw, pé weler…

Ya, in kañw kwa !

Da zusken da veañ in kañw

– Un tamm « in kañw » é kwa !

Ya

– Blam a-se kwa ?

Ya-ya

Ya

– Ya

Ya-ya ! Vijent, in kañw vije, beañ in kañw o afer…

Ha vije laket ar, vijent mouchet ga…

… Ga'r liw vije chasubell ar person !

Ya ! Ya

Ya

– Chasubell ?

Ya

Ya

Violet !

– Violet ?

Violet

Violet, ya !

– Violet, ya

Ya

Ya

Téñval kwa !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog