14/04/2018

Reiñ kafe d'an ouvrïerien

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard bla-so ba-ti F. deus Plourac'h ('chom ba'r Faou bremañ, an abadenn da jilow amañ 'n hi fezh). Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! 'Hond d'o(be)r pet(r)a (e)mout ahe bremañ ?

– Ahe (e)mon… « Je teste » !

Ah ! Tu testes ton matériel !

– Oui


Boñ ! Ouais, le 13 t'as mis, c'est bon ! Très bien ! Ha oc'h deut deu(h) Rañwon amañ ?

– Ar radio zo ba Ploneis !

Ah ! Ah(e) oah 'chom neuh(e) ?

– N'on ket, ar radio zo, zo ba Ploneis ! Goûd a rit p(e)-lec'h (e)ma Ploneis ?

Rañw ket ! Pe-lec'h (e)ma ?

– Etre Ke(m)per ha Douarnenez

Klêt meus kont d(eu)s an dra-he, ya ! Ploneis ! Ya, just a-walc'h, Ploneis, geo !

– Ke(m)per zo amañ, Ploneis zo amañ ha Douarnenez zo un tammig pelloc'h !

Ah oui-oui ! C'est entre les deux quoi !

– Ya !


Ya, pet(ra) feus c'hoant d'o(be)r diñ amañ 'ha neuh(e) ? 'H añw da ganañ damaïg pe pet(r)a ?

– Ho, pass c'hoa(zh) !

Oh nann-nann ! Ouïon ket kanañ, geo ! En, autrement quoi !

– (E)ma ket mad an traou !


Pet(r)amant n'é ket me zo mad ? Tost a-walc'h oñ daoñ ?

– Larit un dra mennaket !

Klê(d) a res 'ha(n)on ? Dikoniñ ra ?

– Ra ket !

Hopala ! Pet(r)a é an dra-h(e) ? 'Ma ket mad an traou !

– Yao ! Deut é en-dro !

Ah ! Deut é ?

– N'ouzon ket pe-rag

Me(d) matre'n un tammig digor an noñr matre'n

– N'é ket, nann an… An orjalenn zo, zo fall !

Ah !

– Bon, Fernande ? Mond a ra ?

Mad-tre !

– Gwelet meus ho penn ba'r journal !

Ya ! Ma'hat-sur ! Ha oan ur bleumpenn heñ ! Ahahaha ! Oh ahaha ! Ur bleumpenn heñ ! Ha goûd kaoseal deu(h), ga'n dud heñ ! Ya, ar re-s(e) so kontant dou-ouiñ ma haotr !

– Felissitet oc'h bet ?

Oyeye ! Ben des coups de téléphone ! Dans la rue ! Des bisous ! Tout ça zo roet tiñ !

– Hag e brezhoneg, pe-naos vé lar(e)t an dra-he ?

Ar brezhoneg, daon ! Ar brezhoneg vé lar(e)t tiñ !

« Fernande ! Oh male(ü)rus ! Eh ben Fernande, t'es une vedette du Faou » ma haotr ! « T'es une star ! »

– Ur steredenn !

Ya, just a-walc'h !

– Me(d) pet(r)a peus gwraet neuhe ?

Beñ, pet(r)a meus gwraet ? Dam a reen, reen 'è kafe toud da'r re-mañ nagn felissitet 'ha(n)on ! Eizh kafierenn… Euh kafe par… Bemde-bemde-bemde !

– Med da biw ?

D'an dud so 'labour(a)d ahe ! Ta [pa] oagn n(a)onteg ! N(a)onteg oagnk !

– Ha pet(r)a (e)maint 'h o(be)r ahe ?

Ah beñ ! 'H o(be)r an dallage, 'h o(be)r bitume, lakad des, des bordures ! Lakad mein ah(e), des carrés en pierre de taille, tout ! Ah ! Me(d) braw vo ar Faou heñ ! Ah ! Kàer vo ar Faou ! Ma souet(añ) a rañw lar tèy touristed ar bla-mañ !

– Ah ya ! 'Vid lak(ad) brawoc'h ar, ar c'hreis-kêr kwa ?

Ah ya ! Kàer vo kêr ! Me(d) tïer zo 'n-dro daoñ ha refe ket fall rafistoliñ 'néoñ un tamm ! Da, an dra-he n'a ket ga'r rest ! Ar ruiou braw, me(d) be zo tïer beb-sort 'è, kara ? 'Vel vé ba lec'h-ell 'è kwa ! Pet(ra) (v)o gwraet ? Me(d) toud an dud neugn ket monichen heñ ! Et ha goue ket deuh ar ciel heñ ! Deus krec'h heñ ! N'é ket braw ma haotr !

– Nann

Red d'an nén mond ga i hent 'vel gall !

– Ah yè !

Haha hahahaha ! Hoho ! Oyow ! Ah ya !

– Med dam bet(r)a peus bet c'hoant da roiñ kafe d'ar re-mañ ?

Ga'n dru(e) deusonte ! Ha tru(e) ma deusonte-(hègn)k ! Ha eint deut ahe ba mis-hero, mois d'octobre ! Ha laren dê :

« Oh ma Doue ! »

Aet on da wel(ed) 'nê dou-ouiñ ma-hun ! Ha meus lar(e)t dê mo(d)-mañ :

« Me(d) ur bann'h-kafe 'h efe ganec'h matre'n ? »

« Ah c'est pas de refus haha ! »

Pe-mod larent diñ… :

« Pe-hano feus ? »

« Fernande ! Ha c'hwi 'ha ? »

« Michel »

Ha nagn lar(et) o hano din toud, boñ mad é ! On deut war ma c'his d'ar yêr ! Ale ! Meus gwraet kafe dê ! Kemer(e)t gatoiou, reen gatoiou ma-hun ! Krampouzh meus gwraet dê ! Galet(e)s ma gwraet dê dirgwener ! Ma des galet(e)s ha renk(e)t, ur c'hilo ma gwraet dê ! Ha nagn goullet ganiñ :

« Pet(r)a feus lak(et) comme matière barzh, Fernande ? »

« Ah ! Ça c'est Tipiac, pirate ! Ah ! Mon secret, c'est pour moi ! »

– E brezhoneg ? Pe-naos vé lar(e)t an dra-he ?

Heñ ! Ma secret ? Ah beñ an dra-he, ma secret, tà dou-ouiñ ma-hun ! Bep-heñi n'om zimerd 'vel gall ! Ha me zo kap da, d'o(be)r pezh meus c'hoant, toud reüssi 'nê ! Et des beignets ! Beignets aussi !

– Ma !


Ah ya ! Me lar se dit d'ar re-he : Lip-o-ginou ma haotr ! Dond a ree an teod maes da lipañ o musello(u) !

– Ah yè ?

Ken mad 'vel oagnk !

– N'é ket gwir !

Ah geo ma haotr-kaezh ! Dond a ree ar saouj deusonte ! Fïer oa dê !

« Merci Fernande ! À demain ! »

« Oui-oui ! S'il neige pas ! » Laren dê !

Mar vïe ket erc'h !

– Haha !

Hahaha !

– Ha beb mintin !

Ah ! Beb mi(n)tin ha deuh an abard'hê ! Da zeg eur (ne)med-kard ! Ha da deir eur hanter, da deir eur ha-kard : De retour, la même chose ! Ils étaient à la noce avec moi ! Ah oui !

– Gis d'ar friko ?


Ah ! Meh-mod, 'vel vefe, vefent ba'r frikou, ya ! Ya-ya, me(d) jentil oagn toud ! Mignon egn toud diñ !

– Ha ped den zo ?

Ben, eh ! Y a eu deux équipes, la première équipe, ils étaient neuf

– Naw

Naw, ya, just a-walc'h ! Naw la première équipe, ar bande, neuf, ya-ya ! Naw ! Ha goude neuhe, me(d) egn deut re-ell ! Naw ell ! Sè an dra-he ree trivec'h 'tre toud ! Ha ta [pa] ma echou da gass d'an traoñ oa red diñ dond da grec'h, 'benn-neuhe laken ma c'hafetierenn en route ! Laken 'nèi 'è en marche, t(r)ame(d) diñ da veañ… Pass trennañ !

– Yè

Me oa red diñ be 'è, heñ ? Assez vif quoi ! Red diñ mond da… N'eus ket amzer da goll ! Nann-nann-nann-nann ! Ha mon Dieu ! Ha ga ma bandenn war ma c'his ! Ha ???? dèi ! Hahaha !

– Ha kafe deus Marseille é !

N'é ket ! Deus an Aix-en-Provence ! De chez Paul Dequidt !

– Hopala !

J'ai, bet meus ur c'holi ahe an di-ell oa ba ma boîte aux lettres !

– Ah ya ?

Ya-ya-ya ! Amañ, amañ, am(añ) (e)ma ket an traou… Ah ! Il faut pas attendre le paquet ici, c'est du réserve ! Hahaha ! Me vên ket tapet berr ga ma c'hoñchou !

– Nann !

Ha nann-nann ! Na ga mann e-bed pa'n ti ! Ah nann-nann ! Me 'h a de l'avant ! N'é ket war a-dreñw ! Hahaha !

– Ah bon ?

Ah beñ ya ! Ah beñ… Ha ar re-he, paotr ! Et après si, ma ree dour, wichou an amzer vé hudur ! Me lare dê mo(d)-mañ :

« Ma ! Me meus true do(u)-oueh à chom maes ahe dan ar glô ! Oh ! Ahe zo un ti » laren dê ahe, « ha ar paotr-kezh den zo mar(w) ! » Laren, « que notre Doue a bardono 'naoñ ! Me(d) 'h amp ba'n ti-t(e), n'é ket cherr(e)t an noñr warnoñ ha' zo ur pezh daol vras 'barzh ! Ah ! Me 'ha d'eñstaliñ ma zraou barzh ha 'h amp d'ase(o), zo kado(r)iou ha toud ! »

Ha vêmp ah(e) 'h ev(añ) ar c'hafe ! Am(añ) ha plijadur mamp toud ! Aha fi ya ! Ha kafe mad ! Ha 'leizh o c'hov ! Ha chokol(ad) ha-traou !

– Chokolad ?

Ah ya chocolat !

– Opala !

Ah ya ! Ha c'est pas le bas de gamme hein ! Ah non !

– Ah nann ? Deux Aix-en-Provence ?


Ahe… Ah non ! Pas d'Aix-en-Provence, mais du chocolat « dégustation » !

– Hañ !

Ah ya !

– Deus p(e)-lec'h ?

Ah ! Deus pe-lec'h ?! Beñ deus lem a ga(v)on 'naoñ, wichou 'h een 'ta d'ar Marché U his-se, d'ar Faou ! Ha welen changement, bon pass bemde memes-tra, ale ! 'H an da dap an dra-m(añ) brem(añ) ! Ah ya-ya ! Ha krampouzh ha-toud ha… Ha laket wichou, lak an Nutella diwarne ! Wichou, lak reent amann dewarne ma haotr powr ! Ha toud ! Oyoyow ! Me lar se dit walc'h : Fïer oa dê ! Fïer oa dê !

– Ha c'hwi zo fïer 'e ?

Ah ya ! Ha rond o c'hov !

– Ah yè

Aha ! Oagn ket ga'n naon heñ ! Hahahaha !

– Bemde, d'ar lun d'ar gwener, beked ar gwener ?

Ah ya-ya-ya ! Ar lun da, da zeg eur (ne)med-kard a'h añw ! 'Benn-neuhe mé prepar(et) toud ma jeu ! Ha me ra traou-ell ba ma zi da ho(r)tos ! Añse ma c'haftierenn rañw neuhe ha rañw 'ta traou-ell ! Soañgnon ma lapoussou bihen ahe, les, les canaris ! Ha toud, ale hop ! Wichou 'h añw 'ta da sell deu(s) ma fleur ! Ale, c'est prêt ? Je prépare tout ça et quand il est e(rr)i (a)n eur 'ta, neuhe ma lar(e)t :

« Poent diñ kass ma zreid ! »

A-wichou leus(k)on ar baner gante ! Ar panier gante, 'vel vé lar(e)t ! Ha 'h ent d'o(be)r koursou mod-ell ! Ha goude basseon da dapañ 'naoñ gante !

– Ha pevare vo, vo echu ar labouriou ahe ?

Ba'r ru ahe ? Echu, oh beñ ! Lar(e)t so juin, e mis-ebrel, n'é ket ?

– Mis even ?

Mis e(v)en, ya !

– Ya

Laket so un date ahe his-se zo lar(e)t, 'benn be mad oa gleet be echou 'benn-neuh(e) ! Matre'n 'h agn un tamm bihen pelloc'h ! Matre'n (v)o neubeutoc'h, n'ounn ke(t) !

– Me(d) petra ri goude, c'hwi ?

Ha me ga(v)o hir an amzer !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog