18/04/2018

Yod-siled ha laezh-kowled

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg bla so, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Ha ni na laromp ket « youd-siled » heñ ! Youd-arsiled !

Ah !

– Youd-arsiled

Ni a lar, ne… Amañ vé silet ha-toud !

Ya

– Ya

Yod-siled, me(d) daon ! Gwich-all vije silet 'è amañ !

Ya !

Pugur vije laket in go deuh an abard'hê ha 'n de war-lerc'h vintin vije silet ha vije gwrae(t) ar yod neuhe da lein !

Ya

Mo(d)-se vije gwraet

Ha 'benn-neuhe vije, a vije rekuper(e)t an dour !

Just a-walc'h

Ar goell kwa !

Ar goell, ya, da boaha(d) 'naoñ

Ya

– Ya, 'vid ar, 'vid ar (???)

Ha vije delc'het un tamm 'vi(d) ar wich-all, an dra-he lakee 'nê da drenkañ, houzoh walc'h

Ya ! Ah ya ! An dra-he vije gwraet d'o(be)r goell-bïer !

Ya

Ga'r bïer-bar(a) kwa !

Ya, me(d) an dra-he vije gwraet 'vi(d) ar yod-siled 'è

'Vi(d) ar yod-siled vije gwraet 'è, ya

– Pé vije passeet ba ur sil kwa !

Ya !

Ya !

Ba un tañoues !

Ba un tañoues !

– Un tañoues ?

Un tañoues, ya

– Ha difer's so etre ur sil hag un tañoues ?

Ah ya !

Ah daon ya !

Un tañoues a zo toullou bihen-bihen-bihen-bihen kwa !

Ya-ya-ya-ya !

Ya, toujust ma…

– Munutoc'h ?

Heñ ?

Munutoc'h, ya

Munutoc'h, ya, toujust ma bassee an dour kwa !

Hag azhpenn-se an tañoues, uhel ar bord, sete vé ar moien dit da veskañ barzh

Da veskañ 'naoñ kwa !

– Da veskañ traou barzh kwa !

Ya

Sete ga da zorn a drôes ablamed da… Voilà !

– Hag ur sil, pet(r)a é dec'h neuhe ?

Ah ! Ur sil zo toullou brassoc'h kwa !

Ya !

– Ah ! Toullou brassoc'h…

Ya-ya !

– Un tañoues pe ur sil, ya…

Ya

Ah !

Ha ur sil, pé vije gorôe(t) ar saout, gwich-all vije ur sil 'è !

Ah ya !

Ahe oa n'ouzes ket ped machin ! Un' tano hag un'…

Ah ya !

… Toullou brassoc'h ha-toud kwa ! Sete viche cheñchet sil pé vije c'hoant kwa !

Ya-ya !

– Me(d) drol é, pugur vé lar(e)t « youd-siled »

Ya ! Yod-siled

– Ha vé ket lar(e)t « youd-tañoues »

Nann 'ha !

Nann, nann-nann ! Yod-siled

– « Youd-tañoueset »

Nann !

Gwir é !

Beñ nann ! Nann-nann ! Yod-siled vije lar(e)t dalc'h-mad !

Ya !

– Ya

– Hag e mod-all ahe, e-raog vije ket un espess « yaourt » 'e


Laezh tew !

– Laezh tew ?

Ya

– Pugur « yaourt », an dra-he zo digoueet e…

Oh daon ! An dra-he zo laezh tew 'è, ma vefe lar(e)t

Ya, daon ya 'ha ! Ma vefe… Beñ « laezh trenket » vije lar(e)t gwich-all kwa !

Ya ! Kowled !

Kowled, ya !

Kowled !

Sell é an dra-he oa laezh trenket kwa !

Ah ! An dra-he oa mad 'è 'ha ! Kowled !

Ya !

Vije trenket da…

Ha heñ oa, heñ oa tew 'vel yaourt 'è kwa !

Ya, ya-ya !

Kowled, ya

Vije lak(et) ar laezh ba'h ar chidour(e)nn war an tan da drenkañ

Ya !

Hag a vije laket laezh-ribout barzh ha neuhe koaien !

Ya ha vije mad a'ha !

Ya, ah fi ya 'ha !

– Me(d) un difer's so 'tre pifiñ ha trenkiñ ?

Of !

N'eus ket ah(e) 'ha !

Nann

Oh nann ! Nann-nann

– Nann ?

An hi(ni) a bif a drenk 'è !

– Ya

– Pet(r)a é ar gwashañ ?


Pifet, pifet é ar gwashañ ! Trenket 'ha ! Vije pé vije pifet !

Ya 'ha !

Ah ya-ya !

Pifet, matrehe, zo un tamm plus acide

C'est ça !


– Beñ trenket kwa !

– Ya, sete matrehe trenket viche voien d'ober un dra mennag c'hoazh ?

Ya !

Ya ! Ha pifet, nann !

Ah ! Pa vé pifet neuhe é…

Nann, nann ! Oa ket, oa ket koulz ! Pifet oa ket koulz

Nann

Nann

– Me(d) pé oa passeet, oa ket pifet ?

Ah nann !

Ah nann !

– Nann

Ma bassee oa ket pifet, nann

Nann

Laezh passeet zo digoavenet

Ya

– Digoavenet

Tenn(et) ar c'hoaien

– Ah ya

Oh ! Ga laezh mad vije gwraet 'ha !

Ah ya !

Pudur vije, vije laket koaien c'hoazh azhpenn

Azhpenn barzh, ya, ya-ya !

– Me(d) laezh kowled e-kichenn ar yaourt

Ya ! Laezh kowled

– N'é ket memes…

Beñ…

– … Memes blas pe a-peu-prè memes-tra

Oh eo 'ha ! Zo un dra (ne)med-seped, (ne)med-seped vije ket…

Amañ d'o(be)r yaourt lakent un produit da drenkañ 'naoñ

Ya-ya !

Ha 'lec'h gwich-all oa ket, an dra-he oa ket aneet, houzoh walc'h

– Nann-nann

Nann


Vije lesket dow pe dri devezh da…

I-hun ! Da…

… I-hun da devaad kwa !

… Da dreiñ mod nije c'hoant d'o(be)r

Ya, ya-ya

Ha tu na c'hoant d'ond !

Ya

– Me(d) vij(e) ket laket goell barzh ?

Ah nann !

Nann

Nann

– Pegur bremañ vé gwraet an dra-he d'o(be)r kefir

Ah ya-ya ! Ya-ya, ya-ya ! Goûd a hounn…

– Tapet un tamm deus un' kozh ha laket barzh

Just !

Ya-ya-ya !

Ya-ya ! Me(d) an dra-he drenke 'naoñ ! Ha vije gwraet ga laezh mad (me)mes-tra, houzoh walc'h

– Ya-ya

Ya, bremañ vé laket, ya, kefir, d'o(be)r des yaourts et fromages blancs

Ouais-ouais
, ya-ya ! Toud an traou zo cheñchet, houzoh walc'h

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog