13/05/2018

Gwech-ell vise gwelet an dieoul

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha mod-ell, klêt peus kaos deus ar làer-amann ?

Deus ar ?

– Ar làer-amann, an dra-he oa un deñn ha' na passêt ur c'hontra ga'n dieoul dé laer(e)zh an amann d'ar re-ell

An dra-se oa, haha ! An dra-se oa superstissïon kwa heñ !

– Ya

Me(d), gwir é, gwraet vise 'hat !

– Ya

Kar me meus bet klêt… Mé dud, nann, nagn ket bet… Me(d) bet meus bet klêt (a)nê kont(o) doc'h an dra-s(e), lar pé vis(e) ur chourr(e)d, pe ur loustik, ba'r c'hartiel wechou, vise gwraet troiou daoñ kwa heñ ! Troiou-…

– Ya

… -Dieoul daoñ ar mo(d)-s(e). Ha d'ar mar(e)-se, boñ ! An dud oagn ket disket 'vel (e)maint brem(añ), me(d) ar velêien, ar, ar person ouïè 'h o(be)r kalz traou ! La magie vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e) 'ha !

– Ya

Ha meus bet klêt (a)nê lar(e)d lar ouïè ar… Wechou ar wreg 'h ee dé ribota(d) ar c'hoèien 'vi(d) kaou(d) an amann ha kàer na-i troiñ ha troiñ ha troiñ ! Eh beñ tàè ket tamm amann (e-)be(d) maes ! Ya

– Làer(e)t oa bet ar…

Me(d)… Voilà ! Ya, me(d) n'é ket 'vi(d) 'n dra-se, 'n heñi na gwraet an taol rekuperè 'n amann ! Chetañ ur sor benneg wa'r machin ree-hè ma'hat ! 'Vi(d) 'h ampech an amann da zond ha kàer pa troiñ, pa'n de ma po c'hoant, eh beñ pïe, tàe ket amann kwa !

– Mann e-bed, mann e-bed !

Nann. Ar mo(d)-s(e) meus bet klêt (a)nê lar(e)d, me(d) boñ, ahe n'añw ket re añw(e)s, med gouïe(d) a rañw lar vis(e) gwraet heñ ! Boñ… Boñ gwech-ell oa ar velêien kwa ! Ar person ba'r c'hampagn ouïè 'h o(be)r kalz traou ar mo(d)-s(e). Me(d) goud(e)-se oa deut, me meus bet klêt mé mamm lar(e)d oa deut, wa'r c'hampagn 'è, tud ken disket nag ar person, ahe na, na chech(e)t-hè dreñw, oh ! Me(d) ar re-s(e) ree owen d'an dud gwech-ell heñ !

– Hag ar velêien chetè sortou ar mo(d)-s(e) ?

Bah sert(e)namant a'ha ! Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ah beñ ya heñ ! Kalz…

– Pe-sort mod reegn-hè ?

Kalz traou, n'ounn… Meus ket bet avañset war ar sort traou-t(e), pi(g)ur deja, 'benn oan digouêt ba'n oad da… Paotr yowank, 'vel vé lar(e)t 'è, 'benn-neu'n ar, ar velêien oa komañs(e)t 'è dé, laron doc'h, an dud oa deut un tamm mat diske(to)c'h, pi(g)ur vïe ràet diskadur(e)zh d'ar, d'ar, d'ar, d'ar…

– D'an dud

D'ar vigwale !

– Ya

Ha oa ken disk(et) ar velêien, me(d) ar velêien a-raog oa-hè beñ, hè oa ar chef partoud heñ ! Ha war-lerc'h, beñ 'benn oa 'n dud deut diskadur(e)zh : Djiiiou ! Oa lak(et)-hè ba-dan ar, heñ ! Ba-dan gourrij ! 'Vel ar re-ell 'è ! Me(d) yao ! O(be)r a ree-hè traou heñ ! Me(d) n'ouzon ket, n'oun ket gouest da lar(e)d doc'h, pi(g)ur meus ket preuve na, na fout na rieñ ! 'Vel, kont(o) doc'h an dieoul, ar gi(s)-m(añ) hag ar mo(d)-m(añ), me(d) 'n, me(d) 'n dud oa rant kont (e)ma doc'h istoar Poullaouenn ah(e) gis-s(e)

– Ya, ya-ya, an dieoul ba Koat-Frew

Heñ ? Ah ya ! Ha oa toud ar re-yowank ba'r bal 'tañs(al), pi(g)ur vis(e) ba ur grañj petram ba ur machin ar mo(d)-s(e) heñ ! Ha un' oa un tamm bihen ha' na diskadur(e)zh ha gle(v)è (a)nê lar(e)d kwa heñ !

– Ya

Oa-hè 'tiskut(iñ) 'benn-neu'n :

« D(a)maï 'h imp toud (a)ssames heñ ! Kar ahe matre'n (v)o 'n dieoul war 'n hent ba'r c'hoat »

Lar(e)t ma d'ur c'hamar(a)d goulskoud(e) :

« Me(d) gouïe(d) a rañw ba-b(e)lec'h 'ma » lar-heñw

– Ba Kaot-Frew

Ha heñw, ha heñw oa aet a-raog ha 'benn oa e(rr)o-hè ba'r, war-wel, sortïe e dir(e)nn hag ar min-tan ! Ha pé oa e(rr)o-hè kant metr deuhoutoñ : Komañs(et) d'o(be)r tan ha hop ! Tcho ! Ale hop ! 'N-om lak(et), lampè-hè partoud kwa heñ ! An dra-s(e) oa ur preuve lar, ya, vis(e) gwel(e)t an dieoul gwech-ell kwa heñ ! Ah ya… Goud(e)-se na bet-heñw owen ! Ken vounn(u)s na gwraet vïe bet beu(e)t-hè ba, ba'n dour, ba'r wazh, ba'n traoñ, ah ya ! Seto, gwraet vis(e) heñ ! Gwech-ell, heñ ! Gwraet vis(e). Boñ dañsal, vis(e) ket droad gwech-ell, vis(e) ket droad da zañsal kof-ha-kov ! Dañs-gavot vis(e) gwraet ma, ah beñ ar person, wechou, ouïè 'h o(be)r kon'rïou d'an dud ha chom pad 'n noñs da droiñ ba'n heñchou neb kaoud an hent d'ond d'ar gêr ! Doc'h an dra-s(e) vïe lar(e)t « mond war sowzan(añ) », beñ ya, o(be)r a ree-hè kon'rïou ar mo(d)-s(e) heñ !

– Ha oa ket ur yeotenn, ur lousowenn ha' pé gerhès war'nèi gollès da hent kwa ?

Koll, mond war ar machin ar mo(d)-s(e) kwa ! Les…

– Ya-ya

Ya, me(d) 'n dra-s(e) zo bet digouêt ga re-ell c'hoazh. Me meus joñj klêo Guern, Guillaume Le Guern ba'r Rest ba-lec'h oa, ba-lec'h (e)ma Julien brem(añ) kwa ! Oa, oa'ñw chom ba, heñw oa 'chom ba, ba an tu-ell d'ar barr(e)s du-nt ha na un tamm koat da dreus(iñ) d'ond d'ar gêr, pi(g)ur oa-heñw yowank 'è ha oa bet-heñw, sur ! Div eur matre'n, teir eur ! Ha aneiè mad ar, ar passajou ha-toud !

– An hent

Ha oa ket gouest da gaoud an hent da, da zond maes doc'h ar prad 'naoñ, ah nann ! Ha ouïè…

– Blam 'betra ?

« Ha ouïèn ket » lar Laou « dre b(e)-lec'h, dre b(e)-lec'h mond ! Gwraet oa un dra menneg diñ » lar-heñw « pe bet(r)a, me(d) ma ket gouïet biskoazh ! 'Benn ar fin oan asêt » lar-heñw « Ha reflechiss(añ) ha 'benn-neu'n oa » comment « oa e(rr)o fin an noñs » qu'il dit « ha oan ket na, oan ket mew na mann e-bed ! » Qu'il dit comme ça hein ! « 'Benn ar fin neu'n ma reflechiss(et) 'è ha ouïèn a-peu-prè, welèn ba p(e)-lec'h oa bourc'h Kleden » qu'il dit « boñ ! Ma é daw din mond d'an Haie (???), d'an Haie (???) ha an Haie Grei(s) en tu-ell d'ar barr(e)s du-nt, beñ renket mond dre ah(e) gis-s(e) »

Ha na doc'h an ilis, doc'h an tour na ka(v)et, oa'ñw aet ba'n direksïon ha ka(v)et e hent d'ond machin kwa ! Haha ! Ya-ya-ya ! Me(d) 'n dra-s(e) oa, matre'n na bet-heñw un tamm machin benneg, un trouble quelconque ba i benn

– Ya

Ouïon ket, me(d) boñ…

– Sowzanet oa kwa !

Me(d) goud(e)-se, ha n'eus ket, n'eus ket, brem(añ) zo ugent la so, meus joñj, matre'n peus klêt deus un' ha' ziskontè ba Kolloreg : Louï Falchier

– Ya, klêt meus…

Ha heñw, heñw oa, me(d) heñw na bet gwraet studi war… Me(d), ga'n dokteur ha… Dow gamar(a)d oa-hè, Nawrocki ba Ploneve oa kamar(a)d daoñ ha heñw na gwraet studïou médecine 'è. Ha heñw ziskontè ha na, na ur sakre pouvoar heñ ! Ha nom des dieux ! Ma 'h eeh da wel (a)naoñ ga un inf[ection], surtoud oa war les infections, ahe oa-heñw imbattable ! Nawrocki, pé tàè ket, ma pa un dra m(e)nneg, ma tàèh ket 'benn deuhoutoñ :

« Allez voir Falchier ! »

Louï tàè 'benn deuhoudoc'h heñ ! Me(d) ur wech, pi(g)ur tàè kem(en)d-ell tud dé wel Louï, noñs-te vise-heñw 'tiskontañ ha 'h o(be)r traou ! Un de(v)ezh oa digouêt 'n hurcher 'è kwa heñ ! Digass(et) ga'r médecine hag e ahe oa… Ha 'benn-neu'n oa e(rr)o an aba(r)d'hê-noñs, seto Louï lar daoñ :

« Ah ! Me(d) 'n dud tà da wel (a)ha(n)on, me(d) hè rà un tamm, tamm pourboire din-m(e), me laron ket dê d'ond dé wel (a)ha(n)on heñ ! » Lar Louï « Nann-nann, nann-nann monsieur l'huissier ! Me, me ra ar mo(d)-s(e), me(d) boñ… Me n'eñposon ket pris da zeñn e-bed, voilà ! »

« Peus ket droad » lar an hucher daoñ « ar lêsenn é ! »

Pratique illégale de la médecine kwa heñ ! Me(d) Louï na labour(e)t d'an hurcher ! Ah ya-ya-ya ! Mé gamar(a)d ma klêt kont(añ), pi(g)ur heñw oa chef-magasin ba Kolloreg deus ar Coopérative Saint-Yvi d'ar mar(e)-s(e), ah ya ! Aet an hurcher ba i oto roud !

– Ha tàe ket 'benn…

Ha oa ket gouest dé gass an ot(o) ! Vrrïw hag aet ba'r voss ba un tu ! Troiñ a ree, oa ket gouest, 'benn-neu'n oa e(rr)o 'n noñs kwa ! Deut an noñs a-peu-prè, an aba(r)d'hê-noñs, pi(g)ur doc'h an noñs tàè 'n dud da wel Louï ha mignoc'h doc'h an aba(r)d'hê-noñs. Oh ! Mod-ell, war 'n de, Louï vis(e) ket ba'r gêr 'naoñ, digaj(et) kwa ! Ha deut 'n noñs ha oa Louï, oa 'n hucher 'troiñ ba, ba kêr, ba Kerret, ba, ba, ba Kolloreg oa. Me(d) me zo bet, diw wech on bet ba-ene, ga Laurence just a-walc'h. Ha 'benn ar fin, deut Louï, Louï welè (a)naoñ :

« Monsieur l'huissier ! Peus ket ka(v)et an hent d'ond-kuit c'hoazh ?! »

« Ah nann ! » Lar hem(añ)-ell daoñ, « nann-nann »

« Ah ! Me(d) ma po c'hoant, me, me laro doc'h dre b(e)-lec'h mond ! » Lar Louï

« Ya-ya-ya ! Louï, lar(e)t diñ dre b(e) lec'h mond »

« Ah sè ! Deus, deus dre am(añ), gwraet, da re-rekul(iñ), sè : Ahe (e)ma 'n hent ! 'Benn ar wech-ell, po kimed dond da houll 'ziganen ! »

« Nann-nann ! N'o ket « wech-ell » (e-)bed » Lar-heñw « Me tin ket kin da wel (a)han(o)h ! » Qu'il lui dit comme ça

– « Tin ket kin ! »


Ha heñw ouïe 'h o(be)r heñ ! Boñ ha dow yowank, pe dow pe dri yowank oa bet 'làer(e)zh i deñdoñiou daoñ

« Dow mell deñdoñ ! » Lar-heñw

Fri-lous vé gwraet deus ar re-s(e) e brezhoneg !

– Ya !

Làer(e)t i deñdoñiou da Louï !

« Ah » lar Louï

Me(d) Louï na travailh(e)t d'i benn ha lar-heñw :

« Oh ! Me oar ga piw é aet, piw zo bet 'h o(be)r an dra-he » lar-heñw « me(d) ar re-s(e) zigasso mé deñdoñiou diñ ! » Lar Louï

Ha oa ket bet pell 'ha ! Oa dow pe dri yowank, ale ! Da wel ar medisin, pi(g)ur se oa ket, tap(et)-hè ar foer(e)ll ! Ah ya ! Ha mann e-bed d'o(be)r 'vid passeo ! 'Benn ar fin na, na realiset-hè ma'hat

« Oh ! Louï neus gwraet un dra m(e)nneg domp, sur ! Ni mamp làer(e)t i deñdoñiou dé hem(añ) 'vid lak (a)naoñ da, pour le faire chier quoi ! »

– Ya

Ale hop ! Hag an noñs, hè 'tiass(ed) i deñdoñiou daoñ hag 'n de war-lerc'h oa ket foer(e)ll kin. Yves Moal na lar(e)t an dra-he diñ, ur c'hamar(a)d diñ 'lar(ed) din :

« Louï oa kontant, deut oa i deñdoñiou d'ar gêr » lar-heñw « med brem(añ) 'h ey ar foer(e)ll kuit 'è » qu'il dit Louï

Si ! Gouïe(d) a ree-heñw 'h o(be)r heñ ! Ha gwech-ell oa, ar veleien ouïè 'h o(be)r an dra-s(e) heñ ! Ha goud(e)-se oa deut tud diske(to)c'h war ar machin

– Ya

Müioc'h 'vid ar velêien c'hoazh memes ! Me(d) boñ, mo(d)-se oa heñ !

– Ha klêt peus kaos deus an teujed, an teuched ?

'N teus…

– Un teus, ya

Teus ? Pet(r)a ret doc'h an dra-se ?

– « Les fantômes »

Pass, pass kàer heñ !

– Pass kàer ?

Nann, nann, doc'h an dra-se wa'r c'hampagnou, nann, vis(e) ket kaosêt doc'h an dra-se, nann. Nann, n'oun ket gouest da rakont(añ) traou doc'h, kar lar(ed) rin betissou doc'h, nann. Un teus, ya, lar(e)t vis(e) 'e :

« Oh ya ! Hezh so 'vel un teus ! »

Me(d) boñ…

– Pet(r)a sinifiv an dra-se ?

An dra-s(e), pet(r)a sinifïè an dra-s(e), un teus ? Ho ! Ur mort-vivant kwa heñ !

– Ya

Voilà !

– Ah ! Un dèn klañw ?


« Hañvel é-heñw deus e dad-kozh » ya « un teus 'vel e da(d)-kozh 'è », ar mo(d)-s(e). Euh, klañw, chétif hag a… Un hanter-deñn kwa heñ !

– Ya

Voilà ! Meus ket kalz recule war, war 'n dra-se, oa… Vis(e) ket kaosêt keme(nt)-s(e) doc'h an dra-se kwa heñ ! Nann, pass, meus ket, meus ket recule war 'n dra-se, war, war… Me(d) kaosêt vis(e), ya

« Oh ! Hezh so 'velt, hezh so un teus, ur c'halouper-noñs »

Galoup(ad) doc'h 'n noñs, les fantômes de la nuit kwa heñ ! Voilà ! Me(d) boñ, nann, as(e), 'h arretè ah(e) gis-s(e) kwa heñ ! Me(d) n'ee, n'ee ket pelloc'h heñ ! Pass 'vid kaoud istoariou war…

– Ya-ya

War 'n teus kwa heñ ! Nann

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog