08/05/2018

Stropilhet ga'r veuc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet assames ga Pierre-Yves Kersulec ba-ti J. ba Laz dow vis so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J. 



– Hag ar gwashañ lammou é 'benn gouev un deñn war an dowlin petram war… ?

Ah ! N'ouzon ket 'g-heñw n'é ke(t) ar gwashañ é 'bénn yet war lign ho kein ! Ha 'benn-neuhe alïes stok ho penn 'è ! Ha ah(e) meus bet ur lamm ur wech c'hoazh 'è ga'r veuc'h 'è. Ha hete ur veuc'h yowan(k) oa ba-dreñw, oan kass 'nê maes, oh ! An dra-h(e) oa 'tro les années 90 ah(e) ! 'Kass 'nê war an hent ah(e) ! Ha 'n tamm heñi-gozh fall neuhe 'tistroiñ da souiñ ! Ha houm(añ) neuhe nôa bet añwn ah(e), 'n heñi yowank ha hi distroiñ war'naon : Plouff-la ! Ha môa bet choñj 'è, pezur ah(e) môa lakeet ma doworn war an hent… Plom war lign ho kein heñ ! Ha ma mïe stok(et) mé fenn, matrehe mïe bet…

– Oah ket bet divellhoûget ?

Nann, nann… Me(d) ar pénn neuh(e) zo ur gwal dra ! Ha 'benn dap 'nèoñ mo(d)-se

– Hag a-wechou ra 'e 'vel ur « une sorte de choc » ba da gorv

Yè !

– Divemoret un tamm

Yè, ur wïadenn pedam un dra m(e)nneg ar mo(d)-se, pedam…

– Nann, me(d) memes : Nintra, me(d) sowzan(et) un tamm ma peus c'hoant


Ah yè ! Badowell(e)t !

– Ya

Yè, me(d) an dra-he, n'on ket bet badowell(e)t, môa ket bet (aha)naon, me(d) chærr plous oa ! Ha meñ oa deut da hor(o) ar saout d'ar gêr, ar re-all oa ba'r park c'hoa(zh) ha oain 'hond d(a) gass 'nê maes d'an a(b)ard'hê ah(e)

« Maleür(u)s ! » Choñjal reen

Oh ! Ha mé rèr ha' nôa tapet 'è ! Paotr-powr ! Ar medissin oa bet war-dro mé sud ah(e) ha goud(e)-se, d'an devezh war-lerc'h, môa diskeu(e)t ma rèr dèoñ, ha pezur oa ur mell boss pet(r)a ! War ma fwes(k)enn ah(e) ! Ha hou(zh) 'n-heñi nôa tapet, ga(st) ! Ha mé fénn, laron doc'h, môa bet…

– An dra-he oa digoueet ba p(e)-lec'h ? Meus ket komprenet

Am(añ) war an hent ahe ! 'Hond maes da kêr ah(e)

– Ha petra oa bet kaos doc'h strobilhañ neuh(e) ?


Ah, me(d) ar veuc'h 'n-heñi oa deut !

– Ar veuc'h

An anner ! Dam oa un' yowank ma peus c'hoant, hou(zh) oa 'hond war-lerc'h, meñ oa 'hond tost da houzh 'è. An heñi-gozh nôa distrôet da souiñ, hou(zh) nôa bet añwn ! Ha hi neuh(e) nôa pilet (aha)naon goud(e)-se ha stoket he fenn war mé… Ha blouff-là ! Ha mond a ret d'an traoñ ga ur veuc'h peus-founnus heñ !

– Me(d) koulskoude pa ket gwraet nitra d'ar veuc'h-se, nann ?

Nann ! Me(d) ar re-gozh, maleür(u)s ! Ar re-h(e) so ohoho ! Ur veuc'h kozh zo fall da 'r re-yowan(k) heñ !

– Ah boñ ?!

Ah yè fei Doue 'hat ! Me meus gwel(e)t beuc'hed kozh ah(e) en-dro d'ar bak à dour ahe his-se, ar re-yowank 'klass mond d'e(v)o dour ha n'oagn ket les(k)et dond gate ! Ha 'benn zigoueo ah(e), 'benn-neuhe ya ar vazh en-dro 'è 'kass ar re-h(e) kuit… Oh ! Ah yè ! Ur veuc'h yowank 'tigoueo ba ur vandenn(a)d (v)o maltretet !

– Un tamm « bizutage » kwa !

Bisut(iñ), yè, bisutiñ… Ahaha ! Ah yè ! An dra-h(e) oa da zeus(k)en 'è : Pet(r)a é ar bizutage 'è !

– Papred vije ur vestres ba'r vandenn, oa ket ?

Ato vé un' ha' vo 'h o(be)r ar mestr, yè ma peus c'hoant, me(d) ouh ! Pennou-koat eint ! Oh ! Ped kwech meus ket gwel(e)t ahe, vé tomm ah(e), ar re-yowank vé 'klass mond tost d'e(v)o dour 'è, ah yè ! Me(d) nann-nann-nann ! Viss-fall zo ba'n dud ha ba'r loned !

– Ur veuc'h neuh(e) zo mïoc'h droug d'ar re-yowank 'vid d'ar re-gozh neuheñ ! Houzh…

Yè, pezur ar re-gozh, ar re-h(e) zo, zo bet (a)ssames hag a vé, un' ray mestr matrehe ha vo les(k)et d'o(be)r… Me(d) ar re-yowank 'tigoueo ! Les bleus ma peus c'hoant ! Yè-yè… Ale ! Taol korn ! Ehehe ! Oh yè ! Ar c'hernou a vé gwel(e)t alïes hag despun(e)t meus bet, brem(añ) meus ket kin (aha)naon, ar re-h(e) vé deboatet alïes heñ !

– Biskorned vé lar(e)t

Biskorn(e)d yè, ah yè !

– Me(d) damait ta lar(e)t, pa oas koueet just a-walc'h, a oa digoueet ur boss war da fweskenn

Hum

– Ha ba'r boss, me ma klêt un dra mennaket ba Skrigneg just a-walc'h : Wechou ba'r bossou mo(d)-se zigouee dour ha gwad assames

Yè ! Yè ! An dra-h(e) zo une hémorragie interne !

– Ya, me(d) pe-sort mod vé lar(e)t amañ pa zigouee an dour hag ar gwad (a)ssames ?

Ah ! An dra-h(e) n'on ket gouest da lar(ed) doc'h (aha)naon 'è, yè ! Dourwad ! Ma peus c'hoant. Yè, an dra-h(e) vé melañj(et) un tamm, yè ! 'Benn-neuhe ur wa(zh)ïenn benneg zo grevet, seto an dra-h(e)… Hag e ra poan heñ !

– Ha pe-sort mod vïe lar(e)t neuh(e) ? Deut oa ma fwes(k)enn dourwad petramant deut oa dourwad ba ma fwes(k)enn ?

Ah ! Ur boss oa deut, mechañ(s) ! Aha ! Set' môa deuskeuet ma rèr d'ar medissin ah(e)

– Ha dourwad oa barzh kwa ?

Oh yè, sur ! An dra-h(e) vé pell gou(de)-se heñ ! Pév poan ba, ba'n takad-se

– N'é ket brondüet vé lar(e)t ?

Yao ! Brondu vé lar(e)t 'è, yè-yè ! Brondu 'è

– Ar liw ?

Ar liw, yè

– Ya

Yè ! Brondü(e)t, oh yè ! 'N heñi a vloñs alïes heñ ! Vé… Ma stokon ma doworn, ahe vé du 'è… Keid no k(et) ar penn, n'eus ket risk (e-)bed

– Me(d) ar re-yowank neuhe vïe lesk(et) ga o sud da vond da ziwall ar saout na poch(ubl)-Dou(e) ouïe an dud lar vïe bet deñjer(u)s 'vite ?

Oh ! Houm(añ) oa ar boès ar mo(d)-se ! Gast !

– Ar mo(d)-se vije kont kwa !

Dazhtu, oah ket gouest da bad !

– Ho tud nïent ket tru(e) deusotoc'h, nann ?

Oh neuhe ! Vïemp ket keme(nt)-se re dost d'ar saout (aha)nomp 'è ! Me(d) un taol wech(ou) hall digoueo 'è ! Ha vïemp kass(e)t ar re-t(e) d'ar prazeier ha ba'n tamm hent strizh ah(e), ma é digoueet ar mo(d)-se da un' distroiñ, ale !

– Hag ar re-gozh a lare doc'h pe-sort mod go(be)r

Ur wal ! Ba ho torn ! An dra-h(e) zo bet lar(e)t din, ur vazh… Ur vazh !

– Ha chom fass d'ar veuc'h petram treiñ-kein

Pa(ss) mond re dos(t) 'è

– Me(d) vïe ket lar(e)t lar vïe daw galoupad duzhtu petram…

Ah, me(d) teuient ket d'o(be)r mo(d)-se war ho lerc'h 'nê, yao ! Lod deu(h) ar saout matreh(e), peus-so(v)aj matreh(e), hallev be, me(d) oh ! Oa ket dijenet keme(nt)-se, ar ris(k) ! N'é ket bet daw din galoupad…

N'eus kim(ed) ur wech oain tapet c'hoazh… Hag e-se 'è, ouh ! Divêd c'hoazh 'è ! Ha oain aet d'avañs(añ) an orjed(e)nn, digor an nor dê ba-kichenn Kerwalen du-nt, ah(e) zo dow gilometr (a)lem(añ). Ha hou(zh) oa kass(et)-maes, oa ket pell oar ! Matrehe oa tri/pe(va)r de(v)ezh oar. Ha mé nizh oa 'choukour (aha)naon ! Ha heñw oa krog ren an trakteur ha meñ oa war-lerc'h ga'n annor(e)d, neuh(e) ar re-h(e) oa staget da 'r c'harr. Ha 'n-ur hond ba'r war(e)mm, hi nôa heurtet ba'r pos(t)-siman ! Ha klak ! Kleet môa trous 'hat ! Me(d) oa ket torret nitra (e-)bed, me(d) ar c'horn oa diblass(et) un tammig, 'plass mond ha 'h o(be)r i dro, heñw oa aet eñwn gou(de)-se. Ha me oa aet d'avañs(añ) an orjed(e)nn, 'benn dow pe tri de(v)ezh goud(e) oa kass(et) ar res(t) maes ar mo(d)-se, neus stoket-hi ba pos(t) an toull-karr, postou-siman plant(et) ba'n dou(a)r, eh yè ! Me(d) hou(zh) zo deut din gou(de)-se, sè ! Divïou war-lerc'h, hou(zh) nôa poan ga'n dra-h(e) c'hoa(zh) mechañs paot(r) ! Ha ganin oa ar falc'h war ma skoar c'hoa(zh), 'troc'h 'nê, ar yeot ba di(nd)ann an orjed(e)nn, avañs(et) mé orjed(e)nn ha din 'hat ! Ha gwraet troiou en-dro din ha veh ket pell 'hond war an douar ga ur veuc'h mod an dra-h(e) ! Hi 'h anee ket ! 'Benn fin môa gall(e)t sklap ar falc'h ba'n tu-ell da 'n orjed(e)nn, sete ah(e) oa ket risk (e-)bed ! Ha mond-kuit !

Ha aet en-dro neuh(e) goud(e)-se dé glass un tamm kord(e)nn benneg da laken dèi, 'g-heñw oa un tamm kord(e)nn m(e)nneg ba'n toull-karr, môa ket klêt. Ha aet en-dro c'hoa(zh) d'avañs(añ) an orjed(e)nn, (a)darr(e) ! Deut din 'n-dro (a)darr(e) ! Maleür(u)s ! Male[ürus]… 'Benn fin neuhe, pezur hi anee ket, môa gall(et) ténn(añ) mé sentur(e)n ha lak anèoñ dèi 'n-dro d'he fenn ha kass 'nèi da stagañ da ur bod ba-kost ar c'hleuñ ! Ha me mïe ket bet gall(e)t avañs(añ) an orjed(e)nn mod-all 'è. Ha ah(e) môa staget 'nèi, sete môa gall(e)t avañs(añ) an orjed(e)nn ha goud(e)-se neuhe môa les(k)et 'nèi da filañ 'n-dro ha ar vazh war hi gorr(e) ha d'ond-kuit neuh(e) ! Ha gou(de)-se mé moèr(e)b nôa lar(e)t din :

« Oh ! Gwerzh(e)t houzh raog veh lèet ga(t)i ! »

Me(d) oa-i ket bet gwerzhet, deut oa-i bet dé, dé galmañ go(ude)-se, me(d) hou(zh) nôa bet poan 'è ! Ar c'horn oa torr(e)t, me(d) an hémorragie oa chom(et) ba'n tu-dabarzh ! An dra-h(e) oa gor(e)t fall-tre gou(de)-se. Ha gou(de)-se, pezur é-i bet ah(e) peus-pell gou(de)-se 'hat ! Ha ar c'horn oa deut eñwn heñ ! Heñ oa deut ar mo(d)-se, 'lec'h an heñi-all nôa bet e dro kwa ! Yè ! Ha me môa kleet 'n trous ken lar oan ba'r post 'è, 'benn môa gwel(e)t, mé nizh nôa tap(et) an toull-karr re jus(t) ha hou(zh) nôa plantet he fénn ba'r pos(t) ! Post-siman ba…

– Ur veuc'h, sañset, vé gwel(et) ba hi dowlagad 'benn vé-hi komañs krug(añ) ar mo(d)-se

Ah ! Pass keme(nt)-se, oh !

– Ba Skaer vé lar(e)t « 'tiflemmañ »

Ah ! Diflemm é, yè, gwel(e)t meus bet lod 'nê 'tiflemm(añ), an tarw oar ziflemm alïes a-walc'h 'è

– Petra sinifi « diflemm(añ) » ganoc'h ?

Diflemmañ… Oho ! Un dèn vé komañs(et) d'ond badow(e)d ha un tammig a ziflemm é, ahaha ! Sè ! Boemet ! Boemet é ar… Aha ! Ah yè ! Diflemmañ, hum ! Ahaha !

– Ah ya ! Sell ru kwa !



– Petram…

– Disklass un tamm


Yè ! Dihouilheg, ma peus c'hoant, ahaha !

– Dihouilheg ?

Dihouilheg vé lar(et) da 'n dra-h(e) c'hoa(zh)

– Hag ur veuc'h, 'benn vé-hi mo(d)-se 'tiflemm deusoutoc'h jom-hi pad pell da ziflemm petram… ?

Hum ! Hum ! N'yin ket da lar(e)d, nann-nann ! Alïes ver surpren(et) heñ ! Eh, me oa surpen(et) ga houzh 'è, pan(ve)d-se, me(d) pa-pass ! Me môa ket remark(et) nintra 'benn oa-i, ken oa-i komañs(e)t da zond ha d'ond 'n-dro din ha… Ah yè ! Laron doc'h, hou(zh), hou(zh) c'hoarïo 'n dro doc'h berr heñ ! Ah yè ! Oain ket goues(t) da 'n-im zirobo da souiñ, hag (e)-se ! Eh ! Ah yè, nintra, me(d) alïes vïe ket nintra (e-)bed ganoc'h, yao ! Ur falc'h oa ganin, me(d) an dra-h(e) zo dañjer(u)s kaoud houzh c'hoa(zh), ma vïe digoueet din koueo war hi gorr(e) pe un dra m(e)nneg… Nann-nann ! Ma ! Deut oa é-i bet trankil ah(e), trankilloc'h oa gou(de)-se. Be oa pareet 'n (dr)a-h(e) ba'r penn, me(d) an dra-h(e) 'n-heñi nôa gwraet da houzh heñ ! Hou(zh) oa un dra 'virviñ ba he fenn c'hoa(zh) 'benn-neuh(e)

– Pezh meus klêt lar(e)d lar é un dra vad é chom, just walc'h

Da sell !

– Da sell, ya, nompass fichal, nompass…

Da ur c'hi a ron an dra-h(e) 'è, 'benn teu ur c'hi din, alïes chomon trankil ah(e), sell deusoutoñ ha lar(ed) ar pochou, soupala(d) 'nèoñ un tamm, me(d) da ur veuc'h n'ounn ket (aha)naon 'g-eñw hallefeh chom mo(d)-s(e), ma teue war ho korr(e) 'è

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog