03/06/2018

Lakad an avalou da bezheliñ ha 'h ober jistr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti H. deus Skrigneg c'hwec'h devezh so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Gwraet peus chistr ?

Chistr ?

– Ya

Ah gwech-all ! Oh ! Pell-zo meus ket gwraet hañ ! Pell-zo… Beñ eh ! D(a) zigentañ toud vïe daw despun an avalou !

– Pe-sort avalou oa ?

Ga avalou-jistr !

– Ya, me(d) pe-sort re oa ?

Oh ! Ar merk ! Popopop ! D'ar poent-se vij(e) ket gwraet vorz (ne)med a vije avalou d'o(be)r jistr !

– Oh yeo ! Anoiou oa

Oh ! Pass dre-am(añ)

– Avalou Sant-Jermen, avalou ru, avalou… Douss-kaol !

Ya ! Med tamm anoudegezh (e-)bed ba'r jeu-s(e) ! Avalou, din-me oa avalou (ne)med a vijent yac'h, lakeet da bezheliñ un tamm, da ho(r)tos mond d'ar pressou(e)r

– Da bezheliñ ?

Da bizheliñ, ya : Da zïaseo un tamm, da… Da hoéñviñ un tamm bihen, da… Hag a boñ beñ, pé vije deu(t) an de d'ond d'ar pressou(e)r neuhe…

– A-raog mond d'ar pressou(e)r, pa vije despugn(e)t, tud oa (a)ssames 'h o(be)r an dra-he pe vijes da-hun 'h o(be)r ?

Beñ am(añ), amañ vïemp dow : An tad-kàer ha me kwa !

– Ba pe-lec'h vije destumet an avalou ?

Ba ur c'harr

– Ah ! Ba ur c'harr ?

Ya

– Un tamm karr bihen pe ur… ?

Oh ! Un tamm karr a-peu-prè ! Hag a… E vije kass(e)t ar c'harr d'ar pressou(e)r da un' kozh ahe gis-se, ahe oa un' ha' na ur pressou(e)r

– Me(d) pe-sort mod vije gwraet ? Pugur vije laket an avalou da goueo pe vijent tapet deus ar wênn ?

Pad ur c'hrogad vïent despunet ha pa vije deu(t) ar poent, eh beñ e vijent hijet ! Mod vïe moien kwa heñ ! Med ma vije re uhel vije ur vazh-koat ga ur boentenn ba'r penn d'o(be)r krog hag a ziskennent, me(d) alïes gouïent o-hun 'è kwa ! (Ne)med-seped vije daw despun 'nê dre-ma gouïent kuit dê da vreiniñ ha d'ond ga'r melved ! Ar melved a gav mad 'nê 'è… Hag ar lapoussed !

– Hag ar lapoussed 'e

Ah ya !

– Ya

Sete pa vije deu(t) ar poent neuhe, libr ar pressou(e)r…

– Me(d) vijent ket dibabet a-raog ?

'Benn chetañ 'nê ba'n drailhér(e)s vïe gwraet ur sell diwarne da chetañ, ma vije un'… Vij(e) ket despunet re-vrein hañ !

– Nann-nann

Me(d) sete, me(d) un mennañket hallche be tachet 'taw sete vije, 'benn chetañ 'nê ba'r pressou(e)r, a vije gwel(et) pe-naos vïe kont. Sete ba'n drailhér(e)s neuhe vïent drailhet hag a gouïent ba ur bak ha deuh ar bak a'h eent war ar pressou(e)r ! Ha vije lakeet ur, ur regenn, ur bladenn mo(d)-se ahe gis-se ha un tamm plous war-gourr(e) goude hag kordi(g)ellet ar plous tro-war-dro ! Ha pleget ba'n tu di-barzh hag ur c'houchad-avalou (a)darre hag vïe gwraet an dra-he war, war hanter-kant / tr(i)-ugent sañtimetr

– Ha n'é ke(t) an dra-he oa an dorchenn ?

An dorchenn

– Ya

(Ne)med-seped vïe daw kaou(d) plous mad !

– Plous pet(r)a oa ?

Plous-kerc'h ! Me(d) ar plous-kerc'h vïe laket (a)-gost(e) un tamm bihen 'raog vije re sec'h, kar ar plous-kerc'h sec'h a bade ket è, me(d) lem a vije un tamm bihen a-raog, a-raog oa sec'h : Gweñwn ahe gis-se

– Ya

Ah ! An dra-he zerc'he an taol deuh ar pressou(e)r !

– Ah ! Gwelloc'h oa ar mo(d)-se kwa !

Ya hag pa vijer 'waskañ 'naoñ neuh(e), trankil-trankil, mod-all ma rees ta-ta-ta-ta-ta heb dehan, heb dehan ! Flak ! Vïe vreg(et) an dorchenn ! Sete goude chome ar jistr e-barzh ! Sete me(d) ma 'h ees trankil-trankil-trankil e daole hi jistr hi-hun ! Sete pé vis(e) diskennet da-bek(ed) ur serten poent a ouele ket kin, dao ! Vïe hadmontet ha divontet ar pressou(e)r ! An traou war-gourr(e) hag a vïe krennet 'è ! Ha hadkomañset adarre neuhe d'o(be)r an dorchenn ga plous ha toud an dra-he meh-mod 'vel…

– Memes ju oa war-lerc'h kwa ?

Ah ya ! Me(d) daon ! Oa keme(d) avalou papred heñ ! (Ne)med-seped oa daw tenn ar pezh oa moien, deuh ar bordou waske ket kement 'vel a ree ba-kreis an dorchenn

– Ar mo(d)-se jome ket sort e-bed war-lerc'h kwa !

Beñ eh ! Gwraet vije ar possubl da zespun ar mïañ ma oa gallet heñ !

– Me(d) war-lerc'h, pa vije gwraet an dra-he, vij(e) ket gwraet sort e-bed ga an torchennou kozh ?

Lod rôe 'nê d'o saout !

– Ah ya ?!

Oh ya !

– Ah ya !

Ha' ga(v)ent mad hañ !

– Ah beñ sur ! Ya

Me(d) ar, ar saout a blij an avalou dê heñ !

– Ya, me(d) a c'hweent, na c'hweent ket diwar'nê ?

Opf ! Nann, ma ket bet gouïet lar na bet gwraet, nann. Ha lod-all chete 'nê ba-kost(e) ar c'hleuñ pe…

– Un tu mennaket

Ya-ya ! Nann-nann, ma ket bet gouïet lar oa bet c'hweet aneval (e-)bed diwar an dra-h(e)… Eo ! Matrehe ma zebechent un hanter-re 'è kwa ! N'onn ket pe-naos o(be)r !

– Nann, me ma klêt an dra-h(e) pé vije, vije daw diwoull pa vije lak(et) ar saout ba parkeier wechou pé vije gwe-avalou kwa ! Pugur a blije dê debiñ an avalou hag a c'hweent diwar'nê

… Ya ! Ya, me(d) deb deus an dorchenn, pa vije chet(et) an dorchenn kuit zebent an avalou 'è, an avalou gwasket, tamm plous oa etresse !

– Ya, matresse é aessoc'h da zijeriñ

Ah beñ, matresse oa un dra mennañket mo(d)-se heñ !

– Pugur ma klêt oa ur c'hwe barzh kwa ! Pa zebent avalou

Ya ! Chom sac'het 'n-hi(ni) reent !

– Ya, me(d) gad ar jistr, 'vid echüiñ ga'r jistr : Gwraet oa ar ju, ba pe-lec'h vije lak(et) ar ju war-lerc'h ?

Beñ ar ju gouïe ba ur… Ur bak !

– Pe ur bessel pe ur bak ?

Ur beskel kwa ! Ya ! Ur beskel 'n-hi(ni) é mïoc'h brezhoneg 'vi(d) 'n-hi(ni) é ur bak hañ ! Ha deuh ar beskel neuhe e'h ee d'ar varrikenn

– Ur besKel a lar(e)s ?

Ur beskel, ya

– Ah ya… Ha goud(e)-se vije laket ba'r varrikenn 'darr(e)

Ba'r varrikenn neuhe, ya

– Pet(r)a vije laket ba'r varrikenn blam da stouv ?

Ah ! Ur bont !

– Ur… Bont ?

Ur bont-koat, ya, me(d) pass duzhtu ! Daw oa leusken 'nèi da virviñ a-raog

– Ah, pad pe-geid ?

Beñ eh ! Hi-hun a lare dit 'ta ! Pa weles an traou wenn 'tond er-maes e ouïes lar verve ! Ha pa vije dihan(e)t da verviñ neuhe, ale dao ! A stouves 'nèi

– Me(d) a-peu-prè oa un devezh pe pemzete pe ?

Oh gast ! Eizhte pe deg tevezh 'benn a gomañse neuhe

– Ha peus ket gwel(et) tammou loned a-wechou 'hond barzh ha… ?

Nann, me(d) 'benn lakad jistr e-barzh a vijent tretet ha… Ga soufr ! Vije soufret ar varrikenn !

– Gwich-all 'e ?

Ya, vije dev(et) ur soufrenn barzh ! Un dra hag a burifïe 'nèi kwa ! Ha lod dije chistr-ïoulet !

– Ya ! An dra-h(e) oa ket mad heñ !

Ar varrikenn oa ket net pe un dra mennañket oa ba un tu mennag

– An dra-he zigouee duzhtu ?

Ah beñ n'é ket ! Pé vije bet bervet ha-toud, pa 'h ees da 'h evañ deusouti goude :

« Gast ! Am(añ) é ïoul(e)t ar jistr ! »

– Ha deus ar varrikenn teue kwa ?

Alïes deuh ar varrikenn, ya

– Ha ped barrikenn a rees d'ar mar(e)-se ?

Oh ! Amañ vije gwraet diw varrikennad, me(d) amañ d'an traoñ oa ket kalz avalou, me(d) penn-nec'h ar gêr oa ba-ti 'n hi(ni) kozh, 'ti an ta(d)-kozh kwa ! Sete oa libr-cheu, oa keme(d) mond da gerc'hed d'o(be)r !

– Pugur lod a ree kalz heñ ! Me ma klêt da-beked deg ha dowzeg a-wechou !

Oh bah ! Lod a ree kalz ! Ba Lokmarïa, ahe gis-se, vije kalz avalou hañ ! Bet on bet ur wech pe diw 'kerc'hed un tamm karg-avalou deus Lokmarïa ahe gis-se kwa ! Pé vij(e) ket amañ gi-mañ

– Ha oagn mad ?

Ya gast ! Extra !

– Oh ya ! Un dra-all, peus ket debet an dra-he ? Ur wastellenn-avalou ?

Eo ! Pé vije echu d'o(be)r krampouzh, wechou vije gwraet ur wastellenn ha lakeet krampouzh barzh, me(d) ar wastellenn a oa, oa tew mo(d)-se ahe gis-se

– Ha pet(r)a oa ? Ur grampouênn, avalou hag ur grampouênn-all pe… ?

Oh ! Neuhe an toas 'n-hi(ni) oa ket héñvel ! An toas oa tew

– Ha mad a oa ?

Me ga(v)e mad toud ar pezh oa krampouzh ha gatoiou ha douss, pugur ga(v)on ket mad ar gwin nag ar jistr, sete an traou-s(e) a ga(v)en mad ! Ah ! Ah yayay !

– Ha fars ba'r chidour(e)n

Ah ya !! An dra-h(e), ar fars vije gwraet 'è, ya : Tan war-gourr(e) ha tan (d)indan !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog