05/06/2018

'Ma ket ar momed demp re mond da zibitiñ tud-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba un ostalidi seizh mis so, assames oain ga É. deus Skrigneg, F. deus Bolazeg ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ga Simon Roygnan ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
F.
É.



'Ma ket ar momed demp re mond da zibitiñ tud-all kwa !

– Da zibitiñ ? Mond da zibitiñ tud-all ?

Da zibitiñ, ya

Ya, aha…

– Lar traou fall diwar o venn kwa ?

Ya

Ya, vefent ket kontant, houzoh walc'h

Nann, nann-nann

– Damait oa tud ha brem(añ) n'eus ket kin…

Daon ! Da be-lec'h ign eet 'boea ?

– Ba'r gambr

Oho ! Aet eint toud in kambr ?

– Ya

Oh ! 'H o(be)r petra 'maint d'an nec'h ene ?!

– Da lojañ, ahaha !

– Ar mo(d)-se zo neubeutoc'h (a) drous !


Ya ! Mad a rent mond d'ar gambr !

– Ya, te peus lar(et) dê mond-roud ?

– Ya ! Me(d) drol é vé lar(e)t « ba'r gambr, ba'r gambr », me(d) vé ket lar(e)t « ba'r halatas » ?


Ah eo !

Yeo !

Ar halatas so, an dra-he é ar grigner !

– Ya, ar grigner, memes-tra é ?

Ya !

– 'Vid ar grigner ?

– Ar halatas, ya


Ya, le grenier so, é ar halatas, n'é ket ? François ?

Ya ha ar gambr…

Ya, ar halatas

Me(d) ar grigner zo, zo uhelloc'h c'hoazh, n'é ket ?

Ya hag ar halatas. Deuh ar gambr vé ket gwraet ur halatas, eo ?!

Nann, nann

An dra-h(e) é ar grigner é !

– An dra-h(e) zepand pe-naos vé an ti

Ya

– N'é ket « les combles » é ?

– Ma é uhelloc'h…


Yeo ! Sur ! Yeo !

– Dindan an dôenn kwa !

– An dra-h(e) zepand pe-naos vé an ti


Ya

– Ma ve uvel pe vé ket

An dra-h(e) zepand pe-naos vé an ti !

– Me(d) mod-all ma klêt kaos deus an, deus ur gomz-all c'hoazh ha' vé lar(e)t 'vid, ba krow-ar-c'heseg !

Ya !

Ya

– Pa vé soliou hag ur pleñchod : Ar chanell

Ar chanell, ya

Ya ! Ar chanell !

– Ah ya ?

Lod vije 'kousked war ar chanell

Ya !

– War ar chanell

Ha gwich-all…

Ya, gwich-all

… Eh ee tud, memes, pa vijent 'surveiiñ ur gaseg prest da dreiñ

Ya, da droiñ

Kar ar c'heseg a…

Ya

Oh ! Vije sañsub(l) heñ ! Ha vije red beañ…

Vije kousket us dê

Ya ! Ha vije kousket

– Me(d) an dra-he meus klêt ga un' ha 'na lar(e)t din-me a gouske just a-walc'h ba'r chanell

Ya

Ah ya

– Hag a-wechou vije amerdet ga'r c'heseg, pugur oagn 'h o(be)r trous, 'skrijal kwa !

Oh daon ya 'ha ! Hag ar re-he a c'hwe ba o fronellou kreñw, houzoh walc'h

Fronellou, ya, ya-ya…

– Me zo bet ga ma zad 'kousked…

– War ar chanell ?

– Kichenn


War ar chanell ?

– Ya-ya-ya !

Ah !

– Ya, oh ! Me(d) ma ket kousket !

Ah bon !

– Keuñ ma bet, « d'o(be)r pet(r)a oun deut amañ ?! »

Ah ! Me(d) c'hoant a ha da wel(ed) pe-nao(s) oa kont !

– Me(d) c'hoant ma da…

– Ya, da wel(ed), ya

– Be ga ma zad matresse 'e


Ya ! Bidoc'hig hi zad !

– Ya-ya-ya

Bidoc'hig

– Me(d) boñ, ahe oa…

Goûd a houz(e)s pet(r)a é ar bidoc'hig ?

– Bidoc'hig, « c'est le p'tit dernier » ?

Oui !

– Ya ?


Ya

– Ha kaled oa ar gwele, ma ket kousket !

Oh beñ ya, sur a-walc'h ! Eh ! Alïes memes 'vel vije ar soliou vije gad, gwraet ga gwe ahe

Oh beñ ya ! Ur…

– Ha ni meump kousket war ar plous, un tamm plous…

Ya ! Beñ, beñ… Beñ ur wênn troc'het in dow

Ya !

Pe faoutet ha…

Ya ! Ha laket plous warnoñ

Plous, ya

Ha laket ur holc'hed goude

Ur holc'hed-pell !

Eh ! Ur holc'hed-pell ! Ha ma frinkes re a'h ees ba'h ar pell !

Ya

Sete ahahaha ! Me ma klêt lar oa dow yowank war un noñs(v)ezh-eured, aet da gousked war ur holc'hed-pell… Ha difreget ar holc'hed…

Beñ ya…

Ha oa keme(d) pell toud 'tresse ! Ahaha ! Ar re-h(e) oa ba un estremite !

Me(d) ya ! Difrinket nagn re… Ahaha !

– Ahaha !

Oh biskoazh kemend-all ! Ehehehe ! An dra-h(e) oa bet pa ma gwraet, pa ma gwraet ar c'habinejou ba a(ho)nt gi-nt, pa ma laket, houzoh walc'h…

Ah ya, ah ya ! Ba'r jerdin

Ya, pa ma laket…

« Ah ! » Lar diñ, « pe-nao(s) a vé gwraet ahe ? N'eus ket (a) zour na mann e-bed » lar diñ, « pe-nao(s) (v)o, (v)o kont neuhe ? Gad ar, ar brenn ? Ga, ga'r brenn 'n-on dorch an nén ?! »

« Ah ya ! » A laren dèi, « heus keme(t) taped… »

Tap un dorgnad

« … Un dorgnad ha frotañ 'nê 'tre da ziw(ha)r… »

– Ha na gwraet ?

Na ke(t) ! Eh ! Espliket ma dèi evel-kent ! Eh ! Ah ! Me(d) meus ket bet ankoueet an dra-h(e) ! Oh ! Me(d) be zo tud ginoweg memes-tra, kara ?!

Me(d) deus 'treusseg pe-lec'h é bet aterrisset amañ ?

Ehe ! Daon !

Un tu m(e)nneg

Ganet oa barzh Rañwon !

Ah boñ ?

Me(d) goud(e) é eet da Baris !

« Ah ya ! Mod-se dit d'o(be)r ! » Laren dèi, « heus keme(d) tap(ed) un dorgnad ha… »

Ah ya

« … Ha frotañ 'nê ken a… »

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog